Dielloù evit XIXvet kantved

Miss Charity 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 22, 2023 by geekezig

N’am eus ket bet tro da lenn Miss Charity (ar romant) c’hoazh met anzav a ran e plij spontus din labour Anne Montel ha Loïc Clément setu e oa start din chom hep lenn al levr bannoù-treset.
Charity a zo ur plac’h a vev e Londrez en ur metoù pinvidik en XIXvet kantved. Ne wel ket kalz he zud ha savet eo gant ar vitizhien. Ur plac’hig leun a startijenn eo a gav gwelloc’h mont er maez, studial al loened hag ar plant eget ober traoù fur. Heuliet e vo betek na vefe 15 vloaz, o kreskiñ ha tamm-ha-tamm mont e darempred gant tud all, ur “skolaerez”, he c’hendirvi hag all. Deskiñ a raio livañ ivez. Plijus-kenañ ‘m eus kavet an istor, un tu Jo March ma vefe bet digenvez (ha pinvidikoc’h) dezhi. Brav ‘m eus kavet darempred Charity gant he zad, tavedek met a seblant fromet gant traoù resis liammet gant e verc’h. Brav eo an tresadennoù evel-just ha hast ‘m eus lenn pezh a c’hoarvezo ganti da c’houde!

Istor gant Loïc Clément diwar romant Marie-Aude Murail ha tresadennoù gant Anne Montel. Embannet gant Rue de Sèvres d’an 19 a viz C’hwevrer 2020.

The Greatest Showman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 20, 2022 by geekezig

Start eo bet bepred ar vuhez evit Phineas Barnum. Kollet en deus e dad abred ha ranket labourat ha bevañ er baourentez. Dimezet eo gant e garantez a viskoazh, Charity, merc’h un den pinvidik. Leun a hunvreoù eo PT Barnum ha sevel a ra ar c’hentañ arvest doare sirk er Stadoù-Unanet. Ul lec’h repu evit ur bern tud lakaet a gostez er gevredigezh, un arvest a lak an dud laouen met sorc’hennet eo PT gant bezañ gwelet mat gant lodennoù uhel ar gevredigezh, betek lakaat a gostez ar pep pouezusañ evitañ.
Ur film jentil eo The Greatest Showman, ur film dudius evit ar familh. Entanus eo ar c’hanaouennoù met faos a-walc’h e seblant pep tra (abalamour d’an implij betek re a efedoù ispisial). Dodennoù brav a zo met daoust da bep tra e chom re diwar c’horre, re brop pep tra.

Film sevenet gant Michael Gracey. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e45.

Hostiles

Posted in Filmoù with tags , , , on Gouere 19, 2022 by geekezig

hostilesUr western tavedek eo Hostiles. Gorrek eo e lusk, nebeut a sonerezh hag a gomzoù ennañ.
Heuliet e vez Joe Blocker a rank kas ur penn-bras Cheyenne betek Montana evit ma varvfe war douaroù sakr e bobl. Ur soudard sirius a heulie an urzhioù eo bet Blocker a-viskoazh. Ur soudard en deus lazhet kalz Indianed moarvat. E-kerzh an hir a veaj e kavo ar strollad war o hent ur vaouez, seizet goude lazhadeg he familh gant ur strollad Comanche. Tamm-ha-tamm e savo doujañs etre izili ar strollad.
Feuls eo ar film daoust d’an nebeut a “virvilh”. Brav eo ar skeudennoù, ur bern aktourien hag aktourezed a blij din a zo e-barzh (Christian Bale, Rosamund Pike, Jesse Plimmons, Ben Foster…). Simpl a-walc’h eo an istor ha eeun marteze an darempredoù hag ar “gentel” met ral eo gwelet western a seurt-se. Plijus-tre am boa kavet Hostiles.

Film sevenet gant Scott Cooper. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 2e13.

J’accuse

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Mae 19, 2022 by geekezig

jaccuseUr mennozh mat e oa sevel ur film diwar-benn afer Dreyfus. Ur mennozh ken mat all a oa sevel ar film dre sell Marie-George Piquart, a zizoloas e oa bet trapet Alfred Dreyfus.
N’eus ket kalz a vennozhioù mat all er film avat, d’am meno. Brav eston eo an dilhad lakaomp. Mod all em eus kavet trist ha hir, kalz re hir. Un enklask a rankfe tapout hon evezh eo koulskoude! Evit unan nay gant ar filmoù prosez eveldon e oa souezhus kavout an disoc’h ken arabadus.
Souezhus eo ivez bezañ bet savet ur film ken hir ha koulskoude bezañ chomet hep gwelet pe dost efed an afer war ar gevredigezh (buan-ha-buan e vez gwelet tud o tagañ yuzevien) pe c’hoazh an efed war familh Albert Dreyfus, pe warnañ zoken goude e zistro eus Cayenne. Poan ‘m eus o kompren e gwirionez ha n’on ket evit aliañ ar film deoc’h, en tu-hont da abegoù anatoc’h c’hoazh da chom hep sellet outañ (e sevener da skouer).

Film sevenet gant Roman Polanski. Frañs hag Italia, 2019, 2e12.

Missing Link

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 28, 2021 by geekezig

missinglinkE 1886, Sir Lionel Frost a fell dezhañ groñs kavout boudoù mojennel ha degas ur brouenn evit gallout mont e klub an ergerzherien. Er c’hlub-se e vez graet goap outañ, gwelet evel ur sod a glask war-lerc’h traoù n’eus ket diouto. Resev a ra Lionel Frost ul lizher a c’houlenn gantañ mont e Amerika da glask war-lerc’h ar Sasquatch. Dizoloiñ a ra neuze al “liamm” etre mab-den hag ar marmouzien bras. Ar marmouz a fell dezhañ mont da Himalaya da gavout boudoù eveltañ peogwir eo digenvez. Evit dont a-benn en deus Lionel Frost ezhomm eus sikour Adelina, intañvez e vignon a gozh…
Ur film brav eston eo Missing Link, un drugar da sellet. Fentus ha dudius am boa kavet, ur gwir film troioù-kaer ha mignoniezh, klasel marteze met efedus. Abaoe pell ne oan ket bet plijet kement gant ur film Laika (a ra filmoù bevaat stop motion). Hast ‘m eus gwelet pezh a ginnigfont da c’houde !

Film sevenet gant Chris Butler. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e34.

Proxima

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 23, 2021 by geekezig

E tachenn pleustriñ Köln emañ Sarah, egoraerez, o pleustriñ. Nebeud a verc’hed a zo e-touez he skipailh. Pa rank mont en egor e vo ret dezhi laoskel he merc’h Stella, eizh vloaz, gant he zad. Un degouezh boaz evit an tadoù met kalz nebeutoc’h evit ur vamm…
Ur film dedennus-kenañ e meur a geñver eo Proxima : evit an doare da brientiñ da vont en egor evel-just (gwirheñvel-kenañ war a seblant) met ivez plas ur plac’h en ur bed paotred, sell ar gevredigezh war ur vamm a zibab mont betek penn he labour hag he hunvreoù hag ivez un doare skañvoc’h plas ar yezhoù en un darempred (merc’h an harozez o komz en Alamaneg ganti p’eo fachet da skouer). Ur film brav-tre ha pouezus.

Film sevenet gant Alice Winocour. Frañs, 2019, 1e47.

La lanterne de Nyx 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 20, 2021 by geekezig

lanternedenyx2Kenderc’hel a ra dizoloadenn an objedoù kozh e-barzh La lanterne de Nyx 2.
Momo a glask un doare da genlabourat evit ezporzhiañ objedoù japanat da werzhañ er c’hornog. Miyo a zo hi nec’het gant hec’h eontr, dizoloiñ a raio perak eo yen an den ganti.
Dedennus ha brav eo ar manga bepred, n’on ket bet souezhet kement evel-just. Miyo a grog da gaout karantez evit Momo met dizoloiñ a ra en deus marteze ar paotr ur garedig en tu bennak, ouzhpenn-se emañ en soñj kuitaat Japan e-pad ur pennad.
nyx2Istor ha tresadennoù gant TAKAHAMA Kan. Embannet e galleg e ti Glénat, d’ar 5 a viz Even 2019.

The Happy Prince

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , , , on Gwengolo 4, 2021 by geekezig

thehappyprinceAliet e oa bet The Happy Prince din gant ur mignon. Dedennet a-walc’h e oan e gwirionez gant ar film-mañ a gont fin buhez Oscar Wilde, goude e vefe bet en “toull-bac’h” e-pad 2 vloaz, e 1897.
Savet en un doare iskis-tre eo ar film avat, ur meskaj hunvreoù, selloù a-gil, prantadoù heñvel ouzh c’hoariva… ur meskaj am eus kavet skuizhus-kenañ pa ne oa ket droch.
Poanius eo bet din sellet ouzh The Happy Prince kazi, rak e gwirionez ne welen ket ar pal, mankout a ra dibaboù sklaer me gav, ur steuñvenn pe ur bersonelezh. Domaj eo.

Film sevenet gant Rupert Everett. Alamagn, Belgia, Italia ha Rouantelezh-Unanet, 2018, 1e45.

Dilili à Paris

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 15, 2021 by geekezig

dililiaparisUn darempred iskis ‘m eus gant filmoù Michel Ocelot. Sellout a ran outo met n’ouzon ket hag eñ e kavan anezho brav pe vil. C’hoarvezet eo ur wech ouzhpenn gant Dilili à Paris. Pezh a zo on bet jenet ivez gant an istor ar wech-mañ pe an doare da gontañ an traoù. Un asez Midnight in Paris hep fent, ur bourmenadenn kentelius e straedoù Pariz evit gwelout TOUT arzourien fin an XIXvet (Toulouse-Lautrec, Picasso, Debussy…). Da vareoù zo e oan hegaset zoken gant “O! Sed amañ un den brudet/barrek/donezonet nevez a vo war hent Dilili dre zegouezh”. Ul lodenn all a zo d’an istor, dedennusoc’h marteze, gant skrapadennoù merc’hedigoù e Pariz. Dizoloet e vo eo ur sektenn paotred a skrap anezho, paotred nec’het ha spontet gant ar galloud a c’hounez ar merc’hed tamm-ha-tamm er gevredigezh. Ur sektenn maskulinisted ma fell deoc’h. N’ouzon ket perak en deus seblantet din neuze e oa Dilili à Paris ur film evit ma paouezfe an dud da gomz diwar-benn sorserez Kirikou (a zo drouk peogwir eo bet gwallet). Marteze eo onest ar film hag ur gwir film gwregelour met n’on ket bet kendrec’het tamm ebet.

Film sevenet gant Michel Ocelot. Frañs, Alamagn ha Belgia, 2018, 1e35.

La lanterne de Nyx 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 16, 2021 by geekezig

lalanternedenyxE-pad Japan Expo an hini am boa klevet komz diwar-benn La lanterne de Nyx, pe kentoc’h, en ur selaou ouzh an embannerien a oa pedet evit priz ACBD Azia em boa bet c’hoant da lenn La lanterne de Nyx.
Tremen a ra ar manga e 1878, Miyo a zo ur plac’h yaouank a vev gant he moereb goude marv he zad. N’eo ket gwall digourdi hervezi ha klask a reont labour eviti. Dre zegouezh un tamm e krog da labourat en ur stal a werzh produoù deuet eus a-bell vro, broioù ar c’hornog kentoc’h. E Nagasaki e tremen an traoù. Miyo he deus ur galloud un tamm souezhus hag a zo gwelet “istor” un objed. Pa douch anezhañ e c’hall gwelet eus pelec’h e teu ha da biv e vo gwerzhet da c’houde.
Pep chabistr a zo tro-dro d’un objed resis : un dablezenn chokolad, ur mekanik da wriat Singer, ur robenn… Dedennus-kenañ eo gwelet peseurt ijinadennoù teknologel a oa, penaos int liammet gant politikerezh digoradur Japan (lezennoù diwar-benn an doare da n’em wiskañ da skouer), Nagasaki a zo nepell eus al lodennoù a rae kenwerzh gant Holland a-raok na vefe digoret harzoù Japan. Miyo a zizolo traoù hag a zesk lenn, skrivañ ha saozneg evit sikour tud ar stal. Perc’henn ar stal a zo ur paotr yaouank souezhus-tre ivez, bet dilezet peogwir n’eo ket japanat hepken hag en dresoù n’int ket aziat kement-se.
An tresadennoù a zo brav-kenañ, savet eo ar manga gant arzourez Le papillon en doa plijet din dija. Hast ‘m eus lenn ar peurrest!

bd-la-lanterne-de-nyxIstor ha tresadennoù gant Kan Takahama. Embannet e galleg gant Glénat, d’ar 6 a viz Meurzh 2019.