La sélection 3 – L’élue

l_elueSetu erru poent fin istor La sélection. N’eus nemet peder flac’h ken er genstrivadeg ha stegn an traoù er vro. Plijet on bet gant lodenn politikel ar romant, komprenet ‘vez peseurt abegoù ha doareoù a zo gant an emsavidi. Dedennus ‘m eus kavet emdroadur an darempredoù etre ar merc’hed ivez. N’on ket bet plijet kement gant an istor karantez avat, hegaset gant America da vat. Meur a wech e seblant sur a-benn ar fin, prest da lârat ar wirionez da Vaxon pe Aspen met ne ra ket evit abeg pe abeg. Me gav din e oa kentoc’h evit laoskel un tamm kevrin betek fin ar romant. Gwirheñvel a-walc’h eo klozadur darempred Aspen hag America memestra (met perak o deus lakaet ken pell?!). Ma. Er rummad a-bezh e kavan eo is-implijet istor an abadenn skinwel. Evel-just ez eus kaoz eus kameraoù hag un nebeut prantadoù filmet met dre vras e c’hall Amerika mont-ha-dont digudenn er c’hastell, ha ne seblant ket bezañ pe souezhet gant kameraoù pe dizoloiñ ez eus bet filmet traoù hep gouzout dezhi e kelaouennoù people, da skouer… Meur a wech en deus seblantet din e oa ur genstrivadeg na oa ket filmet a-benn ar fin. Plijadur ‘m eus bet memestra gant ar rummad-mañ met un tamm re skañv ha troet davet an istorioù karantez.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 15 a viz Mae 2014.

Advertisements

3 Respont to “La sélection 3 – L’élue”

  1. […] A bep seurt alioù diwar-benn plijadurioù ar "geek" klasel : levrioù, filmoù, c'hoarioù video, levrioù bannoù-treset… « La sélection 3 – L’élue […]

  2. […] (am boa lennet kentoc’h aketus m’ho peus soñj ^^, s.o. al liammoù a–vil–vern-mañ). Ar wech-mañ e tremen an traoù 20 vloaz warlerc’h. Emañ merc’h henañ America […]

  3. […] (tro-dro da L’héritière un tammig) ha poltredoù Nathalie, Elise ha Kriss goude darvoudoù L’élue. An danevell gentañ a ziskouez sell Amberly e-pad he frantad kenstrivadeg. Tro zo neuze da welet […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: