Dielloù evit Hollywood

The Death & Life of John F. Donovan

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Ebrel 29, 2022 by geekezig

ma-vie-avec-john-f-donovanThe Death & Life of John F. Donovan a seblant bezañ un doare kliched eus temoù filmoù Xavier Dolan (darempred gant ar mammoù, heñvelrevelezh…) hag ouzh e dechoù (kanaouennoù pop forzh pegement) ha rankout a ran anzav e ya en-dro penn-da-benn evidon.
Rupert Turner a zo un aktour yaouank, skrivet en deus ul levr gant e eskemm lizhiri gant John F. Donovan pa oa bugel. Un aktour brudet-tre e oa hag ur sapre levezon en deus bet o eskemm lizhiri war ar paotr yaouank. E-kerzh un atersadenn gant ur gelaouennerez hegaset o rankout ober al labour didalvez-mañ e raio Rupert poltred John F. Donovan, a ranke kuzhat e vuhez prevez.
Monedone etre an daou vare e vo, buhez Rupert pa oa 11 vloaz hag hini John F. Donovan a-raok e varv a vo heuliet kement hag an atersadenn. Fromet-tre on bet ha n’am eus ket kavet hir ma amzer tamm ebet er film-mañ. Ma plij sinema Xavier Dolan ha n’oc’h ket erru skuizh c’hoazh gant e stil e kav din e c’hallo plijout deoc’h ivez.

Film sevenet gant Xavier Dolan. Kanada, 2018, 2e03.

Bojack Horseman bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Eost 25, 2021 by geekezig

Bojack-Horseman-saison-3-NetflixEmañ Bojack war ar renk evit prizioù ar gwellañ aktour goude e rol er film Secretariat. Berzh a ra ar film, brudet eo en-dro. Ha koulskoude ne seblant ket mont mat an traoù gantañ.
E darempredoù gant e vignoned a ya holl da hesk pe dost.
Prantadoù brav-tre a zo er bloavezh-mañ (pa rank ober war-dro ar babig marc’h-mor da skouer, er rann Fish Out of Water) ha kalz-kalz prantadoù trist. Daoust d’an tudennoù dont a-benn da sevel traoù, d’ober berzh, da gavout hentoù nevez a blij dezho pe da ober anaoudegezh gant tud a lak anezho eürus ne seblant james trawalc’h hag an holl a zo trist ha digenvez. Ur bloavezh a-feson eo ur wech ouzhpenn met start bepred.

Stirad krouet gant Raphael Bob-Waksberg. Bloavezh 12 rann 25 munutenn, skignet war Netflix abaoe an 22 a viz Gouere 2016.

Once Upon A Time… In Hollywood

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 8, 2021 by geekezig

Once-Upon-a-Time-Hollywood-Wow-Movie-Jim-Hemphill-Talkhouse-FilmDiegi am boa bet o vont da welet film nevez Tarantino, pezh a zo souezhus evidon. Gouzout a raen e komze diwar-benn sinema ouzhpenn, abeg ebet da pas kaout c’hoant gwelet ar film.
Tremen a ra ar film e 1969, heuliet e vez un aktour western, bet brudet gwechall hag e gomper faragoeller. Sharon Tate ha Roman Polanski a zo nevez staliet en ti e-kichen hini an aktour.
Ur film diwar-benn ar sinema eo evel-just, met ivez diwar-benn daou vignon, ha diwar-benn un den o kompren eo echu mare e vrud. Al lodennoù-se o deus plijet din, straedoù Los Angeles, goueleier ar sinemaoù oc’h enaouiñ pa teu an noz… N’on ket bet plijet kement gant an istor tro-dro da “familh Manson”. Al lodenn er ranch ‘m eus kavet hir spontus, hag an ukroniezh savet gant Tarantino a gavan iskis, jenet ont bet gant tout al lodenn fin e gwirionez, daoust din kavout e oa adlañset un tamm lusk ar film gant mare Rick e Italia.
N’on ket bet jenet gant techoù Tarantino (daveoù a-vil-vern, d’e filmoù dezhañ alies, treid…) ha zoken reoù zo o deus manket din pe dost (ar vouezh off el lodenn fin en deus lakaet ac’hanon da verzout an dra-se). N’am eus kavet kazi fent ebet er film, al lodennoù a lake an dud da c’hoarzhin tro-dro din n’am eus ket kavet fentus tamm ebet.
Ar wech kentañ eo din bezañ ken distabilaet/jenet gant ur film savet gant Tarantino, na pebezh tristidigezh p’eo ur film a gomz diwar-benn sinema! Kalzik traoù dedennus a zo er film memestra ha sur on e plijo d’un toullad tud !

Film sevenet gant Quentin Tarantino. Stadoù-Unanet Amerika, Rouantelezh-Unanet ha Sina, 2019, 2e41.

This Is Comedy

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 27, 2020 by geekezig

This Is Comedy a zo un teulfilm diwar-benn Judd Apatow hag a zo digoust e-pad ar genfinadeg ma fell deoc’h.
Un teulfilm rannet dre demoù filmoù Judd Apatow, levezonoù, c’hoant da sikour reoù yaouank bremañ, c’hwitadennoù, taolioù-kaer, patromoù tudennoù a vez kavet en e filmoù hag all. Dedennus eo ha kalz tud (aktourien hag aktourezed, tud o deus kenlabourat gant Judd Apatow) a zeu da zesteniañ, pezh a ro lusk d’an afer ha teneridigezh d’an hollad.
Un teulfilm a galite evit ar re a blij filmoù Judd Apatow dezho.

Teulfilm sevenet gant Jacky Goldberg. Frañs, 2014, 59mn.

Hail, Caesar !

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Here 23, 2016 by geekezig

hail-caesarEddie Manix a labour evit ur studio sinema : Capitol Pictures. Karget eo da ziskoulmañ an traoù a n’eont ket : chikan etre aktourien pe me oar me. Ur sapre devezh karget en do : ret eo dezhañ reiñ ur respont d’en embregerezh a ginnig dezhañ ul labour siouloc’h, skrapet eo bet aktour-pennañ film bras da zont ar studio, kelaouennerezed a zo o klask boued evit o c’helaouennoù ha kant tra all.
Hail, Caesar ! a ziskouez neuze devezh leun-chouk un den a labour e metou ar sinema amerikan er bloavezhioù 50. Ur bern tudennoù a bep seurt a vo gwelet ha kudennoù liesseurt ivez!
Ur film fentus-tre eo, gant lodennoù dispar zoken. Un tamm re a draoù a felle d’ar vreudeur Coen diskouez marteze e fin ar gont? Evidon-me e vank nerzh o gwellañ filmoù, ha traoù zo a seblant kazi diezhomm en hollad met c’hoarzhet ‘m eus, ar pezh a zo mat dija!

Film sevenet gant Joel hag Ethan Coen. Stadoù-Unanet Amerika & Rouantelezh-Unanet, 2016, 1e46.

Entourage

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 29, 2015 by geekezig

entourageNe oan ket bet plijet gant fin Entourage met dedennet e oan gant ar film forzh penaos. Un darempred iskis ‘m eus gant Entourage, merzet ho poa dija. Ma, bet on neuze o welet ar film. Evel-just eo dispennet fin ar stirad er pemp munut kentañ : dispartiet eo Vince ha Ari a zistro da labourat. Ouf.
Ar film a zo tro-dro da “Hyde” film nevez Vince. Pezh zo en deus goulennet seveniñ ar film ouzhpenn ha goulenn a ra arc’hant ouzhpenn evit echuiñ ar film hep diskouez un disoc’h james. Nec’het eo Ari neuze ha rankout a ra displegañ d’ar broduourien petra c’hoarvez.
Heuliet e vo E. hag e istorioù gant Sloan evel-just, Ari o klask merañ e gounnar ha dreist-holl Haley Joel Osment (a oa chomet sac’het en tu bennak?) evel hini “drouk” droch, redneck pinvidik. ‘M eus aon eo marvet skeudenn ar paotrig koant em spered da viken aze. Ma. C’hoarzhet ‘m eus, ur bern kameo a galite a zo, ‘m eus ket kavet hir ma amzer ha dreist-holl ec’h echu an traoù EVEL MA OANT DLEET. E gwirionez ez eo ar c’hlozadur a oa ret d’ar stirad. Neuze ‘m eus ket keuz eus ar film, pell ac’hann (mod all vefe echuet nul) met perak pas bezañ graet ur bloavezh a-bezh tro-dro da “Hyde”? (ha d’an traoù all a c’hoarvez er film) evit echuiñ evel ar film? Na gomprenan ket. Kalz gwelloc’h vefe bet.
Ma, Entourage a zo ur film da welet groñs evit ar re a oa bet betek penn ar stirad. Evit an dud all n’en deus ket kalz a bouez rak ne vez ket displeget kalz tra. L’Chaim, bitches!

Film sevenet gant Doug Ellin. Stadoù-Unanet Amerika, (e sinemaoù Frañs d’ar 24 a viz Even) 2015, 1e46.

Maps to the Stars

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 10, 2015 by geekezig

Maps-to-the-StarsDedennet e oan bet gant film diwezhañ David Cronenberg abalamour d’an aktourien pe d’an aktourezed kentoc’h peogwir ez eus Mia Wasikoswa miket ma c’halon outi da viken ha Julianne Moore a gavan plijus dre vras. Ouzhpenn-se e troe tro-dro da vetou Hollywood neuze perak ket?
Meur a dudenn a vez heuliet er film, un aktourez a glask labour met a zo dreist-holl sorc’hennet gant he mamm, aktourez vrudet a zo marvet en un tan-gwall, Agatha ur plac’h yaouank nevez erruet e Los Angeles ha mignonez gant Carrie Fisher, Benjie ur paotr trizek vloaz a ra berzh bras hag en deus kudennoù dramm, e dud, hag ur paotr yaouank a vlein limouzennoù.
Hir ‘m eus kavet ma amzer dirak ar film. Ne zegas netra nevez diwar-benn bed Hollywood me gav ha n’on ket bet dedennet kaer gant ar pezh a c’hoarveze gant an tudennoù. Na guzulian ket ar film-mañ, kollet e vez amzer un tamm.

Film sevenet gant David Cronenberg. Stadoù-Unanet Amerika, Kanada, Frañs, Alamagn, 2014, 1e52.

The Informers

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Genver 15, 2015 by geekezig

the_informersYaaaa, anzav a ran e oan dedennet gant The Informers abalamour da daou zen : Bret Easton Ellis + Winona Ryder, ar peurrest ne oa ket pouezus. War a seblant eo savet ar film diwar danevelloù a oa chomet diembann da vare romantoù kentañ Bret Easton Ellis. Kaoz a zo neuze eus tud yaouank pinvidik, dramm, rev… Adalek ar penn-kentañ avat ‘m eus bet un tamm aon, n’ouzon ket abalamour da betra resis, ma oa an aergelc’h pe an aktourien met traoù ‘zo na glotent ket, a rae faos da vat.
Heuliet ‘vez a bep seurt tudennoù neuze hag e c’hoarvez traoù dezho met ne teuen ket a-benn na da vezañ dedennet na netra (marteze e tiskouez un tamm ar pezh a c’hall bezañ techoù fall Bret Easton Ellis : an diouer a dudennoù plijus. Dre vras e chomont dedennus met aze ne oa netra). Ma, ur film a vez disoñjet buan neuze…

Film sevenet gant Gregor Jordan. Stadoù-Unanet Amerika, 2008, 1e38.

Super Zelda

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Mae 18, 2014 by geekezig

superzeldaBuhez klok Zelda Fitzgerald a vez kontet el levr bannoù-treset-mañ. He buhez gant he familh he Montgomery ha goude-se he buhez gant Francis Scott. Beajoù, karantez, krouiñ, dispign arc’hant, tabutoù, kleñvedoù… A bep seurt mareoù a zo bet etrezo. Ur sapre plac’h e seblante Zelda bezañ. Plijadur ‘m eus bet o lenn he buhez, daoust din kavout iskis an doare m’o deus dilezet un tamm o merc’h memestra. Lusket eo mat, gant chabistroù hag ur bern traoù a zo e-giz frazennoù bet lâret gant tud diwar-benn ar c’houblad, ur wech an amzer. Sikour a ra da gompren perak e oa gwelet ken mat Zelda d’ur mare zo ha kalz nebeutoc’h da c’houde. Ul levr dedennus neuze!superzelda-p64-65

Skrivet gant Tiziana Lo Porto ha treset gant Daniele Morotta. Embannet e galleg e ti Sarbacane, d’ar 5 a viz Meurzh 2014.

Entourage – bloavezh 8

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Ebrel 27, 2014 by geekezig

ENTOURAGE-season-8Plijet ‘oan bet gant seizhvet bloavezh Entourage m’ho peus soñj mat met gortozet ‘m eus pell a-raok amprestiñ an DVD el levraoueg! Ma, graet eo. Lodennoù ‘zo eus ar bloavezh-mañ o deus plijet din (Vince a glask labourat en-dro, Drama hag e stirad bevaat) met traoù all a zo gwall bounner hag ar fin a zo ur vezh penn-da-benn. Plijet on bet gant ar gelaouennerez a lak Vince da soñjal war e darempred gant ar merc’hed met seblantout a ra pep tra kaset d’ar boubellenn da c’houde. E a zo c’hoazh gant e istorioù eured nullet hag all hag all. Ma, Drama hag Ari a zo pennoù bras ar bloavezh (evel boaz?). Siwazh ec’h echu pep tra en un happy ending droch a-walc’h. N’on ket bet plijet kement-se gant ar c’hameoioù kennebeut… Ma, tammoù fentus a zo evel-just ha c’hoant am bo da welet ar film a zo filmet er mare-mañ met n’on ket bet plijet gant ar fin evit ar stirad-mañ a zo dizingal da vat memestra!

Stirad amerikan, 8 rann tro 22 munut. Bet skignet gant HBO e 2011.