Dielloù evit skrivagner

The Happy Prince

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , , , on Gwengolo 4, 2021 by geekezig

thehappyprinceAliet e oa bet The Happy Prince din gant ur mignon. Dedennet a-walc’h e oan e gwirionez gant ar film-mañ a gont fin buhez Oscar Wilde, goude e vefe bet en “toull-bac’h” e-pad 2 vloaz, e 1897.
Savet en un doare iskis-tre eo ar film avat, ur meskaj hunvreoù, selloù a-gil, prantadoù heñvel ouzh c’hoariva… ur meskaj am eus kavet skuizhus-kenañ pa ne oa ket droch.
Poanius eo bet din sellet ouzh The Happy Prince kazi, rak e gwirionez ne welen ket ar pal, mankout a ra dibaboù sklaer me gav, ur steuñvenn pe ur bersonelezh. Domaj eo.

Film sevenet gant Rupert Everett. Alamagn, Belgia, Italia ha Rouantelezh-Unanet, 2018, 1e45.

Plaire, aimer et courir vite

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Gouere 26, 2021 by geekezig

plaireaimeretcourirviteDaoust hag eñ e felle din sellet ouzh Plaire, aimer et courir vite evit gwelet straedoù Roazhon war ar skramm ? Marteze ‘walc’h.
1993. Ur skrivagner parizian eo Jacques, klañv eo gant ar sida. Arthur a zo ur studier eus kreiz Breizh, studial a ra e Roazhon. E sal sinema an TNB e raio anaoudegezh an daou baotr.
Setu tout ar pezh a blij din hag en deus hegaset ac’hanon e memes frazenn. Romantel kenañ eo ar film ha koulskoude e seblant gwirion ha brav, n’eo ket re, met evit ar re o deus anavezet Roazhon er bloavezhioù 90 e oa poanius gwelet an TNB evel m’emañ hirie an deiz è_é (evit ar straedoù all mont ‘rae c’hoazh).
Farsal a ran evel-just rak n’eo ket grevus-tre. Hegaset on bet muioc’h gant hirder ar film. Brav eo koulskoude ha ral eo un testeni ken “personel” eus tud o vervel gant ar sida er bloavezhioù 90 e Frañs (120 battements par minute na oa ket ken personel lakaomp). Aliañ a ran ar film deoc’h e gwirionez.

Film sevenet gant Christophe Honoré. Frañs, 2018, 2e12.

Le Rire de Xavier Grall

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Ebrel 7, 2019 by geekezig

Ur skrivagner eo Paul. O klask awen emañ. Divizout a ra sevel ur romant, awenet gant buhez ha skridoù Xavier Grall.
Huñvreoù e lec’h ma teu Paul e buhez Xavier Grall pe ar c’hontrol, evezhiadennoù diwar-benn skridoù Xavier Grall, ijinañ prantadoù buhez, santadoù Xavier Grall hag e verc’hed pe e wreg, lizhiri etre Paul hag e garedig… A bep seurt a zo er romant-mañ, iskis un tamm e framm hag e lusk.
Brav ‘m eus kavet taolennadur darempred Xavier Grall gant e wreg Françoise. Fromus ivez marv Yann-Kel Kernalegenn evel-just. N’ouzon ket m’on bet plijet gant ar romant drezañ e-unan pe kentoc’h gant ar c’hoant a ro da vont da c’houzout hiroc’h, da vont da lenn oberenn Xavier Grall.

Romant skrivet gant Gaëtan Lecoq. Embannet gant La Part Commune, d’an 12 a viz Meurzh 2018.

Fight Club 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gwengolo 18, 2016 by geekezig

fight-club-2super-8Poent eo din anzav n’am eus ket bet lennet Fight Club, romant Chuck Palahnuik (na romant ebet gantañ evit lârat ar wirionez) met plijout a ra spontus din film David Fincher. Ne oan ket o c’hortoz Fight Club 2 ha souezhet e oan bet o lenn e kendalc’hfe an istor e stumm ul levr bannoù-treset. Perak ket neuze?
Tremen a ra Fight Club 2 goude darvoudoù ar romant (met gant fin ar film). Da gentañ tout, brasañ souezhadenn : un anv a zo gant haroz an istor (ha n’eo ket Jack ouzhpenn. 😥 ). Un tamm dipitet e oan dija gant an digoradur, dimezet gant Marla, ur mab, ur vuhez sioul, ret dezhañ kemer louzoù evit mirout personelezh Tyler kousket… Evel-just e tihuno Tyler en-dro met Tyler troet da sot gant ar galloud, displijus hepken. Ne gontin ket tout an istor (ur pikol levr eo memestra!) met treiñ a ra e gwirionez d’ur farsadenn, “meta” da vat, gant an tudennoù o pellgomz da Chuck Palahnuik zoken ! (Ur boelladenn skrivañ e seblant bezañ kazi pe un doare da glask kaout mestroni en-dro war e oberenn, deuet da vezañ “klasel” evit ur bern tud, hep na vefe bet c’hoant gantañ)
Estreget an tresadennoù o deus seblantet dereat din, al labour tro-dro d’an “traoù” (louzeier, petalennoù bleunioù) o kuzhat ar c’haozeadennoù (etre dedennus-tre ha hegasus), hag ar pajennoù doare reolennoù surentez karr-nij etre pep chabistr a oa fentus-tre, n’am eus ket kavet da betra servije Fight Club 2.
A-wechoù e vez graet heuliadoù da oberennoù n’o deus tamm ezhomm ebet ha gwechoù all e chomomp da c’hortoz heuliadoù na vo james diouto (ya, emaon o c’hortoz C’hwezh ar pebr bepred). Dav eo din kompren ne ra ket ar bed hervez ma c’hoantoù din-me!fight_club_2Istor gant Chuck Palahniuk, tresadennoù gant Cameron Stewart. Embannet e gallet gant Super 8, d’an 28 a viz Ebrel 2016.

Fangirl

Posted in Levrioù with tags , , , , on Kerzu 21, 2015 by geekezig

fangirlUr wech an amzer e c’hoarvez din kavout un oberenn a gavan a glot ganin e pep keñver. Shä & Salomé ‘oa ar wech diwezhañ me gred. Fangirl a zo kazi heñvel. Brouilhed ar pennad am boa savet pell zo met ne teuen ket a-benn da gregiñ ‘barzh. Evel ma echufe un dra bennak etrezomp, ret ‘vo din rentañ al levr goude hag e vo echu, echu da vat…
Fangirl a zo ur romant skrivet gant Rainbow Rowell a felle din groñs lenn abaoe Eleanore & Park. Goude-se e oa treset ar golo gant Noëlle Stevenson he deus savet unan eus ar bannoù-treset n’eus plijet ar muiañ din ar bloaz-mañ. A! Kregiñ ‘rae mat.
Cath a grog gant ar skol-veur. Divizet he deus he c’hoar Wren chom hep lojañ ganti ar bloaz-mañ. Diskaret eo Cath un tammig… Ret ‘vo dezhi dont a-benn da genlojañ gant ur plac’h dianav neuze! Laouen eo o kregiñ gant ar c’hentelioù avat, dreist-holl ar gentel tro-dro d’ar skritur. Skrivañ a ra Cath forzh pegement, peogwir e skriv ur fanfic eus Simon Snow. Brudet eo er bed a-bezh evit he labour.
Ur sapre bloavezh skol-veur a vevo Cath. A bep seurt dodennoù a vez gwelet el levr : ar santadoù chomet goude un disparti (aet eo kuit mamm Cath ha Wren ha klask a ra kaout darempred ganto en-dro), ar skrivañ dre vras (gant lodennoù pozitivel ha reoù all negativel) hag ar selloù a bep seurt diwar-benn ar fanfiction (n’int ket gwir oberennoù), ober war-dro un den digempouez a-spered, kenlojañ, ar baotred hag all hag all.
Pep chabistr a echu gant ur skrid a vefe eus levrioù Simon Snow “orin” pe eus traoù bet skrivet gant Cath (pe zoken gant Cath hag he c’hoar). Kalz a fent a zo el levr, c’hoarzhet ‘m eus ingal. Fromus kenañ eo ivez, alies mat. Ur bern traoù a c’hoarvez e gwirionez met mont a ra an traoù war-raok en un doare gwirheñvel (an darempredoù o cheñch etre Cath hag he c’henlojerez, etre Cath ha Wren, boaziañ d’ar c’hentelioù, da endro ar skol-veur…). Evidon-me ne oa netra a re, met ne oa ket re nebeut kennebeut. Ral eo c’hoazh an oberennoù a zispleg hep barn met a ziskouez ken splann pegen pouezus e c’hall bezañ ur rummad oberennoù pa vezer fan hag ar pouez en deus en ur vuhez. Ne vir ket da vevañ traoù, evel forzh piv, met un dra ouzhpenn a zo, dre ret. Simon Snow a zo ul lodenn eus buhez Cath, eus he fersonelezh. N’eo ket abalamour da se ne skrivo netra all estreget fanfic met n’hallo ket dilezel an tudennoù-se kennebeut…
Me zo ur fan eus Magicath hag eus Cath dre vras. Me zo fan eus Fangirl ha mat pell zo. ❤

(Marteze vefe bet ret din skrivañ ar pennad-mañ abretoc’h : dizoloet ‘m eus e oa deuet er maez levr nevez ar skrivagnerez HAG EZ EO FANFIC CATH E LEVR met ivez ez eus bet embannadurioù cheuc’h eus Fangirl gant fanart e-barzh. *o vervel gant ar c’hoant*)

Romant skrivet gant Rainbow Rowell. Embannet e galleg gant Castelmore, d’an 18 a viz C’hwevrer 2015.

Je suis un écrivain japonais

Posted in Levrioù with tags , , , , on Du 13, 2015 by geekezig

je-suis-un-ecrivain-japonaisSouezhet on bet gant titl ar romant-mañ! Ingal em boa bet klevet komz eus Dany Laferrière met n’em boa lennet romant ebet skrivet gantañ araok. Un tamm iskis eo peogwir e seblant an traoù kontet gantañ. Tremen a ra an istor e Montréal. Darvoudoù un tamm droch a c’hoarvez, evel an traoù gant Björk da skouer. Goude-se e heulier ur strollad merc’hed yaouank, Japanadezed. Goude-se e vo brudet kaer e bro Japan hag e vevo evel un den dido evit tec’hout ouzh ar Japaniz a glask war e lerc’h. Araok adkavout ur mignon a gozh…
Un tamm na penn na lost eo ar romant-mañ, savet a chabistroù berr. Daoust d’al levr lakaat ar gaoz war un dra dedennus, an identelezh (daoust hag un den du o chom e Montréal a c’hall bezañ Japanad ma fell dezhañ?) e kav din eo kollet ar mennozh-se gant direzonioù, c’hoant ober fent pe preder iskis. N’on ket bet plijet kement-se gant Je ne suis pas un écrivain japonais, d’am soñj n’am eus ket komprenet anezhañ e gwirionez…

Romant skrivet gant Dany Lafferière. Embannet gant Grasset & Fasquelle d’ar 5 a viz Meurzh 2008.

Listen Up Philip

Posted in Filmoù with tags , , , on Gwengolo 23, 2015 by geekezig

listenupphilipN’ouzon ket m’eo bet skignet Listen Up Philip er sinema met pa ‘m eus gwelet e oa ur film nevez gant Jason Schwartzman el levraoueg ec’h anzavan n’on ket chomet da dortal e-pad pell. Ma c’henseurtez a ra war-dro ar filmoù n’he deus ket kavet dispar met ma.
Re lezirek evit mont d’ar sinema ‘m eus divizet sellet ouzh ar film-mañ : istor ur skrivagner displijus-kenañ hag an dud tro-dro dezhañ. Ur film gant kalz kaoz eo Listen Up Philip, e metou an arz (skrivañ, skeudenniñ) e New York hag e bed ar skolioù-meur. Ur c’hostez hegasus a zo neuze dre ziouer! Philip a zo emgar spontus ouzhpenn, met a-benn ar fin, abalamour e vez heuliet ivez tudennoù all (e vignonez, ur skrivagner kozh…) eo gouzañvusoc’h an traoù. Techoù un tamm torr-penn a zo keñver kamera met n’on ket bet displijet gant ar film, un aergelc’h giz-kozh a zo (gant dilhad an dud da skouer) ha n’ouzer ket re da beseurt mare e tremen (nebeut a urzhiataerioù a vez gwelet, pellgomzer hezoug ebet hag all!) pezh am eus kavet fentus. N’on ket sur e talc’hfen soñj spontus kennebeut.

Film sevenet gant Alex Ross Perry. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e48.

Pas son genre

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Genver 14, 2015 by geekezig

pas-son-genreKuzuliet eo bet din ar film-se gant meur a zen ha profitet ‘m eus eus ma nozvezh kentañ e Pariz ma-unan ha dirouedad evit e sellet. Un istor simpl a-walc’h eo hini Pas son genre (a zo tennet diwar ur romant) : ur parizian, kelenner prederouriezh ha skrivagner a vez kaset da gelenn e Arras. Un tamm displijus ha leun a rakvarnioù eo an den met plijet eo gant ar plac’h he deus troc’het e vlev dezhañ e ti ar perukenner e Arras : Jennifer. Ur plac’h laouen eo hi, a vev gant he mab a zo tro 10 vloaz bennak. Evurus int ha simpl eo ar vuhez, plijout a ra dezhi mont d’ar sinema ha da ganañ d’ar sadorn da noz gant he mignonezed. Dic’hortoz eo o istor karantez evel-just, o vezañ eus metouioù sokial disheñvel-mik. Koulskoude e tegaso an eil kalz traoù d’egile ha d’eben a-benn ar fin. Ur film kempouez eo a-drugarez da dibab ar sevener gwelet an traoù eus an daou du (ar romant a oa kontet gant sell ar paotr hepken). Jennifer an hini a zo harozez ar film evidon-me, ur plac’h kreñv ha bepred leun a startijenn hag a youl. Ur film plijus eo zoken m’eo souezhus eus tamm a-berzh ar sevener Lucas Belvaux!

Film sevenet gant Lucas Belvaux diwar romant . Frañs, 2013, 1e51.

Casse-tête chinois

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Kerzu 19, 2014 by geekezig

casse-tete-chinoisN’on ket bet o welet Casse-tête chinois er sinema met dedennet e oan memestra o welet Xavier ur wech ouzhpenn, anzav a ran e oan bet plijet gant ar filmoù all tro-dro d’e dudenn. Ar wech-mañ e vez kavet Xavier da 40 vloaz o tispartiañ eus Wendy. Mont a ra hi da vevañ e New York gant o bugale. Xavier a ziviz neuze mont du-hont, peogwir emañ Isabelle du-hont ivez, dougerez gant e vugel peogwir n’eo ket deuet a-benn da gavout un diskoulm all evit kaout ur bugel gant he wreg.
A bep seurt darvoudoù a zo er film, tro-dro d’ar vuhez e New York (klask labour, klask un diskoulm e-keñver ar servijoù a ziwall ouzh an estrenien), d’an disparti hag all. Savet eo ar film tro-dro da romant nevez Xavier ivez (kaozeadennoù gant e embanner a zo ingal, evel un ali a c’hallfe kaout ur seller diwar-benn ar film e-pad ar film). Prantadoù fentus a zo evel er filmoù all gant “hunvreoù” Xavier (amañ dreist-holl prederourien alaman o tont da gomz gantañ) ha traoù nevez. Plijet n’eus din tu “gwirheñvel” New York : n’eo ket dre ret brav ha prop, evel ur gartenn post. Souezhet on bet ivez gant tout ar yezhoù klevet er film, saozneg e leizh evel-just met ivez un tamm kastilhaneg (ur prantad fentus-tre ‘zo tro-dro da se pa glask Xavier labour ^^) ha sinaeg (memestra, gant seurt titl!) 🙂 Un drugar da selaou! Kavet ‘m eus plijus daoust din bezañ bet dipitet un tamm gant emdroadur an istor en 20 munut diwezhañ met war memestra e seblant din ez eo klok istor tudennoù filmoù Klapisch aze hag e seblant logik an diskoulm.

Film sevenet gant Cédric Klapisch. Frañs, 2013, 1e57.

Kyoto Limited Express

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Du 3, 2014 by geekezig

Kyoto_Limited_ExpressKroget ‘oan da lenn Kyoto Limited Express a-raok ma eil beaj da Japan, hag echuet aze bremaik, gant glav miz Du er-maez…
Ur romant eo peogwir ez eus istor un den, Simon Steiner, a zistro da Gyoto. Bet e oa o vevañ du-hont gant e wreg hag e verc’h, pell ‘zo ha disheñvel mat ‘oa an traoù d’ar mare-se. Trist ha leun a velkoni eo Kyoto Limited Express, pa seller ouzh istor an dudenn. Peoc’hus ha leun a varzhoniezh eo avat ar pourmenadennoù e Kyoto hag e lec’h all. Deuet eo brav deskrivadennoù Olivier Adam, meur a-wech am ‘m eus mousc’hoarzhet gant ar santad bezañ bet gwelet dres ar pezh a zeskrive. Deuet brav eo ivez skeudennoù Arnaud Auzouy a seblant klotañ penn-da-benn gant skrid Olivier Adam. Un drugar eo da sellet ivez neuze.
Anat eo din pa lennan ar romant, n’on ket deuet a-benn c’hoazh da veizañ Kyoto. Daoust ha dont a rin a-benn un deiz bennak? N’ouzon ket…
Ma fell deoc’h beajiñ en un doare simpl ha feal d’ar wirionez (pe eus lodennoù ‘zo d’an nebeutañ!) e kuzulian deoc’h lenn Kyoto Limited Express. Domaj eo ne seblant ket mont en-dro ken lec’hienn ar skeudenner a zo meneget el levr, plijet vefen bet o welet skeudennoù all tapet gantañ…

Romant skrivet gant Olivier Adam, skeudennet gant Arnaud Auzouy. Embannet gant Points, 21 a viz Here 2010.