Nimona

nimonaNimona a zo ur plac’h yaouank, entanet o labourat gant un den drouk. Tamm-ha-tamm e tizolo ez eus kalz reolennoù da heuliañ, zoken evit ar re drouk ha ne blij ket se dezhi kement-se. Peseurt darempred a zo etre Goldenloin, haroz ar gêr ha Ballister Blackheart hec’h implijer? A bep seurt traoù a vo dizoloet e Nimona, un istor bet embannet war ar rouedad da gentañ. Tresadennoù fentus ha brav, ul lusk kavet mat-tre (desket e vez traoù a dammoù ha brasoc’h brasañ ar blijadur neuze pa weler e oa traoù kuzh all a-benn ar fin!) ha tudennoù plijus. Ur rekipe a-feson a zo bet savet gant Noelle Stevenson ha plijadur bras ‘m eus bet o lenn Nimona!nimona-4

Istor ha tresadennoù gant Noelle Stevenson. Embannet e galleg gant Dargaud, d’ar 7 a viz Mae 2015.

Ur respont to “Nimona”

  1. […] lenn abaoe Eleanore & Park. Goude-se e oa treset ar golo gant Noëlle Stevenson he deus savet unan eus ar bannoù-treset n’eus plijet ar muiañ din ar bloaz-mañ. A! Kregiñ ‘rae mat. Cath a grog gant ar skol-veur. Divizet he deus he c’hoar Wren […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.