Daytripper

An deiz all em eus merzet golo Daytripper e gwerenn ar stal levrioù bannoù treset. Brav ‘m eus e gavet, kevrinus. E gwirionez em boa bet tro da welet anezhañ el levraoueg hep merzout anezhañ ha da lenn pennadoù meulus-tre hep derc’hel soñj…
Daytripper a zo iskis un tamm. Heuliet e vez Brás, ur brazilian o vevo e São Paolo. Gwelet e vo da vareoù disheñvel eus e “vuhez”. Lakaat a ran klochedigoù rak pep chabistr a echu gant e varv.
Penaos e c’hallfe treiñ an traoù, levezon hon dibaboù ha zo neuze kalon an istor. Familh, karantez, mignoniezh, hunvreoù ivez.
Fromus ken-ken eo. Ur spont zoken.
Un doare comics un tamm ‘zo d’an tresadennoù met prop ha sklaer eo bepred.
Poan ‘m eus o tisplegañ met ur bennoberenn eo Daytripper e pep keñver. Pep hini a vo fromet gant traoù disheñvel moarvat, hervez e oad, e istor… Met traoùigoù simpl ha pouezus ar vuhez a zo e-barzh. N’eus netra ouzhpenn, netra dreistordinal ha setu ivez penaos e c’hall pep hini bezañ tizhet.
Lennit Daytripper ha setu tout.

Advertisements

Ur respont to “Daytripper”

  1. […] a rae din groñs lenn Deux frères peogwir e oan bet plijet kement gant Daytripper. Ar wech-mañ eo diazezet war ur romant bet skrivet gant Milton Hatoum. Heuliet e vez ur familh e […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: