Dielloù evit skol-veur

Promising Young Woman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Genver 1, 2024 by geekezig

Kazi 30 vloaz eo Cassie. Labourat a ra hep kalz entan en ur c’hafedi. Bevañ a ra c’hoazh e ti he zud.
Ur wech ar sizhun e ya d’un toull-noz bennak hag e ra van bezañ mezv-dall. Bep sizhun ez eus ur paotr a glask “sikour” anezhi ha profitañ outi dreist-holl…
Cassie a oa barrek er skol-veur medisinerezh. Betek na c’hoarvezfe un darvoud spontus : he mignonez Nina a voe gwallet gant ur strollad studierien. Ne c’hoarvezas netra met dibosupl e oa d’an div blac’h kenderc’hel gant o studioù.
Buhez Cassie abaoe marv Nina a zo klask dial neuze.
Ur film dial eo Promising Young Woman. Un neuz “Instagram” a zo gant kalz lodennoù/skeudennoù, sonerezh pop e-leizh, un aergelc’h deuet brav. Kalz prantadoù diaes a zo avat, kalz tudennoù a ra dibaboù dipitus ha koulskoude gwirheñvel-tre. Start eo da zegemer evel-just, pegen boutin eo doareoù an dud da “respont”.
Carey Mulligan a zo bamus a-walc’h e perzh Cassie, diseblant dirak pep tra pe dost, mouchet pep tra, nerzh he buhez kaset davet an dial. N’eo ket ur film plijus neuze, lakaat a raio diaes ur bern tud. Ha souezhus a-walc’h eo fin ar film, en deus lakaet ac’hanon da soñjal “n’eo ket posupl” ha goude-se e oa ar film ur gomedienn zu a-benn ar fin. Petra ‘oa pal gwirion ar film? Start gouzout. Un doare efedus a-walc’h da lakaat ar gaoz war penaos e vez an dud dirak darvoudoù “yaouankiz”.

Scream Queens bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on Eost 31, 2020 by geekezig

Scream Queens a zo ur stirad droch penn-da-benn awenet gant ar filmoù spont doare slasher (Scream, Halloween, Friday the 13th da skouer).
E ti ar “c’hoaregiezh” Kappa Kappa Tau, en ur skol-veur amerikan, e krog ur rummad muntroù souezhus. Daoust ha liammet int gant marv un ezel dougerez 20 vloaz zo? Petra eo perzh prezidantez ar skol-veur an afer? Daoust hag eñ ez eus meur a vuntrer? Piv eo/int?
Setu un tamm ar pezh a vo da heuliañ en istor, gant kalz kalz tudennoù diot ha fent diskiant da vat. N’eo ket disi met dudius eo, a-drugarez da begen pell ez a an traoù ha da Jamie Lee Curtis a seblant kaout kalz plijadur en afer.

Stirad bet krouet gant Ryan Murphy, Brad Falchuk hag Ian Brennan. Bloavezh bet skignet evit ar wech kentañ etre an 22 a viz Gwengolo 2015 hag an 20 a viz Kerzu 2016 ar war ar chadenn amerikan Fox. 10 rann tro 45 munut.

Always and Forever, Lara Jean

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Eost 1, 2019 by geekezig

Always and Forever, Lara Jean zo trede levr istorioù Lara Jean, bet kroget gant À tous les garçons que j’ai aimés… ha goude-se gant PS : Je t’aime encore (met war a seblant on bet re lezirek evit skrivañ pennadoù diwar-benn an daou levr-se…). Heuliet e vez Lara Jean Covey, ul liseadez o vevañ er Stadoù-Unanet. Marv eo he mamm korean pa oa bugel, bevañ a ra gant he zad ha c’hoarezed ha c’hoarvezout a ra ur bern traoù ganti (karantez, mignoniezh hag all) evit diverrañ buan-buan.

Emañ Lara Jean oc’h echuiñ gant al lise. Tremen a ra mat an traoù gant Peter, he zad a zo vont da zimeziñ en-dro hag emañ Lara Jean o c’hortoz disoc’hoù ar skolioù-meur.
Prantadoù dispar a zo el levr tro-dro d’an dodenn-se. Un tem eo a blij kalz din, ken a-bouez e seblant bezañ evit buhez liseidi ar Stadoù-Unanet (e stirad Friday Night Lights e oa splann da skouer). Hegasusoc’h e oa Lara Jean pa glaske aozañ eured he zad e plas ober war-dro hec’h enskrivadur skol-veur. Gwirheñvel-tre ‘m eus kavet he doare da dec’hout ar pezh he doa d’ober, ar santimantoù pa seblante dezhi bezañ kollet he hent. Un tammig aon ‘m eus bet er fin, aon rak levezon Margot war dibaboù Lara Jean, a zo disheñvel mik. N’eo ket peogwir he deus he c’hoar dibabet un hent e rank ober ar memes traoù.
Ur c’hlozadur a-feson d’ar rummad levrioù-mañ e oa me gav, c’hoarzhet ha gouelet am eus. Evidon-me eo gwellañ levrenn ar rummad, daoust din kavout e oa mennozh an hini kentañ dispar. Always and Forever…

Romant skrivet gant Jenny Han. Embannet gant Simon & Schuster d’an 2 a viz Mae 2017.
Un droidigezh c’hallek a zo ivez abaoe an 20 a viz Gwengolo 2017 gant an titl Pour toujours et à jamais embannet gant Panini books er rummad Scarlett.

My Life On The Road

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 23, 2016 by geekezig

mylifeontheroadDedennet on bet diouzhtu gant raktres Emma Watson ober ur c’hlub lenn war ar rouedad, troet kentoc’h war ar gwregelouriezh. E miz Genver 2016 (ya dale zo ganin evit skrivañ ma fennadoù ^^) eo bet lañset Our Shared Shelf, war lec’hienn goodreads. Daou glub lenn? Aha! Gouest on da dont a-benn! è_é (gwelet ‘vo!)
Da gentañ tout ec’h anzavan diouzhtu ne ouien ket piv ‘oa Gloria Steinem, na kelaouenn Ms. a-raok kregiñ da lenn. Desket ‘m eus ur bern traoù, anat deoc’h. Ul levr eñvorennoù eo My Life on the Road. Istor ur plac’h, he bugaleaj, he familh mesket met ivez traoù resisoc’h : beajoù, testenioù tud, aozañ kaozeadennoù, politikerezh, skol-veur, Indianed Amerika… Kontañ a ra ar pezh a zo bet lâret dezhi gant a bep seurt merc’hed, orinoù, kumuniezhioù ha live sokial disheñvel.
Gwelet e vez un tamm emdroadur eil lodenn an XXvet kantved a-dreuz he sell. Dedennus-tre ‘m eus kavet testenioù an taksioù ha steward da skouer. N’on ket bet ken dedennet gant al lodenn politikerezh ha kabaliñ 2008 met heverk eo eus ur mare (muntroù Martin Luther King, John ha Robert Kennedy da gentañ) hag eus goulennoù da c’houde (perak o deus votet demokrated zo evit Barack Obama ha reoù all evit Hillary Clinton) hag eus doareoù ken heverk SUA da gabaliñ evel-just! Un dizoloadenn eo bet evidon neuze hag aes e oa da lenn. Daoust din pas bezañ a-du bepred gant ar skrivagnerez ez on laouen o vezañ bet dizoloet anezhi ha klask a rin gouzout hiroc’h war merc’hed meneget ganti el levr.
Ret eo din sellet ouzh an atersadenn a zo bet graet gant Emma Watson bremañ evit klokaat al lennadenn-mañ!

Levr eñvorennoù skrivet gant Gloria Steinem. Embannet gant Random House, d’ar 27 a viz Here 2015.

Polytechnique

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 21, 2016 by geekezig

polytechniqueE miz Kerzu, nepell goude “deiz-ha-bloaz” an darvoud an hini ‘m eus sellet ouzh Polytechnique a ziskouez ar gwalldaol gourelour bet c’hoarvezet e skol Polytechnique Montreal d’ar 6 a viz Kerzu 1989. Heuliet e vez ur plac’h yaouank (n’eo ket ur plac’h wir), ur mignon dezhi hag un tamm ar sponter. Ur film e gwenn-ha-du eo gant div lodenn splann. Unan e-pad an darvoud, ar beurevezh-se, gant ar studierien er skol-veur, an erc’h, an dud o tec’hout, an harozez oc’h ober van bezañ marv evit chom bev, e mesk korfoù ar merc’hed bet lazhet hag all. Hag ul lodenn kalz diwezhatoc’h gant pouez an darvoud-se evit reoù a zo chomet bev da c’houde.
Efedus-tre ha spontus eo al lodenn gentañ a ziskouez en un doare un tamm yen an darvoudoù. An eil lodenn avat n’am eus ket kavet ken dedennus, pell alese. E gwirionez em befe kavet gwelloc’h ur film berr gant al lodenn gentañ hepken, zoken ma seblantfe un tamm trumm ha start. A bouez eo me gav kaout un testeni er stumm-se eus ar gwalldaol spontus-se (muntret ez eus bet 14 flac’h ha gloazet 14 den, pevar paotr en o-zouez). En eil lodenn e vez ijinet traoù psikologel tro-dro da div dudenn. Me gave gwelloc’h an doare ma tiskouez al lodenn gentañ un den sot ha leun a gasoni ouzh ar merc’hed, ur plac’h gant un dazont brav dirazi hag ur paotr a glask reiñ sikour hag an holl dud tro-dro, falc’het o dazont diganto. Marteze en defe manket a from? Evidon-me en deus an eil lodenn pounneraet ha disteraet nerzh testeni an darvoud.

Film sevenet gant Denis Villeneuve. Kanada, 2009, 1e17.

Boyhood

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 3, 2016 by geekezig

boyhoodC’hwitet em boa Boyhood er sinema ha gwall dilaouen e oan d’ar mare-se. Film nevez Richard Linklater a oa ur raktres sot-nay : filmañ bugaleaj ha krennardiezh ur paotr. Gant memes aktourien! Filmet eo bet e pad 12 vloaz neuze!
Etre 6 ha 18 vloaz e vez heuliet Mason Junior hag e familh : prantadoù dister ar vuhez, traoù didalvoud (c’hoari er park gant o zad a-raok ur c’hrogad baseball), prantadoù a-bouez ar vuhez, fentus ha fromus… Moarvat ez eus bet divizet traoù senario abalamour d’ar filmañ (diloj hag all) met un taol dreist e chom rak redek a ra an istor en un doare naturel-kenañ. Dedennus-tre ‘m eus kavet ar bonusoù war eil pladenn an DVD evit kompren gwelloc’h pegen digustum eo seurt raktres, hag an traoù a c’hall cheñch e-kerzh 12 vloaz (merc’h ar sevener a c’hoari c’hoar vihan Mason na felle ket dezhi ken c’hoari ar pezh goude ur mare da skouer)…
Ur film digredus dre an doare m’eo bet filmet, hag ur film brav ha simpl diwar-benn ar vuhez dre vras.

Film sevenet gant Richard Linklater. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 2e05.

Emily is away

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , on Genver 26, 2016 by geekezig

emily-degemerEmily is away a zo ur c’hoari berr ha digoust da bellgargañ. Ur c’hoari-testenn eo, diazezet war kaozeadennoù etre daou den war un asez MSN etre 2002 ha 2006. Posupl eo dibab ur skeudenn profil (a glot gant traoù diouzh ar c’hiz ar bloavezhioù-se) goude ez eus ur gaozeadenn etre ar c’hoari-ez hag Emily, ur vignonez.emily-skeudenn Iskis a-walc’h eo an alioù diwar-benn ar c’hoari rak ur bern tud a wel Emily is Away evel un “dating sim” kentoc’h eget ur visual novel : ret eo kendrec’hiñ Emily omp an den gwellañ eviti. Me oa kentoc’h gant ar soñj e oa ur vignonez ha neuze e klasken frealziñ anezhi. Un hanter-eur bennak a zo ezhomm evit c’hoari : ur wech lañset ar gaozeadenn eo ret dibab etre tri dibab da respont d’he c’houlennoù hep gallout bizskrivañ traoù. emily-kaozeadennDa vareoù zo e vo “reizhet” ar frazennoù zoken, a-raok kas anezho (ret eo ober van bizskrivañ memestra evit ma teufe an destenn war-wel war ar skramm!). Ar chabistr diwezhañ a zo un tamm torr-penn peogwir e vezer bac’het (kazi pep dibab a zo “reizhet” ha ne talvez ket memestra ken tamm ebet). Kavet ‘m eus fentus ar mennozh, an tu Windows XP hag an daveoù a glot ganin da vat. Prantadoù kaozeadennoù zo a zo gwirheñvel meurbet (ul lodenn en deus spontet ac’hanon kazi peogwir on sur bezañ bet ar gaozeadenn-se gant unan bennak) ha dre vras, evit unan bennak a oa o kregiñ gant al lise e 2002 ez eus un dra bennak…
Koulskoude on direnket gant an tu “friendzone” a zo gant ar c’hoari (Emily ne vo james laouen, forzh petra a vo dibabet, klask war he lerc’h pe get) dreist-holl ma vez gwelet evel un dating-sim ha gant an nebeut a frankiz a zo gant ar c’hoarier-ez. Ur prantad fentus ‘m eus tremenet neuze ha n’eus ket tu da glemm re peogwir eo digoust! Ma fell deoc’h ober un tamm tro e bro ar melkoni n’eo ket fall, mod all ez eus c’hoarioù dedennusoc’h, sur!

C’hoari evit 1 c’hoarier-ez da bellgargañ hepken war Windows ha Mac. Diorroet hag embannet gant Kyle Seeley, d’an 20 a viz Du 2015.

Life is Strange

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , , , , , , , on Genver 24, 2016 by geekezig

life-is-strange-titleE-kerzh peseurt darvoud em boa klevet komz eus Life is Strange evit ar wech kentañ? N’am eus ket soñj ken met soñj mat ‘m eus eus ar santad ‘m eus bet o sellet ouzh ar bomm-bruderezh, eus ar frazenn “Gone Home meets The Walking Dead… wih time travel”.  A! Aha! Ahaha! “Shut up and take my money” evel ma vez lâret.

Koulskoude n’on ket bet o prenañ pe o rakprenañ ar c’hoari diouzhtu-diouzhtu. Gortozet ‘m eus an eil rann evit en ober. Ne c’hoazh distaol ebet na netra met poent e oa. Ha setu me lañset neuze…
Life is Strange a zo ur c’hoari a rannoù, e doare reoù telltale games un tamm. Ur c’hoari doare point ‘n’ click eo (traoù da zastum, tud da atersiñ). Kregiñ a ra ar c’hoari gant ur gwallhunvre. Max a zo en ur gorventenn kichen tour-tan Arcadia Bay. Dihuniñ a ra en he c’hentel diwar-benn ar skeudenniñ, e Blackwell Academy. Buan goude e vo test eus ur muntr. Aze e verzo Max e c’hall mont en-dro en amzer (un nebeut) a-benn cheñch un darvoud. Eeun a-walc’h eo steuñvenn ar c’hoari, ret eo dastum titouroù, mont da lec’h-mañ lec’h, klask un dra hag adober goude bezañ distroet en-dro en amzer evit dont a-benn… Evit sikour ac’hanomp ez eus deizlevr Max hag he fellgomzer hezoug (gant gerigelloù a vez kaset dezhi gant tud all).LiS-deizlevrLiS-hezoug C’hoariet e vez gant al logodenn (evit an oberoù) hag an touchennoù evit mont war-raok. Un tamm start ‘m eus kavet boaziañ d’an doare da c’hoari-se (a seblant klasel koulskoude!) rak ret eo ruzañ davet an ober a fell deomp ober, ouzhpenn klikañ. Er penn-kentañ ne teuen a-benn d’ober netra! Kustumañ a vez graet met n’am eus ket kavet anat. Start ‘oa ivez a-wechoù lakaat evezh Max (ha neuze an dibab oberoù) war an dra a felle din.LiS-gameplay Da vareoù zo ez eus dibaboù d’ober. E-kerzh ar c’hoari e vo lâret splann :  ma ne tistroomp ket da cheñch e chomo an diviz-se hag en do efedoù da c’houde.LiS-consequences Un dra a c’haller ober ivez met n’eo ket rediet a zo tapout skeudennoù da vareoù ha lec’hioù resis er c’hoari. Ar skeudennoù (dre vras, ket ar re-mañ) do ur perz a-bouez en istor.LiS-skeudennouAr rann gentañ a zo bet ur gwir bam evidon. Pa tañs Chloe war he gwele eo eo bet piket ma c’halon. Ha ne oan ket evit chom hep gouelañ e-kerzh tout ar c’hlozadur.
Evel e c’hoarioù telltale games ez eus stadegoù e fin ar c’hoari. Reoù an divizoù bras ha reoù all, n’int ket ken a-bouez. (Diwallit! SPOILERS RANN 2)LiS-stadegouDivizet ‘m eus ober ur c’hoariadenn “from” gant ma divizoù hep soñjal pe dost, hervez ma santad ha ma c’halon ha ket ar poell pe ar strategiezh. Hag un eil c’hoariadenn evit klask traoù all (a-wechoù ar c’hontrol-mik just “da welet” hag a-wechoù ur seurt meskaj iskis rak ne oan ket evit ober un diviz all e gwirionez pe o klask sevel ur seurt strategiezh). An eil c’hoariadenn a servije din ivez da gavout an holl luc’hskeudennoù ouzhpenn.
An eil rann a zo bet un doare taol-arnod da welet ma oa ur gwir efed gant ma divizoù. Un tamm dipitet on bet gant dilez ar galloud un tamm, hag hegaset ivez gant un dra a zo bet kalz kaoz diwar e-benn. Ket dre ret evit an abegoù meneget (tud zo a zo bet jenet gant an diouer a drigger warning peogwir ez eus kaoz splann eus emlazh) met evit an doare da c’hoari ar prantad-se. Ne oa ket liammet gant dibaboù graet a-raok met an doare da zibab ar gaozeadenn (traoù dilogik a-grenn ‘zo c’hoarvezet evidon).  Un tamm dipitet on bet neuze gant ar rann-mañ. Ur sapre diforc’h a oa erru etre ma div c’hoariadenn. Ret eo din ouzhpennañ diwar-benn an trigger warning eo bet fin skipailh Dontnod ha Square Enix evit kinnig adalek an darvoud-se, chomlec’hioù davet kevredigezhioù da sikour an dud da gomz diwar-benn temoù start evel-se. Ur respont a galite me gav, zoken ma vefe bet mat soñjal en-se a-raok ar c’hlemmoù.
En ur c’hoari gant an trede rann on bet dinervet kalz rak ranket ‘m eus digreskiñ SPONTUS kalite ar skeudenn evit gallout c’hoari (chomet on stanket en ul lec’h hep gallout ober netra ha se oa an abeg war a seblant). Meur a wech ‘m eus bet ar santimant ne oa ket posupl mont dreist darvoudoù zo, muioc’h eget er rannoù all. Daoust din bezañ laouen kaout da implij muioc’h galloud an amzer eget en eil em eus santet e oa un hent splann gant an istor ha traoù zo ne oa ket posupl mont en tu hont dezho. Prantadoù brav a zo (er poull <3) hag ar fin a oa dic’hortoz da vat (daoust din bezañ ijinet e c’hallfe echuiñ evelse).Lis-poull E-pad ma eil c’hoariadenn em eus merzet un dra e deizlevr Max hag en deus souezhet ac’hanon : e-pad an div rann gentañ e seblante Max pas kompren e oa Chloe amourouz ouzh Rachel pe c’hoazh e oa Warren o klask war he lerc’h (ar pezh a lakae ac’hanon da soñjal e oa Max anreviat). Un tamm droch e seblante a-wechoù zoken. Aze e seblant a benn ar fin kompren un tamm darempred Chloe ha Rachel, ouzhpenn anzav sklaer e c’hallfe un istor karantez diwan etre Max ha Chloe (ANAT ABAOE AR RANN GENTAÑ). Aze ivez e seblant bezañ bet un doare prantad gortoz un tamm da welet penaos e oa degemeret pep darempred a c’hallfe bezañ gant ar c’hoarier-ien/ezed. Souezhus ‘m eus kavet rak splann eo e oant chouket adalek ar penn-kentañ en ur skrivañ an istor neuze perak ket e deizlevr Max? Ur c’hevrin.LiS-deizlevr-2Ma! Ar pevare rann a ginnig klozañ fin an trede rann gant un dibab ‘m eus kavet un tamm re feuls (aha, ne oan ket en soñj e c’hallfe bezañ gwashoc’h goude), met peadra din da gregiñ en ur ouelañ dourek, sur. Goude-se ez eus ur sapre enklask a-hed ar rann, n’on ket deuet a-benn da baouez zoken ket tapet e oan. Marteze e vefe bet mat kavout ur c’hempouez etre ar gaozeadenn “sparlet” en amzer gant Kate (en eil rann) hag ar gaozeadenn gant Franck a c’haller adkregiñ n’ouzon ket pet gwech (pezh ‘m eus graet hag e oan erru un tamm skuizh) amañ. C’hoazh un dra a zo bet cheñchet goude evezhiadennoù ar c’hoarier-ien/ezed? Ar rann a zo blaz point ‘n’ click da vat, gant un tamm Veronica Mars (hag un dave da Sliders) ouzhpenn. Tud zo o deus kavet torr-penn war a seblant met me ‘m eus kavet dispar rak muioc’h a draoù a c’hoarveze eget en div rann a-raok. Ouzhpenn kenderc’hel gant ar santad plijus am boa bet en trede rann diwar-benn an darempredoù (“I know” a respont Max da g/Chloe pa lâr hi “he’s so in love with you” diwar-benn Warren pe c’hoazh Chloe a lâr e oa splann karantez etre hi ha Rachel da Franck), em eus kavet e oa un aergelc’h plijus-tre gant a bep seurt lec’hioù (ar gouel ‘benn ar fin!, an aod, un doare loch nec’hus…). Traoù zo a vez diskoulmet neuze. Fin ar rann n’eo ket fromus evel ar re all (met prantadoù gwall fromus a zo meur a wech er rann) met kentoc’h hegasus kenañ peogwir e santen un tamm ar pezh a oa o vont da c’hoarvezout hag e oan kentoc’h dinervet! Ur sapre cliffhanger a zo aze ha ma, start eo bet gortoz ar pempvet rann, me lâr deoc’h.
Evit ar pempvet rann ‘m eus graet un dra n’am boa ket graet james araok : kemer un devezh vakañsoù evit c’hoari. E ya. N’hallen ket gortoz ha n’hallen ket kemer ar riskl na vefe freuzet an traoù din gant tud all war ar rouedad. Ne oa diskoulm all ebet.
Ar pempvet rann a zo disheñvel-tre eus ar re all, en ur stumm, peogwir e kinnig mont-ha-dont ha mont-ha-dont dizehan, gwelet penaos e vefe bet an traoù en ur ziskoulmañ an enklask adalek penn-kentañ ar sizhun, met ivez efedoù fall galloud Max. Ul lodenn vras eus ar rann a zo ur gwallhunvre eus an euzhusañ (war a bep seurt temoù disheñvel). Tapet on bet penn-da-benn en aergelc’h-se, spontet ha hoalet war un dro.Lis-5gwallhunvre Betek ma echufe ar c’hoari, gant AN dibab. Ne lârin ket petra eo amañ evel-just. Just ez eo splann e oa ur gwir fin (etre an daou). Me ‘m eus dibabet ar fin all da gentañ (ar from, c’hwi oar) hag ar c’hlozadur ‘zo nul da vat, dilogik, hep from (padal e c’hoarvez traoù start). Digomprenus. Echuet ‘m eus ar c’hoari o vezañ un tamm souezhet met o soñjal em boa graet an dibab mat. Evel-just on bet o c’hoari en dro diouzhtu goude evit klask traoù all ha cheñch fin. Pezh a zo e oa dibaboù er c’hoariadenn a vire ouzhin da welet AR FIN gwirion (ret eo bet din dibab an dra all gant ar c’hoariadenn gentañ evit gwelet ar fin-se). Fromus-tre eo aze, labouret kalz, kalz hiroc’h ar film-klozañ… Anat eo ar fin gwirion. Met n’eo ket MA hini. An dibab a zo d’ober a zo meneget meur a wech gant Max evel ar gwashañ tra posupl ha ne oan ket evit krediñ neuze e vefe se er fin.
Un tamm dipitet on bet gant ar fin neuze, pe kentoc’h gant an diforc’h pouez a zo bet roet d’un dibab ha d’egile.
Koulskoude, n’hallan ket nac’h eo bet Life is Strange ur c’hoari a-bouez kenañ evidon e 2015. Kalz amzer ‘m eus tremenet o c’hoari peogwir e plije din an doare da c’hoari met ivez abalamour d’an aergelc’h (film amerikan dizalc’h, war vord ar mor, er skol-veur), ar sonerezh, mouezhioù an dud (Ashly Burch o vezañ d’am meno unan eus an abegoù omp holl e karantez gant Chloe), pinvidigezh ar bed (gant an deizlevr hag ur bern munudoù dastumet pep lec’h), met ivez pinvidigezh an eiltudennoù a zo evit ar re bouezusañ, bepred luzietoc’h eget ar pezh a ijiner da gentañ, an temoù lakaet ar gaoz warno, en un doare soutil pe get, en un doare splann pe get. Life is Strange a zo ur c’hoari a-bouez evidon. Gant sioù sur met heverk eus nerzh ar c’hoarier-ien/ezed hag al levezon e c’hallont kaout war ar c’hoari (pa vez a dammoù evelse).  Ur c’hoari gant ur bersonelezh, ur c’hoari fromus-tre, brav-kenañ alies.Lis-2-trenSpi ‘m eus n’on ket bet re dorr-penn da lenn. Kompren a rit marteze perak e oa ken start din komz diwar-benn ar c’hoari-se a zo bet “ma c’hoari” eus 2015. Bremañ ‘m eus resevet ma skouerenn eus ar c’hoari “boest” (gant ur bladenn hag ul levr) e c’hallin bremañ distaliañ ar c’hoari eus ma urzhiataer, met sur on e rin se gant un tamm keuz, daoust da bep tra.

C’hoari evit ur c’hoarier-ez, diorroet gant Dontnod Entertainment hag embannet gant Square Enix. Da bellgargañ war Windows, PS3, PS4, Xbox 360 hag Xbox One. Rann gentañ bet embannet d’an 30 a viz Genver 2015, pempvet rann bet embannet d’an 21 a viz Here 2015. Ur bladenn a c’haller prenañ ivez evit memes letrinoù abaoe an 20 a viz Genver 2016.

Fangirl

Posted in Levrioù with tags , , , , on Kerzu 21, 2015 by geekezig

fangirlUr wech an amzer e c’hoarvez din kavout un oberenn a gavan a glot ganin e pep keñver. Shä & Salomé ‘oa ar wech diwezhañ me gred. Fangirl a zo kazi heñvel. Brouilhed ar pennad am boa savet pell zo met ne teuen ket a-benn da gregiñ ‘barzh. Evel ma echufe un dra bennak etrezomp, ret ‘vo din rentañ al levr goude hag e vo echu, echu da vat…
Fangirl a zo ur romant skrivet gant Rainbow Rowell a felle din groñs lenn abaoe Eleanore & Park. Goude-se e oa treset ar golo gant Noëlle Stevenson he deus savet unan eus ar bannoù-treset n’eus plijet ar muiañ din ar bloaz-mañ. A! Kregiñ ‘rae mat.
Cath a grog gant ar skol-veur. Divizet he deus he c’hoar Wren chom hep lojañ ganti ar bloaz-mañ. Diskaret eo Cath un tammig… Ret ‘vo dezhi dont a-benn da genlojañ gant ur plac’h dianav neuze! Laouen eo o kregiñ gant ar c’hentelioù avat, dreist-holl ar gentel tro-dro d’ar skritur. Skrivañ a ra Cath forzh pegement, peogwir e skriv ur fanfic eus Simon Snow. Brudet eo er bed a-bezh evit he labour.
Ur sapre bloavezh skol-veur a vevo Cath. A bep seurt dodennoù a vez gwelet el levr : ar santadoù chomet goude un disparti (aet eo kuit mamm Cath ha Wren ha klask a ra kaout darempred ganto en-dro), ar skrivañ dre vras (gant lodennoù pozitivel ha reoù all negativel) hag ar selloù a bep seurt diwar-benn ar fanfiction (n’int ket gwir oberennoù), ober war-dro un den digempouez a-spered, kenlojañ, ar baotred hag all hag all.
Pep chabistr a echu gant ur skrid a vefe eus levrioù Simon Snow “orin” pe eus traoù bet skrivet gant Cath (pe zoken gant Cath hag he c’hoar). Kalz a fent a zo el levr, c’hoarzhet ‘m eus ingal. Fromus kenañ eo ivez, alies mat. Ur bern traoù a c’hoarvez e gwirionez met mont a ra an traoù war-raok en un doare gwirheñvel (an darempredoù o cheñch etre Cath hag he c’henlojerez, etre Cath ha Wren, boaziañ d’ar c’hentelioù, da endro ar skol-veur…). Evidon-me ne oa netra a re, met ne oa ket re nebeut kennebeut. Ral eo c’hoazh an oberennoù a zispleg hep barn met a ziskouez ken splann pegen pouezus e c’hall bezañ ur rummad oberennoù pa vezer fan hag ar pouez en deus en ur vuhez. Ne vir ket da vevañ traoù, evel forzh piv, met un dra ouzhpenn a zo, dre ret. Simon Snow a zo ul lodenn eus buhez Cath, eus he fersonelezh. N’eo ket abalamour da se ne skrivo netra all estreget fanfic met n’hallo ket dilezel an tudennoù-se kennebeut…
Me zo ur fan eus Magicath hag eus Cath dre vras. Me zo fan eus Fangirl ha mat pell zo. ❤

(Marteze vefe bet ret din skrivañ ar pennad-mañ abretoc’h : dizoloet ‘m eus e oa deuet er maez levr nevez ar skrivagnerez HAG EZ EO FANFIC CATH E LEVR met ivez ez eus bet embannadurioù cheuc’h eus Fangirl gant fanart e-barzh. *o vervel gant ar c’hoant*)

Romant skrivet gant Rainbow Rowell. Embannet e galleg gant Castelmore, d’an 18 a viz C’hwevrer 2015.

Irrational Man

Posted in Filmoù with tags , , on Du 19, 2015 by geekezig

irrational-manN’em boa ket klevet komz eus film nevez Woody Allen a-raok un nebeud devezhioù a-raok ma teufe er-maez. Dedennet on bet gant ar film brudañ hag an aktourien. Buan on bet o welet neuze. Tremen a ra an traoù en ur gêriadenn sioul gant ur skol-veur. Ur c’helenner prederouriezh nevez a erru evit ar c’hentelioù hañv. Un den gouez eo gant kudennoù alkool hag un temz spered iskis. Buan a-walc’h avat e krog un darempred etrezañ hag ur studierez hoalet gant e gostez kevrinus. N’eus netra ispisial da gentañ met hi a gar anezhañ goude ur mare. Eus e du e kav eñ plijadur en-dro gant ur raktres muntr goude bezañ bet klevet ur plac’h o klemm eus un dibab justis. Un nerzh nevez a zo gantañ, mennet da gas da benn ur muntr peurvat. Daoust d’an aktourien a-feson ha d’un istor kentoc’h fentus (teñval) n’on ket deuet a-benn da gavout kement se a draoù a blije din er film. Ne seblant james dibradañ nag an istor na netra. N’eo ket displijus met goulo eo un tamm hag e gwirionez em eus kollet un tamm ma amzer ‘m eus aon.

Film sevenet gant Woody Allen. Stadoù-Unanet, (war skrammoù bras Frañs abaoe ar 14 a viz Here) 2015, 1e35.