Dielloù evit marv

Revenir

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Meurzh 12, 2023 by geekezig

Distreiñ a ra Thomas d’ar gêr peogwir eo klañv e vamm. Ouzhpenn daouzek vloaz zo eo aet kuit. Ne oa ket deuet da vare marv e vreur bihan zoken. Ober a ra anaoudegezh gant intañvez e vreur hag e niz neuze.
E steud fall emañ atant ar familh. Dle spontus a zo ganto. Fachet eo bepred e zad gantañ. Tamm-ha-tamm, a zeiz da zeiz, e sikour d’ober war-dro ar paotrig, e klask profitañ eus an nebeut amzer en deus c’hoazh gant e vamm ha komz gant e dad marteze…
Ur film berr-tre eo Revenir, koulskoude e teu a-benn da ziskouez en un doare soutil pegen digenvez e c’hall al labour-douar bezañ. Un endro familh kriz ha tavedek. Prantadoù brav a zo er familh, a-drugarez da Alex dreist-holl. Ur sapre souezhadenn eo bet evidon. Plijet on bet ivez gant labour Niels Schneider hag Adèle Exarchopoulos a lako ac’hanon da zisoñjal La vie d’Adèle tamm-ha-tamm.

Film sevenet gant Jessica Palud. Frañs, 2019, 1e17.

Ad Astra

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 29, 2021 by geekezig

adastraTaget eo an Douar gant ur soulgarg dredan souezhus. Galvet e vez ar major Roy McBride : marteze eo liammet ar gwallzarvoudoù-mañ gant ur c’hefridi kaset gant e dad ur 16 vloaz zo bennak : raktres LIMA. Goulennet e vez digantañ mont betek Meurzh (en ur dremen dre al Loar) da gas ur gemennadenn d’e dad.
Ur film diwar-benn un den digenvez eo Ad Astra. Un den n’eo ket bet karet gant e dad ha n’eo ket bet gouest da vezañ dedennet gant an dud all da c’houde. Ur film gorrek eo ha brav eston e skeudennoù. Keuz ‘m eus pas bezañ bet gwelet ar film er sinema. Ur film souezhus a oa da sellet e-pad ar prantad bac’h kentañ, digenvez Roy en e lestr, en e benn, a roe ur skeud ouzhin un tamm…
Ur film brav eo.

Film sevenet gant James Gray. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e04.

Royal City 1 – Famille décomposée

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Kerzu 12, 2021 by geekezig

Famille_decomposee_Royal_City_tome_1Tad ar familh Pike a vez kaset d’an ospital. Evit ar wech kentañ abaoe pell e rank da izili ar familh n’em gavout en-dro asambles e Royal City. Pep hini a zo tapet gant e vuhez pe he buhez ha pep hini a zo tizhet bepred gant marv Tommy d’an oad a 14 vloaz, e 1993.
Ul levrenn digoradur eo Famille décomposée, amzer deomp ober anaoudegezh gant holl izili ar familh Pike ha kompren tamm-pe-damm peseurt skeudenn eus Tommy eo a vez o vevañ gant pep hini anezho, hervez o dibaboù ha keuz.
Cheñch a ra un tamm eus pezh moa bet tro da lenn gant Jeff Lemire, n’em c’houlenn a ran ma ne gavan ket plijusoc’h seurt istor, simploc’h ha tostoc’h ouzh ar bed ordinal. Kurius on, moarvat ez in pelloc’h en istor-mañ!royalcitydi
Istor ha tresadennoù gant Jeff Lemire. Embannet e galleg gant Urban Comics en dastumad Urban Indies, d’an 19 a viz Genver 2018.

pour te voir cinq minutes encore

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , , , on Gwengolo 21, 2021 by geekezig

pourtevoircinqminutesencoreAurélie Le Floch he doa kollet he zad e miz Genver 1994. Ur grennardez e oa d’ar mare-se. He zad a oa klañv gant ar sida. Trouver les mots pour te voir cinq minutes encore, pour garder ton image a zo un testeni berr ha fromus eus bugaleaj ur plac’h, he zud dispartiet pa oa bugel, he zad divreviat. A bep seurt eñvorennoù a zo en he zestenn : un darempred start gant he mamm, dilojadegoù, kalz traoù graet en desped dezhi hag ar blijadur bepred da vont da Roazhon e ti he zad pe he mamm-gozh, da vevañ traoù all, ur metou all. Nebeut a blas a gemer ar c’hleñved el levr, ken prim e seblant bezañ bet an traoù. N’eo ket al lodenn-se ar pep pouezusañ met kentoc’h an doare m’he deus ur plac’h da zegemer marv he zad. Ul levr bihan efedus ha kreñv.

Testeni gant Aurélie Le Floch. Embannet e ti Ateliers Henry Dougier, en dastumad Une Vie Une Voix, d’ar 7 a viz C’hwevrer 2019.

Hereditary

Posted in Filmoù with tags , , , on Eost 24, 2021 by geekezig

RAC_6922.NEF

Goude bezañ bet gwelet Midsommar e felle din gwelet film kentañ Ari Aster. Kregiñ a ra ar film gant marv mamm Annie. An div vaouez n’em em glevent ket mat, met start eo da Annie memestra. Start eo ivez da Charlie, merc’h Annie, he doa un darempred ispisial gant he mamm-gozh. Tamm-ha-tamm e krog darvoudoù souezhus-tre tro-dro d’ar familh…

Sioul e krog an traoù, brav eo ar skeudennoù, n’eus na “jump scare” na netra met barrek eo an aktourien. Tamm-ha-tamm eo e vez silet traoù, un aergelc’h iskis abalamour d’ar galverezh-speredoù ha traoù a seurt-se. Ar fin tout am eus kavet trumm un tamm ha ne seblant ket din anat kompren pep tra met splann eo e oa temoù/skeudennoù zo o tiwan eus stil Ari Aster peogwir e vint adkavet e Midsommar.
Ur film savet mat, n’eo ket ur film spont dreistordinal met mat eo memestra.

Film sevenet gant Ari Aster. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e02.

Sleepless in Seattle

Posted in Filmoù with tags , , , , on Mae 26, 2020 by geekezig

Titl ar film a anavezen met ne ouien ket peseurt doare film a oa na netra. Sleepless in Seattle a zo ur gomedienn romantel eus deroù ar bloavezhioù 90, gant Tom Hanks ha Meg Ryan. You’ve got Mail a blij kalz din setu perak ket?
Sam a zo o paouez koll e wreg. Diloj a ra gant e vab Jonah da Seattle. Eus he zu, Annie a zo war-var dimeziñ gant Walter met nec’het eo gant an diouer a “hudouriezh” en he c’houblad. Klevout a ra Sam er radio da vare Nedeleg, o komz diwar-benn e gañv. Jonah a fellfe dezhañ e rafe e dad anaoudegezh gant ur plac’h, setu perak en doa pellgomzet ar bugel d’ar radio. Ur sapre berzh en deus graet Sam an noz-se ha resev a ra ur bern lizhiri, en o-zouez hini Annie, a grog da vezañ sorc’hennet gantañ.
Lakaet on bet diaes gant istor ar film peogwir ne ra ket anaoudegezh an div dudenn james. A-benn ar fin eo ur film stalker penn-da-benn. ‘Meus aon eo koant peogwir eo ur plac’h a glask war lerc’h ar paotr. Daoust da se eo moutik (dreist-holl a-drugarez da dudenn Jonah) met re duet war ar blanedenn, an tonkadur, hudouriezh digomprenus ar garantez. Romantel da vat met poanius un tamm. N’on ket evit krediñ e c’hallfe an istor karantez-se padout goude ar film 😀
Ma, n’eo ket displijus kennebeut, fent a zo met dipitet on bet, dreist-holl o soñjal e You’ve Got Mail. Evel-se-mañ!

Film sevenet gant Nora Ephron. Stadoù-Unanet Amerika, 1993, 1e45.

Babybox

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on C'hwevrer 2, 2020 by geekezig

Kregiñ a ra Babybox gant ur plac’h yaouank, Claire, a fell dezhi kaout ur bugel. Diwezhatoc’h e vo paket he zud, perc’henn ur preti korean, en ur gwallzarvoud karr-tan. He zad ne zihun ket hag he mamm a zo marv. Dav eo dezhi ober war-dro an obidoù hec’h-unan neuze, rak he breur Julien a zo re yaouank c’hoazh. E-touez paperoù he mamm e kav ur voestad. Dizoloiñ a raio neuze eo bet adverc’het gant he zud. Divizout a ra Claire mont gant Julien da g/Korea ar Su da c’houzout hiroc’h diwar-benn he orin. Eno e vo komzet dezhi diwar-benn ar “babybox” bet savet gant ur pastor amerikan, en doa klevet komz diwar-benn poupiged dilezet e lec’hioù foran hag a varve gant ar riv. Ober a ra an den kozh war-dro ar vugale hag e sikour da gavout ur familh dezho. Se an hini a zo c’hoarvezet gant Claire.
Jung a seblant nec’het c’hoazh gant memes temoù : bezañ bet adverc’het pe advabet, an orinoù, an identelezh… Julien en deus plijet din, ar bugel sot gant ar film Braveheart ha bro Skos, daoust d’e gamaladed ober goap outañ. Ul levr brav eo, gant tresadennoù gwenn, du ha ruz. Un aergelc’h dous ha trist, melkonius, a zo d’an hollad. Fromus eo istor Claire met souezhet on bet un tamm gant he froudoù (dilezel pep tra e Frañs, bezañ fachet gant he zad ha cheñch ali ken buan all). Marteze e vo mat d’an arzour komz diwar-benn dodennoù all met kavet en deus ur stil tresañ a glot mat-kenañ evitañ me gav !Istor ha tresadennoù gant Jung. Embannet gant Soleil en dastumad Noctambule, d’ar 17 a viz Here 2018.

 

A Ghost Story

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 26, 2019 by geekezig

Mervel a ra ur paotr goude ur gwallzarvoud karr-tan. E stumm un tasmant e chom en ti hag e wel e wreg hag ar bed o vont war-raok heptañ.
Poanius ha hir ‘m eus kavet hanter kentañ A Ghost Story. En eil lodenn avat am eus komprenet diwar-benn petra e oar film : an amzer o tremen, ar bed o cheñch ha roudoù an denelezh o vont da hesk. Brav e oa. Laouen on bezañ bet kalonek a-walc’h da sellet ouzh ar film a-bezh met ken start e oa ar penn-kentañ ken ne vin ket gouest da guzuliañ ar film-se deoc’h.

Film sevenet gant David Lowery. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e27.

Le bruit du dégel

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 16, 2019 by geekezig

Kate a zo ur studierez yaouank, kollet un tamm. Evañ a ra kalz. Re. Ober a ra anaoudegezh gant ur plac’h kozh, un amezegez dezhi, Jean. Goulenn a ra ar plac’h kozh diganti paouez da evañ. Evel ur sort Cheherazad e konto Jean istorioù da g/Kate evit sikour anezhi da chom hep evañ. Istorioù he buhez, karantezioù, istorioù familh… Ar vuhez he deus bevet Jean pe an dud tro-dro dezhi. A bep seurt a vo gwelet : muntroù, gwallzarvoudoù, karantez heñvelreizh (difennet neuze) hag ivez stourmoù politikel, enep brezel Vietnam da skouer.
Brav eo Le bruit du dégel. Fromus. Start eo ivez. Ur romant don, stank, n’on ket souezhet e vefe bet start din mont war-raok, ken pinvidik eo ha gwirheñvel e sioù ordinal an tudennoù, e doareoù pep hini da vont war-raok goude marv unan bennak…
Kuzuliañ a ran digudenn romant John Burnside, un dizoloadenn a-feson eo bet evidon.

Romant skrivet gant John Burnside, embannet e galleg gant Le Métailié, d’an 23 a viz Eost 2018.

13 Reasons Why – eil bloavezh

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , , , on Genver 24, 2019 by geekezig

N’em boa skrivet pennad ebet diwar-benn bloavezh kentañ 13 Reasons Why met ur sapre efed en doa bet warnon koulskoude. Chomet e oa da brederiañ diwar-benn ur bern traoù bet bevet ganin. Ur sapre stirad eo evidon, a-fed stil hag a-fed dodenn evel-just. (Evit ar re na ouifent ket, heuliet e veze istor Hannah Baker, he doa enrollet kasedigoù diwar-benn an abegoù o deus boudet anezhi da n’em zistruj)
An eil bloavezh a grog un toullad mizioù diwezhatoc’h, p’emañ mamm Hannah o kregiñ gant he frosez a-enep d’al lise. Pep rann a ro tro da welet testeni unan bennak (lisead-ez, kelenner-ez, hag all). Peadra da gaout un eil sell pe ali war ar pezh he doa kontet Hannah. Er bloavezh kentañ e oa kontet an traoù ganti hepken, hep gouzout james penaos e oa bet bevet an darvoudoù gant an dud all. Plijet on bet gant an dra-se. N’on ket bet kendrec’het kement gant an doare da seveniñ ha da filmañ, ne seblante ket din ken brav ha kreñv. Met an dodennoù a zo ken pouezus/fromus (dramm, justis…) bepred. Gant ar prosez e vez lakaet war-wel ivez an darempredoù, ar strategiezhoù, an dud a glask levezoniñ ar re all, an traoù a zo start da anzav, laoskentez…
Ur bern dibaboù null a vez graet gant an tudennoù hervezon met just a-walc’h, un tu gwirheñveloc’h a zo er bloavezh-mañ marteze. Start eo keñveriañ an daou bloavezh ken disheñvel int me gav, met plijus eo bet adkavout an tudennoù, fromus-tre c’hoazh ha peadra ur wech ouzhpenn da gomz diwar-benn temoù pouezus ha ledan. Sellet a rin an trede bloavezh, sur.
Aliañ a ran sellet ouzh an doare talk-show 13 Reasons Why : Beyond the Reasons da c’houde, evit gwelet penaos eo bet labouret gant ar skipailh. Aesoc’h e vo kompren dibaboù zo, da skouer diwar-benn un darvoud e rann ziwezhañ en deus graet kalz reuz e-touez ar sellerien ha sellerezed.

Stirad krouet gant Brian Yorkey diwar romant Jay Asher. Bloavezh gant 13 rann tro 50 munutenn. Stadoù-Unanet, skignet gant Netflix en un doare etrevroadel abaoe an 18 a viz Mae 2018.