Archive for the Levrioù bannoù-treset Category

Spirite 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 17, 2024 by geekezig

E 1908 e Tunguska, Siberia e c’hoarvez un darvoud iskis. Ur c’houblad skiantourien a varv e-kerzh an darvoud hag ur skipailh tud a gav o flac’hig.
E 1931, e New York e labour Boris hag Ian asambles. Labourat a reont war tem ar speredoù, an tasmantoù, en un doare skiantel. Gwelet int evel triaklerion evel-just. En o labourva e vo drouklazhet Boris gant un den a seblant anavezout anezhañ a bell zo. Ian a gav sikour e burev ur gelaouenn n’eo ket gwall sirius war an temoù-se. Ur gelaouennerez yaouank a labour nevez zo du-hont, met ne gred ket tamm ebet en traoù-se. Asambles e klaskfont enklask, betek bezañ taget int ivez gant an den n’eus lazhet Boris…
Plijus eo Spirite, un nerzh film bevaat a zo gantañ me gav, darempredoù/startijenn o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Anastasia da skouer. Dudius-tre eo hag echuiñ a ra gant ur c’hliffhanger spontus ! Gwelet e vo penaos e tro an traoù !

Magic Friends

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Meurzh 11, 2024 by geekezig

E 6vet klas emañ Danielle bremañ. Siwazh dezhi n’emañ ket e memes klas hag he mignonezed ha poan he deus o kavout mignoned all. Goude marv ur dintin gozh souezhus e kav ur c’haier-hud. Pa dres traoù e-barzh e teuont da wir. Da gentañ e tres penn tudenn ur stirad a blij dezhi hag a ro kuzulioù dezhi. Da c’houde e tiviz tresañ ur vignonez eviti. Pezh a zo, Madison he deus he fersonelezh ha c’hoantoù dezhi. Dav vo da Danielle kompren penaos kaout mignoned hep hudouriezh !
Ul levr bannoù-treset fentus eo Magic Friends diwar-benn ar c’hoant da gaout mignoned, koshaat ha cheñch boazioù. Kontet eo en un doare dudius ha mat evit ar vugale. Un tamm dipitet on bet me, chom a ra un tamm simpl an traoù marteze.

Chère Justice League

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 7, 2024 by geekezig

Ul levr moutik tout eo Chère Justice League. Pep ezel eus an Justice League a resev lizhiri ha posteloù digant “fan”-ed, bep chabistr a zo tro-dro d’un haroz-ez resis pe dost hag a ziskouez en un doare koantik ha fentus e c’hall an harozed faziañ, kaout kemplezhioù hag all. Ur gentel koant evit ar vugale. Brav eo an tresadennoù met kavet am eus an hollad un tamm re jentil hag arabadus. Evit ar vugale, da lenn a dammoù eo kalonekaus ha brav.

Diosphère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Meurzh 4, 2024 by geekezig

Daou vugel a zihun, hep kompren piv int ha petra reont aze. Unan anezho, aonik un tamm, a fell dezhañ gortoz e teufe unan bennak da gerc’hat anezho, egile, na fell ket dezhañ chom da c’hortoz. Kavout a reont boudoù disheñvel, a zo souezhet o welet anezho aze. Kerzhout a reont e-pad pell a-raok tizhout ur gêr. Aze e tizoloont ar c’hoariva met ivez an dramm. Aaran, an eil bugel, a fell dezhañ bepred klask displegadennoù all, goulenn a ra kalz traoù hag alies e feuk an dud pe e vez war-var da n’em lakaat e saviadoù fall.
Iskis-kenañ eo bed Diosphère. Dedennus eo Aaran, a glask kompren ar bed, hep doujañ d’ar reolennoù met digenvez eo ivez, ne gav lec’h ebet a blijfe dezhañ. Arz, relijion ha kredennoù, drouk d’ar spesadoù all gwelet evel izeloc’h, kalzik temoù sirius a zo en istor. Un tamm dipitet on bet avat, marteze eo re verr pe re amsklaer an traoù, n’on ket deuet a-benn da vont penn-da-benn er bed souezhus-mañ.

Mauvaise herbe 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on C'hwevrer 6, 2024 by geekezig

16 vloaz eo Shiori. Un darempred start-kenañ he deus gant he mamm ha labourat a ra en un ti a ginnig meratadennoù ha servijoù revel dre guzh. Pa teu ar polis en he lec’h labour e ra anaoudegezh gant al letanant Yamada. An den a grog da vezañ nec’het gant saviad ar plac’h yaouank, a ro da soñj dezhañ eus e verc’h marvet beuzet. Klask a ra sikour anezhi un tamm dre heg, setu e vo skoemp un tamm o darempred.
Gwall deñval eo poltred ar familh hag ar gevredigezh er manga-mañ. Tud o-unan ha digenvez a glask bevañ kousto pe gousto ha kalz tud all gant c’hoantoù drouk ha fallakr…
Ur manga start a ro c’hoant gouzout hiroc’h koulskoude.

Nous étions les ennemis

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Genver 28, 2024 by geekezig

Kontañ a ra Nous étions les ennemis istor familh George Takei, an aktour, ha dreist-holl e vugaleaj p’eo bet kaset e familh en ur c’hamp bac’h evit Amerikaned a orin eus Japan goude Pearl Harbor.
Diskouez a ra sell ur bugel na gomprene ket dre ret pegen spontus e oa pezh a c’hoarveze met ivez sell un den bras war e dud, kalz war-lerc’h. Pa oa krennard e oa kounnaret George ha ne gomprene ket penaos o doa gallet kement a dud asantiñ bezañ gwallgaset evel-se. Dedennus eo e darempred gant e dad, ar c’hoant bezañ mouezh ar re all a voe ivez evit tud heñvelreviad da c’houde. Nebeut a draoù a ouien diwar-benn an darvoudoù-se ha displeget int en un doare simpl, efedus ha fromus ivez gant an dibab dezrevell ken personel.

Le bel âge

Posted in Levrioù bannoù-treset on Genver 4, 2024 by geekezig

Le bel âge a zo poltred teir flac’h. Violette, Lila ha Hélène. Violette a zo o paouez reiñ e sac’h d’he c’haredig, labourat a ra hanter-amzer ha bevañ a ra e ti he zud. Hélène a lak he holl nerzh en he zezenn, Lila a guzh traoù d’he mignoned, betek touellañ he c’henlojerez. Ret eo dezhi kavout tud all da lojañ ganti evit gallout paeañ he ranndi ha dont a ra Violette ha Hélène da vevañ ganti. Heuliet e vo pep hini anezho, o kompren, tamm-ha-tamm, petra a fell dezho. Kontet brav-tre eo Le bel âge. Gwirheñvel eo an darvoudoù, an tudennoù, pegen kollet int ha sammet gant pezh a soñj an dud all hag int o-unan. Brav-tre eo an tresadennoù ivez, plijout a ra din kalz stil Merwan.
Ul levr plijus-tre da lenn!

La saveur du printemps

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Kerzu 26, 2023 by geekezig

Abaoe pell e felle din lenn La saveur du printemps. Plijet bras e oan gant ar golo hag aliet e oa bet gant kalzik tud.
Ur c’hrennard e fin e studioù lise eo Ari. Sikour a ra kalz e dud, perc’henn war un ti vara war vord ar mor. Fellout a rafe d’ar paotr yaouank mont kuit da studial er gêr vras, met start eo an traoù evit e familh e-keñver arc’hant. Ur strollad sonerezh en deus gant e vignoned hag an hunvre kenlojañ ganto ‘benn bloaz. Krediñ a ra e tiskoulmo e gudennoù ma kav un deskard pe un implijad nevez da gemer e blas en ti-vara. Hector an hini eo met ne vo ket ken simpl an traoù!
Plijus eo aergelc’h La saveur du printemps gant an dibab bikromiezh glas da skouer. Plijout a ra kalz din stil tresadennoù Savanna Ganucheau. N’a ket don-tre an traoù en istor a-benn ar fin, pe en tudennoù met koantik eo, ur blijadur da lenn dindan an heol !

Dans les pas de Nietzsche 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Du 30, 2023 by geekezig

Ur shojo gant prederourien ? Petra an diaoul? Azasaet eus ur romant a felle kinnig d’an dud un hent aes davet ar prederouriezh eo Dans les pas de Nietzsche.
Arisa KOJIMA a zo nec’het bras. Krediñ a rae e oa karedig ur paotr met gwelet he deus anezhañ gant ur plac’h all. Adalek ar mare-se e fell dezhi cheñch hag e ra un het.
Ur paotr souezhus-kenañ a zeuio da welet anezhi goude o lavar eo Nietzsche! Ar plac’h yaouank ne gred ket anezhañ. Kaozeal a reont asambles ha reiñ a ra ar paotr boued spered dezhi, traoù da vagañ etre div “gentel” betek dont da vevañ ganti evit sikour anezhi da wellaat buanoc’h.
Fentus-kenañ eo gwelet ar prederouriezh dre sell ur gomedienn romantel! Ur manga dudius neuze ha moarvat leun a draoù dic’hortoz evel m’eo ret en ur shojo. Ur mennozh souezhus ha fentus bepred.

Intelligences artificielles – Miroirs de nos vies

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Du 6, 2023 by geekezig

E-kerzh un abadenn doare The Voice e kemer perzh unan bennak souezhus : un naouegezh artifisiel anvet Yurie. Adalek ar mare-se e komz ar mediaoù diwar-benn-se hag e klask an holl kompren penaos e tesk un naoegezh artifisiel, penaos e c’hall dont da vezañ gouennelour da skouer pe traoù a seurt-se. Mesket eo neuze an istor etre ar faltazi, tudennoù an ijinourien o deus krouet Yurie ha displegadennoù gwirion. Ul levr bannoù-treset evit kompren petra eo an naouegezh artifisiel eo dre un istor aes a-walc’h da veizañ. Ken aes, ken e lak lodennoù zo eus an istor da soñjal e rannoù a-bezh eus ar stirad Black Mirror da skouer… Evel-just e vez lakaet ar gaoz war an dleoniezh, an efed war an ekonomiezh hag al labour, perzhioù mat ha fall. Lodennoù zo a seblanto nec’hus neuze ha reoù all leun a spi. N’ouzon ket re petra soñjal e gwirionez met dedennus eo al levr evit kompren un tamm gwelloc’h. Savet mat eo.