Dielloù evit Italia

Les générations

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Here 3, 2022 by geekezig

couv-les-genarationsMatteo a zistro d’e gêriadenn goude tri bloaz e Milano, hep reiñ keloù d’e familh. Aet e oa kuit da 19 vloaz evit heuliañ ur paotr 28 ha kounnaret e oa e dad.
Mont a ra neuze e ti e vamm-gozh, e lec’h m’emañ e zeir moereb o chom hag ur genitervez. Kozh ha klañv eo e vamm-gozh ha goude ur mare e lec’h ma ne ra ket kalz a dra ar paotr yaouank hepken e vo e karg eus ober war he zro. Tamm-ha-tamm e kompren ivez petra ‘zo c’hoarvezet gant rummad e dad, peseurt poanioù ha skoilhoù a zo bet e buhez e voerebed. Nec’het eo evel-just ne vefe ket degemeret gant e familh eo heñvelreviad ivez…
Souezhet on bet gant an tresañ e gwenn-ha-du (jenet da gentañ zoken) met brav-tre eo Les générations. Diskouez a ra an arzourez en un doare soutil ha gwirion penaos e c’haller kavout hir e amzer, bezañ kollet ha hep menn ebet. Fromus-tre eo fin al levr. Simpl tout eo met ul levr a-feson e pep keñver eo.

BD-GénérationsIstor ha tresadennoù gant Flavia Biondi. Embannet gant Glénat d’an 11 a viz Meurzh 2020.

The Happy Prince

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , , , on Gwengolo 4, 2021 by geekezig

thehappyprinceAliet e oa bet The Happy Prince din gant ur mignon. Dedennet a-walc’h e oan e gwirionez gant ar film-mañ a gont fin buhez Oscar Wilde, goude e vefe bet en “toull-bac’h” e-pad 2 vloaz, e 1897.
Savet en un doare iskis-tre eo ar film avat, ur meskaj hunvreoù, selloù a-gil, prantadoù heñvel ouzh c’hoariva… ur meskaj am eus kavet skuizhus-kenañ pa ne oa ket droch.
Poanius eo bet din sellet ouzh The Happy Prince kazi, rak e gwirionez ne welen ket ar pal, mankout a ra dibaboù sklaer me gav, ur steuñvenn pe ur bersonelezh. Domaj eo.

Film sevenet gant Rupert Everett. Alamagn, Belgia, Italia ha Rouantelezh-Unanet, 2018, 1e45.

My Own Private Idaho

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 3, 2016 by geekezig

private_idahoMy Own Private Idaho a oa an eil film a felle din gwelet goude bezañ bet o welet diskouezadeg Gus Van Sant e miz Even (an hini kentañ a oa To Die For). Mike ha Scott a zo daou vignon o vevañ e Portland, ur vuhez e diavaez ar gevredigezh o deus, o vevañ e skwatoù, o kemer dramm ha gounit arc’hant en ur vezañ gisti. Poan ‘m eus bet o welet ster an istor er penn-kentañ, betek ma klaskfe Mike war-lerc’h e vamm hag e vefe splannoc’h pal Scott : bevañ en un doare mezhus evit e dad, maer Portland, ha diskouez pegent cheñchet eo ur wech tizhet 21 bloaz.
Lodennoù kreñv-tre a zo er film evidon (Mike ha Scott o komz er maez dirak an tan, kaozeadenn Mike gant e vreur bras ha pa ‘mañ Mike o c’hortoz dirak an ti e Italia) hag abalamour dezho eo n’hallan ket lârat on bet dipitet da vat gant ar film. N’on ket bet plijet bras kennebeut, diaes eo bet din mont-tre er bedig a ginnig Gus Van Sant deomp e film-mañ, daoust din kavout eo heverk eus an temoù ha tudennoù a blij dezhañ diskouez.

Film sevenet gant Gus Van Sant. Stadoù-Unanet Amerika, 1991, 1e41.

ACAB – All Cops Are Bastards

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 27, 2015 by geekezig

A.C.A.B.-All-Cops-are-BastardsKalzik berzh en doa graet ACAB pa oa deuet er-maez ma ‘m eus soñj mat. Ur film italian eo, diwar-benn ar CRSed. Ur film start-tre ha teñval peogwir e tiskouez ur strollad paotred prest da ober pep tra evit difenn o enor hag o mignoned, daoust dezho ober traoù droch pe ‘maez lezenn. Tudenn an hini yaouank an hini a ro ur sell «gwerc’h» war an traoù (daoust dezhañ profitañ un tamm da vareoù zo) met an holl a seblant displijus. Ur sapre sell nec’hus war Italia a zo ivez «casa nostra» da vat, gouennelour ha dismegañsus. Efedus eo ar film neuze ha moarvat gwirheñvel met n’on ket deuet a-benn da gavout anezhañ ken plijus-se. Ur film pouezus met start da garout abalamour d’ar pezh a ziskouez, hep spi ebet e cheñchfe an traoù.

Film sevenet gant Stefano Sollima. Italia, 2012, 1e52.