Piv on ?

Marteze oc’h kurius pe e fell deoc’h mont e darempred ganin.
Ur plac’h ordinal on, a blij ar sevenadur dezhi hag ar sevenadur poblek kemend-all. E 2010 ez eus savet c’hoant ennon komz diwar-benn an traoù a lennen, sellen, c’hoarien ganto em yezh-vamm ha setu ganet Soubenn ar geek!
Gounezet ‘m eus trede priz “Brezhoneger(ez) ar bloaz” Prizioù an Dazont (Frañs 3 Breizh / Ofis Publik ar Brezhoneg) e 2013. Lennet ho peus marteze pennadoù diwar ma fenn e-barzh Al Lanv pe pajenn vrezhonek an Télégramme.

Estreget skrivañ pennadoù (ha neuze “koll amzer” o sellet, lenn ha c’hoari evit kaout danvez) e labouran en ul levraoueg e ledenez Rewiz. 😉
Gwechall-gozh e oan ur mailh war al labour-dorn, n’on ket sportourez tamm ebet, n’on ket plac’h ar gouelioù met plijout a ra din ar pretioù, me garfe din beajiñ muioc’h. Ma kouskfen nebeutoc’h e c’hallfen bezañ efedusoc’h met plijus eo chom d’ober teil-tomm…

Ma fell deoc’h dont e darempred ganin e c’hallit skrivañ din : geekezig[a]gmail.com

Mod all e kavfet ac’hanon war :
Twitter : ar rouedad sokial berr-gemenadennoù. Skrivañ a ran traoù e brezhoneg hag ad-tweetañ a ran traoù a bep seurt e saozneg ha galleg diwar-benn ar pezh a blij din pe a gavan pouezus.
Sens critique : ur rouedad sokial gallek evit notenniñ, renabliñ ha burutellañ traoù sevenadurel.
Pajenn facebook Soubenn ar geek : Evit ar re o deus ur gont eo un doare da welet ar pennadoù nevez embannet A-wechoù e lakan liammoù davet traoù all ivez (videoioù a blij din, pennadoù dedennus, tresadennoù ha me oar me)
Steam : Ma fell deoc’h profañ c’hoarioù din, c’hoari ganin pe sellet gant petra ‘vezan o c’hoari war ma urzhiataer :p
Tumblr : Skeudennoù ha tresadennoù a gavan brav, fentus, a-wechoù traoù sirius. (Zelda dreist-holl met traoù all ivez.)
Petra c’hoari ganit ? : Komz a ran ur wech an amzer diwar-benn c’hoarioù video gant Tornoz en hor podskignad. Posupl eo koumanantiñ dre ho arloadoù selaou poskignadoù, selaou en linenn dre al lec’hienn pe hor chadenn.
Twitch : a-wechoù e c’hoarian war-eeun war ar chadenn-se.

N’ankouait ket e c’hallit rannañ ma fennadoù (ma plijont deoc’h) war ar rouedadoù sokial pe dre bostel! Posupl eo reiñ “gwerz-butun” din dre al lec’hienn ko-fin ma fell deoc’h.

Kenavo ar c’hentañ 😉

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.