Dielloù evit tud yaouank pinvidik

La crème de la crème

Posted in Filmoù with tags , , , , on Mae 3, 2015 by geekezig

la-creme-de-la-cremeSoñj ‘m eus c’hoazh em boa kavet droch penn-da-benn bomm brudañ La crème de la crème er sinema warlene, a-raok gwelet anv ar sevener ha soñjal “Hañ?!”. Ma, setu me o sellet ouzh La crème de la crème neuze. Tremen a ra ar film er mare-mañ, e Pariz, en ur skol kenwerzh brudet (met na vez ket anvet). Daou vignon eil bloavezh a vez heuliet er penn-kentañ, pa klaskont merc’heta e-pad ur gouel. Anaoudegezh a reont gant Kelliah hag a zeuio ar mennozh dezhi kinnig arc’hant da verc’hed evit bezañ gwelet er gouelioù gant paotred zo, n’int ket gwelet mat gant merc’hed ar skol. E-pad ur gouel e vo merzet o jeu gant ur c’hamalad a ginnigo dezho kreskiñ an traoù, tamm-ha-tamm e teuio o afer da vezañ ur sapre rouedad gisti o vont en tu-hont d’o skol.
Daoust da bep tra e chom gwall fur an traoù er film ha tremen a ra an darvoudoù kentoc’h tro-dro da istorioù karantez an teir zudenn bennañ. Kalz klichedoù a zo met efedus a-walc’h eo ar film a-drugarez da skouer d’ar prantadoù gouelioù a zo bet awenet gant gwir gouelioù skolioù kenwerzh moarvat. Anzav a ran ouzhpenn ez on kentoc’h plijet gant Alice Isaaz, abaoe Les yeux jaunes des crocodiles hag e kendalc’han da gavout anezhi plijus er film-mañ. Domaj eo e vefe bet dibabet echuiñ ar film evel ma ra, met un dudi mat a-walc’h eo memestra. N’eo ket a live gant Dog Pound, ar film a oa bet graet a-raok gant Kim Chapiron, siwazh.

Film sevenet gant Kim Chapiron. Frañs, 2014, 1e30.

Advertisements

The Smell of Us

Posted in Filmoù with tags , , , , , on C'hwevrer 16, 2015 by geekezig

Smell-of-usKuzuliet eo bet din ar film-se gant ur mignon en deus keñveriet anezhañ gant Mysterious Skin. Bet on neuze o welet anezhañ padal e oa o vont da guitaat skrammoù ar sinema e lec’h ma ‘z an. Nebeut a dud a oa er sal, ur sal vihan, da 10eur noz.
Skate-board e Pariz, ha tud yaouank, sonerezh mesket, traoù filmet prop reoù all e doare kamera dister. Ur meskaj tudennoù, reoù zo na ouier ket o anv zoken ha steuñvenn resis ebet estreget abadennoù rev, paotred yaouank o tont da gisti ha tud kozh hanter sot gant sonerezh na glot ket alies. Anzav a ran ne oan ket n’em vleud o sellet ouzh ar film ha d’am meno ne oan ket ma-unan er sal evelse. N’am eus komprenet seurt da bal ar film, chomet on e kichen da vat. Korfoù yaouank sañset hoalus ha korfoù kozh ? Marteze eo se kemennadenn ar film ? N’ouzon ket. (Hervez pennadoù ‘m eus lennet goude, e vefe, ya). Met bon, gwelet ‘vez Michael Pitt, pezh zo plijus bepred, lakaomp…

Film sevenet gant Larry Clark. Frañs, 2014 (deuet er ‘maez war skrammoù Frañs d’ar 14 a viz Genver 2015), 1e28.

The Great Gatsby

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on C'hwevrer 5, 2015 by geekezig

The-Great-Gatsby

N’em boa ket bet c’hoant sellet ouzh film Baz Luhrmann a-raok bezañ bet lennet The Great Gatsby.
Ur wech graet ne oa abeg ebet ken da chom hep e sellet. Un tamm souezhet on bet gant an dibab lakaat Nick da gontañ istor Gatsby d’ur mezeg, en deroù. E gwirionez, adalek ar munutennoù kentañ em eus kavet e oa re a draoù heñvel eus Moulin Rouge! Plijet bras e oan bet gant Moulin Rouge! ouzhpenn dek vloaz zo met aze e rae iskis, evit ur film nevez. Ma. Evel forzh peseurt azasadenn ez eus bet tennet kalzik traoù eus al levr ha miret reoù all rik evel ma vezont kavet el levr. N’eo ket fall hag an dibaboù sonerezh a oa bet kement kaoz diouto n’o deus ket direnket ac’hanon met jenet on bet gant an diouer a nerzh. Se e oa ar pezh am boa kavet ar bamusañ er romant, dreist-holl er fin met aze gant dibaboù zo em eus kavet e oa un tamm plad an disoc’h. Divlaz a-walc’h eo an tudennoù hag o darempredoù. N’eo ket a live gant ar romant kea, pell alese!

Film sevenet gant Baz Luhrmann, diazezet war romant Francis Scott Fitzgerald. Aostralia & Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 2e02.

The Great Gatsby

Posted in Levrioù with tags , , , , , on C'hwevrer 2, 2015 by geekezig

The-Great-Gatsby-BookPegoulz e tiviz an nen kregiñ da vat gant ur romant klasel ha brudet meurbed evel hini Francis Scott Fitzgerald? E fin an diskar-amzer em eus kavet e oa poent din kregiñ ganti. Na hir ‘m eus kavet ar penn-kentañ gant deskrivadennoù East ha West Egg. Met ur wech graet anaoudegezh gant Gatsby er gouel e oa cheñchet pep tra. Evel an holl moarvat on bet tapet gant e vousc’hoarzh, old sport.
Kenderc’hel a ra an traoù neuze betek ur prantad skrijus. Adalek ar prantad dic’hortoz-se (evidon) am eus kavet e oa galloudus spontus ar romant, gant an holl o tilezel unan bennak ur wech m’eo marv, tamm doujañs ebet ken. Fin ar romant evidon a zo bet evel pignat ur menez betek an uhel, gant frazennoù diwezhañ ar romant o tarzhañ evel an heol o sevel el lein. Ur sapre romant eo The Great Gatsby, gant prantadoù un tamm hir ha marteze un tamm giz kozh bremañ met kompren a ran digudenn perak eo ken pouezus el lennegezh ha n’am eus ket keuz tamm ebet da vezañ e lennet, na vefe ken nemet evit ar frazennoù diwezhañ.

Romant bet skrivet gant Francis Scott Fitzgerald, embannet evit ar wech kentañ gant Charles Scribner’s Sons e 1925.

The Riot Club

Posted in Filmoù with tags , , , , on Genver 31, 2015 by geekezig

the-riot-clubNe ouien ket kalz tra diwar-benn The Riot Club, estreget e oa paotred koant war ar skritell hag e oa sevenet gant ar plac’h e doa sevenet An Education en doa plijet kalz din. Gant ma c’hartenn sinema nevez hag imoret mat on bet o welet ar film. Gouezet ‘m eus goude e oa diazezet war ur pezh c’hoari (Posh) ha souezhus eo n’am befe ket soñjet e-kerzh ar film rak e gwirionez e tremen pep tra pe dost e-pad ur pred, e memes pezh. Azasaet eo kentoc’h mat neuze peogwir ne seblant ket souezhus er film. Ma, The Riot Club a gont istor ur c’hlub e skol-veur Oxford. Paotred hepken, tud a live uhel evel-just a blij dezho evañ, debriñ ha fouzhañ. «We’re gonna carpe that diem» hervezo, lakaomp.
Start-tre eo gouzañv ar pezh a vez klevet er film (gouennelouriezh ha kalz kalz dismegañs evit ar metouioù sokial izel, an dud n’o defe ket bet memes deskadurezh hag all), feuls-tre eo da veur a vare, dre ar gaoz ha dre an traoù a vez graet. Souezhet on bet o welet e oa kreñv-tre an nebeut tudennoù merc’hed a vez gwelet a-benn ar fin (Natalie Dormer a ra un doare cameo bamus-tre e perzh un escort na bleg ket d’ar strollad 10 den dirazi). Un toullad prantadoù deuet brav-tre a zo er film (emañ anat, met reoù all ivez) ha poanius e oa klevout pegen gwir e oa frazenn tudenn Ryle «you think you hate me but you love me and you just can’t admit it», fin eo bet dibab an aktour (a oa Finn e-barzh The Hunger Games), anat! N’on ket bet kendrec’het penn-da-benn eus an hollad avat, dreist-holl e keñver An Education.

Film sevenet gant Lone Scherfig. Rouantelezh-Unanet, (deuet ‘maez war skrammoù Frañs d’an 31 a viz Kerzu) 2014, 1e47.

The Informers

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Genver 15, 2015 by geekezig

the_informersYaaaa, anzav a ran e oan dedennet gant The Informers abalamour da daou zen : Bret Easton Ellis + Winona Ryder, ar peurrest ne oa ket pouezus. War a seblant eo savet ar film diwar danevelloù a oa chomet diembann da vare romantoù kentañ Bret Easton Ellis. Kaoz a zo neuze eus tud yaouank pinvidik, dramm, rev… Adalek ar penn-kentañ avat ‘m eus bet un tamm aon, n’ouzon ket abalamour da betra resis, ma oa an aergelc’h pe an aktourien met traoù ‘zo na glotent ket, a rae faos da vat.
Heuliet ‘vez a bep seurt tudennoù neuze hag e c’hoarvez traoù dezho met ne teuen ket a-benn na da vezañ dedennet na netra (marteze e tiskouez un tamm ar pezh a c’hall bezañ techoù fall Bret Easton Ellis : an diouer a dudennoù plijus. Dre vras e chomont dedennus met aze ne oa netra). Ma, ur film a vez disoñjet buan neuze…

Film sevenet gant Gregor Jordan. Stadoù-Unanet Amerika, 2008, 1e38.

The Bling Ring

Posted in Filmoù with tags , , on Gouere 1, 2013 by geekezig

the-bling-ring

Na gav ket din em befe bet c’hwitet ur film bet sevenet gant Sofia Coppola er sinema ha n’eo ket ar wech-mañ am eus graet, anat deoc’h. Daoust din pas bezañ dedennet bras gant an istor e felle din gwelet petra he doa ar sevenourez da ginnig.
Awenet eo senario ar film gant darvoudoù c’hoarvezet e 2009. Un toullad tud vrudet e Hollywood a oa bet laeret traoù digante gant ur strollad krennarded.
Er film e vo gwelet an tudennoù o taremprediñ (metoù pinvidik dija, tud yaouank o vont d’an toulloù-noz brudet hag all) ha penaos int kroget da laerez. Gwall aes e seblant pep tra (kavout ar chomlec’hioù war internet, mont tre en tiez) met moarvat e oa gwir a-walc’h. E gwirionez n’eo ket displijus ar film da sellet met goulo eo un tamm, evel an tudennoù-se, sorc’hennet gant merkoù ha dilhad ker hepken, a-benn ar fin. Tostaat eus an dud vrudet ivez marteze met en un doare iskis memes tra (ober drouk dezho!)…
Ma, un tamm start da gompren neuze! Un tamm torr-penn ‘m eus kavet ivez ar skeudennoù/filmoù doare traoù a vez gwelet war YouTube pe ar prantadoù brabañsal war facebook (hey, prism, pelec’h e oas d’ar mare-se? ^^) daoust dezho bezañ gwirheñvel.
Ma, un tamm skañv e kavan ar film neuze met div pe deir dalenn a zo dispar, al laeroñsi e ti Rachel Bilson a-bell, da skouer a zo evidon prantad gwellañ ar film (marteze peogwir e pellaomp eus an tu “wouhou arc’hant, alkool, dramm ha dilhad!” evit gwelet efedusted yen al laeroñsi hep sonerezh “toull-noz” da vont asambles).
Dipitus un tamm.

Stadoù-Unanet, (12 a viz Even) 2013. Sevenet gant Sofia Coppola. 1e27.

%d bloggers like this: