Gone Home

gonehomegamePell ‘zo am boa c’hoant da c’hoari da Gone Home peogwir em boa klevet kalz a varnadennoù vat. Seblantout a rae bezañ dres an doare c’hoari a c’hallfe plijout din. Profitet ‘m eus eus un distaol evit e brenañ daoust din kaout kant c’hoari all d’ober d’ar memes mare.
Kregiñ a ra an traoù gant ur gemennadenn : emaomp o tistreiñ d’ar gêr goude ur pezh troiad e Europa (tremen a ra an istor e miz Even 1995, er Stadoù-Unanet). Hon familh n’eus dilojet e-pad omp beaj da vont da di un eontr marvet nepell.
N’eus den en ti dianav-se deomp ha d’an dudenn… En ur furchal en ti, e kaver traoù. Diwar-benn an eontr-se, diwar-benn ur romant bet skrivet gant hon zad, diwar-benn hon c’hoar vihan a seblant kaout diaesterioù er skol. Skrivet he deus un doare deizlevr/lizher deomp. Klevet e vo he skrid tamm-ha-tamm. Un aergelc’h nec’hus-tre a zo en ti, an tredan seblant mont a-dreuz hag ur sapre korventenn a zo er-maez. Petra ‘zo c’hoarvezet amañ?
Ijinit ur point ‘n’ click met hep al lodennoù komz gant an dud all peogwir n’eus den all ebet : setu c’hoari Gone Home. Pourmen en ti, lakaat ar gouloù, furchal en tiretennoù a-benn kompren perak n’eus den neblec’h. Un dibab un tamm iskis met a zo kevrinus ha fromus adalek ar penn-kentañ. Daveoù fentus a zo (X Files er skinwel pe me oar) ha traoù all… gone-home_4Kaozeadennoù e-pad kentelioù el lise war tammoù baper, a bep seurt paperioù ha traoù a c’haller kavout o ruzañ e ti an holl (e lec’hioù dic’hortoz emaint o ruzañ aze met bon). Traoùigoù a zo da “ziskoulmañ” peogwir eo prennet dorioù zo, a-benn echuiñ ar c’hoari. Plijus eo lizhiri Sam da selaou, dedennus an tudennoù hag ar pezh a c’hoarvez ganto. Ya evel-just e c’hallo tud zo soñjal eo simpl, n’eus netra dic’hortoz e gwirionez, istor ur familh voutin, istor ur grennardez disheñvel un tamm… GoneHome5Ha neuze? Deuet brav eo aergelc’h ar bloavezhioù 90 (ha plijusoc’h e tle bezañ evit Amerikaned a anavez ar merkoù a vez gwelet hag all) ouzhpenn. N’eo ket gwall “zudius” ha ne bad ket pell, met un istor vrav eo hag efedus, c’hoant hon eus da c’houzout hiroc’h ha traoù ‘zo a chom dispis, deomp da ijinañ ar pezh a fell deomp a-benn ar fin…
Kuzuliañ a ran Gone Home neuze!

C’hoari PC, Mac ha Linux diorroet hag embannet gant The Fullbright Company, 15 a viz Eost 2013.

Advertisements

5 Respont to “Gone Home”

  1. A-du ganit, un istor simpl met fromus ha kontet mat.
    Souezhus e kavan memestra e vefe bet klasket lakaat un aergelc’h nec’hus e-pad ar c’hoari padal ne zegas ket kalz tra hag evit an dud aonik eveldon e troc’h al lusk hag e lak da vezañ war evez evit netra…

    • ^^ Me gav din e oa kentoc’h evit krouiñ anken a-zivout petra ‘zo c’hoarvezet [SPOIL] anat eo eo aet Sam kuit met war memes tro e c’haller krediñ eo aet da n’em lazhañ, me ‘oa laouen spontus ha disammet gant ar fin! ^^ [SPOIL echu]
      Pezh n’am eus ket komprenet oa istor an tredan? Daoust ha lammat a ra da vareoù zo?

  2. […] c’hoari simpl eo The Novelist, un tammig e doare Gone Home e ranker kavout lizhiri, karnedoù, traoù a sikour da gompren ar pezh a nec’h an tudennoù. […]

  3. […] ‘m eus eus ar santad ‘m eus bet o sellet ouzh ar bomm-bruderezh, eus ar frazenn “Gone Home meets The Walking Dead… wih time travel”.  A! Aha! Ahaha! “Shut up and take my […]

  4. […] sikour tud a glask titouroù diwar-benn an treuzidentelezh da skouer. N’en deus ket nerzh Gone Home marteze met e guzuliañ ar ran, digudenn, dreist-holl d’ar priz-se! Ur video vihan […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: