Dielloù evit politikerezh

Succession – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on C'hwevrer 18, 2024 by geekezig

Alies am eus klevet tud oc’h aliañ Succession hag o lavar pegen spontus e oa tudennoù ar stirad.
Logan Roy a zo e penn ur “impalaeriezh mediaoù” er Stadoù-Unanet : kazetennoù, chadennoù skinwel, parkoù dudi, sinema… Devezh e deiz-ha-bloaz e ranke embann e oa e vab Kendall o vont da gemer penn an traoù met n’eo ket an dra-se tamm ebet a c’hoarvez. Etre e ziviz ha e yec’hed eo sabatuet an holl : petra zo da gompren ha penaos merañ ma n’eo ket gouest da gemer e bost labour en-dro? Kregiñ a ra neuze ar brezel diabarzh : itrikoù, cheñch postoù labour, levezoniñ ar marc’hadoù, prenañ ha gwerzhañ lodennoù eus an embregerezh… Luziet an traoù !
Poltred ur familh pinvidik-mor, gant levezon bras spontus, a glask kaout beli e bed ar politikerezh ouzhpenn…
An holl izili o deus c’hoant galloud, an holl zo prest da dreitouriñ ar re all ha koulskoude, e seblant memestra kaout karantez en tu-bennak aze…
Kregiñ a ra “dousik” an traoù me gav, poltred tud pinvidik ha galloudus, heugus. Tamm-ha-tamm e teu an istorioù strategiezh war wel, ha kudennoù all (dramm pe me oar me). Ur stirad gant tudennoù tort ha plijus da heuliañ.
Da venegiñ ouzhpenn : ur stirad HBO gant nebeut-tre a rev eo!

ぼくらの七日間戦争 (7 jours / 7 Days War)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Du 5, 2023 by geekezig

Mamoru a zo ur paotr e-unan. Plijout a ra an istor dezhañ met poan en deus o kaout mignoned. En em glevout a ra mat gant Aya, merc’h ur politikour lec’hel. Emañ hi o vont da ziloj peogwir emañ he zad o vont da genderc’hel e vuhez politikel e Tokyo. Kinnig a ra Mamoru dezhi tec’hout kuit, un abeg evitañ da lavar dezhi e kar anezhi ha profañ dezhi he frof deiz-ha-bloaz. Pezh a zo e kinnig Aya da dud all dont ivez. Ur strolladig souezhus a vo neuze o vont da gampiñ en ur vengleuz dilezet. Ne oant ket evit krediñ e oa unan bennak all o vevañ aze dija, ur bugel dibaper eus Thailand. Tud eus servijoù an emvroañ a zo o klask war-lerc’h ar bugel. Ur sez a grogo ar grennarded evit difenn anezhañ ha kregiñ a raio ur brezel etrezo hag an “dud vras”, war ar lec’h ha war ar genrouedad.
Adalek munutennoù kentañ ar film e vez santet un doare rekipe mod Your Name. Un tamm hegaset on bet neuze o soñjal e vefe poent d’ar filmoù kaout ur bersonelezh e plas trevezañ en un doare dister ar filmoù o deus graet berzh bras (betek dont da vezañ heugus aze). Torr-penn eo tuioù zo eus ar film met koulskoude e lak ar gaoz war temoù ral er filmoù bevaat : an emvroañ evel-just hag ivez itrikoù politikel lec’hel (embregerezhioù o klask chom bev a-drugarez da gevratoù foran), pe c’hoazh implij ar rouedadoù sokial evit lakaat ar c’heleier hag an dud da cheñch ali.
Ur film gant sioù neuze, dreist-holl en e stumm hep personelezh hag en defe gallet bezañ dedennus bras a-drugarez d’e demoù. Domaj un tamm !

Ollie & l’Alien

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gouere 22, 2023 by geekezig

Fellout a rae din Ollie & l’Alien peogwir e plij din labour Florent Bernard, ar Floodcast hag all.
12 vloaz eo Ollie er bloavezhioù 90. E kerzh ur valeadenn war varc’h-houarn e kej gant ur boud tre-oabl ha stokañ a ra o daouarn.
E 2019, Ollie a zo ul “loser” ordinal. Labourat a ra en ur c’hafedi, n’eo ket dedennus e vuhez. Un deiz bennak er c’heleier ez eus kaoz eus boudoù tre-oabl o klask war e lerc’h. Deskiñ a ra neuze e vo tad bugel ar boud bet gwelet pa oa yaouank. Pemzektez en deus evit prouiñ da roue ar boudoù tre-oabl eo un den a-feson.
Savet eo Ollie & l’Alien evel ur gomedienn evit diskouez tout karantez an aozerien evit filmoù avantur ar bloavezhioù 80, filmoù Spielberg, Zemeckis hag all. Savet eo ivez evit komz diwar-benn temoù a blij da Florent Bernard : pegen start eo bezañ engouestlet en un darempred koublad da skouer. Kavet am eus e oa speredek meskañ an daou. D’an nebeutañ eo disheñvel eus tout ar bannoù-treset “klemm klemm” diwar-benn an temoù-se en ur bed gwirheñvel. Un tamm pounner eo ar fent a-wechoù (tudenn ar prezidant, Trump-heñvel). Labour David Combet n’eo ket fall hag a glot mat gant an aergelc’h etre sirius ha cartoon met un tamm gwan am eus kavet evit bezañ kendrec’het kant dre gant gant an hollad. Ma, plijadur ha dudi ‘m eus bet bepred!

Istor gant Florent Bernard ha tresadennoù gant David Combet. Embannet gant Delcourt, d’ar 16 a viz Gwengolo 2020.

Tout simplement noir

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 14, 2023 by geekezig

Kalzik rakvarnioù am boa diwar-benn Tout simplement noir a-raok klevout a bep seurt alioù mat, a-berzh tud am eus fiziañs en o sell ha dreist-holl tud du. Aon am boa e vefe ur film gouennelour e fin ar gont oc’h ober goap eus an dud du pe un dra evel-se met tamm ebet.
Ur fals teulfilm eo Tout simplement noir. Heuliet e vez Jean-Pascal Zadi, komedian, en deus poan o kavout labour. Klasket en deus ober un tamm sonerezh hag e fin ar gont e tap un tamm brud gant videoioù YouTube e lec’h ma glask lakaat an dud da brederiañ diwar-benn ar sklavelezh. Divizout a ra aozañ ur gerzhadeg evit ar baotred du met evit brudañ e darvoud e rank kaout skoazell digant tud brudet…
Ur bern tud brudet a gemer perzh er film e perzhioù n’int ket pozitivel bepred! Nerzh ar film a zo ivez diskouez dislavar Jean-Pascal Zadi met ivez an holl reoù all : ur youl difenn an dud du ha stourm met ivez arabat klask jeu evit kaout arc’hant ha brud. En e enklask evit kavout tud da sikour anezhañ e tesk ivez Jean-Pascal ur bern traoù diwar-benn istor ar stourmoù pe sell ar merc’hed du pe c’hoazh kumuniezhioù all ha n’em sant lakaet a-gostez gant e raktres. Fentus eo ar film met prantadoù start ha fromus a zo ivez. Ur souezhadenn a-feson hag ur raktres onest ha kaset mat da benn evidon-me.

Film sevenet gant Jean-Pascal Zadi ha John Wax. Frañs, 2020, 1e30.

Flipette & Vénère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gouere 6, 2023 by geekezig

Arzourez eo Clara. Bevañ a ra en he bedig, hep klask heuliañ pezh c’hoarvez er bed. Torret he deus he c’hoar Axelle he gar. Mont a ra Clara da sikour anezhi, daoust dezho pas n’em glevout mat-tre. Dizoloiñ a ra neuze Clara doare da vevañ he c’hoar e Pariz, ar gevredigezh a gemer perzh enni, he mignoned a ya da vanifestiñ ganti…
Aonik eo Clara, leun a gounar eo Axelle. Hag aes kenañ eo kompren sav poent pep hini anezho.
Ul levr dedennus eo Flipette & Vénère, gant taolennoù prantadoù etre ar c’hoarezed met ivez gant tud all, a cheñch un tamm sav boent pep hini. Gwirheñvel-tre en deus seblantet din an darempred-se. Ul levr plijus.

Istor ha tresadennoù gant Lucrèce Andreae, embannet gant Delcourt d’an 19 a viz C’Hwevrer 2020.

Bad Education

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , on Gouere 3, 2023 by geekezig

Er bloavezhioù 2000 emañ lise Roslin, ul lise publik eus pastell-vro Long Island, e pevare plas gwellañ liseoù ar vro, digredus. Frank, ar “gourmelestrour” a zo un den a ra kalz berzh, gwelet mat gant an holl hag efedus. Pam a labour gantañ hag a zo ken barrek all. Ur raktres bras o deus, ar Skywalk ha p’emañ Rachel, ul liseadez yaouank o sevel ur pennad diwar-benn ar raktres-se evit kelaouenn al lise e krog traoù zo da drenkañ : laeret a vefe bet arc’hant foran gant Pam, e-pad bloavezhioù. Ar grennardez a gaso pelloc’h hec’h enklask ha kavout e oa kalz kalz brasoc’h an afer e gwirionez.
Ur film evit ar skinwel eo Bad Education. Kontañ a ra un istor digredus a-walc’h a ziskouez pegen meret fall ha gant tud a feiz fall kenañ e c’hall bezañ ar skolioù foran. Ar pep pouezusañ a oa skeudenn ar skol ha ma veze degemeret studierien e skolioù-meur brasañ ar vro, ket dresañ ar savadur dirapar, buhez fetis ar skolidi…
Un istor spontus. Savet eo mat ar film met klasel-tre, dudius ha dedennus eo memestra.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e48.

Spy x Family 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Even 9, 2023 by geekezig

Ur spier eo Twilight, barrek-kenañ evit dic’hizañ, laerez titouroù ha me oar me. Bevañ a ra en ur vro lec’h m’eo stegn an traoù gant ar broioù nes. Kalz politikourien a ginnig labour dezhañ neuze.
E garg a-zeu a vo tostaat ouzh un den politikel eus un tu mirourel prest da dagañ ar vro e-kichen. Met un tu hepken a zo evitañ da zont a-benn : kaout ur familh ha kas e vugel e memes skol ha bugel an den-se.
Twilight a zo dizimez, mont a ra neuze da gerc’hat ur bugel en un ti emzivaded meret en un doare souezhus… Anya a zo ur plac’hig a c’hall lenn e soñjoù an dud, setu perak ne kav familh ebet evit ober war he zro. Ur vuhez a savont asambles, o lakaat da grediñ eo intañv Twilight. Dav e vo dezho kaout un trede ezel avat evit kas pep tra da benn ha tuta ur wreg/ur vamm er familh. Kavout a reont ur plac’h yaouank, Ior, a zo lakaet diaes gant he c’henseurtezed hag he breur peogwir eo dizimez c’hoazh. Ul lazherez a vicher eo ivez… Un emglev a vo etre an tri-se neuze.
Fentus-tre ha dudius-kenañ eo Spy x Family. An doare familh krouet adalek poentoù boutin sot nay a ya mat-tre en-dro. Hast ‘m eus gouzout penaos e kendalc’ho ar vuhez evit ar “familh”-se !

Istor ha tresadennoù gant ENDŌ Tatsuya. Embannet e galleg gant Kurokawa, d’an 10 a viz Gwengolo 2020.

Un divan à Tunis

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 16, 2023 by geekezig

Selma a zistro da Dunis goude bezañ bet o vevañ e Pariz e pad pell. Fellout a ra dezhi digeriñ he c’habined bredelfennerezh. Tatouet eo, n’eo ket dimezet, gwelet eo evel drol gant darn vrasañ an dud. Koulskoude e ra berzh bras he c’habined. Ur poliser a lak bec’h warni avat peogwir n’he deus aotre ebet evit labourat…
Ur film skañv ha fentus eo diwar-benn ur plac’h o klask cheñch buhez ha sikour tud o deus ezhomm outi. Dudius eo.

Film sevenet gant Manele Labidi. Frañs & Tunizia, 2019, 1e28.

La fiancée

Posted in Levrioù with tags , , , , on C'hwevrer 11, 2023 by geekezig

Golo La fiancée a blij kalz din. Laouen e oan o lenn ul levr nevez gant Kiera Cass. Soñjal a rae din da zigentañ e oa un istor all e bed La sélection met n’eo ket e gwirionez.
Heuliet e vez Hollis, ur plac’h yaouank o vevañ e palez Koroa. E-touez an aristokratelezh emañ he familh ha gwelet eo mat-tre gant ar Roue (yaouank) Jameson er mare-mañ.
Un tamm poan am boa bet o vont-tre en istor met tamm-ha-tamm pa c’houlenn Jameson ali Hollis evit kemer divizoù hag e rank ar plac’h yaouank deskiñ traoù diwar-benn an harzoù ha saviad politikel ar broioù all, kaout emglev gant tud all er palez ha traoù a seurt-se en doa seblantet dedennus din. Pezh a zo ne vefe ket ur romant evit ar grennarded hep un doare “tric’horn karantez” setu neuze tudenn Silas o tont. Adalek ar mare-se e krogo Hollis da gaout douetañs rak he santimantoù evit ar roue.
Re drumm o deus seblantet dibaboù Hollis din, evel ma vankfe ul lodenn bennak evit krediñ e c’hallfe cheñch he mennozh ken buan. Lodenn ziwezhañ al levr na oa ket fall met ne oa ket ar pezh a felle din lenn setu e oan hegaset. Ur pezh mell darvoud spontus a c’hoarvez er fin tout hag aze e oan hegasetoc’h c’hoazh. Da betra ? N’on ket laouen gant ar romant-mañ, n’eo ket a live gant romantoù La Sélection d’am meno. Dipitus!

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg gant R Jeunes Adultes, d’an 11 a viz Even 2020.

Last Christmas

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 10, 2023 by geekezig

Kate a fellfe dezhi kanañ met ne ra ket peogwir e c’hwit bewech pa gemer perzh e abadennoù-selaou. Fachet eo gant he c’henlojerez, fachet eo gant he c’hoar, gant he mamm, gant he renerez. Klañv bras eo bet hag abaoe e ra forzh petra. Ur paotr yaouank a dremen dirak ar stal e lec’h ma labour a lako anezhi da welet an traoù en un doare all, tamm-ha-tamm.
Santad kentañ ar film evidon a oa gwelet pegen fentus e oa gwelet an trope “Manic Pixie Dream Girl” eilpennet. Tom n’en deus personelezh resis ebet, seblantout a ra anavezout an holl, jentil eo, selaou a ra, ober a ra traoù souezhus, dres evel an doare tudennoù-se.
Dudius eo ar film ha tammoù politikerezh a zo e-barzh zoken peogwir emañ familh Kate a orin eus Kroatia ha mare ar brexit eo.
Sonerezh a-bezh ar film a zo kanaouennoù George Michael, perak ket, met souezhus eo. Hag un twist a zo, a zispleg traoù zo met en deus displijet kalz din. Ma, efedus e oa evel film Nedeleg bepred ha plijus e oa gwelet Emilia Clarke e diavaez Game of Thrones.

Film sevenet gant Paul Feig. Rouantelezh-Unanet & Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e43.