Dielloù evit krennarded

ぼくらの七日間戦争 (7 jours / 7 Days War)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Du 5, 2023 by geekezig

Mamoru a zo ur paotr e-unan. Plijout a ra an istor dezhañ met poan en deus o kaout mignoned. En em glevout a ra mat gant Aya, merc’h ur politikour lec’hel. Emañ hi o vont da ziloj peogwir emañ he zad o vont da genderc’hel e vuhez politikel e Tokyo. Kinnig a ra Mamoru dezhi tec’hout kuit, un abeg evitañ da lavar dezhi e kar anezhi ha profañ dezhi he frof deiz-ha-bloaz. Pezh a zo e kinnig Aya da dud all dont ivez. Ur strolladig souezhus a vo neuze o vont da gampiñ en ur vengleuz dilezet. Ne oant ket evit krediñ e oa unan bennak all o vevañ aze dija, ur bugel dibaper eus Thailand. Tud eus servijoù an emvroañ a zo o klask war-lerc’h ar bugel. Ur sez a grogo ar grennarded evit difenn anezhañ ha kregiñ a raio ur brezel etrezo hag an “dud vras”, war ar lec’h ha war ar genrouedad.
Adalek munutennoù kentañ ar film e vez santet un doare rekipe mod Your Name. Un tamm hegaset on bet neuze o soñjal e vefe poent d’ar filmoù kaout ur bersonelezh e plas trevezañ en un doare dister ar filmoù o deus graet berzh bras (betek dont da vezañ heugus aze). Torr-penn eo tuioù zo eus ar film met koulskoude e lak ar gaoz war temoù ral er filmoù bevaat : an emvroañ evel-just hag ivez itrikoù politikel lec’hel (embregerezhioù o klask chom bev a-drugarez da gevratoù foran), pe c’hoazh implij ar rouedadoù sokial evit lakaat ar c’heleier hag an dud da cheñch ali.
Ur film gant sioù neuze, dreist-holl en e stumm hep personelezh hag en defe gallet bezañ dedennus bras a-drugarez d’e demoù. Domaj un tamm !

11 407 vues

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 28, 2023 by geekezig

Un dastumad istorioù bihan eo 11 407 vues, liammet gant krennarded e memes lise. Daou darvoud bras a zo : el lodenn gentañ ul lec’hienn internet gant skeudennoù ar merc’hed bet tapet e privezioù al lise hag en eil tagoù war mogerioù al lise evit brudañ an ekologiezh. Gwelet e vo sav-boent meur a grennard bewech.
Dudius eo, gant tudennoù a bep seurt, temoù liesseurt a vez meneget : rouedadoù sokial, stourmoù, met ivez entanoù pep hini, kudennoù familh, iriennoù…
Anzav a ran e seblant un tamm kentelius memestra, santet e vez ez eus ur c’hoant pedagogel a-dreñv (embannet eo bet an istorioù er gelaouenn Topo) ha ne ra ket naturel da vat, da skouer doareoù da gomz ar grennarded.
Ur raktres dedennus met dav gouzout petra eo neuze.

The Wendy Project

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gwengolo 16, 2023 by geekezig

Goude ur gwallzarvoud karr-tan e krog Wendy da grediñ eo bev c’hoazh he breur Michael. Mut eo he breur John. El lise emañ ha start eo he zud ganti.
Savet eo al levr bannoù-treset evel un doare karned e lec’h ma tresfe Wendy ar pezh a sant, ar pezh a vev. Brav eo an tresadennoù, a bep seurt kalite, gant liv pe e gwenn-ha-du penn-da-benn. Daveoù a zo da bPeter Pan bepred. N’eo ket displijus met n’on ket deuet a-benn da vont mik e-barzh, evel ma vefe re bersonel evit kompren mat.

Nos C(h)œurs évanescents 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gouere 24, 2023 by geekezig

Ar wech-mañ e vo heuliet muioc’h Betsuyaki. Mont a ra war-raok al labour evit laz-kanañ ar skolaj hag hini ar gêr met Betsuyaki ne oar ket mat penaos ren al laz-kanañ ha reiñ youl d’ar grennarded. An holl a lâr dezhañ goulenn sikour digant ar c’helenner. Santet e vez ivez pegen start eo da vBetsuyaki eskemm gant tud deuet.
Plijet en deus kalz din gwelout sell ar c’hrennard-se ha kavout a ran komprenus e santadoù. Ur manga brav bepred a ziskouez fromoù gwirheñvel.

Istor ha tresadennoù gant KAMATANI Yuhki. Embannet e galleg gant Akata, d’an 28 a viz Mae 2020.

100 kilos d’étoiles

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Even 12, 2023 by geekezig

Loïs a fellfe dezhi dont da vezañ astraerez. Barrek eo e fizik, mennet ha leun a startijenn en he raktres. Pezh a zo, tev eo. Goude meur a wallzarvoud peogwir he doa paouezet da zebriñ eo bet kaset gant he zud en un ospital evit ar re yaouank gant kudennoù liammet gant ar boued. Gant an teir flac’h en he c’hambr ec’h ijinont tec’hout kuit betek Tolosa da gemer perzh en ur genstrivadeg aozet gant ar c’hCNES.
Ur film koant eo 100 kilos d’étoiles, a ro startijenn ha spi. A bep seurt kudennoù a zo gant ar merc’hed hag aes eo soñjal emañ ar saviad gwashañ ganto, bac’het en o c’hasoni en o c’heñver.
Ur film “strollad mignonezed”, road movie ha raktres eo, ha kaset eo mat da benn.

Film sevenet gant Marie Sophie Chambon. Frañs, 2019, 1e38.

En apnée

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Meurzh 7, 2023 by geekezig

Ur romant skrivet e gwerzennoù eo En apnée. Kontet eo gant Maxime, skolajiadez. Plijout a ra ur bern traoù da vMaxime, lenn diwar-benn ar pesked da skouer, met ivez pa sell Chloé outi.
En em glevout a ra mat gant he mamm met aon he deus rak he santimantoù ha ne gred ket goulenn sikour digant he mamm. Mont a raio ar plac’hig da glask respontoù e lec’h all.
Simpl-tre eo En apnée da lenn, keuz ‘m eus pas bezañ bet lennet e yezh orin. Fentus ‘m eus kavet deskrivadennoù Chloé a lakae ac’hanon da soñjal e Chloe Price (Life is Strange), hag an harozez Maxime gant kazi memes anv hag hini ar c’hoari-video ha heñvel a-walc’h war tresadenn ar golo…
Ma, ul levr simpl eo neuze met leun a fromoù. Diwar-benn an darempredoù etre kerent ha bugel, pegen kollet e c’hall ur grennardez bezañ. Tudennoù an dud vras a zo dreist, ne seblantont ket disi, gwirheñvel int. Fromet-tre on bet gant al levr-mañ. Me gav e vefe brav e gaout e brezhoneg. Piv ‘oar un deiz bennak?

Romant skrivet gant Meg Grehan. Embannet e galleg gant Talents hauts, d’ar 15 a viz Genver 2020.

Blockers

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 5, 2023 by geekezig

Julie, Kayla ha Sam a zo mignonezed abaoe kentañ devezh ar skol-vamm. Emaint o prientiñ o “f/prom night”. Fromet eo o zud met kregiñ a reont da dreiñ da sod pa komprenont o deus ar merc’hed divizet kaout darempredoù revel an noz-se. An triad kerent a heulio neuze an teir flac’h yaouank a-hed an nozvezh evit tallañ ouzh an darvoudoù raktreset gante.
Ur film droch pout eo evel-just, gant kalz farsadennoù lu, tud “kozh” o klask kaout neuz yaouank, hag all. Fentus a-walc’h ha dudius eo! Ur gentel eo ivez evit ar gerent, a rank degemer emañ o bugale o kreskiñ, anat deoc’h.

Film sevenet gant Kay Cannon. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e42.

Thoroughbreds

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 18, 2022 by geekezig

thoroughbredsKentañ film Cory Finley eo Thoroughbreds. Goude un digoradur iskis gant ur marc’h hag ur gontell e vo heuliet Lily hag Amanda, div blac’h yaouank en ur metou pinvidik-mor.
Amanda a zo gwelet gant an holl evel ur sodez, ur darempred souezhus a zo etre an div blac’h. Lily a seblant mont mat met buan e verz Amanda n’hall ket he mignonez gouzañv Mark, gwaz he mamm.
Rannet e chabistroù a lak ar film da gaout un neuz film Wes Anderson nec’hus, Thoroughbreds a zo savet evit mont pelloc’h pellañ ganti, en un doare sius ha skoemp.
Ur seurt fent du a zo a-hed an amzer hag un aergelc’h a lak diaes ar seller-ez met a zo hoalus ha sorc’hennus war un dro. Kavout a rae din em boa amprestet ar film peogwir e plij Anya Taylor-Joy din met a-greiz-holl eo deuet da soñj din e oa ivez ur film gant Anton Yelchin, vad en deus graet din e welet en-dro.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e32.

Blue Flag 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gwengolo 4, 2022 by geekezig

blueflag1Neuz ur shojo a zo gant Blue Flag met n’eo ket penn-da-benn. Da vare distro-skol ar c’hlas termen e wel Taichi n’emañ ket e memes klas hag e vignoned. E klas Tôma emañ, ur paotr bras, koant , c’hoarier base-ball, jentil hag a ra berzh, hag ivez Futaba, ur plac’h lentik a zisplij da dTaichi. Dizoloiñ a raio buan e fell da Futaba sachañ evezh Tôma, daoust dezhañ kaout santimantoù skoemp, e tiviz reiñ an dorn dezhi.
Fentus ha fromus war memes-tro eo Blue Flag. Kalz treuzkompren a zo etre an tudennoù ha pep hini anezho a zo dedennus.
Hast ‘m eus gouzout petra c’hoarvezo ganto rak kreñv-tre am boa kavet klozadur al levrenn.

blueflagdi

Istor ha tresadennoù gant Kaito. Embannet gant e galleg gant Kurokawa, d’ar 14 a viz Meurzh 2019.

13 Reason Why – bloavezh 4

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on Mae 23, 2022 by geekezig

13-reasons-why-saison-4

Trede bloavezh 13 Reasons Why a oa a re dija d’am meno. Ar pevare bloavezh-mañ a grog gant Winston o cheñch skol, evit klask kompren perak eo bet kaset Monty d’an toull-bac’h, piv en deus lazhet Bryce e gwirionez. Ur wech ouzhpenn e vo an holl o klask kontañ gevier d’ar brasañ niver ha mat pell zo. Clay a zo o treiñ da sod da vat met dont a ra a-benn da gaout sikour ar mezeg Ellman.
Fentus ‘m eus kavet an doare lusk “breur fur ha breur difur” e familh ar re Jensens. Da c’houde e oa kaaalz re a draoù meneget : kudennoù bred evel-just, dañjer an armoù gwerzhet re aes, diskoulmoù e keñver surentez a zo a-enep da frankiz pep hini hag all. Ar rann zedennusañ evidon a oa hini an “drill” (ar boelladenn), a soñje din a lakfe Clay da gompren eo ret dezhañ paouez da c’hoari an haroz peogwir e tap divizoù fall hepken. Ar rannoù goude a zo bet un doare da glozañ buan-ha-buan an istorioù-se (gant un displegadenn a oa anat abaoe ar penn-kentañ ha gant ur gentel spontus, padal e vefe bet dedennus marteze gwelet Alex oc’h anzav e jestr ha gwelet peseurt efed en defe peogwir eo gwenn ha mab ur poliser?).
Goude-se n’on ket bet displijet mik (estreget gant rann ar c’hampiñ a oa null) met ne gomprenan ket e gwirionez perak eo bet kendalc’het goude an eil bloavezh, traoù zo a oa bet lâret dija, hag an traoù all lakaet ar gaoz warno a zo gwelet re vuan. Ar pep startañ a oa ivez gwelet e seblante an dud pas bezañ memes personelezhioù ken pe pas bezañ bevet traoù zo (darvoudoù an eil bloavezh dreist-holl, gant louzeier Clay hag e darempred gant Skye da skouer). Ma. Ur gudenn skrivañ da vat a zo evidon.
Daoust ha laouen e oan memestra gant ar prom ? Ya. Daoust ha souezhet on bet ha fromet gant ar rann ziwezhañ? Moarvat. Met kavout a ran domaj bras en defe ranket ar stirad dont da vezañ ur stirad klasel evit ar grennarded gant kontañ gaou ha kuzhat traoù spontus e plas kenderc’hel da gomz diwar-benn darvoudoù ar gevredigezh, pe neuze ober re vuan, pe en un doare a seblante bezañ ur redi ha ket ur c’hoant. Dipitus!

Stirad krouet gant Brian Yorkey. Bloavezh 10 rann, skignet gant Netflix abaoe ar 5 a viz Even 2020.