Dielloù evit Kebek

Jeune Juliette

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 23, 2023 by geekezig

Un teen movie kebekat eo Jeune Juliette. El lise emañ Juliette, barrek eo er c’hlas, tev eo, he breur zo vont d’ar skol-veur a-benn nebeut, o mamm a oa aet kuit da vevañ da New York pa oa Juliette un 8 vloaz bennak ha n’em c’houlenn a ra ar grennardez ma ‘vo ur paotr bennak a garo anezhi un deiz.
Traoù heñvel ouzh Sierra Burgess is a Loser a zo er film-mañ met an aergelc’h kêr vihan, hañv ha Kebek a ro un tamm blaz all, dic’hortoz ha plijus-tre. Juliette hag he mignonez Léanne a blij dezho drouk-komz diwar-benn an holl. Bez ez eus ivez Liam, mignon he breur, paotr koant ma ‘z eus unan…
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh Jeune Juliette. Un tamm hiraezh ha traoù heñvel ouzh ma frantad lise am eus bet ar santimant gwelet. Darempred Juliette gant he breur am eus kavet fromus-tre. Un teen movie simpl ha brav, gant holl aozennoù ar filmoù-se, deuet brav.

Film sevenet gant Anne Émond. Kebek, 2019, 1e37.

C’est comme ça que je disparais

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on C'hwevrer 20, 2022 by geekezig

cestcommecaLabourat a ra Clara en un ti embann. Bec’h a vez lakaet warni gant he rener. Mignonezed he deus met n’em santout a ra gwasket ganto pa glaskont gouzout ma ra gwir strivoù evit mont gwelloc’h. Tamm-ha-tamm en un doare gorrek ha pounner e washao stad Clara betek ma paouezfe da reiñ keloù, da vont er maez, da ober tra pe dra, ken start eo dezhi.
Ul levr bannoù-treset brav ha trist eo C’est comme ça que je disparais. Poltred ur plac’h yaouank oc’h ober un dic’hwezhadenn. N’emañ ket hec’h unan, sikour e c’hallfe kaout met re skuizh eo, re dapet el lagenn. Un deskrivadur a seblant gwirheñvel-kenañ ha n’eo ket na dramatek, na feuls, er c’hontrol.cestcommeçadiIstor ha tresadennoù gant Mirion Malle. Embannet gant la ville brûle d’ar 17 a viz Genver 2020.

La fille dans l’écran

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 16, 2021 by geekezig

lafilledanslecranLa fille dans l’écran a zo ul levr bannoù-treset a gont istor div blac’h, unan o vevañ e Périgeux, he deus kudennoù sokial hag a fell dezhi dont da vezañ tresourez a-vicher, hag eben o vevañ e Montréal hag o labourat en ur c’hafedi. Coline a gas ur postel da Varley evit implij skeudennoù bet tapet e Kanada evit he levr. Adalek ar mare-se e krogo an div blac’h da genskrivañ.
Dedennus eo al levr peogwir eo bet divizet gant an div arzourez ober pep hini war-dro un dudenn ha lakaat div bajenn keñver-ha-keñver bepred. Un doare da welet buhezioù disheñvel an div blac’h hag o eskemmoù o reiñ lusk da devezh pep hini, gant an diforc’h eur, buhez, endro…
Koant-tre eo an istor, fromus, moutik. Un tamm souezhet on bet gant traoù zo (Vincent a zo e gwirionez euzhus, daoust din kompren e doare da welet an darempred koublad met re diseblant eo, pe c’hoazh an doare ma wel Coline en un doare pozitivel e vefe bet kaset he labour da diez embann daoust dezhi pas bezañ bet c’hoant en ober) met en desped da se ez eo ul levr plijus !

La-fille-dans-lécranIstor ha tresadennoù gant Lou Lubie ha Manon Desveaux. Embannet e ti Marabulles, d’an 9 a viz Genver 2019.

Paul à Québec

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Kerzu 27, 2016 by geekezig

paul_quebecChañsoù bras a zo e tegemerfemp Michel Rabagliati el levraoueg e 2017.  Dav din prientiñ an dra-se neuze! Kuzuliet eo bet din Paul à Québec eus e rummad levrioù bannoù-treset “Paul”.
Simpl eo neuz an tresadennoù ha kregiñ a ra an istor en un doare simpl ivez pa geñver Paul an diforc’hioù etre kêr g/Kebek (ha tro-dro) ha peurrest Kebek (!), Montréal da skouer. Cheñch a ra ton an istor pa gouezh klañv bras tad-kaer Paul. Da gentañ e chom Rolland da vevañ gant e wreg met dont a ra da vezañ re start eviti ober war-dro pep tra. Kaset ‘vez neuze d’un ti diskuizh a-ratozh evit an dud o vervel. Ur chañs eo seurt lec’hioù, anat eo. N’ouzon ket ma vez kavet seurt traoù e broioù all zoken ?
Ma, ur wech Rolland en ti diskuizh-se e vo gwelet anezhañ o vezañ dichek ha taer a-raok degemer marteze emañ ar fin o tostaat ha profitañ eus ar prantadoù a chom. Brav ha gwirheñvel eo, leun a brederiadennoù a c’hall pep hini kaout diwar-benn ar marv hag ar c’hañv.
Fromet ha plijet on bet gant ma lennadenn. N’on ket sur kement-se da gaout c’hoant lenn istorioù all Paul avat!paulaquebecIstor ha tresadennoù gant Michel Rabagliati. Embannet gant la Pastèque, d’ar 25 a viz Meurzh 2010.

Polytechnique

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 21, 2016 by geekezig

polytechniqueE miz Kerzu, nepell goude “deiz-ha-bloaz” an darvoud an hini ‘m eus sellet ouzh Polytechnique a ziskouez ar gwalldaol gourelour bet c’hoarvezet e skol Polytechnique Montreal d’ar 6 a viz Kerzu 1989. Heuliet e vez ur plac’h yaouank (n’eo ket ur plac’h wir), ur mignon dezhi hag un tamm ar sponter. Ur film e gwenn-ha-du eo gant div lodenn splann. Unan e-pad an darvoud, ar beurevezh-se, gant ar studierien er skol-veur, an erc’h, an dud o tec’hout, an harozez oc’h ober van bezañ marv evit chom bev, e mesk korfoù ar merc’hed bet lazhet hag all. Hag ul lodenn kalz diwezhatoc’h gant pouez an darvoud-se evit reoù a zo chomet bev da c’houde.
Efedus-tre ha spontus eo al lodenn gentañ a ziskouez en un doare un tamm yen an darvoudoù. An eil lodenn avat n’am eus ket kavet ken dedennus, pell alese. E gwirionez em befe kavet gwelloc’h ur film berr gant al lodenn gentañ hepken, zoken ma seblantfe un tamm trumm ha start. A bouez eo me gav kaout un testeni er stumm-se eus ar gwalldaol spontus-se (muntret ez eus bet 14 flac’h ha gloazet 14 den, pevar paotr en o-zouez). En eil lodenn e vez ijinet traoù psikologel tro-dro da div dudenn. Me gave gwelloc’h an doare ma tiskouez al lodenn gentañ un den sot ha leun a gasoni ouzh ar merc’hed, ur plac’h gant un dazont brav dirazi hag ur paotr a glask reiñ sikour hag an holl dud tro-dro, falc’het o dazont diganto. Marteze en defe manket a from? Evidon-me en deus an eil lodenn pounneraet ha disteraet nerzh testeni an darvoud.

Film sevenet gant Denis Villeneuve. Kanada, 2009, 1e17.