Dielloù evit bugale

Chère Justice League

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 7, 2024 by geekezig

Ul levr moutik tout eo Chère Justice League. Pep ezel eus an Justice League a resev lizhiri ha posteloù digant “fan”-ed, bep chabistr a zo tro-dro d’un haroz-ez resis pe dost hag a ziskouez en un doare koantik ha fentus e c’hall an harozed faziañ, kaout kemplezhioù hag all. Ur gentel koant evit ar vugale. Brav eo an tresadennoù met kavet am eus an hollad un tamm re jentil hag arabadus. Evit ar vugale, da lenn a dammoù eo kalonekaus ha brav.

Barbouillé

Posted in Levrioù with tags , , , , on Ebrel 17, 2023 by geekezig

Un albom simpl evit ar vugale eo Barbouillé. Ha koulskoude ne gomz ket diwar-benn un dra simpl…
Mestrez-skol ur paotrig a lâr dezhañ eo souezhus e vefe bepred libistret e dilhad gant livaj. Livañ a ra e dad, setu perak.
Un doare da gomz diwar-benn feulster er gêr, bugale skoet ganto pe tud vras all ivez. Kontet eo brav dre sell ar paotrig ha brav-tre eo tresadennoù Quentin Zuttion ouzhpenn-se.
E fin al levr ez eus peadra da gaout titouroù ouzhpenn, evit ar vugale n’o defe ket komprenet mat pe evit an dud vras, sifroù mantrus met ivez un dastumad chomlec’hioù da c’houzout hiroc’h.

Istor gant Olivier Dupin, tresadennoù gant Quentin Zuttion. Embannet gant éditions petit lapin, d’an 19 a viz Mae 2020.

Good Boys

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gwengolo 19, 2022 by geekezig

goodboysGood Boys a zo ur film e doare Superbad, gant bugale o tostaat eus ar grennardiezh (“tweens” evel ma lâront int o-unan).
Max, Thor ha Lucas a zo ar Bean Bag Boys, c’hoari a reont asambles d’ar c’hoari kartoù Ascension, mont a reont da bourmen war varc’h-houarn hag all. Er skolaj emaint bremañ avat, setu eo ret dezho bezañ cool. Max a vez pedet gant ar baotred a ra berzh er c’hlasad d’ur gouel, ur gouel e lec’h ma vo c’hoariet da spin the bottle… An tri mignon a verz neuze ne ouiont ket tamm-ebet penaos pokañ! E kerzh un devezh e c’hoarvezo ur bern traoù droch spontus d’ar baotred, a n’em gano gant div blac’h a fell dezho adkavout o sac’h bet laeret gant ar vugale (gant dramm e-barzh) hag un doare da brenañ un dron en-dro peogwir eo bet torret an hini a oa arabat da Vax touch e ti e dud…
Groz-tre eo ar film met anzav a ran ‘m eus c’hoarzhet kalz. Evel boaz gant an doare filmoù-se eo ivez ur film diwar-benn kudennoù startoc’h (disparti kerent Lucas da skouer) hag ivez diwar-benn an dud o cheñch, mignoniezh o kemm en ur goshaat. Me gav eo deuet brav al lodenn-se ivez. An tri bugel a zo dreist hag ur bern frazennoù dispar a zo er film, fentusoc’h c’hoazh p’int lavaret gant bugale 12 vloaz.

Film sevenet gant Gene Stupnitsky. Stadoù-Unanet Amerika & Kanada, 2019, 1e30.

Le chemin de Jada

Posted in Levrioù with tags , , , on Mae 26, 2022 by geekezig

lechemindejadaLe chemin de Jada a zo ur gontadenn diwar-benn div c’hoar. Unan anezho a zo teñvaloc’h he c’hroc’hen eget eben ha ne blij ket se na d’he familh, na d’an dud tro-dro dezhi.
Difennet eo d’ar merc’hed mont da bourmen er c’hoadoù met un deiz e chom Jada diwezhat, dont a ra he c’hoar war he lerc’h, met ne gav ket sikour digant an Heol peogwir ne wel ket ar plac’hig ken du eo he c’hroc’hen.
Anat eo an albom diwar-benn an dispriz liv (colorisme) : pegen gwelet brav eo ar c’hroc’hen sklaeroc’h ha disprizet ar c’hroc’hen teñval. Ur sujed dedennus ha ral en istorioù evit ar vugale ‘m eus aon.
Koant eo ar c’hlozadur. Mat eo kaout albomoù evit ar vugale a seurt-se!
Le-chemin-de-JadaIstor gant Laura Nsafou ha tresadennoù gant Barbara Brun. Embannet gant Cambourakis, d’an 8 a viz Genver 2020 en dastumad “Sorcières”.

The Lego Movie 2 : The Second Part

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 24, 2021 by geekezig

The-LEGO-Movie-2-The-Second-Part-movie-stills-1-1024x429Aon am boa rak eil film The Lego Movie. Ar film kentañ a oa bet ur souezhadenn ken bras, ken brav, start oa ijinañ e vefe ken mat an eil.
Emmett hag e vignoned a vev en ur bed teñvaloc’h, startoc’h, peogwir eo Finn, ur c’hrennard awenet gant traoù “siriusoc’h” eo hag a zo o c’hoari. Un deiz ec’h erru boudoù da skrapañ ul lodenn eus an tudennoù evit un eured, er Systar System. Emmet a rank kuitaat e blanedenn da saveteiñ ar re all, gant sikour Rex, ur paotr gourel-tre, kalz muioc’h eget Emmet.
Ur wech ouzhpenn eo deuet a-benn skipailh The Lego Movie da lakaat temoù ar vuhez gwirion (ur c’hoar yaouankoc’h eget he breur a fell dezhi c’hoari gantañ daoust dezho kaout c’hoantoù disheñvel) da glotañ gant an istor. Ur bern souezhadennoù a oa er film, farsadennoù, kanaouennoù droch leun a startijenn (savet ul lodenn anezho gant Jon LaJoie!) ha kalz kalz from. Evel-just eo fromusoc’h c’hoazh pa n’em santer tost ouzh an tudennoù, me ivez zo bet ur c’hoar vihan a felle dezhi meskañ al lego “merc’hed” gant reoù he breur bras…
Everything’s not awesome. Marteze a-walc’h, met ar filmoù Lego a zo, bepred.
(Karantez e-leizh am eus evit ar roll-klozañ, ur ganaouenn evit lavar pegen a-bouez eo ar roll-klozañ :D)

Film sevenet gant Mike Mitchell. Stadoù-Unanet Amerika, Danemark hag Aostralia, 2019, 1e47.

An euzhvil gwir

Posted in Levrioù with tags , , , on Here 28, 2019 by geekezig

Abaoe pell n’am boa ket lennet levrioù Priz ar Vugale setu ‘m eus bet c’hoant lenn loread daou vloaz zo.
An euzhvil gwir a zo ur romantig a gont ar vignoniezh etre ur paotr bihan dall o vevañ kochen al Loch Ness hag euzhvil al lenn. Peogwir eo dall ar paotrig n’en deus ket aon rak an euzhvil.
Asambles e tallfont ouzh ur raktres disec’hañ al lenn.
Ur romantig plijus a vez lennet buan, gant temoù klasel.

Romant skrivet gant Maina Mallejac. Embannet gant Keit Vimp Bev, d’an 11 a viz Here 2017.

Ichiko et Niko 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Du 14, 2016 by geekezig

ichikoniko1Ichiko ha Niko a zo div c’hoar. Bevañ a reont gant o zad, intañv. Ijinañ a ra o zad ur bern traoù a bep seurt. P’emaint er skol e c’hoarvez ur gwallzarvoud avat ha treuzfurmet eo o zad e loen-feur! Ur bern istorioù koant ha fentus a c’hoarvez gant an div blac’hig da c’houde.
Ul levr bannoù-treset evit ar re vihan eo Ichiko et Niko met kalz plijadur ‘m eus bet o lenn troioù-kaer an div c’hoar, en o bed leun a faltazi hag a livioù dous. N’eus den drouk ebet kennebeut, hag o c’hamaladez-skol torr-penn n’eo ket ken drouk-se kennebeut e gwirionez…
Degemeret e vo YAMAMOTO Lunlun em levraoueg e fin ar miz, setu perak e felle din dizoloiñ bed an arzourez. Ur bed “kawaii” da vat a c’hall plijout d’ar vugale (forzh peseurt oad dezho!) emichañs!ichiko_niko_1-1Istor ha tresadennoù gant YAMAMOTO Lunlun. Embannet e galleg gant Kana, d’an 18 a viz Meurzh 2016.

ST&RS 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 17, 2015 by geekezig

stars-1E 2033 e tremen ST&RS. Daou vloaz a chom a-raok an emgav a oa bet roet e 2019 gant boudoù tre-oabl, war Meurzh. Steredoniourien ar bed a-bezh a zo o prientiñ. Ur paotrig, “otaku ar stered” anezhañ, a gemer perzh er genstrivadeg evit mont e skol ar steredoniourien. E vignonez a viskoazh a glask ivez, evit ober war e dro hag ur paotr nevez erruet en ho skol ivez. Asambles e kroufont ur strollad efedus en arnodennoù. Dudius-tre eo al levrenn gentañ gant ur strollad mignoned plijus da heuliañ, istudennoù kevrinus (renerez ar skol da skouer) hag arnodennoù bamus. Plijus eo al lusk ha reiñ a ra c’hoant mont war-raok! Ur shonen a galite!stars-1-di

Istor gant TAKEUCHI Ryosuke, tresadennoù gant MIYOKAWA Masaru. Embannet e galleg gant Panini (manga), d’an 23 a viz Ebrel 2014.

Animorphs 1 : L’invasion

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gouere 25, 2015 by geekezig

Pa oan bugel ne lennen ket levrioù Animorphs. Gwelet a raen anezho e pep lec’h er stalioù levrioù met ne oan ket dedennet, abalamour d’ar stirad en tele a gaven nul a-walc’h marteze? Ma, abaoe un nebeut bloavezhioù e klevan komz ingal eus ar rummad levrioù-se, daveoù am eus bet gwelet e-barzh oberennoù a blij din (To the Moon da skouer). Tornoz en deus prestet din al levr kentañ.
Jake an hini a gont an istor. Hini ur strollad bugale/krennarded yaouank a zizolo eo taget an Douar gant ur spesad tre-oabl, un doare melc’hwed a intr e korf an dud. Test int eus marv un andalit a ro dezho ar galloud da vezañ gouest da «vorfekaat» goude bezañ tapet ADN ul loen (en ur stokañ al loen). Ar galloud-se a vo sañset da sikour anezho. Kompren a reont eo taget ar gêr e lec’h m’emaint hag e vo ret dezho stourm buanoc’h eget ar pezh a soñje dezho.
Ur strollad bugale klasel eo hini Animorphs gant personelezhioù a bep seurt a grou ur strollad kempouez a-walc’h. Dedennus ‘m eus kavet ar c’haozeadennoù o deus ingal peogwir o deus aon ha n’en em santont ket gouest da dallañ ouzh ar c’hoant da brofitañ eus ar galloud ha d’ober traoù dispar. Mod all eo ur romant klasel evit ar vugale ha lennet ‘m eus buan evel-just. Gwelet e vo ma kendalc’hin gant ar re all, met sañset n’int ket bet embannet mat e galleg (en dizurzh ha ket an holl).

Romant bet skrivet gant K.A. Applegate. Embannet e galleg gant Gallimard Jeunesse. 1999?

The Satellite Girl and Milk Cow (우리별 일호와 얼룩소)

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Du 2, 2014 by geekezig

satellite_girlUr film bevaat fentus, skañv, dorch ha romantel eo The Satellite Girl and Milk Cow. Ul loarell a ziviz mont war an douar evit klevout ur paotr yaouank o kanañ, dont a ra da vezañ ur plac’h yaouank gant galloudoù. Eus e du, ar c’haner a zo trist abalamour e wel ar plac’h a gar o vont gant ur paotr all. Ken diskaret eo ma teu da vezañ ur vuoc’h. Pezh a zo, eo dañjerus bras buhez an dud bet treuzfurmet e loened evel-se! Tud drouk a zo war e lerc’h. Gant sikour “Marzhin ar strobineller” (ur roll paper privezioù hud) e kej an div dudenn. Bevañ a reont holl asambles evit klask tallañ ouzh ar re zrouk. Hag un istorig karantez a grogo ivez?
Diroll a-walc’h eo ar film, arabat klask displegadennoù pe ur ster resis d’an traoù. Dudius eo avat. N’eo ket brav eston an tresadennoù pe ar bevaat met n’eo ket displijus kennebeut. Un tamm hir ‘m eus kavet ar film d’ur mare zo, ur seurt lodenn gant ul lusk un tamm gorrekoc’h a zo met adlañset e vez an traoù da c’houde. Setu, ur film droch un tamm met moutig! 🙂

Sevenet gant JANG Hyung-yun. Korea ar Su, 2013 (da zont er-maez?), 1e21.