The Avengers

Heuliet em eus mat a-walc’h filmoù Marvel araok The Avengers a-benn ar fin (Captain America an hini am eus c’hwitet hepken). Dedennet e oan gant ar raktres abaoe pellik ha dreist-holl e oan kirius o welet ur film sevenet gant Joss Whedon (donezonet kenañ evit stummoù berr met filmoù?…).
Un tammig poan ‘m eus bet gant penn-kentañ ar film, peogwir e oa ret diskouez un tamm pelec’h e oa pep tudenn met dreist-holl abalamour d’un den a rae ur bern trouz n’em c’hichen! ><
Adalak ar mare m’emañ tout an dud war al lestr eo bet gwelloc’h an traoù hag an deuet a-benn da vont penn-da-benn en istor.
Kalz fent a zo er film met n’eo ket droch. Kalz emgannoù a zo ha komprenet e vez ar pezh a c’hoarvez ordin. Kavet ‘m eus kempouezet mat an traoù neuze. An istor a zo plijus ouzhpenn, dre ma weler splann personelezh pep hini hag an nebeut a c’hoant da genlabourat asambles betek ar fin. Eveljust e ra se un tamm kenstrivadeg farsadennoù pe diskouez pegen kreñv eo pep hini met klotañ a ra gant personelezhioù an tudennoù er filmoù all! (Estreget marteze Bruce Banner, met gwell-a-se rak gwall nul e oa The Incredible Hulk Louis Leterrier (Ya ya, me zo spontus, kalz gwelloc’h am boa kavet hini Ang Lee).
Ar sonerezh a zo entanus, dudius eo hep bezañ lu, n’eo ket film gwellañ ar bloaz kennebeut met ur film deuet brav ha mat pell zo!

Advertisements

2 Respont to “The Avengers”

  1. […] Ur wech lañset an istor avat on kroget da vont e-barzh ha da adkavout ar pezh en doa plijet din er film kentañ, ar fent da gentañ. Ouzhpenn-se ez eus ur bern emgannoù a-feson (e Seoul da skouer, hag hini ar […]

  2. […] goude ur mare (pe da vareoù zo ^^). Tony Stark n’a ket mat abaoe darvoudoù New York e barzh The Avengers. Ur sponter anvet “The Mandarin” a ra reuz ha mignon Stark, Happy, a zo gloazet en un […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.

%d bloggers like this: