Dielloù evit karantez

Ce sera moi

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 22, 2024 by geekezig

Skye a zo 16 vloaz. Un Amerikanez a-orin korean eo. Plijout a ra ar c’hK-pop dezhi, kanañ ha dañsal. E Los Angeles emañ o chom hag un degouezh a-feson a zo : un abadenn eus Korea ar Su evit kavout “talantoù” nevez e diavaez ar vro a vo er Stadoù-Unanet. Sur eo he deus barregezhioù. Pezh a zo eo tev Skye. He mamm a zo kriz ganti ha bed ar skinwel a vo ivez.
Ur romant koant-kenañ eo Ce sera moi. Dezrevellet eo gant kalz a fent, gant elfennoù dispar evit ur gomedienn romantel. Estreget-se eo evel-just, peogwir e lak ar gaoz ivez war darempredoù etre mamm ha merc’h, skeudenn an dud tev, pouez ar gevredigezh, diforc’hioù sevenadur, ar rouedadoù sokial…
Mesket eo mat an holl elfennoù-se hag un dudi a galite uhel eo Ce sera moi. Ur blijadur e pep keñver !

Star Daughter

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 12, 2024 by geekezig

Brav eston e kaven golo Star Daughter. Ur romant “own voices” e oa, hag ur romant Young Adult faltazi mesket gant sevenadur Indez a seblant ral!
Sheetal a zo merc’h un den hag ur steredenn. He mamm he deus dilezet anezho avat setu ne oar ket kalz a dra diwar-benn lodenn-se hec’h identelezh estreget e rank livañ he blev bepred evit ma chomfe kuzh he blev griz arc’hantet.
Un deiz bennak e gloaz he zad gant he galloudoù steredenn hag evit e sikour he deus ezhomm gwad ur steredenn.
Mont a ra neuze da welet familh he mamm, met pezh ne oar ket eo e vo implijet gant he zud-kozh evit kemer perzh en ur genstrivadeg evit ren war rouantelezh ar stered. Gwelet e vo fall gant ar berzhidi all, ret e vo dezhi deskiñ ur bern traoù buan-kenañ, doareoù da vezañ ha me oar me, ha souezhet fall e vo ouzhpenn gant he familh. Ne vo ket aes!
Ur romant plijus eo Star Daughter, brav eo ar bed kinniget hag ijinet, skeudennoù brav-tre a zeu e spered al lenner-ez.

Sound of Metal

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 22, 2024 by geekezig

Lou ha Ruben a vev en o c’harr, war an hentoù da son e abadennoù a bep seurt gant o strollad Blackgammon.
Kregiñ a ra Ruben da goll ar c’hleved e-kerzh an droiad, ha buan. Krediñ a ra e c’hallo kenderc’hel da son met Lou a glask kavout sikour dezhañ. Degemeret eo Ruben en ur gumuniezh tud vouzar, kalzik anezho o deus ivez kudennoù sujidigezh (d’an alkool, d’an dramm…) evel Ruben. Pell eus Lou hag e vuhez e vo dav dezhañ boaziañ d’ur vuhez nevez, degemer e vo bouzar, deskiñ ur bern traoù, cheñch e sell war ar bed.
Kregiñ a ra ar film o tisplegañ eo istitlet ar film evit an dud vouzar ha pounner-glev. Gwir eo eo ral gwelet er sinema filmoù istitlet dre ziouer. Ul labour ramzel a zo bet graet war ar son, evit klevet (evit ar re a c’hall) an diforc’h etre pezh a glev “ar bed” ha pezh a glev Ruben, tamm-ha-tamm. Lodennoù fromusañ ar film evidon a zo liammet gant ar sonioù-se hag ar santad digenvez bras a c’hall Ruben kaout, kollet pa n’hall ket eskemm gant ar re vouzar pe kollet e kreiz trouzioù ar bed… Dedennus-kenañ eo emdroadur Ruben ha sell ar gumuniezh e lec’h ma vev : evito n’eo ket bezañ bouzar un namm da vezañ pareet. Met dav e vo da Ruben deskiñ an dra-se drezañ e-unan…
Riz Ahmed a zo un aktour a blij kalz din abaoe pell ha dispar eo e labour er film, a ziskouez splann ar c’hounnar, an dristidigezh hag holl fromoù Ruben.
Ur film dedennus ha brav.

The Addams Family

Posted in Filmoù with tags , , on Genver 3, 2024 by geekezig

Brud etre a oa gant ar film bevaat nevez The Addams Family. Fellout a rae din gwelet ar film memestra.
An dibaboù design ha bevaat n’o deus ket plijet din kalz met lakaomp. An istor a zo ur meskaj etre Edward Scissorhands ha filmoù all a gomz diwar-benn kumuniezhioù “holl heñvel” en un doare kalz soutiloc’h eget ar film-mañ. Lodenn fentus a zo evel-just met hir ‘m eus kavet am amzer alies ha n’on ket bet dedennet kement-se gant pezh a c’hoarveze d’an tudennoù. Domaj eo rak gallet en defe bezañ dispar!

Promising Young Woman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Genver 1, 2024 by geekezig

Kazi 30 vloaz eo Cassie. Labourat a ra hep kalz entan en ur c’hafedi. Bevañ a ra c’hoazh e ti he zud.
Ur wech ar sizhun e ya d’un toull-noz bennak hag e ra van bezañ mezv-dall. Bep sizhun ez eus ur paotr a glask “sikour” anezhi ha profitañ outi dreist-holl…
Cassie a oa barrek er skol-veur medisinerezh. Betek na c’hoarvezfe un darvoud spontus : he mignonez Nina a voe gwallet gant ur strollad studierien. Ne c’hoarvezas netra met dibosupl e oa d’an div blac’h kenderc’hel gant o studioù.
Buhez Cassie abaoe marv Nina a zo klask dial neuze.
Ur film dial eo Promising Young Woman. Un neuz “Instagram” a zo gant kalz lodennoù/skeudennoù, sonerezh pop e-leizh, un aergelc’h deuet brav. Kalz prantadoù diaes a zo avat, kalz tudennoù a ra dibaboù dipitus ha koulskoude gwirheñvel-tre. Start eo da zegemer evel-just, pegen boutin eo doareoù an dud da “respont”.
Carey Mulligan a zo bamus a-walc’h e perzh Cassie, diseblant dirak pep tra pe dost, mouchet pep tra, nerzh he buhez kaset davet an dial. N’eo ket ur film plijus neuze, lakaat a raio diaes ur bern tud. Ha souezhus a-walc’h eo fin ar film, en deus lakaet ac’hanon da soñjal “n’eo ket posupl” ha goude-se e oa ar film ur gomedienn zu a-benn ar fin. Petra ‘oa pal gwirion ar film? Start gouzout. Un doare efedus a-walc’h da lakaat ar gaoz war penaos e vez an dud dirak darvoudoù “yaouankiz”.

La saveur du printemps

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Kerzu 26, 2023 by geekezig

Abaoe pell e felle din lenn La saveur du printemps. Plijet bras e oan gant ar golo hag aliet e oa bet gant kalzik tud.
Ur c’hrennard e fin e studioù lise eo Ari. Sikour a ra kalz e dud, perc’henn war un ti vara war vord ar mor. Fellout a rafe d’ar paotr yaouank mont kuit da studial er gêr vras, met start eo an traoù evit e familh e-keñver arc’hant. Ur strollad sonerezh en deus gant e vignoned hag an hunvre kenlojañ ganto ‘benn bloaz. Krediñ a ra e tiskoulmo e gudennoù ma kav un deskard pe un implijad nevez da gemer e blas en ti-vara. Hector an hini eo met ne vo ket ken simpl an traoù!
Plijus eo aergelc’h La saveur du printemps gant an dibab bikromiezh glas da skouer. Plijout a ra kalz din stil tresadennoù Savanna Ganucheau. N’a ket don-tre an traoù en istor a-benn ar fin, pe en tudennoù met koantik eo, ur blijadur da lenn dindan an heol !

Luminous Blue 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Here 29, 2023 by geekezig

Kô a zo nevez erru en ul lise nevez. Entanet eo rak el lise-se ez eus ur c’hlub skeudenniñ brudet. Sot eo ar grennardez gant tapout skeudennoù, pezh na sikour ket anezhi devezh an distro-skol. Gwelet eo fall gant he c’helennerez diouzhtu. Keloù fall ouzhpenn : n’eus ket eus ar c’hlub skeudenniñ ken.
Div blac’h eus he c’hlasad a zeu da vezañ mignonez ganti avat ha kregiñ a ra da skeudenniñ anezho. Skeudennoù brav a dapo ha diskouez a raio anezho da bresidantez-bet ar c’hlub skeudenniñ. C’hoant o deus da gemer perzh en ur genstrivadeg vroadel ha marteze e c’hallo ar c’hlub kregiñ en-dro.
Ur manga “yuri” eo Luminous Blue : ur manga gant istorioù karantez etre merc’hed. Buan a-walc’h en deus seblantet din kaout fan service evit netra met ne oa ket re spontus hag ar pep splannañ a oa : tudenn paotr ebet. An holl dudennoù a zo merc’hed estreget marteze un den pe zaou a-dreñv na gomzont ket. Souezhus ! N’on ket sur da belec’h ez a an istor na bezañ dedennet bras e gwirionez avat.

Miss

Posted in Filmoù with tags , , , , on Eost 17, 2023 by geekezig

Da nav vloaz e anzav Alex e hunvre : fellout a ra dezhañ bezañ Miss France. Goapaet gant e gamaladed hag emzivad da c’houde e tisoñj an hunvre-se. Da 24 vloaz e labour en ur sal boks, met pilpaotr eo da vat. Goude bezañ bet gwelet en-dro ur c’hamalad skol a zo deuet da vezañ ur c’hampion boks e fell dezhañ klask en-dro.
Sikouret gant e “familh” (kenlojerien a bep seurt) e teu tamm-ha-tamm a-benn da gaout fiziañs hag e teu a-benn da gemer perzh er genstrivadeg met n’eo ket aes ar gevezerezh etre ar merc’hed!
Ur gomedienn “misfits” da vat eo Miss, gant tudennoù a-gostez, c’hwitet un tamm o buhez, dilezet gant ar gevredigezh, unanet davet ur pal resis. Pozitivel-tre ha koant, peadra da gaout dudi jentil.

Autre

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 14, 2023 by geekezig

Un dastumad testenioù berr eo Autre. Poltredoù simpl tud a vev e stumm-pe-stumm en un doare disheñvel eus normoù ar gevredigezh. Traoù a liveoù disheñvel mat met n’eus ket ezhomm d’ober ur renkadur : tud o deus divizet paouez da gomz gant o familh, tud lieskarantez, treuzjener, aotek, anreviad…
Berr-berr eo an istorioù, un doare da gaout un tañva evit tud a n’int ket boaz da glevout seurt traoù? Pe neuze testenioù evit tud o deus ezhomm da c’houzout ez eus tud all evelto? Lennet e vez buan ha gant plijadur d’am meno hep na vefe fromus pe un dispac’h bras.

Play

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Eost 12, 2023 by geekezig

E 1993 e resev Max ur c’hamera da Nedeleg. 13 vloaz eo. Adalek ar mare-se e krog da filmañ bepred : e familh, e vignoned, er skolaj, darvoudoù bihan ha bras. Jeu gant e c’hoar, e darempred gant e vamm, e strollad mignoned o kreskiñ/digreskiñ, ar baotred o klask mont e toulloù-noz, o soñjal en o darempredoù kentañ gant merc’hed, er studioù, er beajoù, el labour, er vuhez familh… 25 vloaz a zo diellet e filmoù Max. Heuliet e vo anezhañ hag an dud kar dezhañ a-hed ar bloavezhioù-se.
Ur film fromus evit bugale ar bloavezhioù 80, leun a hiraezh. Ur gomedienn romantel hag ur film mignoned war memes tro, filmet evel ur c’hozh film vakañsoù ha koulskoude e c’hoarvez un dra bennak, kreñv.
Ur souezhadenn a-feson ha plijus er sinema gall, gwirheñvel ha simpl.