Dielloù evit brezel

Nous étions les ennemis

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Genver 28, 2024 by geekezig

Kontañ a ra Nous étions les ennemis istor familh George Takei, an aktour, ha dreist-holl e vugaleaj p’eo bet kaset e familh en ur c’hamp bac’h evit Amerikaned a orin eus Japan goude Pearl Harbor.
Diskouez a ra sell ur bugel na gomprene ket dre ret pegen spontus e oa pezh a c’hoarveze met ivez sell un den bras war e dud, kalz war-lerc’h. Pa oa krennard e oa kounnaret George ha ne gomprene ket penaos o doa gallet kement a dud asantiñ bezañ gwallgaset evel-se. Dedennus eo e darempred gant e dad, ar c’hoant bezañ mouezh ar re all a voe ivez evit tud heñvelreviad da c’houde. Nebeut a draoù a ouien diwar-benn an darvoudoù-se ha displeget int en un doare simpl, efedus ha fromus ivez gant an dibab dezrevell ken personel.

La Bombe

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Ebrel 24, 2023 by geekezig

Ur pikol levr eo La Bombe. Kazi ur miz on bet o lenn, a dammoù, ken stank m’eo.
Istor ar vombezenn atomek eo. Ar raktresoù e pep bro (URSS, Alamagn, SUA), ar skiantourien o labourat war ar raktresoù, ar sekred, an arc’hant dispignet evit ar raktres, ar skiantourien oc’h enebiñ ouzh an arme, marc’hata ar plutonium (ha trevadenniñ broioù evit kaout an danvez), spierezh, arnodoù efedoù ar plutonium war paourkaezh tud gloazet…
Leun a ditouroù eo al levr, kazi re a-wechoù, mont a ra buan red an darvoudoù koulskoude ha start eo heuliañ pep tra ken buan e tremener deus ul lec’h d’egile da skouer. Ur bern traoù ‘m eus desket ha sebezus e chom ken pell war-lerc’h al labour skiantel ramzel, an dispac’h a fed gouiziegezh evit krouiñ gwashañ arm a zo.
N’eus tudenn dispar ebet, zoken ar skiantourien a glask lakaat da gompren ne vo ket dav implij ar vombezenn e gwirionez o deus tuioù fall, n’eo ket kuzhet kennebeut tu broadelour ar Japaniz, na netra.
Gwenn-ha-du ha sirius-tre eo an tresadennoù, un dibab displeget e fin al levr hag a gomprenan a-walc’h met a c’hallo d’am soñj bezañ startoc’h c’hoazh evit lenn.
Fromus-spontus ‘m eus kavet ar chabistr fin peogwir en deus lakaet da vev en-dro eñvorennoù mirdi ar peoc’h e Hiroshima, pezh a seblant din yac’h e fin ar gont. Dedennus-tre ‘m eus kavet lenn penaos e oa ganet ar raktres-se ha dibab ar skipailh kontañ kentoc’h penaos eo bet ganet ar vombezenn nukleel (ez skiantel, ez politikel) ha ket kement-se an efedoù da c’houde, a zo bet studiet muioc’h. Un dibab souezhus ha “yen” marteze met dedennus hag a lak ivez ar gaoz diwar-benn lodennoù eus an eil brezel bed a oa dianav din (moc’hatadur an “dour pounner” e Norge hag ar vag US Navy McVay). Ur raktres levr bannoù-treset ramzel neuze, savet gant doujañs hag en un doare speredek d’am meno.

Istor gant Alcante & LF Bollée, tresadennoù gant Denis Rodier. Embannet gant Glénat d’ar 4 a viz Meurzh 2020.

Werk ohne Autor

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 6, 2023 by geekezig

Div lodenn a zo da Werk ohne Autor, film nevez Florian Henckel Von Donnersmarck. Ar film kentañ a dremen e-pad yaouankiz an haroz, Kurt. Ur bugel dedennet bras gant an arz eo hag e voereb Elisabeth a gas anezhañ d’ar mirdi da glask awen. Elisabeth a vo kaset d’ar c’hampoù bac’h ha lazhet er c’hambroù-gaz peogwir e oa gwelet evel skizofrenek. Ur wech bras e labour Kurt en un embregerezh panellerezh, e rener a ali dezhañ mont d’ar skol arzoù. Deskiñ a ra neuze livañ evit brudañ ar mennozhioù komunour. Un istor karantez a grog gant Elisabeth, merc’h ar Professor Seeman, ginekologour ha bet eñ uhel-kenañ e-touez an nazied o deus kaset tud da vezañ lazhet…
An eil lodenn a dremen dreist-holl er C’hornog. Kurt hag e wreg a ya da Düsseldorf ha Kurt a zistro d’ar skol arzoù-kaer. Tamm-ha-tamm e kavo e awen.
Domaj eo a-benn ar fin e vefe troc’het ar film e daou, ar pezh a ro un neuz film skinwel dezhañ padal e c’hallfe bezañ ur film hir hepken. Souezhus evel dibab. N’am eus ket kavet a live gant Das Leben der Anderen met ur film brav eo memestra diwar-benn levezon buhez pep hini war an arz, roudoù an amzer dremenet, darvoudoù bras Istor Alamagn e buhez hiniennoù.

Film(où) sevenet gant Florian Henckel Von Donnersmarck. Alamagn, 2018, 3e08 (en holl).

La Folle Histoire de Max et Léon

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 18, 2022 by geekezig

La Folle Histoire de Max et Léon a oa bet brudet evel ar film sinema kentañ graet gant youtuberien (reoù ar Palmashow, boaz neuze da filmoù faltazi berr ha fentus).
Daou vignon gwisket evel izili eus ar gestapo a erru en un davarn e 1943. Goulennet e vez displegadennoù diganto. Kregiñ a raio neuze ur sapre istor leun a avanturioù e Frañs hag e lec’h all.
Ur film fentus eo La Folle Histoire de Max et Léon, ur film avantur gant daou haroz “droch” (boustoc’h, divarrek…) a zeu a-benn da douellañ an holl, ken droch int. Plijus ha dudius eo, gant ur bern cameo a bep seurt. Ur film a galite, gwelloc’h eget un darn eus ar pezh a vez arc’hantaouet gant ar sinema gall.

Film sevenet gant Jonathan Barré. Frañs & Belgia, 2016, 1e38.

Girls’ Last Tour 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gwengolo 12, 2022 by geekezig

girlslasttour1Yu ha Chi a zo div blac’h o klask treuzvevañ en ur bed trist. Roudoù ur brezel a zo e pep lec’h, kavout a reont armoù met nebeut a voued. Treuziñ a reont kalz lec’hioù, savadurioù dilezet, erc’h tro-dro dezho… Kalz goulennoù “prederouriezh” o deus, da betra servij dezho bevañ pa glaskont just warlerc’h boued ha mat pell zo? Plijadurioù bihan a vevont ivez, ur gibelladenn dour-tomm, gallout kannañ dilhad ha laoskel anezho da sec’hañ en heol…
Un aergelc’h leun a velkoni ha tristidigezh a zo e Girls’ Last Tour, n’eo ket displijus da lenn, met n’ouzon ket mat petra eo pal ar manga!girlslasttour1-01Istor ha tresadennoù gant Tsukumizu. Embannet e galleg gant Omaké books, d’ar 6 a viz C’hwevrer 2020.

Hibakusha

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Eost 2, 2022 by geekezig

hibakushaKlasket he deus Thilde Barboni ijinañ roud piv a c’halle bezañ war ur maen e park ar peoc’h e Hiroshima. Re vras eo evit bezañ ur Japanad hag Alamaned a oa o labourat er Genbaku dom d’ar mare-se.
Istor ur jubennour ha troer he deus ijinet, un alaman a vo kaset da labourat e Hiroshima evit treiñ teuliadoù. Un istor karantez a vevo du-hont a-raok bezañ e-touez reuzidi ar vombezenn atomek.
Dedennus eo ijinañ istor an den-se, un den a rae e labour hep kompren da zigentañ pegen grevus e oa stad an traoù.
N’eo ket dreistordinal al levr bannoù-treset-mañ met fromus ha brav eston eo ar pajennoù liammet gant darvoudoù ar 6 a viz Eost 1945. Lakaet en deus da soñj din er pezh am boa gwelet e mirdi ar peoc’h e Hiroshima.planche-bd-hibakushaIstor gant Thilde Barboni (diwar un danevell savet ganti), tresadennoù gant Cyril Cinna. Embannet gant Dupuis, d’ar 5 a viz Mae 2017.

Noô 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 30, 2022 by geekezig

noogNe ouien ket zoken e oa tennet Noô diwar oberenn Stefan Wul pa oan kroget da lenn. Souezhus eo an doare da gontañ al levr bannoù-treset, tremen a ra buan an traoù hag an amzer hep kalz displegadennoù. Anzav a ran n’am eus ket heuliet kalz-tra, perak e oa Jouve o stourm, perak e oa Brice o stourm dre guzh ouzh Jouve. N’eo ket gwall sklaer an darempredoù hag an endro politikel/kevredigezhel. Marteze e oa dija evel-se el levr? Met hir ‘m eus kavet padal eo berr tout peogwir ne gomprenen ket pezh a c’hoarveze ha pegen pouezus e oa pe get. N’in ket pelloc’h gant an istor-se ‘m eus aon.noodiIstor gant Laurent Genefort ha tresadennoù gant Alexis Sentenac, diwar romant Stefan Wul. Embannet gant Glénat, d’an 21 a viz Eost 2019.

La fameuse invasion des ours en Sicile

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Meurzh 24, 2022 by geekezig

la-fameuse-invasion-des-ours-en-sicileNe anavezen ket an albom/kontadenn La fameuse invasion des ours en Sicile, setu ne ouien ket petra oa an istor. Ur film kontet e doare commedia dell’arte eo.
Meur a daolenn a zo, a bep eil, gant prantadoù “kinnig” gant tudennoù konterien.
Brav eo ar film, met n’eo ket dre ret brav ar bevaat d’am meno, ha n’on ket deuet a-benn da chom war evezh evit heuliañ aketus an istor. Domaj eo, marteze ne oan ket imoret mat evit sellet, re glasel eo evidon, re eeun.

Film sevenet gant Lorenzo Mattotti diwar kontadenn Dino Buzzati. Frañs hag Italia, 2019, 1e25.

The Beguiled

Posted in Filmoù with tags , , , on Genver 31, 2022 by geekezig

The BeguiledE 1864, ur soudard “yankee” gloazet a vez degemeret gant izili ur skol evit ar merc’hed e Virginia (ur stad eus ar Su). Disfiz o deus rakañ met tamm-ha-tamm, abalamour ez eus ur paotr e-touez ar gumuniezh-se e tiwan un aergelc’h nevez.
Gorrek-tre eo The Beguiled, teñval-tre ivez ar skeudennoù, ar gouleier hag al livioù. Troc’het eus peurrest ar bed, eus ar brezel diabarzh e fell d’ar merc’hed chom a-gostez, dinec’h. Evit a bep seurt abegoù e krog ar merc’hed da soñjal en o buhez kent, pe en o c’hoant tec’hout kuit, pe c’hoazh dizoloiñ plijadurioù-korf.
Hir-tre am boa kavet ar film hag enoeüs e gwirionez. An holl verc’hed o kaout c’hoant hoalañ ar soudard hag o klask jeu an eil re d’ar re all a gaven torr-penn. Da vareoù zo e krede din e felle da Sofia Coppola sevel un doare film spont kazi, met n’ae ket en-dro siwazh.

Film sevenet gant Sofia Coppola. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e34.

군함도 (Goonhamdo) / The Battleship Island

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Genver 30, 2022 by geekezig

goonhamdoDa vare aloubadeg Korea gant ar Japaniz e voe kaset kantadoù a dud da labourat e mengleuz glaou Gujanjima (enezenn batimant brezel). Heuliet e vo meur a dudenn met dreist-holl un tad, soner hag e verc’h. E 1945 e krog an disfiz e-touez annezidi an enezenn : moarvat e kollo Alamagn ar brezel hag e vo barnet ar re a-du ganto, an Amerikaned a vefe o prientiñ ur vombezenn ivez…
Ur film pinvidik-kenañ eo Goonhamdo. Meur a film e memes film : tud a glask n’em zibab en ur metou start ha didruez da gentañ, itrikoù politikel da c’houde, un emsavadeg hag un dec’hadeg da echuiñ. Fromus-tre eo, lusket mat, filmet mat, dedennus-tre. Un taol-dreist e meur a geñver d’am meno.

Film sevenet gant Ryoo Seung-Wan. Korea ar Su, 2017, 2e12.