Jumanji : Welcome to the Jungle

Pebezh mennozh iskis ober un eil film Jumanji kalz kalz bloavezhioù war-lerc’h (daoust hag un diouer a ijin a vefe e Hollywood?). Ar mennozh mat gant ar film-mañ a zo chom hep ober ur reboot nag un heuliad a vefe rik evel an hini kentañ. Ar wech-mañ eo Jumanji ur c’hoari video. Ur strollad liseidi e dalc’het asambles evel pinijenn a grog da c’hoari. Un doare d’ober goap un tamm ouzh ar c’hoarioù birvilh doare Uncharted/Tomb Raider eo ar film ha war memes tro un doare da enoriñ anezho. Elfennoù heverk eus ar c’hoarioù a vo lakaet war-wel : tudennoù nann-c’hoarier (PNJ) oc’h adlavar memes traoù bepred, hentoù rediet, buhezioù… Un dra klaseloc’h met efedus bepred a zo bezañ bet dibabet tudennoù disheñvel mik outo : ar sportour a vo bihan ha gwan met ur mailh war al loened, an “nerd” a vo kreñv spontus, ar plac’h koant a vo ur paotr tev a ra war-dro ar gartenn hag ar plac’h lentik a vo ur plac’h hoalus a oar n’em gannañ. Dre an tudennoù-se hag ar fed e vo ret dezho boaziañ d’an traoù nevez int gouest d’ober e vo posupl dezho digeriñ un tamm o speredoù ha kompren gwelloc’h ar re all. N’eus souezhadenn ebet er film met fentus-tre eo hag efedus. N’eo ket a live gant an Jumanji orin marteze met ur souezhadenn a-feson eo en un doare film birvilh skañv ha dudius. Kalz plijadur am eus bet o sellet ouzh ar film-mañ !

Film sevenet gant Jake Kasdan. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e59.

Ur respont to “Jumanji : Welcome to the Jungle”

  1. […] bras e oan bet gant Jumanji Welcome to the Jungle. Berzh ar film kentañ eus deus bountet an holl d’ober un eil. Setu neuze Jumanji : The Next […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.