To Die For

todieforE kerzh diskouezadeg Gus Van Sant e gwarez-filmoù Frañs em eus merzet n’em boa ket gwelet kement-se a filmoù savet gantañ. Unan a fell din groñs gwelet a zo My Own Private Idaho hag egile, a zo bet kuzuliet din da c’houde, a oa To Die For. Divizet ‘m eus kregiñ gant hemañ.
Suzanne Stone a zo ur plac’h sur outi a fell dezhi groñs dont da vezañ brudet er skinwel. O vevañ emañ en ur gêriadennig amerikan keitat, hep netra ispisial. Goude hec’h eured gant mab perc’henn ur preti italian e klasko kousto pe gousto kaout labour er chadenn skinwel lec’hel. Goude-se e klasko sevel un teulfilm diwar-benn krennarded ar gêriadenn ha tamm-ha-tamm e savo he raktres…
Savet eo To Die For evel ma vefe un teulfilm. Atersadennoù Suzanne, c’hoar he gwaz, daou grennard a vo neuze, mesket gant prantadoù a ziskouez splann an darvoudoù. Un doare fentus hag efedus da gontañ an istor, e metoù ar skinwel neuze. N’eo ket gwall vrav poltred Suzanne hag ar pezh a c’hall unan bennak ober evit kaout brud ha dont a-benn e bed ar skinwel. Evidon-me eo savetaet ar film (ouzhpenn 20 vloaz bremañ) gant an dibab dezrevellañ meneget a-us ha gant an aktourien (na fentus gwelet Joaqin Phoenix ha Casey Affleck ken yaouank e roloù krennarded droch ouzhpenn), Nicole Kidman da gentañ (ur golden globe ‘zo aet ganti e 1996 evit ar perzh-se), evel-just hag ivez marteze gant an neuz hag an aergelc’h, a lak da soñjal un tamm e Edward Scissorhands (moarvat abalamour da sonerezh Danny Elfman, met d’an dibab livioù flamm ivez). Ul lodenn dedennus eus ar film ivez, hag a zo start un tamm koulskoude, a zo an doare ma implij Suzanne krennarded evit mont betek penn he raktres, ar pezh a lak anezhi da seblantout drouk en un doare izel peogwir e oar mat int gwan en un doare bennak, ar pezh a zo e gwirionez danvez orin romant Joyce Maynard, awenet gant un istor bet c’hoarvezet er Stadoù-Unanet.
Ma, peadra zo da gontañ neuze met spi ‘m eus e vin souezhet gwelloc’h gant an eil film!

Film sevenet gant Gus Van Sant (diazezet war romant Joyce Maynard). Stadoù-Unanet Amerika, 1995, 1e46.

Ur respont to “To Die For”

  1. […] din gwelet goude bezañ bet o welet diskouezadeg Gus Van Sant e miz Even (an hini kentañ a oa To Die For). Mike ha Scott a zo daou vignon o vevañ e Portland, ur vuhez e diavaez ar gevredigezh o deus, o […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.