Dielloù evit Iwerzhon

Long Kesh

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Meurzh 27, 2022 by geekezig

longkeshUl levr bannoù-treset eeun eo Long Kesh : kontañ a ra bloavezhioù Bobby Sands e toull-bac’h Long Kesh. Adalek 1976 gant dispac’h ar palennoù betek harz-debriñ 1981 en ur dremen dre an harz n’em walc’hiñ.
Ne oan ket sot gant an doare da dresañ met kontet eo an istor gant nerzh ha from hag en un doare denel ha dedennus. Un doare tañva pe un diverradenn a galite.
longkeshdi
Istor ha tresadennoù gant Stéphane Heurteau. Embannet gant Les éditions du Long Bec, d’an 18 a viz Gwengolo 2019.

Free Fire

Posted in Filmoù with tags , on Du 4, 2021 by geekezig

5_FF030Emañ ur strollad Iwerzhoniz o klask prenañ armoù, tremen a ra an eskemm en ur c’hozh labouradeg dilezet. Buan e trenk an traoù pa n’eo ket an armoù mat a vez roet dezho, pa grog jeu etre daou baotr abalamour d’un emgann en un davarn an deiz a-raok, hag all.
Ur film berr eo Free Fire a dremen el labouradeg hepken pe dost, un emgann dibaouez, kalz fent, birvilh forzh pegement. Kalz plijadur ‘m eus bet dirak ar film a ginnig prantadoù filmet brav hag a seblant bezañ bet plijus ivez evit an aktourien. Ur souezhadenn a-feson rak n’on ket bepred plijet gant filmoù ar sevener.

Film sevenet gant Ben Wheatley. Rouantelezh-Unanet, 2016, 1e30.

Jimmy’s Hall

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 31, 2017 by geekezig

jimmy-s-hallNe gav ket den e vefe gwall anavezet ar film-mañ gant Ken Loach. Ur film o tremen e Iwerzhon e 1932 eo. Kontañ a ra istor Jimmy Gralton, en doa ranket tec’hout d’ar Stadoù-Unanet 10 vloaz a-raok. Distreiñ a ra d’e gêriadenn e kontelezh Leitrim ha goude atiz reoù yaouank ar vro e tiviz digeriñ en-dro ur sal foran evit eskemm, deskiñ traoù ha dañsal. N’eo ket gwelet mat gant an Iliz (a ra war-dro an deskadurezh) ar raktres-se hag an holl a gemer perzh er c’hentelioù pe en dañsoù a zo gwelet evel komunour hag enep Iwerzhonat.
Dedennus ‘m eus kavet gwelet pegen skoemp e c’halle bezañ an traoù da vare stad frank Iwerzhon (betek 1937 neuze) ha levezon bras an Iliz katolik war ar vuhez politikel.
Klasel-kenañ eo ar film mod all hag un diouer a from a zo marteze gant an hollad. Ur film bihan gant Ken Loach met dedennus bepred!

Film sevenet gant Ken Loach. Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon ha Frañs, 2014, 1e46.

Brooklyn

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Genver 15, 2017 by geekezig

brooklynFromus-tre ‘m eus kavet Brooklyn. Marteze peogwir e lakae an istor-se ac’hanon da soñjal ennon, en un doare bennak. Eilis a guita Iwerzhon evit mont da glask labour e New York, e deroù ar bloavezhioù 50. Ur gumuniezh iwerzhonat a zo tro-dro dezhi met poan he deus o vevañ pell eus he bro hag he familh. Un deiz bennak avat e raio anaoudegezh gant un italian yaouank hag e krogo da gavout plijadur o vevañ e New York, studial a raio ouzhpenn evit dont da vezañ kontourez a-vicher. Rankout a raio distreiñ da Iwerzhon avat ha digempouezet e vo he buhez, adarre.
Klasel-kenañ eo stumm ar film e gwirionez. N’eus netra bamus. Nerzh an istor eo neuze en deus plijet din forzh pegement (daoust ma chom klasel-tre ivez ^^) hag ar bagad aktourien hag aktourezed. Ar prantadoù (rouez koulskoude!) gant Jim Broadbent da skouer, am eus kavet dibar. Setu ur film dramatek diwar-benn istor ur plac’h yaouank, ur skouer eus ur plac’h yaouank he deus rankout tec’hout he bro dre heg, dre ziouer a labour. Un istor etrevroadel hag a zo gwir c’hoazh hirie an deiz… Kompren a rin digudenn e kavfe tud zo ar film divlaz un tamm, me zo bet tapet da vat, evit abegoù personel. C’hoarvezout a ra! 🙂

Film sevenet gant John Crowley, diazezet war romant Colm Tóibín. Rouantelezh-Unanet, Kanada hag Iwerzhon, 2015, 1e52.

’71

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 7, 2015 by geekezig

71Un tamm souezhet e oan gant penn-kentañ ’71 peogwir e vez heuliet ur soudard saoz o vont da Velfast e 1971. Aon am boa e vefe diskouezet evel jentil ar soudarded. N’eo ket ken eeun ar film, eüruzamant. Evel-just e vo heuliet ar soudard Gary Hook met gwelet e vo ivez ur bern tud ha n’eo ket gwall vrav ar poltred : tud an IRA oc’h itrikañ evit tapout ar galloud, ar soudarded o reiñ bombezennoù d’ar brotestanted, treitourien, tud laosk, tud edro…
Un aergelc’h stegn a zo a-hed ar film ha n’eus den a zo lakaet en a-raok : ur film enep arme eo da vat. Tremen a ra ar film e kerzh un devezh hepken pe dost setu e vo gwelet un emgann o treiñ da fall hag ar paotr Gary, bet laosket gant e vagad, o klask repu padal eo gloazet. An holl a glask war e lerc’h evit e lazhañ pe adkas anezhañ d’ar c’hazarn…
Efedus-tre ‘m eus kavet ar film, marteze e vank un tamm from bennak met n’on ket bet jenet. Ken didruez ‘m eus kavet an hollad… plijet ‘ n eus din.

Film sevenet gant Yann Demange. Rouantelezh-Unanet, 2014, 1e39

Le chant de la mer

Posted in Filmoù with tags , , on Here 26, 2015 by geekezig

le-chant-de-la-merC’hwitet em boa film nevez Tomm Moore er sinema, siwazh din! Le chant de la mer a zo diazezet war ur bern mojennoù, iwerzhonat dreist-holl. Ben a rank ober war-dro e c’hoar vihan, mut, Maina. Dizoloet e vo devezh he c’hwec’h vloaz eo ur selkie, evel he mamm. Goude-se e ranko Ben sikour an holl bodoù hud en ur gavout mantell Maina en-dro.
N’on ket bet kendrec’het penn-da-benn gant istor Le chant de la mer met brav ken-ken eo ar skeudennoù ha na vefe ken evit-se e kuzulian groñs ar film bevaat-mañ. Un drugar eo da sellet.

Film sevenet gant Tomm Moore. Iwerzhon, Danmark, Belgia, Luksembourg, Frañs, 2014, 1e33.

Frank

Posted in Filmoù with tags , , on Here 20, 2015 by geekezig

frankC’hwitet em boa Frank e penn-kentañ ar bloaz pa oan erruet e Pariz daoust din bezañ gwelet ar skritell e trepas ar metro kichen ma labour…
Ur film un tamm fol eo, keñveriet e vez kalz gant reoù Gondry gant gwir abeg me gav. John, ur paotr yaouank sioul kenañ e vuhez a fell dezhañ sevel sonerezh. Ur strollad iskis a dremen er gêr lec’h m’emañ o chom ha son a ra ganto. Goude-se e vez kinniget dezhañ kemer perzh e enrolladenn ar bladenn e bro Iwerzhon. Aze e vo start an traoù rak ur sapre strollad tud iskis eo hag evel an holl e vo bamet rak Frank, kaner ar strollad ha den souezhus a bourmen gant ur penn e kartoñs, den ne oar penaos eo dindan…
Ur film diwar-benn ar sonerezh eo neuze met ivez ar c’hempouez a spered, ar c’hoant groñs bezañ brudet pe dont a-benn d’un dra bennak… John a implij mat ar mediaoù nevez, twitter ha YouTube en o-zouez a-benn komz diwar-benn e vuhez gant ar strollad. Prantadoù fentus a zo, prantadoù iskis-kenañ ivez… Un tamm dipitusoc’h eo eil lodenn ar film ur wech echu enrolladenn ar bladenn me gav met pouezus eo evit klozañ perzh John e buhez ar strollad-se. Un istor souezhus neuze. Ar film ‘m eus kavet kentoc’h plijus da sellet met n’on ket sur e koshafe mat, gant an daveoù da d/twitter da skouer pe traoù seurt-se.

Film sevenet gant Lenny Abrahamson. Rouantelezh-Unanet hag Iwerzhon, 2014, 1e35.

Dark Touch

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 30, 2014 by geekezig

dark_touchUr film spont eo Dark Touch. Tremen a ra e bro Iwerzhon. Ur plac’hig a ‘zo spontet gant he zi nevez, soñjal a ra e c’hoarvez traoù en ti. Buan e kompren ar seller eo hi a zo kaoz kentoc’h hag e c’hoarvez an traoù p’he deus aon dreist-holl. Gwallgaset eo gant he zud.
Ur film diwar-benn bugale skoet, gwallet gant o zud eo Dark Touch. Un tem sirius ma ‘z eus unan. Siwazh ne welan ket perak e vez implijet an tu faltazi aze. N’eus prantad douetañs ebet (splann eo diouzhtu ez eus un dra skoemp gant ar gerent hag eo hi a grou an darvoudoù), ne ra ket kement-se a oan met kalz prantadoù gwadek a zo (heugus) hag ar fin a zeu da vezañ ur seurt film dial digomprenus. Poan ‘m eus o welet tuioù mat d’ar film-se, anat deoc’h.

Film sevenet gant Marina De Van. Iwerzhon, Sveden ha Frañs, (19 a viz Meurzh war skrammoù ar c’hwec’hkorn) 2014, 1e30.

Philomena

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 31, 2014 by geekezig

philomenaN’em boa ket lennet kalz tra diwar-benn Philomena p’on bet o welet ar film. Ur film diazezet war istor un Iwerzhonadez eo. Bet e oa en un doare gouent evit ar merc’hed yaouank dougerez, evel m’eo taolennet er film The Magdalene Sisters. Eno e veze gwerzhet ar vugale da Amerikaned pinvidik (gant ma oant katoliked). Chomet eo mut Philomena diwar-benn-se e-pad pell spontus. Ur wech erru kozh e fell dezhi adkavout he mab. Gant sikour ur c’helaouenner kollet e labour gantañ e kavo anezhañ.
Un istor spontus ha fromus eo hini ar plac’h-se. Klasel kenañ eo ar film met deuet brav eo an darempred etre an daou den : ar plac’h kozh a live sokial etre, jentil ha brokus hag an den desket met leun a gasoni. Pep hini a zesko traoù.
Ur film plijus eo da welet neuze. Un tamm souezhet on bet gant an istitloù avat, dreist-holl ar mare ma santer eo hegaset ar c’helaouenner gant an Iwerzhoniz (respont a ra “yes, yes, cheers” d’an dud a lâr “sláinte”. E galleg ne oa ket istiltet “sláinte” hag e lâre “santé” ar paotr, e-unan…). Ma!

Film sevenet gant Stephen Frears. Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Amerika, Frañs. (war ar skrammoù abaoe an 8 a viz Genver) 2014, 1e38.

Retour à Killybegs

Posted in Levrioù with tags , , on Ebrel 6, 2013 by geekezig

retour-a-killybegsSetu a-benn ar fin heuliad Mon traître ! Un tamm hir ‘m eus kavet ar penn-kentañ gant eñvorennoù bugaleaj Tyrone. Daoust dezho seblantout gwir e oa re heñvel eus traoù bet gwelet dija (e filmoù pe levrioù all). Dedennusoc’h on kroget da gavout adalek an hanter tamm-pe-damm, d’ar mare ma teu e vab d’e weled. Fromus-tre. Goude-se e oa prantadoù en toull-bac’h da vare 1980, gant skeudennoù a lak da soñjal e Hunger da skouer. Un toullad lodennoù fromus a zo el levr (ar prantad er c’harr-nij o vont da b/Pariz o vezañ an hini gwashañ tout moarvat, ur wech ma komprener petra c’hoarvez) met n’on ket deuet a-benn d’e gavet ken kreñv ha dedennus ha Mon traître. Ul levr mat eo, anat met n’eo ket ken strakus ha dibar.