Retour à Killybegs

retour-a-killybegsSetu a-benn ar fin heuliad Mon traître ! Un tamm hir ‘m eus kavet ar penn-kentañ gant eñvorennoù bugaleaj Tyrone. Daoust dezho seblantout gwir e oa re heñvel eus traoù bet gwelet dija (e filmoù pe levrioù all). Dedennusoc’h on kroget da gavout adalek an hanter tamm-pe-damm, d’ar mare ma teu e vab d’e weled. Fromus-tre. Goude-se e oa prantadoù en toull-bac’h da vare 1980, gant skeudennoù a lak da soñjal e Hunger da skouer. Un toullad lodennoù fromus a zo el levr (ar prantad er c’harr-nij o vont da b/Pariz o vezañ an hini gwashañ tout moarvat, ur wech ma komprener petra c’hoarvez) met n’on ket deuet a-benn d’e gavet ken kreñv ha dedennus ha Mon traître. Ul levr mat eo, anat met n’eo ket ken strakus ha dibar.

Advertisements

2 Respont to “Retour à Killybegs”

  1. kris braz Says:

    Ya, a-du a-walc’h ganez. Netra entanus. Memestra gant Mon Traître da va soñj. Dipitus, rak ur c’hazetenner dispar oa (zo ?) anezhañ, un hag a oar mat-tre doareoù Norzhiwerzhon ouzhpenn.

    • Mon traître en doa plijet kalzik din peogwir e kaven dic’hortoz un tamm ar sell, an dezreveller.
      Marteze e oa start dezhañ skrivañ en ur stumm ken personel evit e romantoù (keñveriet gant e bennadoù kazetenniñ) ?

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: