Dielloù evit boued

100 kilos d’étoiles

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Even 12, 2023 by geekezig

Loïs a fellfe dezhi dont da vezañ astraerez. Barrek eo e fizik, mennet ha leun a startijenn en he raktres. Pezh a zo, tev eo. Goude meur a wallzarvoud peogwir he doa paouezet da zebriñ eo bet kaset gant he zud en un ospital evit ar re yaouank gant kudennoù liammet gant ar boued. Gant an teir flac’h en he c’hambr ec’h ijinont tec’hout kuit betek Tolosa da gemer perzh en ur genstrivadeg aozet gant ar c’hCNES.
Ur film koant eo 100 kilos d’étoiles, a ro startijenn ha spi. A bep seurt kudennoù a zo gant ar merc’hed hag aes eo soñjal emañ ar saviad gwashañ ganto, bac’het en o c’hasoni en o c’heñver.
Ur film “strollad mignonezed”, road movie ha raktres eo, ha kaset eo mat da benn.

Film sevenet gant Marie Sophie Chambon. Frañs, 2019, 1e38.

#JeSuisLà

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Ebrel 2, 2023 by geekezig

E penn ur preti emañ Stéphane, e bro Euskadi. O paouez dimeziñ emañ e vab Ludo. Ur vuhez sioul en deus met n’eo james dimezet en-dro goude e disparti. Tamm-ha-tamm e krog un darempred gant ur plac’h e Korea ar Su dre Instagram. A-greiz-holl e tiviz mont da welet anezhi.
Ur film sioul eo #JeSuisLà, n’eo ket ur gomedienn romantel nag ur film fentus met ur film skañv ha koant diwar-benn un den a verz diwezhat n’en deus ket profitet eus e vuhez. Prantadoù brav-tre a zo etre Stéphane hag e vibien da skouer met ur film diwar-benn ar veaj eo ivez, penaos e c’haller bezañ “un den all” ha bevañ e gwirionez gant traoù diazez, hep kompren pep tra, reiñ a ra c’hoant da vat mont da Gorea ar Su! Kavet ‘m eus ne oa kentel ebet o lavar pegen spontus eo ar rouedadoù sokial pe traoù evel-se, e gwirionez eo ur film skañv, simpl ha brav.

Film sevenet gant Éric Lartigau. Frañs ha Belgia, 2020, 1e37.

Swallow

Posted in Filmoù with tags , on C'hwevrer 12, 2023 by geekezig

Emañ Hunter hag he gwaz Richie o paouez diloj en un ti brav eston. Ur post rener en deus Richie e embregerezh e familh. Digenvez eo Hunter, ober a ra war-dro an ti, gouzout a ra he deus chañs. Ur wech dougerez e krog da lonkañ objedoù betek bezañ dañjerus eviti hag ar c’hrouadur. Familh Richie a ziviz neuze ren he buhez ha spiañ anezhi bepred.
Brav-tre eo ar film, ur seurt kaerder yen, talennoù gant livioù ha furmoù kempouezet mat kenañ. Nec’hus-tre eo an aergelc’h ha savet mat ar film evit ma n’em santfe ar seller-ez trapet evel m’eo Hunter. Souezhus-tre eo ar fin. Ur film diwar-benn ar frankiz eo a-benn ar fin.

Film sevenet gant Carlo Mirabella-Davis. Stadoù-Unanet Amerika & Frañs, 2019, 1e34.

El hoyo

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 9, 2022 by geekezig

elhoyoUr film faltazi spagnol eo El hoyo, gant un neuz Cube dezhañ. Adalek ar penn-kentañ e kaven e vefe bet an doare film mat evit priz sinema an Utopiales.
Goreng a ziviz kemer perzh en un taol-arnod aozet gant ar Velestradurezh e-pad 6 miz, en eskemm d’un diplom. Dihuniñ a ra bac’het gant un den. Un toull a zo e kreiz al leur hag al lein. Ur savenn a dremen dre pep estaj gant boued. Tamm-ha-tamm ez eus nebeutoc’h nebeutañ a voued evel-just. Bep miz e cheñchont estaj ha n’ouzont ket pet estaj a zo en holl.
Klask aozañ an traoù evit rannañ ar boued, sikour pe get tud an estajoù all, sikour pe get an den a zo toullbac’het gant pep hini, a bep seurt a c’hoarvezo, ha pep tra a cheñcho ivez hervez e peseurt estaj emaint evel-just.
Dedennus am boa kavet ar film, diwar-benn psikologiezh an dud evel-just ha peseurt abegoù a lak pep hini da zibab bezañ emgar kentoc’h eget brokus. Daoust ha mat eo reiñ boued d’an holl dre ar feulster? Prantadoù feuls-tre a zo er film ha rukunus a-walc’h. Ur film efedus eo bepred ha dedennus evit ar preder. Ne ro respont ebet e gwirionez, n’eus haroz ebet. Ur film fin eo, gant nebeut a dra eo plijus an disoc’h me gav.

Film sevenet gant Galder Gaztelu-Urrutia. Bro Spagn, 2019, 1e34.

Always Be My Maybe

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 6, 2022 by geekezig

AlwaysbeFellout a rae din sellet ouzh Always Be My Maybe a seblante bezañ ur gomedienn romantel un tamm dic’hortoz. Ne oa ket kement-se e gwirionez.
Sasha ha Marcus a zo daou vignon bras abaoe ar skol. Sasha a zo dilezet gant he c’herent hag a dremen hec’h amzer gant familh Marcus. E ti Marcus e tizolo plijadur ar c’hegin.
Goude marv mamm Marcus eo e tiwan ul lodenn all eus o darempred met fachañ a reont. Sasha a zeu da vezañ ur geginerez vrudet kenañ padal e chom Marcus da labourat gant e dad e San Francisco. Pa teuio Sasha en-dro da zigeriñ ur preti nevez e San Francisco e gejo an daou en-dro dre zegouezh.
Anat a-walc’h eo an doare enebiezh a zo etre Sasha, a fell dezhi fiñval bepred, kuitaat he “zi” ha Marcus na fell ket dezhañ cheñch e voazioù. Pep hini en neus/he deus abegoù toull evel-just hag a gred eo (h)e z/doare da welet an traoù an hini mat evit an holl. Un diforc’h live sokial a zo ivez evel-just. Setu, netra nevez e gwirionez.
Prantadoù fentusañ ar film a zo liammet gant Keanu Reeves, pezh a oa bet diskuliet kalz dija. N’eo ket displijus ar film met ne zegas netra d’an doare filmoù-se hag un tamm re ordinal eo neuze.

Film sevenet gant Nahnatchka Khan. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e42.

Ramen Teh (情牽拉麵茶)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Ebrel 19, 2021 by geekezig

Fellout a rae din gwelet Ramen Teh (La Saveur des rāmen e galleg) abaoe pell. Ur film dous ha fromus eo.
Goude marv e dad, Masato a ziviz mont war roudoù e vamm, marvet pa oa eñ bugel. Gouzout a ra ez eus ul lodenn eus e familh e Singapour. Gant sikour ur blogourez a zo o chom e Singapour e tizolo boued ar vro hag e kav roudoù e familh. Kompren a ra neuze gwelloc’h e vamm met ivez efedoù kalet an istor en darempredoù etre tud Singapour ha Japaniz.
Ur film diwar-benn ar familh, ar c’hañv, an darempredoù etre an dud eo neuze, hag ur film diwar-benn ar boued. Un drugar eo da sellet, reiñ a ra c’hoant mont da dañva pep tra e Singapour (gant ma tebrit kig ha pesked…) ha da bignat e lein delwenn an doueez Kannon e Takasaki.
Deuet brav-tre eo ar film d’am meno.

Film sevenet gant Eric Khoo. Japan, Singapour ha Frañs, 2018, 1e30.

That Sugar Film

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Eost 16, 2020 by geekezig

Un teulfilm e doare Super Size Me eo That Sugar Film. Un aostralian a ziviz debriñ ar geidenn sukr a vez bevezet gant un aostralian keitat evit gwelet peseurt efed en deus war e yec’hed. N’eo ket boaz da zebriñ sukr en e vuhez pemdez. Divizet en deus pas evañ soda ha kemer traoù “yac’h”, a vez kavet e pep lec’h (yaourt gant frouezh, jug frouezh, edaj hag all). Buan e vez gwelet eo tevoc’h da live e gof hepken, efedoù en deus ivez ar sukr war e imor ha goude un nebeut taolioù-arnod e vez gwelet eo klañv e avu, war zu da dapout kleñved ar sukr pe dost.
Traoù all a zo en teulfilm ivez, mont a ra Damon Gameau da welet ur gumuniezh gwirvroidi a glask deskiñ d’he izili pas beveziñ re a soda ha traoù all a seurt-se (rak du-hont eo e vez gwerzhet ar muiañ a soda e Aostralia) hag ivez betek ar Stadoù-Unanet  da atersiñ un dantour a sikour tud taget o dent gant ar sukr.
Startijenn a zo gant an teulfilm, fent hag ur spered dudi evit ar seller ar pezh a zo un tamm hegasus me gav. Dedennus eo ar pezh a vez gwelet er film, santet a vez mat n’eus youl politikel ebet d’ober war-dro kudenn ar sukr abalamour d’an arc’hant bras a zegas, koulz e Aostralia hag e lec’h all.
Un teulfilm dudius hag a-bouez.

Teufilm sevenet gant Damon Gameau. Aostralia, 2014, 1e30.

Our dining table

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Mae 23, 2019 by geekezig

Yutaka a vev ur vuhez sioul met digenvez eo. N’a ket da evañ banneoù gant e genseurted, debriñ a ra e unan bepred…
Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant Tane, ur paotrig pevar bloaz, a laer e onigiri digantañ er park. A-drugarez d’an darvoud-se e krogo ur vignoniezh etre Yutaka ha familh Tane. Tamm-ha-tamm e tesko kaout plijadur o tebriñ gant tud all zoken.
Ur manga dous eo Our dining table. Yutaka a zo un den trist, a zo bet lakaet a-gostez e vuhez-pad ha kavout tud a ro blaz en dro d’e vuhez (c’hac’ha) a zo ur cheñchamant bras evitañ. Kalz kaoz a vo eus boued er manga, ur blijadur eo.
Ur boys love (ur manga gant un istor karantez etre daou baotr) eo ar manga-mañ met n’eus kazi netra o c’hoarvezout e gwirionez. Un istor karantez o tiwan eo. An tresadennoù a zo simpl ivez met klotañ a ra mat gant an tudennoù hag an istor, evel-se ez eus plas evit santimantoù ha soñjoù an tudennoù.

Istor ha tresadennoù gant Ori Mita. Embannet e galleg gant Taifu Comics, d’an 28 a viz Even 2018.A

Le goût d’Emma

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Kerzu 17, 2018 by geekezig

Le goût d’Emma a zo ul levr bannoù-treset awenet gant buhez Emmanuelle Maisonneuve, ar plac’h kentañ o vezañ bet o labourat evit levrioù heñchañ Michelin. An degemer en ur metou paotred (“pegen start eo ar vicher war an hentoù, ne vo ket aes evit kaout ur familh, sur oc’h?”), pegen digenvez ha start eo al labour (an darempred gant renerien ar pretioù hag ostalerioù, kaout da varn hep debriñ alies, reolennoù strizh na glotont ket bepred gant spered pep preti…) met ivez karantez ar boued, ar blazoù, ar produoù, an ijin, perzh pep korn-bro… A bep seurt a vo tro da welet.
Ur plac’h digenvez e seblant Emma bezañ (splann a-walc’h gant he darempred gant he mignon) met pennek ha barrek.
Plijadur ‘m eus bet o lenn Le goût d’Emma, un istor dedennus eo. Soñj ‘m eus bezañ bet hunvreet gwechall ober ur vicher a seurt-se evit gallout beajiñ, debriñ ha kousket. Met ne seblant ket ken romantel ha se…
Deskrivadurioù ar boued a zo brav da lenn, meur a brantad a lak da c’hlaourenniñ kazi! Ul levr plijus ha dudius neuze.Istor gant Emmanuelle Maisonneuve & Julia Pavlowitch, tresadennoù Kan Takahama. Embannet gant Les arènes BD, d’an 28 a viz C’hwevrer 2018.

Les jours sucrés

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Ebrel 3, 2016 by geekezig

jours-sucresSoñj ho peus marteze eus ma ali diwar-benn Shä & Salomé ? Piket e oa bet ma c’halon gant al levr bannoù-treset-se, ijinit ma fenn pa ‘m eus gwelet Les jours sucrés. Ijinit ma fenn pa ‘m eus gwelet “Brav eo” skrivet war golo Les jours sucrés !
Disheñvel mat eo al levr-mañ eus Shä & Salomé. Heuliet e vez istor Églantine, ur plac’h yaouank kounnaret bepred a zizolo eo marvet he zad hag en deus laosket dezhi an ti-vara “Brav eo”, en ur bourk bihan e Breizh, Klervi (ya, iskis eo anv ar bourk). Distreiñ a ra da Vreizh, hegaset meurbet. Tamm-ha-tamm e teuio eñvorennoù dezhi, reoù displijus evel-just tro-dro d’ar fed e oa bet dilezet he mamm ha hi gant he zad met traoù plijus ivez a-drugarez da c’h/Gaël, he mignon pa oa bugel, d’he moereb Marronde ha d’al levr sekredoù kegin bet laosket dezhi gant he zad…
Un tamm hegasus eo Églantine, he zu Parizianez a zo bet un tamm start evidon er penn-kentañ. Evel-just eo graet a-ratozh evit lakaat an dudenn da vont war-raok peogwir e tizolo tamm-ha-tamm ar wirionez diwar-benn buhez he familh hag e preder diwar-benn tout-se. Un tamm souezhus eo taolenn kêriadenn Klervi (ijinet e vez kostez Brest met gwin a vez graet du-hont! :D), faltaziet eo bet evel-just (evel ma lâr an daou aozer) met fentus ‘m eus kavet. Ma, brav-tre ‘m eus kavet an tresadennoù ur wech ouzhpenn ha fromus fin al levr. Ur prantad lenn plijus-tre eo bet. Daoust din pas bezañ bet ken bamet eget gant Shä & Salomé e fell din lârat : Brav eo (an istor keit hag an tresadennoù) ha mat pell zo. ^_^les-jours-sucres-recette-illustree

Istor gant Loïc Clément, tresadennoù gant Anne Montel. Embannet gant Dargaud, d’an 22 a viz C’hwevrer 2016.