Mon traître

 

Da vare bruderezh Retour à Killybegs em boa dizoloet Mon traître. Prizioù hag all hag all en deus bet an eil, met an hini kentañ a felle din lenn. Setu neuze ar pezh em eus graet.
Sorj Chalandon a zo bet kelaouenner e-pad pell ha labouret en deus kalz diwar-benn brezel diabarzh Iwerzhon. Levezonet gant ar pezh en deus bevet eo Mon traître neuze. Ijinet en deus un dudenn en e blas, ur paotr a dres binvioù koad o vevañ e Pariz, Antoine. Antoine n’en deus ket kalz a dra ispisial en e vuhez betek ma yafe da v/Belfast war ali ur mignon (breizhat ^^). Aze e tizolo ur familh, mignoned, ur pal. E deroù ar bloavezhioù 70 ez a du-hont evit ar wech kentañ ha mont a raio bepred betek 2006. A bep seurt a vo gwelet : abadennoù plijus e puboù met interamantoù ivez, soudarded er straedoù, harz-debriñ, toulloù-bac’h, bombezennoù, mignoned o vervel. Adalek ar penn-kentañ e ouzer e vo Tyrone un treitour met evel Antoine hag ar re all n’eus ket tu da chom hep kavout plijus ar paotr. Tremen a ra an amzer neuze betek ma tilezfe an IRA o armoù. Adalek ar mare-se e vez santet e ya fall an traoù.
Heuliet e vez gant aked beajoù Antoine betek Belfast, plijadur hon eus o welet anezhañ gant e vignoned ha hir e santer ar vuhez e Pariz, pell eus Belfast. Goude-se ez eo fromus-tre, sell un den bet treitouret (daoust ha gwir e oa ar vignoniezh zoken?) met ivez ar paourkaezh den skuizh a oar en deus c’hwitet o tibab arc’hant ar saozon dreist d’e vignoned ha d’e vro…
Ul levr plijus-tre ha kreñv a ginnig un diverrañ eus brezel Iwerzhon e fin an XXvet kantved ouzhpenn (un tamm kentel istor hep na vefe merzet!). Lenn a rin Retour à Killybegs eveljust.

Advertisements

Ur respont to “Mon traître”

  1. […] a-benn ar fin heuliad Mon traître ! Un tamm hir ‘m eus kavet ar penn-kentañ gant eñvorennoù bugaleaj Tyrone. Daoust dezho […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: