Dielloù evit sport

Creed

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Du 19, 2023 by geekezig

N’am eus james gwelet filmoù Rocky. Koulskoude e felle din gwelet Creed. Evel-just n’hallin ket kompren an holl daveoù (ha c’hoazh, evel kalzik filmoù “kult” e anavezer skeudennoù heverk ar film, skalieroù ar savadur, tout se).
Adonis Johnson a zo ur paotrig feuls. N’en deus ket anavezet e dad ha marvet eo e vamm abred. En toull-bac’h evit ar vugale emañ. Gwreg e dad a zeu da ginnig dezhañ bevañ ganti : ar c’hampion box Apollo Creed e oa.
Ur vuhez didrabas en deus Adonis bremañ, deskadurezh, arc’hant… Koulskoude e plij dezhañ mont da Vec’hiko e-pad an dibenn-sizhun da n’em ganañ. Divizout a ra kuitaat Los Angeles evit mont da Philadelphia ha klask mont war roudoù e dad ha bezañ boksour eñ ivez.
Kavout a ran eo deuet mat ar film : prantadoù frammet evel ur film sport a zere, tammoù fromus, arouezioù anat met efedus (stourm ouzh ar c’hleñved ha stourm ouzh un enebour e sport). Prantadoù brav a zo, prantadoù leun a virvilh. Plijet en deus din ar film !

Men’s Life 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 18, 2023 by geekezig

Mio he deus poan gant an darempredoù sokial. Studial a ra er gêr. He bed a zo hini ar radio, kas a ra kemennadennoù d’un abadenn a blij kalz dezhi. He breur gevell Yûta a zistro e-pad ar vakañsoù, emañ eñ diabarzhiad en ul lise. Ur paotr leun a startijenn, gant kalz mignoned, sportour hag all. Fellout a ra dezhañ mont kuit da Aostralia da heul e garedig setu e c’houlenn digant e c’hoar kemer e blas el lise. Ar plac’h yaouank a ranko neuze lakaat da grediñ eo ur paotr…
Ur framm istor klasel-kenañ “eskemm buhez” a zo aze. Rediet da vat eo Mio da zeskiñ penaos bevañ gant ar re all hag ober van bezañ en he aes. Dudius eo met re glasel evit poent, n’on ket dedennet kement-se gant ar pezh a c’hoarvezo, kavet em befe dedennusoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh a lake Mio da gaout dudi en he buhez digenvez.
Ma!

Blizzard Axel 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Here 11, 2021 by geekezig

Ur shonen klasel-kenañ eo Blizzard Axel, gant un haroz a fell dezhañ dont da vezañ ar gwellañ hini en un dra bennak padal n’anavez netra.
Ar pezh a zo e komz ar wech-mañ eus ruzikerezh pezh a zo raloc’h! An haroz a zo pevare bugel ur familh gant bugale dispar, lakaet eo a gostez gant an holl, diseblant, peogwir ne ra netra dreistordinal. Sotonioù a ra, n’em ganañ a ra, evit kaout un tamm evezh. N’eus mann all ebet a gont evitañ, gwelloc’h eo dezhañ bezañ kavet droch gant an holl eget netra.
Dizoloiñ a ra ar ruzikerezh un deiz ha klask a raio diouzhtu mont d’ur genstrivadeg evit kaout ur yalc’had a-benn deskiñ mat ar sport-se. Sikouret e vo gant mignoned dezhañ, en o-zouez ur paotr barrek-kenañ e dañs hag a fell dezhañ mont davet ar ruzikat.
N’on ket bet plijet kement-se gant an tresañ hag evit deskrivañ mat ar sport-se ec’h alian deoc’h Spinning kentoc’h, a zo disheñvel-mat a-fed kalite! Ur manga fentus eo memestra. N’on ket sur da genderc’hel gant ar rummad, re a istorioù etre evel-se a zo dija me gav…

Istor ha tresadennoù gant SUZUKI Nakaba. Embannet e galleg e ti Nobi nobi, d’ar 5 a viz Even 2019.

The Program

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gwengolo 30, 2021 by geekezig

Abaoe pell e felle din gwelet The Program. Ne oa ket kement-se evit an istor met abalamour d’ar bagad aktourien o kemer perzh er film hag a blij kalz din (Ben Foster evel-just met ivez Jesse Plemons, Lee Pace, Chris O’Dowd, Denis Ménochet…). Ur biopic klasel-tre eo, a ziskouez penaos e oa kroget Lance Armstrong gant an Tour de France, e grign-bev, penaos e oa bet trec’h 7 gwech da c’houde ha betek e anzavfe e 2013 en doa bet implijet dramm evit gounit. David Walsh, kelaouenner er Sunday Times a vez gwelet ivez ingal er film peogwir e oa e-touez ar re gentañ o kaout disfiz rak Lance Armstrong.
Tapet on bet penn-da-benn e red ar film hag e istorioù an tudennoù. Holl aozennoù ur biopic a galite a zo e The Program ha brav eo an disoc’h e gwirionez.

Film sevenet gant Stephen Frears. Rouantelezh-Unanet ha Frañs, 2015, 1e43.

I, Tonya

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Meurzh 23, 2020 by geekezig

Fellout a rae din gwelet I, Tonya peogwir e plij din a-walc’h bed ar ruzikat (pezh am boa diskleriet deoc’h dija diwar-benn Spinning) hag em boa klevet kalz tud o lavar pegen mat e oa labour Margot Robbie er film. Anzav ran ne anavezen netra diwar-benn Tonya Harding, re yaouank e oan moarvat (koulskoude ‘m eus soñj bezañ bet sellet ouzh Surya Bonaly e-pad ar c’hoarioù olimpek pa oan bugel…).
Moarvat e oa kalz tud o komz diwar-benn Tonya Harding da vare ar c’hoarioù olimpek er Stadoù-Unanet met n’on ket sur e vefe bet brudet er bed a-bezh evel ma lavar ar film a-hed an amzer, an dra-se ‘m eus kavet torr-penn, da gregiñ ganti. Ur film souezhus eo peogwir e chom ur biopic met gant kalz fent, an tudennoù a gomz d’an arvesterien da skouer ha meur a sklaer eo e diazezet an traoù war gaou. Un doare na zisplij ket din dre ret met n’am eus ket komprenet mat petra oa pal ar film. Hir ‘m eus kavet ma amzer. Start e oa din krediñ e oa pemzek vloaz Tonya pa ra anaoudegezh gant Jeff, na 23 da vare tagadenn Nancy Kerrigan kennebeut…  Koulskoude eo gwir e c’hoari mat Margot Robbie, anat, met jenet on bet gant ar film dre vras, re amsklaer an ton evidon.

Film sevenet gant Craig Gillespie. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e59.

Spinning

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Gwengolo 9, 2019 by geekezig

Ur pikol levr eo Spinning. Istor Tillie eo, da vare ar skolaj. Gwelet e vo hec’h embregadennoù ruzikat dreist-holl met ivez he darempredoù gant he familh, he c’hudennoù gant merc’hed all er skolaj ha dreist-holl he c’harantez evit ar merc’hed a oar a rank kuzhat. Fromus eo Spinning. Un istor krennardiezh, ur plac’h yaouank o klask teneridigezh a vank dezhi digant he zud hag a gav a-wechoù, gant kelennerien pe embregerien. Poan he deus gant ar merc’hed all, ne blij ket dezhi pegent “gwregel” eo bed ar ruzikat ha war memes tro e plij kalz dezhi ar sport-se. An hollad-se, santadoù kontrol a-vil-vern a zo diskouezet brav. Klask a rin heuliañ labour Tillie Walden rak donezonet eo, evit kontañ un istor hag evit tresañ.

Istor ha tresadennoù gant Tillie Walden. Embannet e galleg e ti Gallimard, d’an 2 a viz Du 2017.

Les Olympiades truquées

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Mae 31, 2017 by geekezig

Ul levr skiant-faltazi eo Les Olympiades truquées. Tremen a ra an istor e Frañs, diwezhatoc’h en XXI vet kantved. Div blac’h a vo heuliet a-hed ar romant : Maël a zo klon gwreg ur skiantour, bet desavet gantañ neuze, evel ur verc’h met evit bezañ e wreg. Un darempred skoemp a zo etrezo neuze evel-just, ha Sphyrène a zo hi e-touez gwellañ neuierezed Frañs hag o prientiñ evit ar c’hoarioù olimpek a vo a-benn nebeut.
Ur bed leun a dramm eo hini les Olympiades truquées, evit gwellaat korf mab-den hag ar sportourien a live uhel, ur bed gant nebeut a verc’hed o c’henel neuze o deus tapet ur seurt gallout (ur gwaller a vo spazhet da skouer) met kalz tud ganet evel paotred a zo e gwirionez merc’hed treuzjener… Ur bern traoù a zo e levr Joëlle Wintrebert me gav. Re marteze.
Start ‘m eus kavet heuliañ pep tra, dreist-holl pa oa tudennoù all estreget an div blac’h (skiantourien hag all). Mennozhioù dedennus-kenañ a zo me gav met reoù zo n’eont ket pell-tre (Maël a seblant dilezel penn-da-benn personelezh he “skouer” padal e ouier he deus eñvorennoù dezhi). Kalz prantadoù rev a zo, kalz anezho a zo skoemp, gwalloù a vil-vern a zo ivez. Ul levr start eo neuze.
E lennet am eus evit klub lenn “Une chambre à nous” ha kalz tud n’int ket aet betek ar penn. Ar pezh a zo domaj peogwir ez eus traoù dedennus o c’hoarvezout en eil lodenn (an neuierezed o kompren e vezont drammet, Maël er strollad a brient ur gwalldaol). Bamus a-walc’h eo soñjal e oa bet skrivet stumm kentañ al levr e deroù ar bloavezhioù 80 (adstummet eo bet meur a wech, troc’het, adskrivet a-raok kavout e stumm fin e 1998 gant embannadur Bélial) gant ar skrivagnerez. Arabat disoñjal an dra-mañ ivez rak ma seblant traoù zo iskis (tudenn breur Sphyrène a zo e gwirionez ur plac’h treuzjener), n’eus ket keit-se zo e oa souezhus lakaat ar gaoz war-se, anat eo ne oa ket ken soutil komz eus seurt dodenn 40 vloaz zo.
Ul levr na guzuilhfen ket eo avat, un tamm start ‘m eus kavet e lenn ha ne oa ket plijus kement-se, din me.

Romant skrivet gant Joëlle Wintrebert. Embannet gant J’ai lu, e miz Du 2000.

Princesse Suplex

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Genver 2, 2016 by geekezig

princesse-suplexKuzuliet eo bet din Princesse Suplex gant meur a genseurtez ha bihan tout eo setu ‘m eus tapet da lenn en tren. Bihan tout eo da vat, lennet e vez e teir munutenn hepken. Anzav a ran en defe plijet din gwelet muioc’h eus an istor-se. Kontañ ‘ra istor ur plac’h yaouank, o labourat en ur burev bennak hag a dremen hec’h amzer vak o vont da gemer perzh e krogadoù catch e kêriadennoù bihan. Nerzh an arvest, an emgannoù, an istorioù, darempredoù etre ar merc’hed a n’em adkav bep sizhun, aergelc’h ar c’hêriadennoù e lec’h ma tremen an traoù… Tout an traoù se a vez santet ha komprenet en nebeut pajennoù a ya d’ober Princesse Suplex. Tresadennoù Léonie a zo brav ivez ha setu perak em befe c’hoant gwelet un istor hiroc’h! Anzav a ran en deus roet din un tamm keuz ivez eus ar mare ma heulien aketus ar c’hatch :’) Ul levrig a feson eo daoust da bep tra.princesse_suplex

Istor ha tresadennoù gant Léonie. Embannet gant Manolosanctis  d’an 19 a viz Eost 2010.

Foxcatcher

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 8, 2015 by geekezig

foxcatcherSoñj ‘m eus c’hoazh eus bomm bruderezh Foxcatcher e deroù miz Genver, n’em boa ket klevet komz tamm ebet eus ar film-se ha dedennet e oan. N’em boa ket anavezet Steve Carell zoken.
Deuet on a-benn da vont da welet ar film a-benn ar fin (daoust da cheñchamantoù eurioù iskis ma sinema). Leun chouk ‘oa ar sal nozvezh gouel St Valantin ha kalzik trouz ha tud a seblant enaouet a oa (marteze ne oa ket plas a-walc’h gant teir sal evit 50 Shades of Grey ? -.-).
Ma. Foxcatcher a gont istor Mark Schultz a zo bet kampion olimpek gourenerezh e 1984. Un darempred kreñv en doa gant e vreur, gourener a kampion ivez. Un deiz bennak e vez galvet gant un den pinvidik mor, John E. du Pont a fell dezhañ gourdonañ ur skipailh gourenerezh. Un doare eo ivez da glask pellaat un tamm eus e vreur. Tremen a ra mat an traoù er penn-kentañ met tamm-ha-tamm e trenk an traoù.
Evit ar wech kentañ on bet kendrec’het gant c’hoari Channing Tatum. Steve Carell a zo souezhus spontus ivez, evel-just ha Mark Ruffalo bepred plijus. Un istor eus ar souezhusañ eo e gwirionez, kazi digredus. Gorrek-tre eo ar film, kalz prantadoù disonerezh ha digaoz a zo met klotañ a ra mat evidon-me gant pegen digenvez eo an tudennoù. Tammoù resis o deus plijet kalz din (Mark war e varc’h-houarn a-raok ar matchoù evit mont d’ar c’hoarioù olimpek, match Seoul…).
Ur prantad gourenerezh a zo ganin war a seblant 😀

Film sevenet gant Bennett Miller. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 2e14.

Win Win

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 27, 2015 by geekezig

win-winUn doare “indie movie” amerikan klasel eo Win Win. Mike a zo un alvokad en ur gêr vihan met n’a ket mat an traoù en e labour. Ober a ra war-dro skipailh gourenerezh al lise met nul a-walc’h eo ar baotred. Un deiz bennak e tiviz touellañ ur paotr kozh evit gounit arc’hant. Goude-se ec’h erru mab-bihan an den-se, en deus tec’het eus ti e vamm. Ur sapre gourenener eo Kyle. Tamm-ha-tamm e kav ar familh ur c’hempouez gant Kyle en ti ganto ha skipailh gouren al lise a gav ul lañs nevez.
Souezhet on bet er penn-kentañ met plijus eo ar film, gant tudennoù leun a sioù a-benn ar fin. Plijus ‘m eus kavet ha souezhet on bet gant ar fin, a zo un “happy ending” c’hwerv-tre. Ur film bihan a-feson.

Film sevenet gant Thomas McCarthy. Stadoù-Unanet Amerika, 2011, 1e46.