Dielloù evit Amerika

Les Indes Fourbes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Ebrel 2, 2022 by geekezig

indesfourbesUr pikol levr bannoù-treset eo Les Indes Fourbes. E meur a levrenn en defe gallet bezañ bet embannet kazi. Teir lodenn a zo d’an istor, a vo dizoloet e doare disheñvel a bep eil.
Dispar eo tresadennoù (treser Blacksad eo Guarnido) hag evit ar re a blij De Capes et de Crocs dezho (eveldon) ne vo ket souezhus stil “c’hoariva” an istor, savet gant memes den.
Pablos a zo ur paourkaezh spagnol paour a n’em gavo er c’hevandir nevez, klask a raio dreistbevañ hag ivez klask arc’hant hag aour, marteze ? Daoust hag un haroz pe un toueller eo ?
Se a vezo dizoloet tamm-ha-tamm. Ul levr plijus-tre!

Indesp56Istor gant Ayroles ha tresadennoù gant Guarnido. Embannet e ti Delcourt, d’an 28 a viz Eost 2019.

C’est comme ça que je disparais

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on C'hwevrer 20, 2022 by geekezig

cestcommecaLabourat a ra Clara en un ti embann. Bec’h a vez lakaet warni gant he rener. Mignonezed he deus met n’em santout a ra gwasket ganto pa glaskont gouzout ma ra gwir strivoù evit mont gwelloc’h. Tamm-ha-tamm en un doare gorrek ha pounner e washao stad Clara betek ma paouezfe da reiñ keloù, da vont er maez, da ober tra pe dra, ken start eo dezhi.
Ul levr bannoù-treset brav ha trist eo C’est comme ça que je disparais. Poltred ur plac’h yaouank oc’h ober un dic’hwezhadenn. N’emañ ket hec’h unan, sikour e c’hallfe kaout met re skuizh eo, re dapet el lagenn. Un deskrivadur a seblant gwirheñvel-kenañ ha n’eo ket na dramatek, na feuls, er c’hontrol.cestcommeçadiIstor ha tresadennoù gant Mirion Malle. Embannet gant la ville brûle d’ar 17 a viz Genver 2020.

The Beguiled

Posted in Filmoù with tags , , , on Genver 31, 2022 by geekezig

The BeguiledE 1864, ur soudard “yankee” gloazet a vez degemeret gant izili ur skol evit ar merc’hed e Virginia (ur stad eus ar Su). Disfiz o deus rakañ met tamm-ha-tamm, abalamour ez eus ur paotr e-touez ar gumuniezh-se e tiwan un aergelc’h nevez.
Gorrek-tre eo The Beguiled, teñval-tre ivez ar skeudennoù, ar gouleier hag al livioù. Troc’het eus peurrest ar bed, eus ar brezel diabarzh e fell d’ar merc’hed chom a-gostez, dinec’h. Evit a bep seurt abegoù e krog ar merc’hed da soñjal en o buhez kent, pe en o c’hoant tec’hout kuit, pe c’hoazh dizoloiñ plijadurioù-korf.
Hir-tre am boa kavet ar film hag enoeüs e gwirionez. An holl verc’hed o kaout c’hoant hoalañ ar soudard hag o klask jeu an eil re d’ar re all a gaven torr-penn. Da vareoù zo e krede din e felle da Sofia Coppola sevel un doare film spont kazi, met n’ae ket en-dro siwazh.

Film sevenet gant Sofia Coppola. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e34.

Pachamama

Posted in Filmoù with tags , on Kerzu 7, 2020 by geekezig

Pachamama a zo ur film bevaat awenet gant mojennoù hag istor Amerika ar Su a-raok an trevadenniñ. Tepulpaï a zo ur paotrig disoursi hag emgar, ne fell ket dezhañ reiñ traoù d’an Douar e-kerzh al lid bloaziek en enor d’an doueez Pachamama. Pa erru “soudarded” Kuzco da laerez o boued e krog da gompren ez eus traoù o vont a-dreuz. Gant sikour Naïra e klasko mont da glask teñzor ar gêriadenn en-dro met e keit-se e vo ivez trevadennerien oc’h erruout…
Livioù brav-tre a zo d’ar film, domaj eo ne vefe ket brav-tre ar bevaat. Un tamm re simpl eo an istor ha re eeunik, ur film evit ar re vihan e gwirionez.

Film sevenet gant Juan Antin. Frañs, Kanada ha Luksembourg, 2018, 1e12.

Melvile – l’histoire de Saul Miller

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gwengolo 21, 2016 by geekezig

melvilesaul1Melvile a zo ur raktres pinvidik-mor savet gant Romain Renard. Tro-dro d’ur gêr ijinet, Melvile, e Amerika an Norzh, e sav an arzour sonerezh, levrioù bannoù-treset (gant tudennoù disheñvel bep tro) hag all. Ur raktres liesvedia dedennus ha ral (ma fell deoc’h mont da welet pegent pinvidik eo, kit da welet lec’hienn ar raktres). L’histoire de Saul Miller a ziskouez ul lodenn eus buhez Saul, un den war e leve, a zo deuet a-benn da guitaat Melvile ha d’ober studioù. Deuet eo en-dro da vevañ e Melvile, met poan en deus o taremprediñ ar chaseourien a zispriz. Kentelioù a ro d’ur plac’hig, Mia, hag un darempred karantez en deus gant he mamm, Paz. Estregeto hag ur c’houblad amezeien, ne tarempred den ebet. Kregiñ a ra da gaout kudennoù gant daou zen a zeu ingal da glask jeu war e dachenn, kendrec’het eo e heuliont anezhañ hag e klaskont gouzout traoù diwar e benn, traoù en deus c’hoant kuzhat marteze…
Saul n’eo ket un den direbech, pell alese. Poan en deus o chom sioul hag o taremprediñ an dud all met dizoloet e vo perak e kerzh al levr, en ur prantad ‘m eus kavet eus ar fromusañ. Tresadennoù brav eston Romain Renard a sikour da vat da veizañ an aergelc’h a fell dezhañ reiñ da Velvile, etre buhez simpl met gouez ha kriz, faltazi ha mojennoù lec’hel, nerzh an natur ha levezon fall an dud met dreist-holl ivez bred mad den…
Tizhet on bet gant istor Saul, plijet on gant ar santad digor a zo gant an oberenn, gouzout a ran ez eus traoù all er memes “bed”, daoust din pas kaout c’hoant dre ret mont da selaou ar sonerezh pe da c’houzout re. Ar frankiz a zo gant pep hini da gemer lodennoù zo eus Melvile ha ket reoù all pe da vont a dammoù e bed ar gêriadenn-se a gavan dedennus. Ur raktres dic’hortoz eo me gav ha kuzuliañ a ran deoc’h teurel ur sell, dre an tu a fello deoc’h!melvilesaul2Istor ha tresadennoù gant Romain Renard. Embannet gant Le Lombard, d’an 22 a viz Genver 2016.

La couronne – La sélection 5

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gouere 4, 2016 by geekezig

la-selection-tome-5---la-couronneBuan am eus lennet pempvet ha diwezhañ levr La sélection. Lârat a ran diouzhtu : gwellañ levr an dastumad eo evidon.
Eadly a rank kemer kargoù lezrouanez en ur c’hortoz e wellafe stad yec’hed he mamm. Kompren a ra ivez n’eo ket karet gant ar bobl hag e rank ober strivoù war an dachenn-se. Poent eo dezhi dibab unan eus ar baotred da zanvez-pried met kollet eo mik. Ouzhpennomp hêr Illéa o tont da sikour anezhi hag e vo sapre traoù! Divizoù politikel, preder diwar-benn pouez an eured en ur rouantelezh…
Me gav eo aet donoc’h ar skrivagnerez e temoù sirius, hep disoñjal lodenn «media» an afer. Prantadoù fromus a zo, prantadoù fentus, sell nevez ur plac’h yaouank war he zud, un darempred plijus etre ar baotred… Ur bern traoù o deus plijet din el levrenn-mañ ha laouen on gant an doare ma echu an traoù evit Eadley hag evit Illéa.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 12 a viz Mae 2016.

Polytechnique

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 21, 2016 by geekezig

polytechniqueE miz Kerzu, nepell goude “deiz-ha-bloaz” an darvoud an hini ‘m eus sellet ouzh Polytechnique a ziskouez ar gwalldaol gourelour bet c’hoarvezet e skol Polytechnique Montreal d’ar 6 a viz Kerzu 1989. Heuliet e vez ur plac’h yaouank (n’eo ket ur plac’h wir), ur mignon dezhi hag un tamm ar sponter. Ur film e gwenn-ha-du eo gant div lodenn splann. Unan e-pad an darvoud, ar beurevezh-se, gant ar studierien er skol-veur, an erc’h, an dud o tec’hout, an harozez oc’h ober van bezañ marv evit chom bev, e mesk korfoù ar merc’hed bet lazhet hag all. Hag ul lodenn kalz diwezhatoc’h gant pouez an darvoud-se evit reoù a zo chomet bev da c’houde.
Efedus-tre ha spontus eo al lodenn gentañ a ziskouez en un doare un tamm yen an darvoudoù. An eil lodenn avat n’am eus ket kavet ken dedennus, pell alese. E gwirionez em befe kavet gwelloc’h ur film berr gant al lodenn gentañ hepken, zoken ma seblantfe un tamm trumm ha start. A bouez eo me gav kaout un testeni er stumm-se eus ar gwalldaol spontus-se (muntret ez eus bet 14 flac’h ha gloazet 14 den, pevar paotr en o-zouez). En eil lodenn e vez ijinet traoù psikologel tro-dro da div dudenn. Me gave gwelloc’h an doare ma tiskouez al lodenn gentañ un den sot ha leun a gasoni ouzh ar merc’hed, ur plac’h gant un dazont brav dirazi hag ur paotr a glask reiñ sikour hag an holl dud tro-dro, falc’het o dazont diganto. Marteze en defe manket a from? Evidon-me en deus an eil lodenn pounneraet ha disteraet nerzh testeni an darvoud.

Film sevenet gant Denis Villeneuve. Kanada, 2009, 1e17.

La Sélection – Histoires secrètes (2)

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 13, 2016 by geekezig

selection-histoires-secretes-reine-prefereeSetu un dastumad istorioù nevez tro-dro da La sélection. Div danevell a zo hag traoùigoù ouzhpenn, goulennoù gant ar skrivagnerez (tro-dro da L’héritière un tammig) ha poltredoù Nathalie, Elise ha Kriss goude darvoudoù L’élue.
An danevell gentañ, La reine, a ziskouez sell Amberly e-pad he frantad kenstrivadeg. Tro zo neuze da welet ar roue Clarkson pa oa yaouank, ur priñs c’hoazh. Dedennus-tre ‘m eus kavet gouzout penaos e oa bet an traoù eviti, eus peseurt metou e oa, hag all.
Un tamm dipitetoc’h on bet gant an eil danevell, La préférée, tro-dro da Varlee (a zo ma zudenn karetañ a-bell), re romantel hag un tamm sukr-ha-mel ‘m eus kavet. Gwelet vez penaos he deus graet anaoudegezh gant Carter ha petra ‘zo c’hoarvezet ganto a-raok bezañ jahinet ha goude. Ur prantad fentus un tamm a zo (gant America mezv) met mod all ‘m eus kavet un tamm divlaz rak ne gaven ket tuioù heverk Marlee e-barzh kement-se.
Berr-tre eo an traoùigoù ouzhpenn. Plijadur ‘m eus bet o lenn an div danevell-mañ, kavout a ran dedennus bepred pa glask ur skrivagner-ez gwelet darvoudoù gant sell un dudenn all pe lakaat ar gaoz war traoù c’hoarvezet a-raok pe goude an istor pennañ. Lennet am eus evel un tenn. Gwelloc’h ‘vo din gouzout penaos e tro an traoù evit Eadly avat…

Danevelloù gant Kiera Cass, embannet e galleg gant Robert Laffont en dastumad R, d’an 22 a viz Here 2015.

L’héritière – La sélection 4

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Du 4, 2015 by geekezig

selection4Souezhet on bet o c’houzout e oa ul levr nevez eus La sélection (am boa lennet kentoc’h aketus m’ho peus soñj ^^, s.o. al liammoù avilvern-mañ). Ar wech-mañ e tremen an traoù 20 vloaz warlerc’h. Emañ merc’h henañ America ha Maxon o prientiñ da vezañ rouanez gentañ Iléa. Ne ya ket mat pep tra koulskoude, daoust d’ar sistem kastoù bezañ bet lakaet d’an traoñ e chom kalz kudennoù er gevredigezh ha dismegañs etre rummadoù-sokial, hêrezh ar c’hastoù-bet. Evit klask reiñ un tamm entan en-dro d’an dud e vez kinniget ur c’hoari nevez evit klask ur gwaz da Eadly.
Un tamm torr-penn eo Eadly (ket dres evel ma oa America avat!) met plijet on bet kalz gant he zu gwregelour, na gompren ket perak eo ret dezhi kavout ur gwaz padal en em sant barrek da ouarn hec’h-unan. Er penn-kentañ em eus bet ar santimant e oa kollet ar skrivagnerez etre America hag Eadly rak ur wech pe ziv e seblant Eadly ober fae war an dilhad evel ma rae America padal e plij-se dezhi kalz (tresañ a ra he dilhad hec’h unan ha tout, pezh zo kentoc’h cheuc’h!). A bep seurt traoù a vo tro da welet, en o-zouez eston ha doan ar plac’h, divoaz da doareoù zo, pa vez taget gant paotred zo. Gwirheñvel e seblant din neuze e-touez an niver a baotred e vefe reoù o klask ober drouk dezhi. Ur bern reoù all a zo dereat, jentil, fentus, lent, pabor, faëus… En ur stumm e kavañ splannoc’h personelezhioù ar baotred gant sell Eadly eget na oa personelezhioù ar merc’hed gant sell America. Ma. E-keñver politikerezh ha familh en deus seblantet din dedennusoc’h ivez, fromus da vareoù zo zoken. Un tu Long Live The Queen (ma vefen sirius e vefe ul liamm davet ur pennad diwar-benn ar c’hoari) d’an hollad ^^
E gwirionez on laouen neuze gant an doare m’eo adlañset bed La sélection, da welet penaos e troio an traoù.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 7 a viz Mae 2015.

Gone Home

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , , on Here 25, 2013 by geekezig

gonehomegamePell ‘zo am boa c’hoant da c’hoari da Gone Home peogwir em boa klevet kalz a varnadennoù vat. Seblantout a rae bezañ dres an doare c’hoari a c’hallfe plijout din. Profitet ‘m eus eus un distaol evit e brenañ daoust din kaout kant c’hoari all d’ober d’ar memes mare.
Kregiñ a ra an traoù gant ur gemennadenn : emaomp o tistreiñ d’ar gêr goude ur pezh troiad e Europa (tremen a ra an istor e miz Even 1995, er Stadoù-Unanet). Hon familh n’eus dilojet e-pad omp beaj da vont da di un eontr marvet nepell.
N’eus den en ti dianav-se deomp ha d’an dudenn… En ur furchal en ti, e kaver traoù. Diwar-benn an eontr-se, diwar-benn ur romant bet skrivet gant hon zad, diwar-benn hon c’hoar vihan a seblant kaout diaesterioù er skol. Skrivet he deus un doare deizlevr/lizher deomp. Klevet e vo he skrid tamm-ha-tamm. Un aergelc’h nec’hus-tre a zo en ti, an tredan seblant mont a-dreuz hag ur sapre korventenn a zo er-maez. Petra ‘zo c’hoarvezet amañ?
Ijinit ur point ‘n’ click met hep al lodennoù komz gant an dud all peogwir n’eus den all ebet : setu c’hoari Gone Home. Pourmen en ti, lakaat ar gouloù, furchal en tiretennoù a-benn kompren perak n’eus den neblec’h. Un dibab un tamm iskis met a zo kevrinus ha fromus adalek ar penn-kentañ. Daveoù fentus a zo (X Files er skinwel pe me oar) ha traoù all… gone-home_4Kaozeadennoù e-pad kentelioù el lise war tammoù baper, a bep seurt paperioù ha traoù a c’haller kavout o ruzañ e ti an holl (e lec’hioù dic’hortoz emaint o ruzañ aze met bon). Traoùigoù a zo da “ziskoulmañ” peogwir eo prennet dorioù zo, a-benn echuiñ ar c’hoari. Plijus eo lizhiri Sam da selaou, dedennus an tudennoù hag ar pezh a c’hoarvez ganto. Ya evel-just e c’hallo tud zo soñjal eo simpl, n’eus netra dic’hortoz e gwirionez, istor ur familh voutin, istor ur grennardez disheñvel un tamm… GoneHome5Ha neuze? Deuet brav eo aergelc’h ar bloavezhioù 90 (ha plijusoc’h e tle bezañ evit Amerikaned a anavez ar merkoù a vez gwelet hag all) ouzhpenn. N’eo ket gwall “zudius” ha ne bad ket pell, met un istor vrav eo hag efedus, c’hoant hon eus da c’houzout hiroc’h ha traoù ‘zo a chom dispis, deomp da ijinañ ar pezh a fell deomp a-benn ar fin…
Kuzuliañ a ran Gone Home neuze!

C’hoari PC, Mac ha Linux diorroet hag embannet gant The Fullbright Company, 15 a viz Eost 2013.