Fangirl

fangirlUr wech an amzer e c’hoarvez din kavout un oberenn a gavan a glot ganin e pep keñver. Shä & Salomé ‘oa ar wech diwezhañ me gred. Fangirl a zo kazi heñvel. Brouilhed ar pennad am boa savet pell zo met ne teuen ket a-benn da gregiñ ‘barzh. Evel ma echufe un dra bennak etrezomp, ret ‘vo din rentañ al levr goude hag e vo echu, echu da vat…
Fangirl a zo ur romant skrivet gant Rainbow Rowell a felle din groñs lenn abaoe Eleanore & Park. Goude-se e oa treset ar golo gant Noëlle Stevenson he deus savet unan eus ar bannoù-treset n’eus plijet ar muiañ din ar bloaz-mañ. A! Kregiñ ‘rae mat.
Cath a grog gant ar skol-veur. Divizet he deus he c’hoar Wren chom hep lojañ ganti ar bloaz-mañ. Diskaret eo Cath un tammig… Ret ‘vo dezhi dont a-benn da genlojañ gant ur plac’h dianav neuze! Laouen eo o kregiñ gant ar c’hentelioù avat, dreist-holl ar gentel tro-dro d’ar skritur. Skrivañ a ra Cath forzh pegement, peogwir e skriv ur fanfic eus Simon Snow. Brudet eo er bed a-bezh evit he labour.
Ur sapre bloavezh skol-veur a vevo Cath. A bep seurt dodennoù a vez gwelet el levr : ar santadoù chomet goude un disparti (aet eo kuit mamm Cath ha Wren ha klask a ra kaout darempred ganto en-dro), ar skrivañ dre vras (gant lodennoù pozitivel ha reoù all negativel) hag ar selloù a bep seurt diwar-benn ar fanfiction (n’int ket gwir oberennoù), ober war-dro un den digempouez a-spered, kenlojañ, ar baotred hag all hag all.
Pep chabistr a echu gant ur skrid a vefe eus levrioù Simon Snow “orin” pe eus traoù bet skrivet gant Cath (pe zoken gant Cath hag he c’hoar). Kalz a fent a zo el levr, c’hoarzhet ‘m eus ingal. Fromus kenañ eo ivez, alies mat. Ur bern traoù a c’hoarvez e gwirionez met mont a ra an traoù war-raok en un doare gwirheñvel (an darempredoù o cheñch etre Cath hag he c’henlojerez, etre Cath ha Wren, boaziañ d’ar c’hentelioù, da endro ar skol-veur…). Evidon-me ne oa netra a re, met ne oa ket re nebeut kennebeut. Ral eo c’hoazh an oberennoù a zispleg hep barn met a ziskouez ken splann pegen pouezus e c’hall bezañ ur rummad oberennoù pa vezer fan hag ar pouez en deus en ur vuhez. Ne vir ket da vevañ traoù, evel forzh piv, met un dra ouzhpenn a zo, dre ret. Simon Snow a zo ul lodenn eus buhez Cath, eus he fersonelezh. N’eo ket abalamour da se ne skrivo netra all estreget fanfic met n’hallo ket dilezel an tudennoù-se kennebeut…
Me zo ur fan eus Magicath hag eus Cath dre vras. Me zo fan eus Fangirl ha mat pell zo. ❤

(Marteze vefe bet ret din skrivañ ar pennad-mañ abretoc’h : dizoloet ‘m eus e oa deuet er maez levr nevez ar skrivagnerez HAG EZ EO FANFIC CATH E LEVR met ivez ez eus bet embannadurioù cheuc’h eus Fangirl gant fanart e-barzh. *o vervel gant ar c’hoant*)

Romant skrivet gant Rainbow Rowell. Embannet e galleg gant Castelmore, d’an 18 a viz C’hwevrer 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: