Dielloù evit Europa

La Bombe

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Ebrel 24, 2023 by geekezig

Ur pikol levr eo La Bombe. Kazi ur miz on bet o lenn, a dammoù, ken stank m’eo.
Istor ar vombezenn atomek eo. Ar raktresoù e pep bro (URSS, Alamagn, SUA), ar skiantourien o labourat war ar raktresoù, ar sekred, an arc’hant dispignet evit ar raktres, ar skiantourien oc’h enebiñ ouzh an arme, marc’hata ar plutonium (ha trevadenniñ broioù evit kaout an danvez), spierezh, arnodoù efedoù ar plutonium war paourkaezh tud gloazet…
Leun a ditouroù eo al levr, kazi re a-wechoù, mont a ra buan red an darvoudoù koulskoude ha start eo heuliañ pep tra ken buan e tremener deus ul lec’h d’egile da skouer. Ur bern traoù ‘m eus desket ha sebezus e chom ken pell war-lerc’h al labour skiantel ramzel, an dispac’h a fed gouiziegezh evit krouiñ gwashañ arm a zo.
N’eus tudenn dispar ebet, zoken ar skiantourien a glask lakaat da gompren ne vo ket dav implij ar vombezenn e gwirionez o deus tuioù fall, n’eo ket kuzhet kennebeut tu broadelour ar Japaniz, na netra.
Gwenn-ha-du ha sirius-tre eo an tresadennoù, un dibab displeget e fin al levr hag a gomprenan a-walc’h met a c’hallo d’am soñj bezañ startoc’h c’hoazh evit lenn.
Fromus-spontus ‘m eus kavet ar chabistr fin peogwir en deus lakaet da vev en-dro eñvorennoù mirdi ar peoc’h e Hiroshima, pezh a seblant din yac’h e fin ar gont. Dedennus-tre ‘m eus kavet lenn penaos e oa ganet ar raktres-se ha dibab ar skipailh kontañ kentoc’h penaos eo bet ganet ar vombezenn nukleel (ez skiantel, ez politikel) ha ket kement-se an efedoù da c’houde, a zo bet studiet muioc’h. Un dibab souezhus ha “yen” marteze met dedennus hag a lak ivez ar gaoz diwar-benn lodennoù eus an eil brezel bed a oa dianav din (moc’hatadur an “dour pounner” e Norge hag ar vag US Navy McVay). Ur raktres levr bannoù-treset ramzel neuze, savet gant doujañs hag en un doare speredek d’am meno.

Istor gant Alcante & LF Bollée, tresadennoù gant Denis Rodier. Embannet gant Glénat d’ar 4 a viz Meurzh 2020.

Not Tonight

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , on Meurzh 20, 2023 by geekezig

Ur c’hoari diorroet gant PanicBarn hag embannet gant No More Robots eo Not Tonight. Deuet ‘oa er gouloù d’ar 17 a viz Eost 2018 war PC. Kavet e vez ivez war Switch.
C’hoari am eus d’ar stumm Switch.
Heñvel eo ar c’hoari ouzh Papers, Please. E 2018 e bro Saoz emañ Albion kentañ e penn ar vro, ur politikerezh start-kenañ a zo a-enep da forzh peseurt annezad en defe un hendad bennak bet ganet e lec’h all. Ar g/c’heodad-ez 112 omp, gant un hendad bennak eus ur vro european all. Dav bevañ en ur savadur miret evit an dud all eveldomp, en ur c’hortoz bezañ skarzhet kuit…
Labourat a reomp e servijoù surentez toulloù-noz. Da gentañ eo ret sellet ouzh oad an dud hepken (arabat laoskel minored da vont barzh), goude-se e vo tikidi, listennadoù tud pedet, VIP gant gerioù kuzh o tremen dirak an holl, tud resis n’hallfont ket dont e-barzh (eus broioù resis), ur skanner evit sellet ma n’eus ket kontilli gant an dud, paperoù faos, ur visa evit mont-tre pe c’hoazh ur c’hementad arc’hant pe «skor sokial» evit gallout mont ‘barzh. Tamm-ha-tamm ec’h erru an elfennoù-se evit bezañ luzietoc’h luzietañ, pezh a zo mat. En tu hont d’al labour e vo ivez da verañ ar yec’hed (skuizhder, naon, yenijenn) hag ar fakturennoù da baeañ. Is-tudennoù a vo gwelet reoliek ivez hag ur strollad emsaverien da sikour, gant traoùigoù da gas da benn. N’eo ket displijus Not Tonight peogwir e ra gant elfennoù diazez Papers, Please. Met re hir eo ha re heñvel an nozvezhioù, goude ur mare ne oa ket kalz plijadur ken, just «dav din mont da labourat aze evit kaout an objed evit mont war-raok». Start ‘m eus kavet ivez al lodenn «n’eo ket memes skeudenn war ar paperoù!» gant tudennoù e pixel art diouzh an noz, ur plac’h gant blev melen a zo ur plac’h gant blev melen, seurt elfenn zo start da gemer e kont gant un design evel-se. Ne oa ket bepred aes mont ha dont gant ar Switch ivez, meur a wech ‘m eus nac’het tud e plas laoskel anezho da vont barzh pe kollet amzer o tigeriñ en-dro ar «renkell» labour pe er ger etre ar gartenn, an arloadoù pellgomz hag all. Moarvat e oa plijusoc’h c’hoari war PC. C’hwitet ‘m eus war traoù fentus zo eus ar c’hoari moarvat (is-tudennoù da laoskel da vont e-barzh hag all) met start oa kompren e gwirionez peseurt efed o defe (un efed o deus) ha n’on ket sur e vefen prest da c’hoari en-dro evel am boa graet gant Papers, Please evit klask an holl «hentoù» posupl.
En tu-hont da se, an istor a zo groz un tamm memestra met ar sonerezhioù hag aergelc’hioù disheñvel hervez al lec’hioù labour a oa plijus. Ur bern mennozhioù mat a zo er c’hoari met n’eo ket dre ret kempouezet mat evit reiñ plijadur war hir dermen.

C’hoari diorroet gant PanicBarn. Embannet gant No More Robots. Da c”hoari war Windows (17 a viz Eost 2018) ha Nintendo Switch (31 a viz Genver 2020).

La Folle Histoire de Max et Léon

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 18, 2022 by geekezig

La Folle Histoire de Max et Léon a oa bet brudet evel ar film sinema kentañ graet gant youtuberien (reoù ar Palmashow, boaz neuze da filmoù faltazi berr ha fentus).
Daou vignon gwisket evel izili eus ar gestapo a erru en un davarn e 1943. Goulennet e vez displegadennoù diganto. Kregiñ a raio neuze ur sapre istor leun a avanturioù e Frañs hag e lec’h all.
Ur film fentus eo La Folle Histoire de Max et Léon, ur film avantur gant daou haroz “droch” (boustoc’h, divarrek…) a zeu a-benn da douellañ an holl, ken droch int. Plijus ha dudius eo, gant ur bern cameo a bep seurt. Ur film a galite, gwelloc’h eget un darn eus ar pezh a vez arc’hantaouet gant ar sinema gall.

Film sevenet gant Jonathan Barré. Frañs & Belgia, 2016, 1e38.

Adults in the Room

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Eost 22, 2022 by geekezig

adultsintheroomAdults in the Room a ginnig heuliañ Yánis Varoufákis, ministr an ekonomiezh gresian pa ranke marc’hata gant unvaniezh Europa diwar-benn an dle gresian.
Emvodoù, komzoù dre guzh hag ar c’hontrol-mik dirak ar gelaouennerien, ur gwir troiad a ra Yánis evit klask kendrec’hiñ ar broioù all e vefe ret lezel tro da vro C’hres (ha dreist-holl d’ar C’hresianed) da vevañ dereat en ur restaol an dle.
Un tamm hir ha hegasus e gwirionez eo itrikoù ar politikerien, ha souezhus-tre eo ar fin, re drumm evidon, goude ur prantad “arzel” disheñvel a-grenn eus ton peurrest ar film. Bamet a-walc’h on bet gant an aktour Chrístos Loúlis met jenet on bet gant ar film, dreist-holl abalamour d’ar fin, rak mod all e oa dedennus ha lusket mat peogwir e klote gant pezh a gave Yánis torr-penn e doareoù d’ober Unvaniezh Europa. Souezhus.

Film sevenet Costa-Gavras. Frañs ha bro C’hres, 2019, 2e04.

1917

Posted in Filmoù with tags , , , on Kerzu 2, 2021 by geekezig

Dedennet e oan gant 1917 peogwir e oa sañset da vezañ un dalenn hepken ha peogwir e plij labour an aktour George MacKay din.
Daou soudard a rank treuziñ an dachenn vrezel a-raok an noz evit mirout ouzh un urzh da lazhañ 1600 soudard. Ur c’harg spontus ha kazi dibosupl d’ober.
Bamus eo lodenn gentañ ar film. D’ur mare zo avat ez eus un troc’h splann ha warlerc’h ur cheñchamant aergelc’h trumm. Distabilaet on bet penn-da-benn gant an dibab-se, evel m’eo distabilaet an dudenn (a oa badaouet). Ma, n’eo ket ur gwall afer. Fin ar film a zo ken bamus all pe dost (ar skeudennoù brudetañ a zo tennet kentoc’h eus al lodennoù-se), domaj eo ec’h echufe dre ret war un dra un tamm pounner padal e oa fromus dija e kavfe Will breur Tom war an dachenn.
Ur film sebezus eo daoust d’an traoùigoù-se, o pismigañ emaon penn-da-benn. Ur blaz kontadenn a zo d’an hollad, ur film brezel disheñvel-mat eus pezh a vez gwelet da gustum.

Film sevenet gant Sam Mendes. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e59.

Spider-Man : Far From Home

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Du 19, 2021 by geekezig

Plijet e oan bet gant Spider-Man : Homecoming am boa kavet dudius ha fentus. Spider-Man : Far From Home a dremen e kerzh beaj Peter hag e glasad en Europa, un doare “Eurotrip” e Venezia, Praha, Berlin, Londrez (meneget e vez ivez Pariz kant gwech met n’eus netra o tremen e Pariz). E-kerzh ar veaj e ranko Peter sikour Nick Fury evel Spider-Man pezh na felle ket dezhañ ober peogwir e felle dezhañ profitañ eus e veaj evel ur c’hrennard 16 vloaz.
N’eo ket displijus ar film met “RE” : re bounner pouez Tony Stark, re bounner ar fent, un tamm null istor an den drouk… Marteze n’eus ket trawalc’h a Aunt May? N’ouzon ket met n’on ket bet kendrec’het tamm ebet gant an eil film-mañ. Domaj!

Film sevenet gant Jon Watts. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e09.

Proxima

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 23, 2021 by geekezig

E tachenn pleustriñ Köln emañ Sarah, egoraerez, o pleustriñ. Nebeud a verc’hed a zo e-touez he skipailh. Pa rank mont en egor e vo ret dezhi laoskel he merc’h Stella, eizh vloaz, gant he zad. Un degouezh boaz evit an tadoù met kalz nebeutoc’h evit ur vamm…
Ur film dedennus-kenañ e meur a geñver eo Proxima : evit an doare da brientiñ da vont en egor evel-just (gwirheñvel-kenañ war a seblant) met ivez plas ur plac’h en ur bed paotred, sell ar gevredigezh war ur vamm a zibab mont betek penn he labour hag he hunvreoù hag ivez un doare skañvoc’h plas ar yezhoù en un darempred (merc’h an harozez o komz en Alamaneg ganti p’eo fachet da skouer). Ur film brav-tre ha pouezus.

Film sevenet gant Alice Winocour. Frañs, 2019, 1e47.

The Happy Prince

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , , , on Gwengolo 4, 2021 by geekezig

thehappyprinceAliet e oa bet The Happy Prince din gant ur mignon. Dedennet a-walc’h e oan e gwirionez gant ar film-mañ a gont fin buhez Oscar Wilde, goude e vefe bet en “toull-bac’h” e-pad 2 vloaz, e 1897.
Savet en un doare iskis-tre eo ar film avat, ur meskaj hunvreoù, selloù a-gil, prantadoù heñvel ouzh c’hoariva… ur meskaj am eus kavet skuizhus-kenañ pa ne oa ket droch.
Poanius eo bet din sellet ouzh The Happy Prince kazi, rak e gwirionez ne welen ket ar pal, mankout a ra dibaboù sklaer me gav, ur steuñvenn pe ur bersonelezh. Domaj eo.

Film sevenet gant Rupert Everett. Alamagn, Belgia, Italia ha Rouantelezh-Unanet, 2018, 1e45.

HHhH

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Mae 27, 2021 by geekezig

Jason Clarke/HEYDRICH

N’am eus ket bet tro da lenn romant Laurent Binet setu n’anavezen ket kalz tra diwar-benn HHhH. Ur film gall eo ha koulskoude e kaoze an holl saozneg siwazh.
Lodenn gentañ ar film a ziskouez penaos eo erruet Reinhard Heydrich d’e bost, levezonet gant e wreg. An eil lodenn a ziskouez ar rezistañs tchek o prientiñ e vuntr pe oa bet kaset da bPraha evel gwarnour.
Dedennus ‘m eus kavet eil lodenn ar film, desket am eus kalzik traoù. Ar strollad aktourien a blij din a-walc’h met mankout a ra un dra bennak d’ar film d’am meno, un nerzh pe ur c’hemenn bennak. Dipitus un tamm.

Film sevenet gant Cédric Jimenez. Frañs, 2017, 2e.

La vampire de Barcelone

Posted in Degemer with tags , , , , , on Mae 8, 2021 by geekezig

lavampiredebarceloneKlevet am boa meur a genseurtez o komz diwar-benn al levr bannoù-treset-mañ. An istor a oa dianav din penn-da-benn ha seblantout a rae kaset mat.
La vampire de Barcelone a gont istor ur plac’h a skrape bugale e Barselona e 1912. Iskis-kenañ eo bet an doare da enklask eus perzh ar polis. Ar plac’h a skrape bugale hag a lazhe anezho evit ober koavenoù a werzhe da dud pinvidik ha galloudus, abalamour da se ne vefe ket bet kaset da benn an enklask. Ma. Un istor souezhus ha kevrinus eta!
Un tamm dipitet on bet gant an doare da gontañ an istor, re vuan ez a an traoù  ha ne vez ket komprenet mat red an darvoudoù na netra. An tresadennoù a zo klasel ha plijus a-walc’h memestra ha klokaet eo al levr gant kalzik skeudennoù, pennadoù a bep seurt evit displegañ un tamm petra eo an istor diazez, penaos o deus labouret an arzourien hag all.vampirebarcelone

Istor gant Miguel Angel Parra hag Ivan Ledesma, tresadennoù gant Jandro Gonzalez. Embannet e galleg gant Les éditions du Long Bec d’an 22 a viz Mae 2019.