Dielloù evit embregerezh

Bolchoï Arena 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gouere 3, 2022 by geekezig

bolchoi2Sac’het eo Marje e Bolchoï Arena. Nec’het eo, dizesper. He c’haredig hag he mignoned a glask sikour anezhi er bed gwirion hag e Bolchoï Arena. E keit-se e vez dizoloet traoù iskis o c’hoarvezout e Bolchoï Arena tro-dro da embregerezhioù a seblant re c’hlan…
Plijus-tre eo Bolchoï Arena bepred. N’eo ket ken souezhus/sebezus eget na oa al levrenn gentañ ha luziet ‘m eus kavet un tamm ar penn-kentañ met kaset eo mat war-raok ha treset ken mat c’hoazh, hast ‘m eus lenn an trede levrenn!
BolchoiArenaT2-4Istor gant Boulet ha tresadennoù gant Aseyn. Embannet gant Delcourt d’an 22 a viz Genver 2020.

Shangri-La

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Here 15, 2021 by geekezig

Shangri-La a felle din lenn abaoe pell met ne oan james kroget e-barzh. Goude an Utopiales 2019 ha bezañ selaouet Mathieu Bablet ha gwelet an diskouezadeg dispar a oa e-pad ar festival e oa dav din e lenn!
Shangri-La a zo un istor o tremen en dazont, n’emañ ket an denelezh ken war an Douar met e-barzh ul lestr/planedenn renet gant un embregerezh. An haroz a zo e darempred gant ur strollad emsaverien ha tamm-ha-tamm e kompren e vez kuzhet traoù gant an embregerezh-se d’an dud.
Netra souezhus e gwirionez e red an istor hag eeunik eo ar sell war ar c’hapitalouriezh, ar ouennelouriezh hag all. Plijet on bet gant an emsaverien o vezañ dipitus ivez (e mod Hunger Games 3). Brav eston eo an tresadennoù avat, un drugar. N’eo ket ul levr fall neuze met marteze e rankfe Mathieu Bablet soñjal e kenlabourat gant tud all evit an istor zoken ma n’eus anzavet e felle dezhañ mestroniañ bepred an istor e-kerzh an taolioù-grenn am boa klevet…Istor ha tresadennoù gant Mathieu Bablet. Embannet e ti Ankama éditions d’an 2 a viz Gwengolo 2016.

That Sugar Film

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Eost 16, 2020 by geekezig

Un teulfilm e doare Super Size Me eo That Sugar Film. Un aostralian a ziviz debriñ ar geidenn sukr a vez bevezet gant un aostralian keitat evit gwelet peseurt efed en deus war e yec’hed. N’eo ket boaz da zebriñ sukr en e vuhez pemdez. Divizet en deus pas evañ soda ha kemer traoù “yac’h”, a vez kavet e pep lec’h (yaourt gant frouezh, jug frouezh, edaj hag all). Buan e vez gwelet eo tevoc’h da live e gof hepken, efedoù en deus ivez ar sukr war e imor ha goude un nebeut taolioù-arnod e vez gwelet eo klañv e avu, war zu da dapout kleñved ar sukr pe dost.
Traoù all a zo en teulfilm ivez, mont a ra Damon Gameau da welet ur gumuniezh gwirvroidi a glask deskiñ d’he izili pas beveziñ re a soda ha traoù all a seurt-se (rak du-hont eo e vez gwerzhet ar muiañ a soda e Aostralia) hag ivez betek ar Stadoù-Unanet  da atersiñ un dantour a sikour tud taget o dent gant ar sukr.
Startijenn a zo gant an teulfilm, fent hag ur spered dudi evit ar seller ar pezh a zo un tamm hegasus me gav. Dedennus eo ar pezh a vez gwelet er film, santet a vez mat n’eus youl politikel ebet d’ober war-dro kudenn ar sukr abalamour d’an arc’hant bras a zegas, koulz e Aostralia hag e lec’h all.
Un teulfilm dudius hag a-bouez.

Teufilm sevenet gant Damon Gameau. Aostralia, 2014, 1e30.

Joy

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gouere 4, 2018 by geekezig

Ur film diwar-benn ur plac’h he deus laosket he hunvreoù a gostez eo Joy. Bac’het eo en ur saviad start gant he zud o c’houlenn sikour, he gwaz-bet c’hoazh o chom en ti, he bugale… N’hall ket tapout pep lec’h. Pa oa bugel e plije dezhi ijinañ a bep seurt traoù ha keuz he deus eus penaos eo troet an traoù eviti. En desped d’an holl tro-dro dezhi ec’h ijino ur valaenn-torch a raio kalz berzh. Heuliet e vez hec’h “emgann” evit bezañ doujet gant he c’henlabourerien, ober bruderezh evit hec’h ijinadenn hag all. Ur film a ro startijenn eo, gwelout ur plac’h ken mennet a zo awenus met un tamm hir eo avat ha start eo bepred krediñ e Jennifer Lawrence evel mamm a diegezh, d’am meno.

Film sevenet gant David O. Russell. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 2e04.

L’histoire de Nintendo (vol 1) : 1889-1980 des cartes à jouer aux Game & Watch

Posted in Levrioù with tags , , , on Eost 27, 2013 by geekezig

L_Histoire_de_Ni_4de22d2150b7fUr raktres divent a zo gant Florent Gorges : kontañ istor embregerezh Nintendo. Iskis eo evel-se met dedennus kenañ eo e gwirionez. Ma lâran Nintendo deoc’h e respontfet Super NES, Game Boy, Mario ha Zelda, neketa? Ma, kaaaalz traoù a zo c’hoarvezet a-raok me lâr deoc’h!
Kregiñ a ra istor embregerezh Nintendo e Kyōtō e fin an XIXvet kantved. Degaset eo bet ar c’hoarioù kartoù gant ar Portugaliz e bro Japan e deroù ar pezh a vez galvet prantad meiji (pa tigor en-dro harzoù Japan goude prantad edo) met kêr kenañ eo lakaat degas c’hoarioù kartoù neuze perak ket ober anezho er vro? Doareoù all a vo da c’hoari neuze hag en o-zouez ijinañ c’hoarioù broadel levezonet gant ar c’hartoù estren.
Da c’houde he deus ranket an embregerezh ledanaat he zachenn labour (ne vezet ket prenet hanter kant c’hoari kartoù gant pep familh) ha setu penaos int kroget da sevel c’hoarioù, c’hoarioù-taol, c’hoarioù elektronek ha goude-se c’hoarioù video.
Un embregerezh familh eo ivez hag a bep seurt traoù a zo c’hoarvezet (merc’hed a oa gant ar renerien setu e oa ret dimeziñ anezho gant implijidi a-feson a gemerfe penn an embregerezh, tremenet eo mat ha fall…).
Dedennus-kenañ eo lenn istor an embregerezh (ha c’hoazh, n’eus kaoz nemet eus lodenn Japan! Levrioù all diwar-benn Nintendo of America a zo bet skrivet ivez!). Lenn an traoù o deus graet berzh, an divizoù risklus, ar prantadoù ekonomikel start hag all… Un doare katalog eo ivez gant ur bern skeudennoù eus ar c’hoarioù kartoù ha c’hoarioù, c’hoarielloù a bep seurt. Un doare da “zastum” hep re a riskl. Un drugar eo da lenn, ur bern skeudennoù a zo hag hast ‘m eus kenderc’hel da lenn hag e kendalc’hfe Florent Gorges gant e labour a galite (tri levr a zo dija met seizh a zo raktreset en holl!) !
Ma fell deoc’h gwelet un tamm penaos eo kinniget al levr ez eus tu da welet ar pajennoù kentañ amañ

Skrivet gant Florent Gorges gant kenlabour YAMAZAKI Isao. Embannet e miz Kerzu 2010 gant an embannadurioù Pix ‘n love. (skeudenn diwar lec’hienn an embanner)

El método

Posted in Filmoù with tags , , on Mae 9, 2013 by geekezig

el-metodoNec’het e oan e penn-kentañ El método, peogwir e vez gwelet an holl dudennoù asambles, troc’het ar skramm en un doare ne blije ket din. E gwirionez ne bad ket evel-just peogwir e tremen pep tra en ur sal emvod da c’houde.
Santet e vez a-walc’h eo diazezet ar film war ur pezh c’hoari met n’eo ket grevus kement-se, efedus e chom.
Seizh den a gemer perzh en un emgav tutañ en un embregerezh (a ijiner b/) vras evit ur post uhel. Buan e vo lâret dezho ez eus en o-zouez ur psikologour hag e vezont lakaet da ober poeladennoù a bep seurt (kavout piv eo, dilenn ur chef, difenn pep hini d’e dro e blas e istorioù…). Tamm-ha-tamm e vez skarzhet an dud neuze hag e starta ar “c’hoari”.
Un aergelc’h stenn-tre a zo ha c’hoant hon eus da c’houzout hiroc’h, da welet petra ‘vo ar poeladennoù o tont ha piv a “c’hounezo” (ar post). Spontus eo ha trellus war memestro ar mennozh ober seurt traoù evit tutañ…
Hegaset on bet un tamm gant an tu “sexy” (ha romantel) tro-dro da dudenn Nieves (a zo dispar e-pad tout lodenn gentañ ar film, betek fin an istor e-lec’h ma rankont skarzhañ unan en ur bed distrujet), evidon-me eo gwander ar film. An tu goap, merc’heta/paotreta na vefe ket ken pouezus ma c’hoarvezfe seurt emvod e gwirionez. Un tamm aes eo neuze me gav.
Ma, mod all on bet tapet penn-da-benn hag e kavan eo ur film teñval, kriz hag efedus-tre!

Flander’s Company – bloavezh 3

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , on Du 25, 2012 by geekezig

Pell am eus lakaet da sellet ouzh trede bloavezh Flander’s Company. Tud drouk nevez a zo, a lakaet vez pell araok kompren piv int. Un istor “war hir dermen” a zo a-hed ar bloavezh ha plijus-tre eo (rak harozed int ar re zrouk-se! Eeeeh ya!). Damien a vez gwelet aliesoc’h evit Dr Parker hag ur ganaouenn fin entanus-tre a zo gant ar strollad Virgin Princess.
Un doare emdroadur klasel evit ur web-stirad, o vont davet rannoù hiroc’h ha liammetoc’h an eil re gant ar re all, n’on ket bet displijet tamm ebet gant-se, er c’hontrol!

Lehman, la crise et moi.

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Du 21, 2012 by geekezig

 

Lehman, la crise et moi a ginnig sell ur rener embregerezh (en doa dija savet ul levr diwar-benn-se) war an “enkadenn”. Dedennus eo ha fromus a-wechoù. Gwir eo eo start gwelet resis penaos e tremen an traoù evit un embregerezh a goll e glianted hag a rank skarzhañ tud pa ne vezer ket er bed-se. Un embregerezh etre a zo kaoz amañ, ne oa ket ur pezh tra etrevroadel, met brasig a-walc’h evit kaout da serriñ lodennoù e diavaez Pariz.
Ma, setu, evit ar re a fell dezho e vo dedennus, n’eo ket dreistordinal an tresadennoù, un tu bugel dezho un tamm met n’int ket displijus kennebeut. Er fin ez eus ur bern displegadennoù tro-dro d’al lezennoù met n’on ket bet kalonek a-walc’h d’o lenn.

Enemigo

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gwengolo 5, 2012 by geekezig

Bet ‘m eus bet lennet traoù zo gant Taniguchi, met anzav a ran e kaven ordin un tammig re sioul… (hag an holl traoù all a ra e plijfe d’an dud en Europa). Enemigo a zo bet embannet e 1984 ha 1985. D’ar mare-se e oa levezonet Taniguchi gant bannoù-treset european ha filmoù amerikan. Se ‘vez santet dreist-holl en istor-mañ. Un istor a dremen en ur vro ijinet e Amerika ar Su : Nascencio. Un embregerezh japanat a zo o sikour ar gouarnamant da dreuzfurmañ ar jañglenn e tachenn evit gounit edaj. Skrapet e vez rener an embregerezh gant ur strollad guerilleros. Breur ar rener a vez galvet gant e sekretourez evit dont da sikour…
Haroz Enemigo a zo un enklaskour-prevez er Stadoù-Unanet ha komprenet e vez buan en deus kemeret perzh e brezel Vietnam. N’eo ket ur paotr fentus ha gouest eo d’en em gannañ, anat deoc’h! Un doare Rambo eo un tammig, e-unan a-enep d’ar bed a-bezh ^^
Leun a virvilh eo ar manga, tarzhadennoù hag all, ha fentus eo ouzhpenn an doare sell war broioù Amerika ar Su (un diktatouriezh a oa, ur brezel diabarzh a zo bet hag ur gouarnamant komunour a zo). Ur bern diskoulmoù a vefe : labourerien-douar Chicago o deus aon rak ur c’hevezer nevez, un doare evit ar re a oa a-du gant an diktatouriezh da zistreiñ hag all.
Ur manga dedennus neuze, a ro ur sell all war oberenn Taniguchi. (hag evelse em eus dizoloet un dro-lavar japanat : “kaout c’hwezh (fall) an amann” = kaout blaz ar c’hornog. Ar pezh a veze tamallet d’ar mangaka d’ar mare-se!