Dielloù evit studioù

Promising Young Woman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Genver 1, 2024 by geekezig

Kazi 30 vloaz eo Cassie. Labourat a ra hep kalz entan en ur c’hafedi. Bevañ a ra c’hoazh e ti he zud.
Ur wech ar sizhun e ya d’un toull-noz bennak hag e ra van bezañ mezv-dall. Bep sizhun ez eus ur paotr a glask “sikour” anezhi ha profitañ outi dreist-holl…
Cassie a oa barrek er skol-veur medisinerezh. Betek na c’hoarvezfe un darvoud spontus : he mignonez Nina a voe gwallet gant ur strollad studierien. Ne c’hoarvezas netra met dibosupl e oa d’an div blac’h kenderc’hel gant o studioù.
Buhez Cassie abaoe marv Nina a zo klask dial neuze.
Ur film dial eo Promising Young Woman. Un neuz “Instagram” a zo gant kalz lodennoù/skeudennoù, sonerezh pop e-leizh, un aergelc’h deuet brav. Kalz prantadoù diaes a zo avat, kalz tudennoù a ra dibaboù dipitus ha koulskoude gwirheñvel-tre. Start eo da zegemer evel-just, pegen boutin eo doareoù an dud da “respont”.
Carey Mulligan a zo bamus a-walc’h e perzh Cassie, diseblant dirak pep tra pe dost, mouchet pep tra, nerzh he buhez kaset davet an dial. N’eo ket ur film plijus neuze, lakaat a raio diaes ur bern tud. Ha souezhus a-walc’h eo fin ar film, en deus lakaet ac’hanon da soñjal “n’eo ket posupl” ha goude-se e oa ar film ur gomedienn zu a-benn ar fin. Petra ‘oa pal gwirion ar film? Start gouzout. Un doare efedus a-walc’h da lakaat ar gaoz war penaos e vez an dud dirak darvoudoù “yaouankiz”.

Mal briefée

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Eost 10, 2023 by geekezig

Sophie na fell ket dezhi chom er Mans hag ober he staj e embregerezh he moereb. Divizout a ra neuze mont da Bariz evit ur staj en ur pezh embregerezh bruderezh. Evel ur bern tud araozi e vo ret dezhi kompren mont en-dro ar vuhez e Pariz : ranndioù bihan-tout ha ker ruz, kerzhet buan, emzalc’h an engrouez hag all. E kerzh he staj ne dremen ket mat an traoù, ret eo dezhi labourat forzh pegement gant kiriegezh un den titlet. Buan e verz e kavfe gwelloc’h labourat evel arzourez. Kregiñ a ra studioù en-dro ouzhpenn he labour. He mignon a gav an dra-se torr-penn. Tamm-ha-tamm e teu Sophie da vezañ ur gwir Barizianez, betek koll hec’h ene…
Fentus eo Mal briefée, dreist-holl evit an holl re hag a zo bet o vevañ e Pariz, dre gaer pe dre heg. Kalz traoù gwirheñvel a zo, dreist-holl evit ur plac’h yaouank o kregiñ da labourat. En ur metou resis-kenañ e labour Sophie avat, ur metou hag a vez gwelet alies en istorioù, gant doareoù spontus, kevezerezh, nebeut a zoujañs evit ar stajidi… Start e teu da vezañ d’ur mare-se zo en istor. Echuiñ a ra mat an traoù eüruzamant.
Ul levr plijus eo ha grou hiraezh met pas re 😉

Chinese Queer

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gouere 29, 2023 by geekezig

E Haimen emañ Tian Fushi o vevañ. Studier eo hag heñvelreviad. Heuliet e vez a-hed soñjoù a bep seurt, eñvorennoù, darempredoù… Ne seblant ket studial sirius (c’hoant en deus nullañ e enskrivadur evel studier d’ur mare zo) met plijout a ra dezhañ bevañ a bep seurt traoù, prantadoù diaes a vev ivez, ha prantadoù brav ha dic’hortoz.
Displijet e oan un tammig er penn-kentañ peogwir e seblante hegasus a-walc’h ar paotr met tamm-ha-tamm, gant lodennoù digomz, leun a varzhoniezh pe prederioù Tian Fushi on bet tapet, betek bezañ fromet er fin zoken. Ul levr brav eo, en defe gallet bezañ bravoc’h c’hoazh e stumm ur film, d’am meno.

Hello FuckTopia

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gouere 24, 2022 by geekezig

hellofucktopiaAbaoe pell zo e felle din lenn Hello FuckTopia a oa bet brudet evel un oberenn e stil Maliki met gant un istor “evit ar re vras”. Ur mennozh a seblante mat din!
Mali a studi an arzoù met n ‘eo ket gwall sirius gant he studioù. Gwelloc’h eo dezhi evañ e tavarnioù ha profitañ eus ar pezh a vez paeet dezhi gant he mignoned.
Displijus eo an dudenn, a seblant soñjal eo cool peogwir eo dichek. An doare da zeskrivañ hec’h endro a zo live rez an douar ar fent (studierien oc’h ober harz-labour hag all). Eüruzamant ez eus he mignoned evit kenteliañ anezhi un tamm.
Re simpl eo an istor, re drumm ar c’hlozadur. Sur on en defe gallet bezañ gwelloc’h, ma vefe bet donoc’h an traoù ha personelezhioù an tudennoù. E plas e seblant bezañ disoc’h kounnar/diskontantamant unan bennak chomet un tamm re grennard (un dra “dark” a seblant bezañ dre ret gant merc’hed en noazh, mignonezed o pokañ ha stultennoù all a seblant droch penn-da-benn). Marteze eo gwelloc’h da Souillon kenderc’hel gant istorioù Maliki, dont a ra bravoc’h gantañ.

fucktopiaIstor ha tresadennoù gant Souillon. Embannet gant Ankama, d’an 21 a viz Du 2014.

La nuit est mon royaume

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , , on Mae 16, 2022 by geekezig

la_nuit_est_mon_royaumeEr skolaj emañ Nawel, en ur gêriadenn eus bannlev Pariz. Ur plac’h nevez a zo en he c’hlas, kregiñ a ra an dud d’ober goap outi met Nawel, he amezegez, a zizolo Paul McCartney a-drugarez dezhi hag asambles e krogfont da son betek sevel ur strollad sonerezh ho div.
Heuliet e vo Nawel hag Alice betek goude o studioù skol-veur, c’hoant ganto mont betek penn o hunvre sevel ur strollad sonerezh. Ul levr brav-tre eo La nuit est mon royaume, a gomz diwar-benn mignoniezh, familh hag hengounioù, identelezh rummadoù bet ganet e Frañs ha na fell ket dezho bevañ evel o zud, bed ar sonerezh hag all. Plijus-tre eo da lenn ha fromus ar c’hlozadur.
lanuitestmonroyaume-4Istor ha tresadennoù gant Claire Fauvel. Embannet e ti Rue de Sèvres, d’an 19 a viz C’hwevrer 2020.

Bolchoï Arena 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Eost 9, 2021 by geekezig

bolchoiarena1Ul levr bannoù-treset savet gant Boulet eo Bolchoï Arena. Heuliet e vez ur studierez dedennet gant ar steredoniezh hag a zizolo Bolchoï Arena, ur bed galloudel, ur c’hoari bras hollvedel. Marje a c’hoari evel ma kar, fellout a ra dezhi gweladennoù lec’hioù, hep klask mont war-raok kement-se. Pezh a zo ez eus tud all o c’hoari e doareoù disheñvel, en em gavout a ra e saviadoù diaes goude bezañ bet taget ur pezh strollad c’hoarien. En he buhez prevez, ar c’hoari a lak anezhi da dapout dale gant he labour er skol-veur ha da zilezel he mignon.
An tresadennoù a vez santet spontus levezon labour OTOMO Katsuhiro warno. N’eo ket grevus tamm ebet. Ur blijadur eo bet lenn al levr-mañ, tapet on bet gant an istor ha hast m’ eus lenn ar pezh a c’hoarvezo gant Marje da c’houde.Bolchoi-Arena-tome-1Istor gant Boulet ha tresadennoù gant Aseyn. Embannet e ti Delcourt, d’an 19 a viz Gwengolo 2018.

Plaire, aimer et courir vite

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Gouere 26, 2021 by geekezig

plaireaimeretcourirviteDaoust hag eñ e felle din sellet ouzh Plaire, aimer et courir vite evit gwelet straedoù Roazhon war ar skramm ? Marteze ‘walc’h.
1993. Ur skrivagner parizian eo Jacques, klañv eo gant ar sida. Arthur a zo ur studier eus kreiz Breizh, studial a ra e Roazhon. E sal sinema an TNB e raio anaoudegezh an daou baotr.
Setu tout ar pezh a blij din hag en deus hegaset ac’hanon e memes frazenn. Romantel kenañ eo ar film ha koulskoude e seblant gwirion ha brav, n’eo ket re, met evit ar re o deus anavezet Roazhon er bloavezhioù 90 e oa poanius gwelet an TNB evel m’emañ hirie an deiz è_é (evit ar straedoù all mont ‘rae c’hoazh).
Farsal a ran evel-just rak n’eo ket grevus-tre. Hegaset on bet muioc’h gant hirder ar film. Brav eo koulskoude ha ral eo un testeni ken “personel” eus tud o vervel gant ar sida er bloavezhioù 90 e Frañs (120 battements par minute na oa ket ken personel lakaomp). Aliañ a ran ar film deoc’h e gwirionez.

Film sevenet gant Christophe Honoré. Frañs, 2018, 2e12.

missed messages.

Posted in C'hoarioù video with tags , on Du 30, 2020 by geekezig

Ur c’hoari berr-kenañ eo missed messages. Ur c’hoari gant pevar fin eo. Ur c’hoariadenn a bado 15 munutenn tamm-pe-damm. Ur studierez omp, o klask labourat en he c’hambr. Resev a reomp kemennadennoù digant ur plac’h all eus ar savadur. Posupl eo respont dezhi pe kenderc’hel da labourat.
Setu tout. Ur c’hoari simpl eo, brav an tresadennoù, digoust hag a lak ar gaoz war an dic’hwezhadennoù hag an emlazh. N’eo ket ur c’hoari skañv tamm ebet, da ziwall zo neuze.

C’hoari diorroet ha dasparzhet gant Angela He, abaoe an 20 a viz Mae 2019. Digoust war PC, Linux ha Mac.

Les jours qui restent

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Du 2, 2020 by geekezig

Tri den a vo heuliet e-barzh Les jours qui restent. Tri den gant memes kleñved met gant buhezioù disheñvel, da brantadoù disheñvel eus o buhez.
Ur studierez a zo o paouez gouzout e oa klañv hag a glask troc’hañ an holl liammoù ha paouez gant an holl raktresoù a oa ganti betek-hen, un den klañv abaoe pell met techet da evañ ha gant darempredoù skoemp gant e familh hag  ur plac’h o paouez koll he mamm ha gwallgaset gant he c’henseurtezed. Tremen a raio amzer tamm-ha-tamm ha pep hini a gavo nerzh da vont war-raok.
N’eo ket displijus da lenn met n’eo ket dreistordinal, n’eus ket amzer a-walc’h evit anavezout mat pep tudenn ha seblantout a ra an darempredoù ha tout un tamm diwar c’horre. Domaj eo.Istor gant Éric Dérian ha tresadennoù gant Magali Foutrier. Embannet gant Delcourt d’an 13 a viz C’hwevrer 2019.

Nos âmes plurielles

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Meurzh 19, 2020 by geekezig

Nos âmes jumelles en doa plijet kalz din. Nos âmes rebelles un tammig nebeutoc’h hag hemañ un tamm nebeutoc’h c’hoazh.
E trede levrenn istorioù Lou ha Sonia emañ an div blac’h o vevañ asambles e Pariz hag o kregiñ gant o studioù. Penaos e c’hall ur vignoniezh cheñch pa genlojer ha goulennoù diwar-benn an dazont, setu tamm-pe-damm ar pezh a c’hoarvez amañ. Ur sapre digempouez ‘m eus kavet evit ar wech kentañ etre Sonia ha Lou, kavout a raen dedennusoc’h preder Lou diwar-benn he studioù, he familh, pezh na oa ket ken splann el levrioù all me gav. Koulskoude marv tad-kozh Sonia en defe gallet cheñch sell ar plac’h yaouank war ar bed, ouzhpenn he studioù prederouriezh…
Deskrivet eo mat bepred ar vuhez pemdez, santadoù ha prederioù ordinal. Plijus eo bet da lenn ha dudius met benn ar fin e verzan e plije din mignoniezh a-bell Sonia ha Lou, mignoniezhioù internet ha n’on ket dedennet kement gant o buhez asambles e Pariz. Ma… N’eo ket grevus!

Romant skrivet gant Samantha Bailly. Embannet gant Rageot, d’an 2 a viz Du 2017.