Dielloù evit gourharozed

Chère Justice League

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 7, 2024 by geekezig

Ul levr moutik tout eo Chère Justice League. Pep ezel eus an Justice League a resev lizhiri ha posteloù digant “fan”-ed, bep chabistr a zo tro-dro d’un haroz-ez resis pe dost hag a ziskouez en un doare koantik ha fentus e c’hall an harozed faziañ, kaout kemplezhioù hag all. Ur gentel koant evit ar vugale. Brav eo an tresadennoù met kavet am eus an hollad un tamm re jentil hag arabadus. Evit ar vugale, da lenn a dammoù eo kalonekaus ha brav.

Magnificent Ms. Marvel 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Eost 7, 2023 by geekezig

M’ho peus soñj mat e plije kalz din Ms. Marvel met n’am eus ket lennet pep tra. Laouen bras e oan oc’h adkavout Kamala Khan evit ar rummad nevez-mañ. Diverret eo en un doare efedus an traoù bet c’hoarvezet er “run” a-raok (evit an traoù ne ouien ket e oa kentoc’h “hañ perak n’am eus ket lennet pep tra? Dav ‘vo din en ober!”). Kregiñ a ra an traoù amañ pa lavar kerent Kamala dezhi int dipitet bras ganti hag he buhez gourharozez. Pezh a zo e teu boudoù tre-oabl da dagañ ar gêr. Ha goude-se he c’herent! Kaset int o zri war ur blanedenn all e lec’h m’eo gwelet Kamala evel “an hini dibabet” a saveteo anezho. Degemeret eo evel ur briñsez a-raok kompren e oa skoemp un tamm an traoù aze ivez…
Fent, emgannoù, fromoù gant he familh ha mignoned, pep aozenn eus rekipe Ms. Marvel a zo aze c’hoazh hag un teuzar eo bepred! Na laouen on!

Birds of Prey and the Fabulous Emancipation of One Harley Quinn

Posted in Filmoù with tags , , , on Meurzh 30, 2023 by geekezig

Kregiñ a ra ar film gant ul lodenn bevaat evit diverrañ darvoudoù Suicide Squad. Un digoradur a blijas din.
Echu eo an traoù etre Harley Quinn hag an Joker, setu emañ tout Gotham o klask tagañ anezhi.
Daoust dezhi e rank labourat evit Sionis, a zo o klask war-lerc’h un diamant a zo bet laeret gant ur grennardez. Tamm-ha-tamm e savo un emglev etre meur a blac’h, a zo o klask pep hini eus he zu, tallañ ouzh Sionis hag e vafia.
Kalz plijadur ‘m eus bet dirak Birds of Prey. Lodenn an emgann er park dudi da skouer am eus kavet digredus. Fent a zo hep na vefe re, dispar eo Margot Robbie, skeudennoù ha gouleier ral e filmoù gourharozed met a glot mat gant aergelc’h Gotham, e gwirionez em eus kavet fun ha dudius, nerzhus, bad ass. Plijus.

Film sevenet gant Cathy Yan. Stadoù-Unanet Amerika, 2020, 1e49.

The Boys – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , on Meurzh 17, 2023 by geekezig

The Boys a ginnig deomp ur bed e lec’h ma ‘z eus gourharozed. Met meret int gant ur gevredigezh divent, evel aktourien sinema, sportourien pe youtuberien. Hughie a oa o vont da zebriñ gant e vignonez p’eo bet he lazhet gant A-Train, ur gourharoz e-touez ar “seven”, ar seizh gourharoz pouezusañ. Adalek ar mare-se e fello dezhañ kompren perak. Un den souezhus, Billy Butcher, a deuio da glask war e lerc’h ha da ginnig dezhañ dial, sur ez eus traoù lous ha kuzh e bed ar gourharozed.
Feuls ha gwadek eo The Boys. Tamm-ha-tamm e vo dizoloet petra eo sekredoù Vought (an embregerezh e penn pep tra) hag ar gourharozed met ivez perak ne vez ket enklaskoù gant servijoù difenn ar gouarnamant evit tallañ ouzh an traoù dre zindan graet ganto. Ur mennozh mat eo ha liesseurt eo an tudennoù, gant abegoù disheñvel d’ober an traoù ha savoù-poent disheñvel. Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar bloavezh kentañ ha kenderc’hel a rin gant plijadur moarvat. N’am eus ket bet tro da lenn ar c’homic book avat setu n’hallan ket keñveriañ an div oberenn.

Stirad krouet gant Eric Kripke, diwar comic book Garth Ennis ha Darick Robertson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019 (8 rann 50 munut). Dasparzhet gant Amazon Prime.

Justice League

Posted in Filmoù with tags , on Kerzu 14, 2021 by geekezig

justiceleagueDisoñjet am boa penn-da-benn ar reuz a oa bet tro-dro d’ar film, penaos en doa ranket Zack Snyder paouez gant ar film goude emlazh e verc’h. Penaos eo bet cheñchet mik ar film a oa en soñj eñ sevel gant tud Warner (“release the Snyder cut” ha tout se) ha penaos e oa bet ken start evit Snyder eget evit Joss Whedon a oa bet galvet da echuiñ ar film, peogwir e oa dilaouen an holl.
Ma, setu, ne oa ket an holl elfennoù-se em fenn en ur sellet ouzh ar film.
Goude Batman VS Superman en deus keuz bras Batman hag e klask strollañ gourharozed evit stourm asambles. Lodenn gentañ ar film a ginnig an tudennoù hep na vefe re hir na torr-penn ha souezhet brav on bet gant Ben Affleck e gwirionez. Eil lodenn ar film n’am boa ket kavet kenkoulz, en abeg d’an enebour marteze, n’eo ket dedennus-tre. An emgann fin en deus seblantet din heñvel-tre ouzh Batman VS Superman. Un tamm fent a zo er film (kazi re, tudenn The Flash a zo war-var da vezañ torr-revr) pezh na gavan ket displijus. Kalzik dudi am boa bet dirak ar film e gwirionez ha ma keñverian gant filmoù an Avengers en deus seblantet din kalz onestoc’h ha plijusoc’h da sellet. Daoust ha sellout a rin ouzh ar Snyder cut ?

Film sevenet gant Zack Snyder ha Joss Whedon. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 2e.

Batman White Knight

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Du 22, 2021 by geekezig

batmanwhiteknight Erru skuizh eo Gotham gant Batman hag e doareoù d’ober. E kerzh un emgann gant an Joker e ro Batman louzeier e-leizh dezhañ hag e teu da vezañ Jack Napier en-dro. Ha Jack Napier a fell dezhañ sikour Gotham dre ar politikerezh hag en ur baouez gant doareoù lous ar polis ha Batman.
Mennozh diazez White Knight a zo dispar, diskouez an drouk a ra Batman (er c’harterioù paourañ dreist-holl) ha penaos eo kuzhet tout se gant ar polis. Perak ta ne ro ket Bruce Wayne e arc’hant evit gwellaat servijoù polis Gotham e plas ober ar justis dre guzh?
Dedennus-tre ‘m eus kavet. Un tamm re a draoù a oa avat : an div Harley, Alfred o vervel, darempred Batman gant Batgirl ha Nightwing ha penaos eo marvet Robin gwechall, penaos o deus sikouret ar re Wayne nazied…
Ur bern traoù dedennus evit tudennoù Joker ha Batman evel-just, en o darempredoù gant an dud all met a oa start da heuliañ, un tammig re a draoù a oa evit unan na lenn ket alies comics Batman eveldon e fin ar gont. Marteze e vefe bet kempouesoc’h hep kement a draoù. An tresadennoù a zo brav.
Ul levr Batman dedennus neuze, a ro ur sell all d’an tudennoù d’am meno.whiteknightIstor ha tresadennoù gant Sean Murphy. Embannet e galleg gant Urban Comics (strolladur ar chabistroù 1-8), d’ar 26 a viz Here 2018.

Spider-Man : Far From Home

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Du 19, 2021 by geekezig

Plijet e oan bet gant Spider-Man : Homecoming am boa kavet dudius ha fentus. Spider-Man : Far From Home a dremen e kerzh beaj Peter hag e glasad en Europa, un doare “Eurotrip” e Venezia, Praha, Berlin, Londrez (meneget e vez ivez Pariz kant gwech met n’eus netra o tremen e Pariz). E-kerzh ar veaj e ranko Peter sikour Nick Fury evel Spider-Man pezh na felle ket dezhañ ober peogwir e felle dezhañ profitañ eus e veaj evel ur c’hrennard 16 vloaz.
N’eo ket displijus ar film met “RE” : re bounner pouez Tony Stark, re bounner ar fent, un tamm null istor an den drouk… Marteze n’eus ket trawalc’h a Aunt May? N’ouzon ket met n’on ket bet kendrec’het tamm ebet gant an eil film-mañ. Domaj!

Film sevenet gant Jon Watts. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e09.

Avengers : Endgame

Posted in Filmoù with tags , , , on Here 7, 2021 by geekezig

endgameKregiñ a rin gant un dra a zo anat marteze met pouezus evidon : Avengers : Endgame a zo ur gwir film, ket evel Avengers : Infinity War. Posupl eo kompren ar film hep bezañ bet gwelet holl filmoù Marvel hag ul lusk dereatoc’h en deus hag un doare da gontañ plijusoc’h.
Da c’houde, n’eo ket ur film en deus plijet din kennebeut. Goude 20 munut e c’hoarvez un dra bennak en doa lakaet ac’hanon da huchal, o soñjal em boa bet ranket gouzañv Avengers : Infinity War evit kement-se. Goude e tro an traoù da film beajiñ en amzer evit reizhañ an traoù. Perak ket ? (Met ivez, perak????)
Na gomprenen ket petra oa c’hoarvezet gant Hulk, perak emañ Hawkeye gant ur c’hatana… Ur bern dibaboù a seblante iskis din. Adalek ar mare-se e oa dudius a-walc’h memestra. An emgann fin tout avat n’am boa ket komprenet kennebeut, an diskoulm? Iskis en doa seblantet din e gwirionez. Ur film a ra goap en doa seblantet din bezañ muioc’h eget traoù all. Marteze n’on ket graet evit filmoù Marvel hag e vefe poent din en anzav ? Roet en deus din c’hoant sellet ouzh filmoù Captain America avat.

Film sevenet Anthony Russo ha Joe Russo. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 3e01.

Captain Marvel

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 2, 2021 by geekezig

A-raok gwelet Avengers : Endgame e felle din gwelet Captain Marvel evit bezañ sur da gompren pep tra (pe ul lodenn d’an nebeutañ). E gwirionez ne oa ket ezhomm rak n’he deus ket Captain Marvel ur perzh divent e Avengers : Endgame.
Carol Danvers a zo blenierez kirri-nij evit an arme amerikan. Nick Fury a c’houlenno sikour diganti evit stourm ouzh ar bobl tre-oabl Kree. E-kerzh o c’henlabour e tizolo Carol piv eo e gwirionez.
Laouen on da vezañ sellet ouzh Captain Marvel peogwir am boa kavet dudius-tre ar film, daoust din bezañ kavet e oa anat tout an traoù a c’hoarveze en istor. An darempred etre Carol ha Nick Fury an hini a oa ar plijusañ d’am meno.

Film sevenet gant Anna Boden ha Ryan Fleck. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e04.

Venom

Posted in Filmoù with tags , , , on Gwengolo 16, 2021 by geekezig

Ne oan ket bet dedennet a-walc’h evit mont da welet Venom er sinema. Sellet am boa ouzh blu-ray ar film, pezh oa ur mennozh mat peogwir ez eus prantadoù birvilh deuet brav hag e oa brav ar skeudennoù. Mod all ne oa ket kalz a dra d’ar film. An istor zo eeun-tre hag ur bagad aktourien a-feson a zo aze is-implijet (Tom Hardy met ivez Michelle Williams ha dreist-holl Riz Ahmed a blij kalz din). Na gollit ket amzer gant ar film-se.

Film sevenet gant Ruben Fleischer. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e52.