Dielloù evit arc’hant

지푸라기라도 잡고 싶은 짐승들 (Jipuragirado Jabgo Sipeun Jimseungdeul/Lucky Strike)

Posted in Filmoù with tags , , on Gouere 20, 2023 by geekezig

Ur film savet e chabistroù ha gant red an darvoudoù mesket eo Lucky Strike, e doare filmoù Tarantino da skouer.
Un den a labour en ur spa a gav ur sac’h leun a arc’hant. Un den a labour war an harzoù en deus dle hag a glask kavout un doare da rentañ arc’hant, ur bern tudennoù a zo er film hag an holl a vo liammet tro-dro d’an abegoù arc’hant-se.
Dudius eo ar film met kavet am eus ne servije ket da galz tra meskañ red an darvoudoù da skouer ha dre vras e oa un tamm goullo an hollad, bet gwelet dija. Marteze peogwir e ya tamm-ha-tamm davet un tu diskiant…

Film sevenet gant Kim Yong-hoon. Korea ar Su, 2020, 1e48.

Bad Education

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , on Gouere 3, 2023 by geekezig

Er bloavezhioù 2000 emañ lise Roslin, ul lise publik eus pastell-vro Long Island, e pevare plas gwellañ liseoù ar vro, digredus. Frank, ar “gourmelestrour” a zo un den a ra kalz berzh, gwelet mat gant an holl hag efedus. Pam a labour gantañ hag a zo ken barrek all. Ur raktres bras o deus, ar Skywalk ha p’emañ Rachel, ul liseadez yaouank o sevel ur pennad diwar-benn ar raktres-se evit kelaouenn al lise e krog traoù zo da drenkañ : laeret a vefe bet arc’hant foran gant Pam, e-pad bloavezhioù. Ar grennardez a gaso pelloc’h hec’h enklask ha kavout e oa kalz kalz brasoc’h an afer e gwirionez.
Ur film evit ar skinwel eo Bad Education. Kontañ a ra un istor digredus a-walc’h a ziskouez pegen meret fall ha gant tud a feiz fall kenañ e c’hall bezañ ar skolioù foran. Ar pep pouezusañ a oa skeudenn ar skol ha ma veze degemeret studierien e skolioù-meur brasañ ar vro, ket dresañ ar savadur dirapar, buhez fetis ar skolidi…
Un istor spontus. Savet eo mat ar film met klasel-tre, dudius ha dedennus eo memestra.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e48.

The Florida Project

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 26, 2023 by geekezig

E-pad an hañv, nepell eus Disneyworld, emañ ur strollad bugale paour o straniñ. Emaint o chom e ostalerioù, ur bern sotonioù a reont. En o-zouez emañ Moonee. Yaouank-tre eo mamm Moonee, n’he deus labour ebet e gwirionez, setu e klask dastum arc’hant e doareoù a bep seurt.
Ur poltred tristik eo hini The Florida Project. Un tamm evel tudenn Bobby a ver ar motel, e vezer techet da gaout teneridigezh evit an dud “kollet”-mañ. Souezhus-kenañ eo ar skeudennoù, gant livioù flamm-kenañ, roz pe gwer pe glas, un doare da guzhat paourentez an dud. Laouen e seblant ar vugale bezañ daoust da bep tra. Ur film start a-walc’h ha dedennus.

Film sevenet gant Sean Baker. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e55.

Rebelles

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 30, 2023 by geekezig

Distreiñ a ra Sandra e ti he mamm e Boulogne-sur-Mer. Mont a ra da labourat en ul labouradeg pesked evit klask kaout un tamm arc’hant. Goude un devezh labour e klask he rener gwallañ anezhi, en ur glask en em zifenn e vo gloazet ar paotr. Div genseurtez dezhi a zo test ha kavout a reont ur sac’h leun a arc’hant a oa dezhañ… An teir flac’h a ziviz mirout an arc’hant-se ha kregiñ un emglev etrezo, met ne vo ket simpl an traoù.
Fentus eo Rebelles, un aergelc’h plijus a genskoazell etre kenseurtezed, prantadoù kazi doare western. Spered ar film en deus plijet din, dudius eo ha savet en doare mat hag efedus !

Film sevenet gant Allan Mauduit. Frañs, 2019, 1e27.

C’est pas ma faute

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , , , on Kerzu 22, 2022 by geekezig

Ur romant diwar-benn div blac’h eo C’est pas ma faute. Lolita he deus ur chadenn YouTube ha berzh bras a ra. Pezh a zo, un deiz e paouez he chadennoù ha kontoù a-greiz-holl. Prudence eus he zu a ra war-dro ur gont fan ha nec’het bras eo.
Heuliet e vo a bep eil an div blac’h evit klask kompren petra ‘zo c’hoarvezet.
Lolita a zo kollet-mik gant bed YouTube, bevañ a ra gant he mamm, paour int, ne gompren ket neuze e c’hall difenn he labour ha bezañ beuzet gant alioù an holl. Prudence a zo ur plac’h yaouank sirius, plac’h du nemeti ar skol dañs klasel ha nec’het gant he sekred : heñvelreizh eo.
Temoù start a zo el levr, re kazi. Traoùigoù gant pezh a c’hoarvez da Lolita o deus hegaset ac’hanon : dave da vMarina Joyce, bec’h an dagadenn revel hag ar c’hudennoù bred/boued, un tamm re en deus seblantet din, gwelloc’h vefe bet din ma vefe bet un dra hepken dija. Kudennoù Prudence am eus kavet mestroniet gwelloc’h. Spi a zo el levr avat met n’on ket bet kendrec’het da vat, marteze peogwir eo re heñvel ouzh traoù bet c’hoarvezet e gwirionez? Piv oar. Ar c’hlozadur a welan evel un dave da vBilly Elliot ha ket da vBlack Swan… Ne oa ket displijus da lenn avat!

Romant skrivet gant Anne-Fleur Multon ha Samantha Bailly. Embannet e ti Pocket Jeunesse, d’an 12 a viz Meurzh 2020.

Ready or Not

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Du 2, 2022 by geekezig

Devezh eured Grace hag Alex eo. Alex a zo ezel ur familh pinvidik-mor ha nec’het eo Grace. Tremen a ra mat pep tra. Koulskoude da hanternoz ez eus un hengoun er familh evit degemer izili nevez : ret eo dezho kemer perzh en ur c’hoari. Ar gwashañ disoc’h a zo koach-koukoug, pezh a c’hoarvez da c’hGrace…
Gwadek spontus eo Ready or Not, meur a brantad heugus-tre a zo. Gant ar sell “ar re binvidik a zo spontus, prest da aberzhiñ tud all evit chom pinvidik” en deus lakaet ac’hanon da soñjal e Satanic Panic. Un tamm gwelloc’h eo kalite Ready or Not memestra. Blaz Get Out a zo ivez un tamm (estreget ne gomz ket tamm ebet diwar-benn gouennelouriezh peogwir n’eus nemet tud wenn er film-mañ). Kalz fent a zo er film ivez ar pezh a sikour da zegemer ar feulster ha traoù heugus. Ur film dudius a-walc’h!

Film sevenet gant Matt Bettinelli-Olpin & Tyler Gillett. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e35.

Aquarius

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Here 24, 2022 by geekezig

Ur film e teir lodenn eo Aquarius. Al lodenn gentañ a dremen er bloavezhioù 80, bev eo c’hoazh Clara goude bezañ tallet ouzh krign-bev ar vronn. Lidet e vez 70 vloaz he moereb Lucia.
Hirie an deiz emañ Clara o vevañ c’hoazh e memes ranndi, e-tal traezhenn Recife. An hini nemeti emañ o vevañ en ur savadur a zo bet adprenet gant ur pezh embregerezh. Ne fell ket dezhi plegañ daoust d’an holl o lavar dezhi gwerzhañ he ranndi ha mont kuit da lec’h all evit bezañ trankil.
Hir a-walc’h eo Aquarius, kemer a ra ar film e amzer. Brav eo gwelet ur film diwar-benn ur plac’h “kozh”, ral eo a-benn ar fin. Domaj eo marteze gwelet kement bourc’hizien Brazil hag ur metoù gwenn-tre. Ur film dedennus ha ral eo met hir ‘m eus kavet ma amzer un tammig.

Film sevenet gant Kleber Mendonça Filho. Brasil ha Frañs, 2016, 2e25.

Adults in the Room

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Eost 22, 2022 by geekezig

adultsintheroomAdults in the Room a ginnig heuliañ Yánis Varoufákis, ministr an ekonomiezh gresian pa ranke marc’hata gant unvaniezh Europa diwar-benn an dle gresian.
Emvodoù, komzoù dre guzh hag ar c’hontrol-mik dirak ar gelaouennerien, ur gwir troiad a ra Yánis evit klask kendrec’hiñ ar broioù all e vefe ret lezel tro da vro C’hres (ha dreist-holl d’ar C’hresianed) da vevañ dereat en ur restaol an dle.
Un tamm hir ha hegasus e gwirionez eo itrikoù ar politikerien, ha souezhus-tre eo ar fin, re drumm evidon, goude ur prantad “arzel” disheñvel a-grenn eus ton peurrest ar film. Bamet a-walc’h on bet gant an aktour Chrístos Loúlis met jenet on bet gant ar film, dreist-holl abalamour d’ar fin, rak mod all e oa dedennus ha lusket mat peogwir e klote gant pezh a gave Yánis torr-penn e doareoù d’ober Unvaniezh Europa. Souezhus.

Film sevenet Costa-Gavras. Frañs ha bro C’hres, 2019, 2e04.

Les Indes Fourbes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Ebrel 2, 2022 by geekezig

indesfourbesUr pikol levr bannoù-treset eo Les Indes Fourbes. E meur a levrenn en defe gallet bezañ bet embannet kazi. Teir lodenn a zo d’an istor, a vo dizoloet e doare disheñvel a bep eil.
Dispar eo tresadennoù (treser Blacksad eo Guarnido) hag evit ar re a blij De Capes et de Crocs dezho (eveldon) ne vo ket souezhus stil “c’hoariva” an istor, savet gant memes den.
Pablos a zo ur paourkaezh spagnol paour a n’em gavo er c’hevandir nevez, klask a raio dreistbevañ hag ivez klask arc’hant hag aour, marteze ? Daoust hag un haroz pe un toueller eo ?
Se a vezo dizoloet tamm-ha-tamm. Ul levr plijus-tre!

Indesp56Istor gant Ayroles ha tresadennoù gant Guarnido. Embannet e ti Delcourt, d’an 28 a viz Eost 2019.

Widows

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 28, 2022 by geekezig

Widows Day 10_135.dng

Ur strollad torfedourien a laer arc’hant digant ur politikour e Chicago. Harzet int gant ar polis ha mervel a reont er c’harr. Peder intañvez a chomo war o lerc’h. Veronica, intañvez an hini a oa e penn a vez goulennet diganti restaol an arc’hant gant strollad ar politikour. Divizout a ra neuze implij karned labour he gwaz evit dastum arc’hant gant sikour an intañvezed all.
Ur film efedus eo Widows, a ziskouez tuioù gwall vil mab-den. Doareoù mafia politikourien zo, feulster, gouennelouriezh. Savet eo mat ha tamm-ha-tamm e vo komprenet itrikoù don tudennoù zo. Ur film “polis” a galite met n’eo ket gwellañ film Steve McQueen avat.

Film sevenet gant Steve McQueen. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e10.