My Own Private Idaho

private_idahoMy Own Private Idaho a oa an eil film a felle din gwelet goude bezañ bet o welet diskouezadeg Gus Van Sant e miz Even (an hini kentañ a oa To Die For). Mike ha Scott a zo daou vignon o vevañ e Portland, ur vuhez e diavaez ar gevredigezh o deus, o vevañ e skwatoù, o kemer dramm ha gounit arc’hant en ur vezañ gisti. Poan ‘m eus bet o welet ster an istor er penn-kentañ, betek ma klaskfe Mike war-lerc’h e vamm hag e vefe splannoc’h pal Scott : bevañ en un doare mezhus evit e dad, maer Portland, ha diskouez pegent cheñchet eo ur wech tizhet 21 bloaz.
Lodennoù kreñv-tre a zo er film evidon (Mike ha Scott o komz er maez dirak an tan, kaozeadenn Mike gant e vreur bras ha pa ‘mañ Mike o c’hortoz dirak an ti e Italia) hag abalamour dezho eo n’hallan ket lârat on bet dipitet da vat gant ar film. N’on ket bet plijet bras kennebeut, diaes eo bet din mont-tre er bedig a ginnig Gus Van Sant deomp e film-mañ, daoust din kavout eo heverk eus an temoù ha tudennoù a blij dezhañ diskouez.

Film sevenet gant Gus Van Sant. Stadoù-Unanet Amerika, 1991, 1e41.

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.