Dielloù evit Sina

Chinese Queer

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gouere 29, 2023 by geekezig

E Haimen emañ Tian Fushi o vevañ. Studier eo hag heñvelreviad. Heuliet e vez a-hed soñjoù a bep seurt, eñvorennoù, darempredoù… Ne seblant ket studial sirius (c’hoant en deus nullañ e enskrivadur evel studier d’ur mare zo) met plijout a ra dezhañ bevañ a bep seurt traoù, prantadoù diaes a vev ivez, ha prantadoù brav ha dic’hortoz.
Displijet e oan un tammig er penn-kentañ peogwir e seblante hegasus a-walc’h ar paotr met tamm-ha-tamm, gant lodennoù digomz, leun a varzhoniezh pe prederioù Tian Fushi on bet tapet, betek bezañ fromet er fin zoken. Ul levr brav eo, en defe gallet bezañ bravoc’h c’hoazh e stumm ur film, d’am meno.

The Farewell

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 23, 2023 by geekezig

Billi, 30 vloaz, a vev e New York abaoe he c’hwec’h vloaz. Kuitaet he deus Sina gant he zud d’ar mare-se. He zud a lavar dezhi emaint o vont da eured he c’henderv Hao Hao met arabat e vefe dezhi dont. Feuket eo Billi ha spontet pa zesk eo an eured un abeg evit strollañ he familh : dizoloet eo bet eo taget he mamm-gozh gant ur c’hrign-bev. Un hengoun eo e Sina chom hep lavar ar wirionez d’an hini g/klañv, bec’h ar c’hleñved a rank bezañ chouket gant ar re all. An holl a zistro da Sina neuze hag un degouezh eo evit dizoloiñ en-dro perak o deus kuitaet Sina, petra o deus treuzkaset pe get, an darempredoù etrezo holl…
Ur film familh dispar eo The Farewell. Gant fent ha teneridigezh e tiskouez fromoù gwirion ha boutin d’an holl. Kalz santadoù a zo treuzkaset gant degouezhioù simpl, ur sell hepken a-wechoù. Awkwafina am boa bet gwelet a-raok e perzhioù fentus (pa n’eo ket gros zoken) a zo digredus, nerzh ar film eo hi met kalz aktourien varrek a zo tro-dro dezhi ivez. Ur film tener ha brav, leun a hiraez.

Film sevenet gant Lulu Wang. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e40.

Abominable

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 14, 2022 by geekezig

abominableAbominable a zo ur film Dreamworks kenbroduet gant Pearl, un ti sinat. Setu neuze How To Train Your Dragon mod Sina.
Yi, krennardez a glask magañ hec’h amzer evit chom hep soñjal e marv he zad a gav ur yeti, gwallgaset gant un embregerezh etrebroadel. Fellout a ra dezhi sikour ar boud ha kas anezhañ en-dro betek e di. Hec’h amezeien Peng ha Jin a zeuio ganti (dre gaer pe dre heg).
Ur film brav eo gant prantadoù meurdezus. Fent, from ha birvilh a zo. N’eo ket a live gant How To Train Your Dragon d’am meno (met start eo bezañ a live gant How To Train Your Dragon evidon-me!) met ur film dudius ha brav eo, deuet brav gant Dreamworks!

Film sevenet gant Jill Culton. Stadoù-Unanet Amerika ha Sina, 2019, 1e49.

Une pluie sans fin (暴雪将至 / Bàoxuě jiāng zhì)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gouere 13, 2021 by geekezig

unepluiesansfinUne pluie sans fin a seblante kaout kalz aozennoù evit plijout din : un enklask dindan ar glav, un tu istorel ha sokial en tu-hont d’an enklask.
Tremen a ra ar film e 1997, e Su Sina. Emañ Sina o cheñch, labouradegoù o serriñ, an dud oc’h hunvreal eus doareoù kapitalour Hong Kong. Teir flac’h a vez muntret nepell eus al labouradeg lec’h ma labour Yu Guowei. Dre ma ra war-dro ar surentez e soñj dezhañ e rank diskoulmañ an afer-se, dreist-holl ne seblant ket ar polis mont war-raok. Un ezel mat eo eus e labouradeg, priziet evel implijad a galite. Tamm-ha-tamm e teuio da vezañ sorc’hennet mik gant an enklask-se, betek lakaat en arvar an dud tro-dro dezhañ a seblantout koll e spered.
N’eo ket ur thriller klasel, ne vo ket diskoulmet afer ar muntroù. Trenk e vo an traoù evel ma seblant trenk emdroadur Sina evit un dudenn evel Yu Guowei.
Brav-tre eo ar skeudennoù, prantadoù efedus-kenañ a zo (ar redadeg el labouradeg!) met chomet on sabatuet un tamm gant ar fin, displegadenn null an enklask hag ar fin re zigor en ur stumm. Kompren a ran an tu arouezel met siwazh, e seblant din e krou-se ur film kamm e fin ar gont.

Film sevenet gant Dong Yue. Sina, 2017, 1e56.

Fake in China

Posted in Levrioù with tags , , , on Here 29, 2019 by geekezig

Abaoe pell n’am boa ket bet lennet levrioù Priz ar Yaouankiz. Divizet ‘m eus lenn romant loreadez daou vloaz zo, Maiwenn Morvan.
Fake in China a zo un eskemm posteloù etre daou vignon. Unan anezho en deus gounezet ur genstrivadeg evit mont da Sina met n’hall ket mont. E gamalad a yelo en e blas met n’eo ket mailh tamm ebet war ar sinaeg na sevenadur Sina.
Un istor fentus eo abalamour d’ar gaou a gont an haroz. An eskemm posteloù a zo un digarez evit displegañ traoù diwar-benn sevenadur Sina. Dudius eo, lennet e vez buan. D’am soñj e vefen bet plijet bras gant ur romant a seurt-se pa oan me er skolaj!

Romant skrivet gant Maïwenn Morvan. Embannet gant Keit Vimp Bev, d’ar 16 a viz Du 2017.

Chinoises

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Eost 16, 2017 by geekezig

Chinoises a zo un dastumad testenioù bet dastumet gant Xinran pa oa kelaouennerez e Sina. A bep seurt istorioù a zo da lenn neuze. Merc’hed bet dimezet dre heg pe evit abegoù politikel, c’hoarezed gwallet, paourentez, digenvez, buhezioù cheñchet trumm abalamour d’an dispac’h sevenadurel… Ur bern testenioù start-kenañ neuze. Meur a hini am eus kavet fromus-kenañ (ranket chom a-sav a wechoù ken tizhet e oan) ha kompren a ran a-walc’h e vefe bet start da Xinran skrivañ al levr-mañ goude bezañ bet klevet pep plac’h o komz. Koulskoude eo pouezus-tre. Santet e vez mat un doare dismegañs (ha n’eo ket heverk eus Sina moarvat) evit sell ar merc’hed war ar bed hag an darvoudoù. Merc’hed a bep seurt oad, a bep seurt live sokial, gant micherioù ha tonkadoù disheñvel (studierezed, gisti, peizantezed, renerezed embregerezh, ijinourezed, merc’hedigoù…). Kompren a ran e vefe bet graet berzh gant abadenn Xinran pa veze skignet er radio, marteze en deus se sikouret an dud da bareañ un tammig goude bezañ bet bevet traoù euzhus. Ul levr a-bouez kenañ eo me gav daoust da begen start eo, leun a feulster, digredus eo c’hoazh ijinañ pezh en deus gallet Sinaiz gouzañv hag ober e-pad an dispac’h sevenadurel…
Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn saviadoù merc’hed Sina ha ma n’em santit prest da lenn traoù start-kenañ, e kuzulian al levr-mañ deoc’h.

Levr bet skrivet gant Xinran. Embannet e galleg gant Philippe Picquier d’an 21 a viz Genver 2003.

Death of a Red Heroine

Posted in Levrioù with tags , , , on Mae 23, 2010 by geekezig

Setu, bremañ e c’hallan lârat em eus bet lennet ur romant polis sinaat. Ehe.
Poan ‘m eus bet un tamm er chabistroù kentañ o kompren mat piv a oa piv hag all. Ur wech tremenet ar skoilhoù se, eo plijus-tre al levr.
Iskis kenañ eo tudenn an inspektour Chen, met taolennadur ar gevredigezh sinaat e deroù ar bloavezhioù 90 a zo bamus ha kendrec’hus awalc’h. Pouez ar politikerezh, emdroadur ar gevredigezh o vont dousig davet un ekonomiezh kapitalour, met ivez barzhoniezh, mojennoù Sina, boued, frondoù…
Kalz deskrivadennoù a zo, a lak da soñjal e vezer gwasket er bus gant Chen hag ur morad tud all da skouer. Plijus-kenañ eo evit krouiñ un aergelc’h.
A-fed enklask, evel just eo politikel…Lusket eo mat avat, da zigentañ ne ouier mann ebet diwar-benn ar plac’h muntrer kazi, tamm-ha-tamm e sklaera pep tra. Ar pezh ‘m eus kavet dedennus a oa merzout pegen buan e vez kavet an den kablus (d’am soñj eo e kreiz al levr) met n’haller ket divinout araok ar pajennoù diwezhañ penaos e troio an traoù. Laouen bras on bet gant an “diskoulm”, fin kenañ.
Trist eo ha nec’hus gwelet seurt kevredigezh met war memes tro hon eus c’hoant da c’houzout ma teuio a-benn Chen da labourat dreist da bep tra…
Hag un toullad enklaskoù all a zo bet embannet, neuze ur respont bennak dre ret!