Dielloù evit galloudoù

Star Daughter

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 12, 2024 by geekezig

Brav eston e kaven golo Star Daughter. Ur romant “own voices” e oa, hag ur romant Young Adult faltazi mesket gant sevenadur Indez a seblant ral!
Sheetal a zo merc’h un den hag ur steredenn. He mamm he deus dilezet anezho avat setu ne oar ket kalz a dra diwar-benn lodenn-se hec’h identelezh estreget e rank livañ he blev bepred evit ma chomfe kuzh he blev griz arc’hantet.
Un deiz bennak e gloaz he zad gant he galloudoù steredenn hag evit e sikour he deus ezhomm gwad ur steredenn.
Mont a ra neuze da welet familh he mamm, met pezh ne oar ket eo e vo implijet gant he zud-kozh evit kemer perzh en ur genstrivadeg evit ren war rouantelezh ar stered. Gwelet e vo fall gant ar berzhidi all, ret e vo dezhi deskiñ ur bern traoù buan-kenañ, doareoù da vezañ ha me oar me, ha souezhet fall e vo ouzhpenn gant he familh. Ne vo ket aes!
Ur romant plijus eo Star Daughter, brav eo ar bed kinniget hag ijinet, skeudennoù brav-tre a zeu e spered al lenner-ez.

Magnificent Ms. Marvel 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Eost 7, 2023 by geekezig

M’ho peus soñj mat e plije kalz din Ms. Marvel met n’am eus ket lennet pep tra. Laouen bras e oan oc’h adkavout Kamala Khan evit ar rummad nevez-mañ. Diverret eo en un doare efedus an traoù bet c’hoarvezet er “run” a-raok (evit an traoù ne ouien ket e oa kentoc’h “hañ perak n’am eus ket lennet pep tra? Dav ‘vo din en ober!”). Kregiñ a ra an traoù amañ pa lavar kerent Kamala dezhi int dipitet bras ganti hag he buhez gourharozez. Pezh a zo e teu boudoù tre-oabl da dagañ ar gêr. Ha goude-se he c’herent! Kaset int o zri war ur blanedenn all e lec’h m’eo gwelet Kamala evel “an hini dibabet” a saveteo anezho. Degemeret eo evel ur briñsez a-raok kompren e oa skoemp un tamm an traoù aze ivez…
Fent, emgannoù, fromoù gant he familh ha mignoned, pep aozenn eus rekipe Ms. Marvel a zo aze c’hoazh hag un teuzar eo bepred! Na laouen on!

Spy x Family 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Even 9, 2023 by geekezig

Ur spier eo Twilight, barrek-kenañ evit dic’hizañ, laerez titouroù ha me oar me. Bevañ a ra en ur vro lec’h m’eo stegn an traoù gant ar broioù nes. Kalz politikourien a ginnig labour dezhañ neuze.
E garg a-zeu a vo tostaat ouzh un den politikel eus un tu mirourel prest da dagañ ar vro e-kichen. Met un tu hepken a zo evitañ da zont a-benn : kaout ur familh ha kas e vugel e memes skol ha bugel an den-se.
Twilight a zo dizimez, mont a ra neuze da gerc’hat ur bugel en un ti emzivaded meret en un doare souezhus… Anya a zo ur plac’hig a c’hall lenn e soñjoù an dud, setu perak ne kav familh ebet evit ober war he zro. Ur vuhez a savont asambles, o lakaat da grediñ eo intañv Twilight. Dav e vo dezho kaout un trede ezel avat evit kas pep tra da benn ha tuta ur wreg/ur vamm er familh. Kavout a reont ur plac’h yaouank, Ior, a zo lakaet diaes gant he c’henseurtezed hag he breur peogwir eo dizimez c’hoazh. Ul lazherez a vicher eo ivez… Un emglev a vo etre an tri-se neuze.
Fentus-tre ha dudius-kenañ eo Spy x Family. An doare familh krouet adalek poentoù boutin sot nay a ya mat-tre en-dro. Hast ‘m eus gouzout penaos e kendalc’ho ar vuhez evit ar “familh”-se !

Istor ha tresadennoù gant ENDŌ Tatsuya. Embannet e galleg gant Kurokawa, d’an 10 a viz Gwengolo 2020.

The Boys – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , on Meurzh 17, 2023 by geekezig

The Boys a ginnig deomp ur bed e lec’h ma ‘z eus gourharozed. Met meret int gant ur gevredigezh divent, evel aktourien sinema, sportourien pe youtuberien. Hughie a oa o vont da zebriñ gant e vignonez p’eo bet he lazhet gant A-Train, ur gourharoz e-touez ar “seven”, ar seizh gourharoz pouezusañ. Adalek ar mare-se e fello dezhañ kompren perak. Un den souezhus, Billy Butcher, a deuio da glask war e lerc’h ha da ginnig dezhañ dial, sur ez eus traoù lous ha kuzh e bed ar gourharozed.
Feuls ha gwadek eo The Boys. Tamm-ha-tamm e vo dizoloet petra eo sekredoù Vought (an embregerezh e penn pep tra) hag ar gourharozed met ivez perak ne vez ket enklaskoù gant servijoù difenn ar gouarnamant evit tallañ ouzh an traoù dre zindan graet ganto. Ur mennozh mat eo ha liesseurt eo an tudennoù, gant abegoù disheñvel d’ober an traoù ha savoù-poent disheñvel. Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar bloavezh kentañ ha kenderc’hel a rin gant plijadur moarvat. N’am eus ket bet tro da lenn ar c’homic book avat setu n’hallan ket keñveriañ an div oberenn.

Stirad krouet gant Eric Kripke, diwar comic book Garth Ennis ha Darick Robertson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019 (8 rann 50 munut). Dasparzhet gant Amazon Prime.

Kariba

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Gwengolo 25, 2022 by geekezig

karibaTremen a ra an istor war ribl ar rinier Zambeze. Siku n’he deus keloù ebet digant he zad, aet da labourat war ur chanter divent. Galloudoù souezhus a zo ganti…
Ur mennozh brav eo Kariba, awenet gant mojennoù eus Afrika ar Su. Siwazh em eus kavet hir ma amzer en ur lenn… Brav met luziet ha start da heuliañ, tort padal na zegas netra eo d’am meno.
Brav eo an tresadennoù ha temoù dedennus a seblant bezañ : mojennoù ha kredennoù met ivez pobloù rediet da ziloj abalamour da raktresoù bras kapitalour, sañset da zegas “teknologiezh” ha modernelezh, gwellaat live bevañ tud ar vro met alies enep ekologel. Siwazh eo start kompren an elfennoù-se estreget marteze er fin tout, ur gudenn en doare da gontañ a zo siwazh, evidon-me.kariba2

Istor ha tresadennoù gant Daniel & James Clarke. Embannet e galleg gant Glénat, d’ar 17 a viz Even 2020.

Frozen II

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gwengolo 5, 2022 by geekezig

frozen_2Dipitet e oan bet gant Frozen m’ho peus soñj mat. Skuizhus am boa kavet deroù Frozen II, gronnet ma oa pep tra gant kanaouennoù a seblante didalvoud. Tamm-ha-tamm avat e seblante din dedennus temoù ar film : bezañ mat gantañ e unan, karantez etre c’hoarezed ha klask reizhañ an drouk bet graet gant hon hendadoù. Souezhet brav on bet gant al lodennoù-se.
Torr-penn am boa kavet un tamm ar fent ha dre vras n’on ket kendrec’het gant ar “merk”-se (e-touez reoù Disney) met un tamm muioc’h a deneridigezh ‘m eus evit ar film-mañ, a gavan kazi gwelloc’h eget an hini kentañ.

Film sevenet gant Chris Buck & Jennifer Lee. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e43.

Freaks

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gwengolo 1, 2022 by geekezig

freaks_960_640_80Bevañ a ra Chloe hec’h-unan gant he zad. Bac’het eo en ti, evit he surentez a lavar dezhi he zad. Ar plac’hig a fellfe dezhi mont er maez, kaout mignoned ha debriñ koavennoù-skorn evel ar vugale all.
Nec’hus-tre eo penn-kentañ ar film, savet mat evit lakaat da grediñ eo an tad ar gudenn en istor. Da c’houde e vo sklaeroc’h saviad ar bed, tud a zo gant galloudoù hag ar polis a lazh anezho didruez, hep klask gouzout hiroc’h, abaoe ur gwallzarvoud e Dallas. Start eo sellet ouzh ar film hep soñjal e Black Lives Matter pa weler emzalc’h ar boliserien, un tu X-Men a zo d’an afer ivez, ha m’eo tad Chloe un doare Xavier a chomfe da guzhat bepred, Chloe he deus neuzioù Magneto…
Mat-kenañ eo an aktourez yaouank a c’hoari Chloe. Tapet on bet da vat e red an istor ha plijus am eus kavet ar film faltazi-mañ!

Film sevenet gant Zach Lipovsky hag Adam Stein. Stadoù-Unanet Amerika ha Kanada, 2018, 1e45.

Doctor Sleep

Posted in Filmoù with tags , , , , on Even 16, 2022 by geekezig

doctorsleepN’eo ket ur sekred met ne blij ket film Shining din (met plijout a ra din kalz rann Halloween ar Simpsons). Daoust da bep tra e felle din a-walc’h gouzout petra gonte Doctor Sleep.
Er film e vez heuliet Danny ur wech bras. Kalz kudennoù en deus gant an alkool, tremen a ra e amzer o tec’hout kuit. Chom a ra a-sav en ur gêriadenn da vevañ. E keit se e vez heuliet ur plac’h kevrinus gant he strollad mignoned, a lazh bugale evit laerez o galloud shining, dre an aezhenn a laoskont da vont en ur vervel. Abra, ur plac’hig donezonet a grog da eskemm gant Danny, pa vez merzet gant Rose hag he strollad e ranko Danny sikour ar grennardez en desped dezhañ.
Dedennet on bet gant Doctor Sleep hag an darvoudoù a c’hoarveze eno. Ne grede ket din e oa un heuliad resis da Shining met anat eo ez eo da vat. Ur bern daveoù da film Kubrick a zo. Hag e gwirionez en deus roet din c’hoant gwelet film Kubrick en-dro zoken! An alkoolegezh a zo a-bouez kenañ er film, met ivez traoù evel ar sunerien gwad ha marteze bugelrevelouriezh ivez ?
Ur film dereat eo evidon-me, met n’ouzon ket hag eñ e plijo spontus d’ar re sot gant ar romant pe d’ar re sot gant film Kubrick ! Un dibab souezhus marteze.

Film sevenet gant Mike Flanagan. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e32.

Crepanquine 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 20, 2022 by geekezig

crépanquineCrepanquine a zo ul levr bannoù-treset a gont istor ur mallozh : merc’hed mallozhet a dap galloudoù. Ur vojenn e oa evit an tudennoù betek ma c’hoarvezfe ganto. Klask a refont un diskoulm pe ur remed met dizoloiñ a reont ivez e c’hall unan mallozhet laerezh galloud unan all evit bezañ galloudusoc’h c’hoazh.
Un tamm luziet en deus seblantet din an traoù ha souezhus e oa an tu “ar merc’hed a zo mallozhet, dont a reont da vezañ sot ha doan o deus rak ar merc’hed all a c’hallfe laerezh o galloud” a lak da soñjal en histeriezh met kevrinus a-walc’h e oa memestra, da skouer gant an doare karned studi a zo er fin. Klok e vo e div levrenn setu on kurius a-walc’h o welet penaos ec’h echuo an traoù.

crépanquinedi

Istor gant Garbunka ha tresadennoù gant Caro Waro. Embannet e galleg e ti Spaceman Project, d’ar 26 a viz Even 2019.

King Arthur : Legend of the Sword

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 3, 2022 by geekezig

kingarthurGouzout a ouien dija peseurt techoù a vefe gant film Guy Ritchie : un doare da frammañ prim-kenañ, kanaouennoù modern, traoù a seurt-se. Prest e oan.
Ne oan ket prest avat da welet Mordred koshoc’h eget Uther, e-penn ur bagad olifanted zombi iskis, pe c’hoazh Uther gant ur breur bihan anvet Vortigern (evel ar roue gwir) hag a lazh Uther. Se zo e deroù ar film. E Peurrest ar film e vo Vortigern o klask war-lerc’h mab Uther a oa deuet a-benn da dec’hout kuit. Mojenn Gwenn-Erc’h eo a vo kontet deomp kentoc’h eget traoù all.
Estreget Arzhur, anv Marzhin ha Kaled-voulc’h, n’eus netra da welet etre King Arthur ha mojennoù an Daol-Grenn (ale, un daol-grenn a vo gwelet d’ur mare zo ivez, lakaomp). N’on ket evit kompren neuze. Un arguzenn evit gwerzhañ ar film hepken? Rak mod all eo ur film birvilh graet gant Guy Ritchie : fent, emgannoù : efedus. Perak ez eus un neuz kozh c’hoarioù video/klip metal gant lodennoù zo ? N’ouzon ket re kennebeut. Na gollit ken ho amzer gant ar film-se.

Film sevenet gant Guy Ritchie. Stadoù-Unanet Amerika, Aostralia, Rouantelezh-Unanet, 2017, 2e06.