Dielloù evit sonerezh

Sound of Metal

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 22, 2024 by geekezig

Lou ha Ruben a vev en o c’harr, war an hentoù da son e abadennoù a bep seurt gant o strollad Blackgammon.
Kregiñ a ra Ruben da goll ar c’hleved e-kerzh an droiad, ha buan. Krediñ a ra e c’hallo kenderc’hel da son met Lou a glask kavout sikour dezhañ. Degemeret eo Ruben en ur gumuniezh tud vouzar, kalzik anezho o deus ivez kudennoù sujidigezh (d’an alkool, d’an dramm…) evel Ruben. Pell eus Lou hag e vuhez e vo dav dezhañ boaziañ d’ur vuhez nevez, degemer e vo bouzar, deskiñ ur bern traoù, cheñch e sell war ar bed.
Kregiñ a ra ar film o tisplegañ eo istitlet ar film evit an dud vouzar ha pounner-glev. Gwir eo eo ral gwelet er sinema filmoù istitlet dre ziouer. Ul labour ramzel a zo bet graet war ar son, evit klevet (evit ar re a c’hall) an diforc’h etre pezh a glev “ar bed” ha pezh a glev Ruben, tamm-ha-tamm. Lodennoù fromusañ ar film evidon a zo liammet gant ar sonioù-se hag ar santad digenvez bras a c’hall Ruben kaout, kollet pa n’hall ket eskemm gant ar re vouzar pe kollet e kreiz trouzioù ar bed… Dedennus-kenañ eo emdroadur Ruben ha sell ar gumuniezh e lec’h ma vev : evito n’eo ket bezañ bouzar un namm da vezañ pareet. Met dav e vo da Ruben deskiñ an dra-se drezañ e-unan…
Riz Ahmed a zo un aktour a blij kalz din abaoe pell ha dispar eo e labour er film, a ziskouez splann ar c’hounnar, an dristidigezh hag holl fromoù Ruben.
Ur film dedennus ha brav.

On-Gaku : Notre Rock ! (音楽 / On-Gaku)

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 9, 2023 by geekezig

Ur film berr eo On-Gaku gant ul lusk a c’hallo seblantout souezhus. Simpl-tre eo ar bevaat, goullo a-walc’h an endroioù. Ur film “bihan” neuze met en deus e bersonelezh.
Kenji a zo e-touez “kañfarded” al lise. En em gannañ a ra gant paotred al liseoù all. Un deiz e vez fiziet ur gitar-boud ennañ hag e fell dezhañ sevel ur strollad sonerezh gant e daou gomper. Ur plac’h sot gant ar sonerezh a bedo anezho da gemer perzh en ur festival met Kenji a zo skuizh dija gant an istor-se. N’eus ket kalz traoù all er film, ne ra ket van bezañ luziet. Fentus eo hag entanus gant e aergelc’h dic’hortoz ha leun a startijenn souezhus!

The High Note

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 28, 2023 by geekezig

Maggie a labour evit Grace Davis, ur ganerez vrudet. Ober a ra pep tra eviti met fellout a rafe dezhi produiñ sonerezh e gwirionez. Divizout a ra Maggie ober war-dro un arzour yaouank ouzhpenn he labour, met fazioù a ra, aliesoc’h-aliesañ…
Dedennus eo The High Note peogwir e tiskouez bed ar sonerezh en un doare dic’hortoz : pezh a seblant dibaboù “aes” evit gounit arc’hant ha chom hep kemer riskloù a zo ivez doareoù da chom sirius evit ur plac’h du en tu-hont da 40 vloaz. Ret eo ivez da vMaggie kompren peseurt strivoù a zo bet graet gant Grace Davis betek-hen. Ral spontus eo ivez ar merc’hed e metoù ar produiñ sonerezh ha souezhus e seblant Maggie bezañ evit darn vrasañ an dud, na gredont ket e vefe sirius. Dipitetoc’h on bet gant “diskoulmoù” fin ar film am boa divinet pell a-raok ha ne seblantont ket dedennus din evit an istor met prantadoù moutik a zo er film ha dudius eo ma fell deoc’h sellout ouzh un dra skañv.

Sayonara Miniskirt 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Mae 15, 2023 by geekezig

Nina a zo an hini nemeti en he lise o wiskañ ur bragoù. Ur plac’h gouez hag a gostez eo un tamm. Koulskoude ez eus tud tro-dro dezhi a glask kompren perak eo evel-se. 6 miz zo e oa “leader” ur strollad idol. E kerzh un emgav gant faned eo bet taget ha gloazet. Kuitaet he deus ar bed-se ha soñjal a ra dezhi eo abalamour m’eo ur plac’h eo bet taget, fellout a ra dezhi neuze kuzhat an elfennoù gwelet evel gwregel eus he neuze diavez.
Ur manga dedennus-tre eo Sayonara Miniskirt, bed an idol a zo souezhus-tre da gentañ ha preder Nina diwar-benn he identelezh ivez. Eil-tudennoù dedennus a zo tro-dro da Nina (Sarah a oa ganti er strollad idol, pe Hikaru, kamalad klas Nina) ha kevrinoù a zo. Ul levrenn digeriñ a galite!

Istor ha tresadennoù gant Makino. Embannet e galleg e ti Soleil, d’an 11 a viz Meurzh 2020.

Second Summer, Never See You Again 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Genver 22, 2023 by geekezig

Kenderc’hel a ra bloavezh-skol Satoshi ha Rin gant muioc’h-mui a diforc’hioù gant darvoudoù ar wech kentañ. Echuiñ a ra an traoù en un doare disheñvel ar wech-mañ.
Traoù dedennus a oa el levrenn, gant tudennoù an “dud vras” dreist-holl met plijet bras on bet gant ar fin dreist-holl. Ur rummad berr ha plijus neuze.

Istor gant AKAGI Hirotaka, tresadennoù gant MINAMOTO Motomi. Embannet e galleg gant Doki doki, d’an 10 a viz Even 2020.

Second Summer, Never See You Again 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Genver 14, 2023 by geekezig

Rin ha Satoshi a n’em glev mat-tre. E memes klas emaint ha savet o deus ur strollad sonerezh asambles daoust d’o lise difenn kaout ur strollad sonerezh. Goude an abadenn a brientent abaoe pell e tizolo Satoshi eo klañv bras Rin ha mervel a ra goude en defe ar paotr disklaeriet dezhi e garantez.
Satoshi a zihun 6 miz a-raok, e miz Even p’en doa graet anaoudegezh gant Rin. Da gentañ e fell dezhañ chom hep daremprediñ anezhi tamm ebet, ar pezh a soñj dezhañ a saveteo anezhi. Da c’houde e soñj kentoc’h bevañ en-dro an traoù met hep lavar dezhi e kar anezhi.
Evel-just on bet tapet en istor peogwir on sot gant an istorioù “adkregiñ darvoudoù bet c’hwitet”. Fentus eo gwelet penaos e tiwan mignoniezh hag all gant sell Satoshi a oar ma oa tremenet an darvoudoù evel-se ar wech kentañ.
Klasel-tre eo an tresadennoù, netra dreist-ordinal met fentus hag efedus eo.

Istor gant AKAGI Hirotaka, tresadennoù gant MINAMOTO Motomi. Embannet e galleg gant Doki doki, d’an 10 a viz Even 2020.

Fresh Dressed

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Kerzu 30, 2022 by geekezig

Un teulfilm diwar an dilhad eo Fresh Dressed. Diwar-benn an dilhad “streat wear” zoken.
Penaos eo kroget gizioù e karterioù Harlem, Queens, Bronx, liammet alies gant ar sonerezh hip hop hag o levezon kenetrezo, o levezon war ar sevenadur hollek ha bedel ivez, a-hed ar bloavezhioù.
Ur bern tud a desteni er film : krouerien dilhad, arzourien. Ur film dedennus-kenañ eo, gant skeudennoù dielloù a-vil-vern ha prantadoù “treset” ivez evit degas un tamm lusk. Savet eo mat-tre d’am meno ha desket am boa ur bern traoù! Un teulfilm a galite.

Teulfilm sevenet gant Sacha Jenkins. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e30.

La nuit est mon royaume

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , , on Mae 16, 2022 by geekezig

la_nuit_est_mon_royaumeEr skolaj emañ Nawel, en ur gêriadenn eus bannlev Pariz. Ur plac’h nevez a zo en he c’hlas, kregiñ a ra an dud d’ober goap outi met Nawel, he amezegez, a zizolo Paul McCartney a-drugarez dezhi hag asambles e krogfont da son betek sevel ur strollad sonerezh ho div.
Heuliet e vo Nawel hag Alice betek goude o studioù skol-veur, c’hoant ganto mont betek penn o hunvre sevel ur strollad sonerezh. Ul levr brav-tre eo La nuit est mon royaume, a gomz diwar-benn mignoniezh, familh hag hengounioù, identelezh rummadoù bet ganet e Frañs ha na fell ket dezho bevañ evel o zud, bed ar sonerezh hag all. Plijus-tre eo da lenn ha fromus ar c’hlozadur.
lanuitestmonroyaume-4Istor ha tresadennoù gant Claire Fauvel. Embannet e ti Rue de Sèvres, d’an 19 a viz C’hwevrer 2020.

Rocketman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Here 24, 2021 by geekezig

rocketmanN’anavezan ket mat oberenn na buhez Elton John. Evidon e oa dreist-holl kaner kanaouennoù The Lion King (pa oan bugel) ha goude-se “Your Song” pa oan sot gant Moulin Rouge! er skolaj.
Rocketman a grog gant Elton oc’h erruout en un emvod evit tud drammet ha kregiñ a ra neuze da gontañ e vuhez.
Bugaleaj saoz en ur familh hep kalz karantez (estreget e vamm-gozh), kentelioù piano da c’houde ha tamm-ha-tamm son e strolladoù a-raok ober anaoudegezh gant Bernie Taupin a vo e wellañ mignon hag an den a skrivo komzoù e c’hanaouennoù (dija e soñje din e skrive ar c’homzoù eñ e-unan). Asambles e skrivfont sonerezh digredus ha divizout a raio Reggie dont da vezañ da vat Elton ha bezañ an dudenn “extra” a vez gwelet bepred. Ur wech kroget da werzhañ pladennoù ha d’ober abadennoù er bed a-bezh e krogo ivez e gudennoù gant an alkool hag an dramm.
Ur gomedienn kanet eo Rocketman pezh a c’hall bezañ souezhus un tamm met deuet eo mat. Bamet on alies gant istorioù tud varrek/donezonet hag aze e oan tapet da vat gant an darempred etre Elton ha Bernie, mignoniezh brav eston, don, ha kenlabour a grou oberennoù dibar. Evel-just e komz ivez ar film diwar-benn karantez Elton evit ar baotred.
Taron Egerton am boa kavet souezhus-kenañ er perzh, Jamie Bell am boa kavet dreistordinal (met n’on ket gwall objektivel). Fromet e oan bet meur a wech e-pad ar film ha tapet da vat gant red an darvoudoù. Ur film en doa plijet kalz din e gwirionez.

Film sevenet gant Dexter Fletcher. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e01.

A Star is Born

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gwengolo 28, 2021 by geekezig

A-Star-is-bornAbaoe pell e kleven komz diwar-benn A Star is Born a seblante bezañ ur sapre film. Goude 6 miz pe dost o c’hortoz ma zro el levraoueg am eus gallet sellet ouzh ar film.
Heuliet e vez ur c’haner country gant kalz kudennoù alkool. Emañ o tont da vezañ bouzar ouzhpenn. Dizoloiñ a ra ur ganerez yaouank dre zegouezh en un davarn. Kinnig a ra dezhi kanañ gantañ betek ma teufe hi da vezañ brudetoc’h egetañ zoken.
Un istor simpl kenañ diwar-benn industriezh ar sonerezh eo, penaos e c’hall ar brud cheñch an dud, kudennoù alkool ha dramm er metou…
Kendrec’hus eo Lady Gaga (ur sapre souezhadenn vrav!) met jenet on bet gant an istor en deus seblantet din bezañ bet gwelet dek mil gwech dija, an darempred koublad a seblante din dilogik ha lu zoken. Dinervet e oan kazi pa oa erru poent fin ar film. Me gav e ro ur skeudenn romantel d’an alkool evit un arzour (barrekoc’h e seblante bezañ ar paotr pa oa klañv gant an alkool) ha d’an darempredoù binimus etre an dud. Poanius eo bet din ha n’on ket evit kompren berzh bras ar film-se e gwirionez.

Film sevenet gant Bradley Cooper. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e16.