Dielloù evit paotred

The Lighthouse

Posted in Filmoù with tags , , , on Gwengolo 13, 2023 by geekezig

Emañ Ephraim ha Thomas o paouez erruout evit ur miz evel gwarded tour-tan, war un enezennig rouez. Kregiñ a ra fall an darempredoù etre an daou baotr. Urzhioù a vez roet d’ar paotr yaouank ha pep tra a zo gwelet evel labour null, forzh petra rafe. Thomas a nac’h lodenniñ al labour ober war-dro ar gouloù ivez, pezh a zo maez al “levr”.
Petra zo c’hoarvezet gant frai kozh Thomas ? Perak ‘ta ne fell ket dezhañ lodenniñ ar c’harg ? Bemdez eo start ar vuhez evito. Pa ne teu ket ar skipailh da gemer o flas goude ur miz e krog Ephraim da goll e spered da vat, da evañ, da gaout disfiz…
Ur film souezhus-kenañ eo The Lighthouse, a felle din gwelet abaoe pell. Ur meskaj etre Jean Epstein ha Lovecraft, gant un neuz pezh-c’hoari… Ankenius eo. Intrañ a ra evel an dour sal, an avel, c’hwezh ar mor, ar yenijenn hag an amzer a seblant difin. Brav eston eo ar skeudennoù gwenn-ha-du, bamus a-walc’h an daou aktour hag o lodennoù “tennadoù” mod Shakespearian. Al labour war ar son a zo bamus ivez. Awenet eo ar c’homzoù gant skridoù Melville met ivez gwir deizlevrioù gwarded tourioù-tan. Skrijus eo. Bamus. Ur film eus ar souezhusañ!

Meetings With Remarkable Men

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 20, 2021 by geekezig

Ur strollad Saozon o weladenniñ ar Somme. Setu penaos e krog teulfilm Meetings With Remarkable Men, gant paotred o klask war-lerc’h roudoù rummadoù paotred all.
A bep eil e vo gwelet ar strollad o pourmen ha tammoù atersadennoù filmet a-dost, diwar-benn temoù a bep seurt (darempredoù gant an tadoù, mammoù, merc’hed…). Santet e vez pegen start eo bet d’ar baotred-se goulenn/kaout sikour da ezteurel ar pezh a jene anezho en o c’hreiz. Ur film personel kenañ eo neuze gant kalz from evito.
Ur film heverk eus bec’h ar baotred a vez desavet gant ar sell eo gourel pas komz, pas gouelañ hag all.
Un teulfilm fromus.

Film savet gant Jerry Hyde & Mai Hua. Frañs ha Rouantelezh Unanet, 2019, 1e05.

Aristotle and Dante Discover the Secrets of the Universe

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 27, 2021 by geekezig

Aristotle ha Dante a zo daou grennard o vevañ e El Paso. E-kerzh an hañv e kinnig Dante da Ari deskiñ dezhañ neuial. Kregiñ a raio un darempred a vignoniezh etre an daou baotr.
Kontet eo ar romant gant sell Ari. Dante a anzav buan da Ari e plij ar baotred dezhañ. Ari en deus poan da gomz gant e dad, ur paotr tavedek ha bet stroñset gant brezel Vietnam. Gouzout a ra ivez en deus ur breur en toullbac’h met den na gomz diwar e benn james. Dante eus du en deus poan gant e identelezh latino.
A bep seurt temoù a zo er romant neuze ha santadoù kreñv a gounnar, a feulster. Me gav eo deskrivet mat Ari en doare m’en deus da vezañ ur paotr a glask kompren tamm-ha-tamm perak en deus santadoù evel-se ha penaos e vez desavet ar baotred dre vras.
Ur romant brav, e meur a geñver.

Romant skrivet gant Benjamin Alire Sáenz. Embannet e ti Simon & Schuster Books for Young Readers, d’an 21 a viz C’hwevrer 2012.

Tickled

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gouere 6, 2020 by geekezig

Un teulfilm iskis eo Tickled. Kregiñ a ra abalamour e oa souezhet ur c’helaouenner eus Zeland-Nevez gant krogadoù “sport” gant paotred o vezañ hilliget er Stadoù-Unanet. En ur glask hiroc’h e resev kemennadennoù drouk, leun a gasoni. Perak ta? Daoust ha traoù kuzh a zo a-dreñv d’ar c’henstrivadegoù-se ? Sed aze pezh a glasko ar c’helaouenner gouzout.
Un enklask dic’hortoz bras eo neuze hag ur film na gomz ket kement-se eus ur “fetich” (buan-ha-buan e vez graet) met kentoc’h diwar-benn un den pinvidik (galloudus neuze) trenket ha sorc’hennet. Souezhus-kenañ!

Teulfilm sevenet gant David Farrier ha Dylan Reeve. Zeland-Nevez, 2016, 1e32. (skignet gant Netflix e Frañs)

My Own Private Idaho

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 3, 2016 by geekezig

private_idahoMy Own Private Idaho a oa an eil film a felle din gwelet goude bezañ bet o welet diskouezadeg Gus Van Sant e miz Even (an hini kentañ a oa To Die For). Mike ha Scott a zo daou vignon o vevañ e Portland, ur vuhez e diavaez ar gevredigezh o deus, o vevañ e skwatoù, o kemer dramm ha gounit arc’hant en ur vezañ gisti. Poan ‘m eus bet o welet ster an istor er penn-kentañ, betek ma klaskfe Mike war-lerc’h e vamm hag e vefe splannoc’h pal Scott : bevañ en un doare mezhus evit e dad, maer Portland, ha diskouez pegent cheñchet eo ur wech tizhet 21 bloaz.
Lodennoù kreñv-tre a zo er film evidon (Mike ha Scott o komz er maez dirak an tan, kaozeadenn Mike gant e vreur bras ha pa ‘mañ Mike o c’hortoz dirak an ti e Italia) hag abalamour dezho eo n’hallan ket lârat on bet dipitet da vat gant ar film. N’on ket bet plijet bras kennebeut, diaes eo bet din mont-tre er bedig a ginnig Gus Van Sant deomp e film-mañ, daoust din kavout eo heverk eus an temoù ha tudennoù a blij dezhañ diskouez.

Film sevenet gant Gus Van Sant. Stadoù-Unanet Amerika, 1991, 1e41.

Deux frères

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Eost 1, 2015 by geekezig

deux-freresFellout a rae din groñs lenn Deux frères peogwir e oan bet plijet kement gant Daytripper. Ar wech-mañ eo diazezet war ur romant bet skrivet gant Milton Hatoum. Heuliet e vez ur familh e Manaus a-hed an XXvet kantved kazi. Daou vreur gevel a zo er familh ha tro-dro dezho e vez holl istorioù ar familh. Memes plac’h a garent pa oant bugel, Yaqub a zo bet kaset da Liban ha chomet eo Omar gant e familh, karet spontus gant e vamm. Pa tistroas Yaqub ne oa ket gwelloc’h an traoù etre an daou vreur. Doareoù disheñvel mat oa dezho o daou. Heuliet e vo ivez, en un doare all, tudennoù an tad hag ar vamm met ivez ar c’hoar ha Domingas hag he mab, bet degemeret er familh ha deuet da vezañ matez (pe sklav).
Brav-tre eo an tresadennoù gwenn-ha-du ha plijus ‘m eus kavet heuliañ istorioù spontus ar familh-se. N’on ket bet kendrec’het marteze gant chabistroù diwezhañ an istor (goude marv Halim, gant an Indian da skouer). Plijus eo da lenn memestra ha fentus un tamm pa ouzer eo bet lakaet e stumm ul levr bannoù-treset gant daou vreur gevel 😉deux_freres_di

Istor gant Fàbio Moon, tresadennoù gant Gabriel Bà. Diazezet war romant Milton Hatoum. Embannet e galleg gant Urban comics (dastumad Urban Graphic), d’an 20 a viz Meurzh 2015.

Entourage

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 29, 2015 by geekezig

entourageNe oan ket bet plijet gant fin Entourage met dedennet e oan gant ar film forzh penaos. Un darempred iskis ‘m eus gant Entourage, merzet ho poa dija. Ma, bet on neuze o welet ar film. Evel-just eo dispennet fin ar stirad er pemp munut kentañ : dispartiet eo Vince ha Ari a zistro da labourat. Ouf.
Ar film a zo tro-dro da “Hyde” film nevez Vince. Pezh zo en deus goulennet seveniñ ar film ouzhpenn ha goulenn a ra arc’hant ouzhpenn evit echuiñ ar film hep diskouez un disoc’h james. Nec’het eo Ari neuze ha rankout a ra displegañ d’ar broduourien petra c’hoarvez.
Heuliet e vo E. hag e istorioù gant Sloan evel-just, Ari o klask merañ e gounnar ha dreist-holl Haley Joel Osment (a oa chomet sac’het en tu bennak?) evel hini “drouk” droch, redneck pinvidik. ‘M eus aon eo marvet skeudenn ar paotrig koant em spered da viken aze. Ma. C’hoarzhet ‘m eus, ur bern kameo a galite a zo, ‘m eus ket kavet hir ma amzer ha dreist-holl ec’h echu an traoù EVEL MA OANT DLEET. E gwirionez ez eo ar c’hlozadur a oa ret d’ar stirad. Neuze ‘m eus ket keuz eus ar film, pell ac’hann (mod all vefe echuet nul) met perak pas bezañ graet ur bloavezh a-bezh tro-dro da “Hyde”? (ha d’an traoù all a c’hoarvez er film) evit echuiñ evel ar film? Na gomprenan ket. Kalz gwelloc’h vefe bet.
Ma, Entourage a zo ur film da welet groñs evit ar re a oa bet betek penn ar stirad. Evit an dud all n’en deus ket kalz a bouez rak ne vez ket displeget kalz tra. L’Chaim, bitches!

Film sevenet gant Doug Ellin. Stadoù-Unanet Amerika, (e sinemaoù Frañs d’ar 24 a viz Even) 2015, 1e46.

Les Invincibles – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , on Ebrel 27, 2015 by geekezig

Les Invincibles-saison2Echuet e oa ar bloaz kentañ gant ur sapre cliffhanger goude «eured» Hassan. Adkregiñ a ra an traoù 1 bloaz war-lerc’h. Den n’eus bet keloù digant Hassan, sañset emañ o veajiñ. Ne ya ket mat-tre ar baotred all en ur c’hortoz. Distreiñ a ra Hassan a kinnig dezho ur «rallye» mont a refont asambles da b/Punta Cana ma teuont a-benn da dizhout ur pal e tri miz. Pep hini a glasko neuze gwellaat e vuhez. Vince paouez gant al louzeier enep diwaskadenn, F-X bezañ amourous en-dro, Mano bevañ eus a-drugarez d’e sonerezh hag Hassan kaout un darempred gant Jeanne, mamm e vab.
Fentus e oa adkavout ar baotred ha kentoc’h plijus eo ar bloavezh-se gant a bep seurt darvoudoù evit pep hini. Istor Vince ‘m eus kavet an dedennusañ, a-bell, ar c’hlozadur a zo plijus ouzhpenn, aon ‘m eus bet e echufe gant «hetero on da vat» ha skoempoc’h eo… Mano ivez ‘zo tremenet dre a bep seurt prantadoù. Cathy a zo bet gwelet o vont kalz war-raok ivez, daoust din kavout aze e oa un tamm grosoc’h ar fin, met fentus eo avat hag evel-se e torre un tamm ar santad happy ending evit an holl. Istor tad F-X en deus seblantet din just un abeg «dial» war ar bloaz tremen met bon…
Un tamm hegaset on bet gant ar prantadoù «atersadennoù» diwar-benn ar rallye, n’am eus ket komprenet ar pal anezho ha bepred ‘m eus kavet ‘oa a re ar prantadoù bannoù-treset. Ur prantad plijus ‘m eus tremenet memestra anzav a ran. Ne gav ket din e vo un trede bloavezh avat (ha n’eus ket ezhomm dre ret me gav).

Stirad krouet gant François Létourneau ha Jean-François Rivard. 8 rann 45 munut, Frañs, bet skignet e miz C’hwevrer 2011 war Arte.

Des pas dans la neige : Aventures au Pakistan

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 24, 2015 by geekezig

erik-l-homme-des-pas-dans-la-neigePa oan krennardez en doa plijet din kalz Le livre des étoiles. N’am eus ket lennet levrioù all skrivet gant Erik L’Homme abaoe met an den a blij din, diabeg resis, ha fellout a ra din lenn e romantoù all un deiz bennak. Profet eo bet din Des pas dans la neige da vare an Utopiales, p’eo deuet da sinañ levrioù :3
N’eo ket kement-se ur romant ar wech-mañ met kentoc’h un dezrevell beaj. Ar veaj en deus graet Erik gant e vreur Yannik hag o mignon Jordi betek an Hindou Kouch, ul lodenn meneziek eus Pakistan (tost eus Afghanistan). Tud yaouank e oant, aet da glask war-lerc’h ar barmanou, un den gwez a vez gwelet el lec’hioù-se. Ur bern mojennoù a zo c’hoazh er c’horn-bro (boudiged, euzhviled) met sur e oant e oa ar barmanou d’ul live all. Gant chabistroù lodennet e pennadoù berr-berr e kont deomp Erik an dud o deus graet anaoudegezh gante, doareoù ar vro (ar re blijus hag ar re zisplijus), degemer an dud, ar prantadoù aon, ar c’hudennoù melestradurel, an amzer o tremen, ar baotred o skuizhañ abalamour d’an diouer a voued, a gousk…
Prantadoù start-tre o deus bevet met ur sapre avantur ivez hag anat eo eo bet dibar ar veaj-se evit stummañ anezho. Paotred yaouank ne ouient ket re da belec’h mont na petra ober.
Un tamm poan ‘m eus bet gant al lusk er penn-kentañ, un tamm buan e kaven e oa kontet an traoù, met embannet eo bet evit ar vugale memestra! Ur wech boaziet on bet tapet penn-da-benn. Reiñ a ra c’hoant da veajiñ. Un tamm domaj e kavan e vefe bet moullet gant skeudennoù gwenn-ha-du rak meur a wech e vez deskrivet al livioù er skrid ha ne vezont ket gwelet er skeudennoù.
Un embannadur un tamm cheuc’hoc’h a vefe bet mat evit seurt dezrevell beaj d’am soñj.

Dezrevell-beaj bet skrivet gant Erik L’Homme. Embannet gant Gallimard Jeunesse en dastumad Scripto d’an 11 a viz C’hwevrer 2010.

La Sélection – Histoires secrètes

Posted in Levrioù with tags , , , on Here 21, 2014 by geekezig

la_selection_hs1Un tamm feuket on bet o welet al levr-mañ peogwir e oan bet o prenañ danevell Le prince e stumm niverel… Marteze ne oa ket bet gwerzhet a-walc’h er stumm-se? Piv ‘oar…
El levr ez eus neuze daou chabistr ouzhpenn d’an danevell-se, danevell Le garde hag a bep seurt “bonusoù”. N’eus ket kalz a draoù ouzhpenn eus tu Maxon. Le garde a ginnig evel just kaout sav-poent Aspen. Anzav a ran ne blij ket an dudenn-se din ha n’on ket deuet a-benn da grediñ er santadoù kontet gantañ sañset.
Lennet ‘m eus al levr a-raok bezañ lennet L’élue met ne oa kudenn ebet. Moarvat e oa deuet er-maez etre daou levr er Stadoù-Unanet.
An traoù ouzhpenn ‘m eus kavet plijus avat : ur pennad-kaoz gant ar skrivagnerez, traoù diwar-benn familhoù an harozed, ar sistem kastoù ha div playlist (am eus klasket kinnig dre Grooveshark met d’am soñj int diglok, me gave din bezañ notennet ar pezh a vanke met ne gavan roud ebet…): La sélection 1  ha La sélection 2.
Peadra da c’houzout hiroc’h diwar-benn Kiera Cass ha da splujañ e aergelc’h al levr. An tamm-se en deus plijet din!

Danevelloù gant Kiera Cass, embannet e galleg gant Robert Laffont en dastumad R, d’ar 15 a viz Mae 2014.