Ur c’hoari diorroet gant PanicBarn hag embannet gant No More Robots eo Not Tonight. Deuet ‘oa er gouloù d’ar 17 a viz Eost 2018 war PC. Kavet e vez ivez war Switch.
C’hoari am eus d’ar stumm Switch.
Heñvel eo ar c’hoari ouzh Papers, Please. E 2018 e bro Saoz emañ Albion kentañ e penn ar vro, ur politikerezh start-kenañ a zo a-enep da forzh peseurt annezad en defe un hendad bennak bet ganet e lec’h all. Ar g/c’heodad-ez 112 omp, gant un hendad bennak eus ur vro european all. Dav bevañ en ur savadur miret evit an dud all eveldomp, en ur c’hortoz bezañ skarzhet kuit…
Labourat a reomp e servijoù surentez toulloù-noz. Da gentañ eo ret sellet ouzh oad an dud hepken (arabat laoskel minored da vont barzh), goude-se e vo tikidi, listennadoù tud pedet, VIP gant gerioù kuzh o tremen dirak an holl, tud resis n’hallfont ket dont e-barzh (eus broioù resis), ur skanner evit sellet ma n’eus ket kontilli gant an dud, paperoù faos, ur visa evit mont-tre pe c’hoazh ur c’hementad arc’hant pe «skor sokial» evit gallout mont ‘barzh. Tamm-ha-tamm ec’h erru an elfennoù-se evit bezañ luzietoc’h luzietañ, pezh a zo mat. En tu hont d’al labour e vo ivez da verañ ar yec’hed (skuizhder, naon, yenijenn) hag ar fakturennoù da baeañ. Is-tudennoù a vo gwelet reoliek ivez hag ur strollad emsaverien da sikour, gant traoùigoù da gas da benn. N’eo ket displijus Not Tonight peogwir e ra gant elfennoù diazez Papers, Please. Met re hir eo ha re heñvel an nozvezhioù, goude ur mare ne oa ket kalz plijadur ken, just «dav din mont da labourat aze evit kaout an objed evit mont war-raok». Start ‘m eus kavet ivez al lodenn «n’eo ket memes skeudenn war ar paperoù!» gant tudennoù e pixel art diouzh an noz, ur plac’h gant blev melen a zo ur plac’h gant blev melen, seurt elfenn zo start da gemer e kont gant un design evel-se. Ne oa ket bepred aes mont ha dont gant ar Switch ivez, meur a wech ‘m eus nac’het tud e plas laoskel anezho da vont barzh pe kollet amzer o tigeriñ en-dro ar «renkell» labour pe er ger etre ar gartenn, an arloadoù pellgomz hag all. Moarvat e oa plijusoc’h c’hoari war PC. C’hwitet ‘m eus war traoù fentus zo eus ar c’hoari moarvat (is-tudennoù da laoskel da vont e-barzh hag all) met start oa kompren e gwirionez peseurt efed o defe (un efed o deus) ha n’on ket sur e vefen prest da c’hoari en-dro evel am boa graet gant Papers, Please evit klask an holl «hentoù» posupl.
En tu-hont da se, an istor a zo groz un tamm memestra met ar sonerezhioù hag aergelc’hioù disheñvel hervez al lec’hioù labour a oa plijus. Ur bern mennozhioù mat a zo er c’hoari met n’eo ket dre ret kempouezet mat evit reiñ plijadur war hir dermen.
C’hoari diorroet gant PanicBarn. Embannet gant No More Robots. Da c”hoari war Windows (17 a viz Eost 2018) ha Nintendo Switch (31 a viz Genver 2020).