Dielloù evit Marvel

Magnificent Ms. Marvel 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Eost 7, 2023 by geekezig

M’ho peus soñj mat e plije kalz din Ms. Marvel met n’am eus ket lennet pep tra. Laouen bras e oan oc’h adkavout Kamala Khan evit ar rummad nevez-mañ. Diverret eo en un doare efedus an traoù bet c’hoarvezet er “run” a-raok (evit an traoù ne ouien ket e oa kentoc’h “hañ perak n’am eus ket lennet pep tra? Dav ‘vo din en ober!”). Kregiñ a ra an traoù amañ pa lavar kerent Kamala dezhi int dipitet bras ganti hag he buhez gourharozez. Pezh a zo e teu boudoù tre-oabl da dagañ ar gêr. Ha goude-se he c’herent! Kaset int o zri war ur blanedenn all e lec’h m’eo gwelet Kamala evel “an hini dibabet” a saveteo anezho. Degemeret eo evel ur briñsez a-raok kompren e oa skoemp un tamm an traoù aze ivez…
Fent, emgannoù, fromoù gant he familh ha mignoned, pep aozenn eus rekipe Ms. Marvel a zo aze c’hoazh hag un teuzar eo bepred! Na laouen on!

Spider-Man : Far From Home

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Du 19, 2021 by geekezig

Plijet e oan bet gant Spider-Man : Homecoming am boa kavet dudius ha fentus. Spider-Man : Far From Home a dremen e kerzh beaj Peter hag e glasad en Europa, un doare “Eurotrip” e Venezia, Praha, Berlin, Londrez (meneget e vez ivez Pariz kant gwech met n’eus netra o tremen e Pariz). E-kerzh ar veaj e ranko Peter sikour Nick Fury evel Spider-Man pezh na felle ket dezhañ ober peogwir e felle dezhañ profitañ eus e veaj evel ur c’hrennard 16 vloaz.
N’eo ket displijus ar film met “RE” : re bounner pouez Tony Stark, re bounner ar fent, un tamm null istor an den drouk… Marteze n’eus ket trawalc’h a Aunt May? N’ouzon ket met n’on ket bet kendrec’het tamm ebet gant an eil film-mañ. Domaj!

Film sevenet gant Jon Watts. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e09.

Avengers : Endgame

Posted in Filmoù with tags , , , on Here 7, 2021 by geekezig

endgameKregiñ a rin gant un dra a zo anat marteze met pouezus evidon : Avengers : Endgame a zo ur gwir film, ket evel Avengers : Infinity War. Posupl eo kompren ar film hep bezañ bet gwelet holl filmoù Marvel hag ul lusk dereatoc’h en deus hag un doare da gontañ plijusoc’h.
Da c’houde, n’eo ket ur film en deus plijet din kennebeut. Goude 20 munut e c’hoarvez un dra bennak en doa lakaet ac’hanon da huchal, o soñjal em boa bet ranket gouzañv Avengers : Infinity War evit kement-se. Goude e tro an traoù da film beajiñ en amzer evit reizhañ an traoù. Perak ket ? (Met ivez, perak????)
Na gomprenen ket petra oa c’hoarvezet gant Hulk, perak emañ Hawkeye gant ur c’hatana… Ur bern dibaboù a seblante iskis din. Adalek ar mare-se e oa dudius a-walc’h memestra. An emgann fin tout avat n’am boa ket komprenet kennebeut, an diskoulm? Iskis en doa seblantet din e gwirionez. Ur film a ra goap en doa seblantet din bezañ muioc’h eget traoù all. Marteze n’on ket graet evit filmoù Marvel hag e vefe poent din en anzav ? Roet en deus din c’hoant sellet ouzh filmoù Captain America avat.

Film sevenet Anthony Russo ha Joe Russo. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 3e01.

Captain Marvel

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 2, 2021 by geekezig

A-raok gwelet Avengers : Endgame e felle din gwelet Captain Marvel evit bezañ sur da gompren pep tra (pe ul lodenn d’an nebeutañ). E gwirionez ne oa ket ezhomm rak n’he deus ket Captain Marvel ur perzh divent e Avengers : Endgame.
Carol Danvers a zo blenierez kirri-nij evit an arme amerikan. Nick Fury a c’houlenno sikour diganti evit stourm ouzh ar bobl tre-oabl Kree. E-kerzh o c’henlabour e tizolo Carol piv eo e gwirionez.
Laouen on da vezañ sellet ouzh Captain Marvel peogwir am boa kavet dudius-tre ar film, daoust din bezañ kavet e oa anat tout an traoù a c’hoarveze en istor. An darempred etre Carol ha Nick Fury an hini a oa ar plijusañ d’am meno.

Film sevenet gant Anna Boden ha Ryan Fleck. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e04.

Venom

Posted in Filmoù with tags , , , on Gwengolo 16, 2021 by geekezig

Ne oan ket bet dedennet a-walc’h evit mont da welet Venom er sinema. Sellet am boa ouzh blu-ray ar film, pezh oa ur mennozh mat peogwir ez eus prantadoù birvilh deuet brav hag e oa brav ar skeudennoù. Mod all ne oa ket kalz a dra d’ar film. An istor zo eeun-tre hag ur bagad aktourien a-feson a zo aze is-implijet (Tom Hardy met ivez Michelle Williams ha dreist-holl Riz Ahmed a blij kalz din). Na gollit ket amzer gant ar film-se.

Film sevenet gant Ruben Fleischer. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e52.

Avengers : Infinity War

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 29, 2020 by geekezig

Deiz pe zeiz e oa mat ret din sellet ouzh Infinity War peogwir e fell din sellet ouzh filmoù all eus an MCU hag aon em boa e vefe diskuliet din traoù c’hoarvezet er film-mañ.
Infinity War a grog rik goude Age of Ultron : Thanos a ziviz klask war-lerc’h ar mein anfin gant e vaneg. Setu ni partiet evit ur veaj 2e30 gant emgannoù a-vil-vern ha tudennoù e-leizh.
Fent a zo er film met mod all eo hir spontus peogwir eo un heuliad emgannoù, gant pep a lodennig evit pep tudenn. E gwirionez e oan o soñjal a-hed ar film pegen plijusoc’h e vefe seurt istor en ur c’hoari video kentoc’h eget en ur film. Prantad “diskuizh” ebet, mare ebet evit kaout ur sell war an tudennoù hag o darempredoù, m’ho peus c’hwitet war filmoù zo eus an MCU kit da sutal (ur bern am eus me c’hwitet, met ket kement-se ha kollet e oan memestra). E gwirionez e kavan skuizhus ar redi-se, kavout a raen gwelloc’h pa oa posupl heuliañ pep film evitañ e-unan gant daveoù plijus etrezo kentoc’h eget chom a-gostez da vat pe santout e vank traoù deomp a-hed an amzer. Ur film hir spontus eo gant ar pal hepken degas d’ur film all. Evel oberenn hiniennel n’en deus ster ebet, na from na personelezh, na mann ebet. Domaj eo.

Film sevenet gant Anthony Russo ha Joe Russo. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e29.

Iron Man 3

Posted in Filmoù with tags , , on Even 25, 2018 by geekezig

Ne oan ket bet o welet Iron Man 3 er sinema, kavout a ran un tamm randonus filmoù Marvel goude ur mare (pe da vareoù zo ^^).
Tony Stark n’a ket mat abaoe darvoudoù New York e barzh The Avengers. Ur sponter anvet “The Mandarin” a ra reuz ha mignon Stark, Happy, a zo gloazet en un darzhadenn. Ar pezh a zo, n’eus roud eus bombezenn ebet. Buan e vo dizoloet ez eus tud, liammet gant an arme, a vez graet taolioù-arnod genetek warno, hag a dro fall a-wechoù.
Dudius ‘m eus kavet ar film, ha plijet a-walc’h on bet gant emdroadur “The Mandarin” (pe ar souezhadenn), an emgann fin a zo bamus a-walc’h, santet e vez mat ar blijadur eo bet ijinañ un emgann a seurt-se. Domaj eo e vefe ken skañv roll Pepper bepred er rummad filmoù-mañ met ur film dudius eo.

Film sevenet gant Shane Black. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 2e11.

Black Panther

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 19, 2018 by geekezig

N’heulian ket kement ar filmoù gourharozed ken, re a zo anezho. Bremañ on techet da sellout outo e DVD kentoc’h eget mont da welet anezho er sinema. Met Black Panther a oa pouezus mont da welet me gav, evit diskouez eo gouest an dud ivez da vont da welet filmoù “disheñvel”. War a seblant n’on ket bet ma unan peogwir e ra berzh spontus.
N’anavezen ket tudenn Black Panther (e anv evel just met ket e istor) setu ‘m eus dizoloet penn-da-benn : Wakanda, ar vro guzh en Afrika gant teknologiezh araokaour kenañ. Goude marv e dad eo poent da d’/T’Challa bezañ roue Wakanda, ma fell d’ar 5 meuriad. Den na oa o c’hortoz ec’h errufe kenderv T’Challa en afer avat, peogwir na ouie den e oa deus-outañ.
A-benn ar fin ne vo ket kalz a draoù o tremen e diavaez Wakanda, ar film a chom kentoc’h tro-dro d’ar politikerezh diabarzh, T’Challa a rank kompren petra zo bet graet gant e dad, perak, ha mont dreist da se evit bezañ roue.
Brav kenañ eo an dilhad, plijus an tudennoù (estreget marteze W’Kabi, poan ‘m eus bet bet o kompren penaos e c’halle lavar “arabat degemer repuidi” ha pemp munut goude bezañ a-du krenn gant Killmonger), fent a zo hep bezañ droch, istorioù karantez met a chom diskred a-walc’h…
Simpl eo ar steuñvenn met efedus. Un disamm ken ral eo.
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film e gwirionez hag o tizoloiñ bed Black Panther. Ouzhpenn-se e seblante bezañ ur gwir film, a c’hall bezañ sellet e unan ha ket ur pezh mell teaser evit Avengers Infinite Wars, tech a oa gant Batman Vs Superman da skouer (a seblante bezañ un teaser eus Justice League). Muioc’h a filmoù gourharozed a seurt-se marplij !

Film sevenet gant Ryan Coogler. Stadoù-Unanet Amerika, (e sinemaoù Frañs abaoe ar 14 a viz C’hwevrer) 2018, 2e14.

Ms. Marvel 4

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Gouere 24, 2017 by geekezig

Echuet eo an traoù el levrenn 3. Met krouet ez eus ur bed Marvel nevez neuze e kendalc’h an traoù e gwirionez (en ur bed all, e lec’h eo Miles Morales Spider-Man da skouer). Ne cheñch ket kalz a dra evit stirad Ms. Marvel peogwir eo bet miret memes skipailh arzourien evit kenderc’hel an istor, an embannerien gallek o deus divizet kenderc’hel ha lakaat ar chabistroù nevez en ul levrenn 4 e plas ober ur stirad nevez.
Kamala a zo e-touez an Avengers bremañ ha kalz, kalz labour he deus. Skuizh marv eo bepred ha ne wel netra eus pezh a c’hoarvez tro-dro dezhi : Bruno en deus ur vignonez, Mike, breur Kamala en deus ezhomm outi evit gallout gwelet ar plac’h he deus piket e galon ha dreist-holl ez eus ur raktres evit lakaat koñversanted da guitaat ur c’harter a-benn sevel ur c’harter nevez ha cheuc’h ha kreskiñ ar prizioù. Ms. Marvel a zo war panelloù bruderezh an embregerezh a ra war-dro zoken… Brud fall spontus a zo ganti neuze ha start eo da Gamala merañ pep tra.
Plijet on bet gant an tud se eus an istor : gwelet pegen start e c’hall ar brud bezañ evit Kamala. Tudennoù nevez ha zo ha dedennus (Mike da skouer), un darempred fentus etre Iron-Man ha Kamala bremañ ma labouront asambles, prantad koant eured breur Kamala… Ar c’hoant da dapout pep lec’h a zo gant Kamala (ha lakaat a raio reuz en ur glask diskoulmoù!) met dibosupl eo evit ul liseadez! Dedennus e oa ivez prientiñ an eured gant familhoù disheñvel, a-fed sevenadur, deskadurezh ha relijion.
Ma paouez a ran da veuliñ Miss Marvel met kompren a rit moarvat on plijet bras bepred gant ar stirad, daoust d’ar “bed” nevez!Istor gant G. Willow Wilson, tresadennoù gant Adrian Alphona, Nico León  Takeshi MIYAZAWA. Embannet e galleg gant Panini Comics en dastumad 100% Marvel, d’ar 7 a viz Gwengolo 2016. (Chabistroù 1-6 eus Ms Marvel 2016)

Ms. Marvel 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Eost 9, 2015 by geekezig

msmarvel1Pell zo e felle din lenn Ms. Marvel, stumm nevez an harozez. Kamala a zo ul liseadez un tamm geekez anezhi. He familh  a zo a orin eus Pakistan ha muzulmiz int. E-kerzh ur gouel e c’hoarvez un dra iskis hag e hunvre eus tudenn Ms. Marvel, goude-se e teu galloudoù dezhi. Dalet gant he c’hoant da vezañ “evel ar re all” he deus un neuz harozez voaz : meleganez, bras ha treut… Tamm-ha-tamm en deizioù warlerc’h e teuio a-benn da vestroniañ he galloudoù ha da chom hep cheñch neuz. He mignon Bruno a zizolo he deus galloudoù pa glask sikour anezhañ er stal ma labour ennañ. Breur Bruno a zo tapet fall gant ur rouedad iskis a vo war lerc’h Ms. Marvel…
Treset brav, fentus, efedus ha gwirheñvel an darempredoù (familh, mignoned), dispar ‘m eus kavet Ms. Marvel ha kompren a ran e vefe bet meulet kement warlene pa oa deuet er-maez. Hast ‘m eus da lenn ar peurrest!msmarvel1di

Istor gant G. Willow Wilson, tresadennoù gant Adrian Alphona. Embannet e galleg e ti Panini, d’ar 4 a viz C’hwevrer 2015.