Hunger Games : Mockingjay

SETU! Resevet al levr a-benn ar fin.
Buan a-walc’h em eus santet ne yae ket avat. Ne oan ket tapet gant an istor, ur bern tudennoù nevez a oa met ne oant ket dedennus… Daoust din kavout gwirheñvel-tre e vefe ken gwas ar strollad rebeled hag ar gêrbenn em eus bet poant o vont war-raok hag o kavout plijadur en istor. (Anzavomp ouzhpenn, ur wech tennet Peeta ha Haymitch ne chom ket kalz tudennoù plijus…) Adalek kreiz al levr eo bet tapet ma evezh en-dro un tamm. Luzhiet un tamm ‘m eus kavet an emgannoù fin hag anat un tamm ar pezh a c’hoarvez gant ar remziad nevez. Traoù plijus ha traoù dipitus a zo er c’hlozadur…
Gwelloc’h e kaven ar skrivagnerez war tachenn ar c’hoarioù evit war tachenn ar politikerezh/arme… Moarvet e felle dezhi echuiñ gant an istor he doa kroget (hag atizet, anat) met n’ouzon ket, evidon-me e seblant “a re”. 😥
(Piv eo an teod fall a lâr e oa anat en ur welet frazenn Stephenie Meyer war ar golo?!)

Advertisements

3 Respont to “Hunger Games : Mockingjay”

  1. […] pell alese. Un tamm aon ‘m eus rak an trede ha pevare film peogwir e oan bet dipitet gant al levr ha na welan ket penaos e vo graet div lodenn dioutañ… Ma, gwelet e vo. A-benn neuze e […]

  2. […] ho peus soñj ne oan ket bet plijet kement-se gant trede lodenn levrioù The Hunger Games met souezhet brav-tre gant an eil film. Fellout a rae din gwelet ar film nevez neuze evit gwelet […]

  3. […] Trede levr The Hunger Games n’en doa ket plijet din kement-se m’ho peus soñj mat ha ne oan ket gwall laouen gant an diviz ober daou film gant al levr-se. Ar film 3.1 en doa souezhet ac’hanon kentoc’h mat ha daoust din kavout eo an 3.2 an hini gwanañ eus an tri film diwezhañ (ar re nemetañ a gavan dedennus) em eus kavet ne oa ken sod-se an diviz-se. Film diwezhañ The Hunger Games a zo ur sapre film birvilh. Soñj mat em boa eus ar pezh a c’hoarveze (souezhet on bet) met sklaeroc’h ha kreñvoc’h n’eus seblantet din war ar skramm. E gwirionez on bet bamet gant al lodennoù birvilh ‘m eus kavet efedus ha lusket dispar. An tammoù psikologel n’am eus ket kavet ken dispar. Dipitet on bet gant ar fin a zo chomet rik ar memes hini met en ur gomz gant ar mignon a oa ganin (n’en deus ket lennet al levrioù) em eus merzet e oa kalz skoempoc’h da gompren war ar skramm eget el levr, neuze eo dedennusoc’h kalz. Ur bern istudennoù plijus a zo er film (er strollad a gas an argad), ar pezh n’em boa ket santet kement en ul lenn al levr (pa adlennan ma fennad!) ha klozañ a ra mat an oberenn am eus kavet doujus en ur vezañ disheñvel ha kazi pinvidikoc’h. D’am soñj e oa pouezus gwelet ar film war skramm bras ivez, ken sebezus eo lodennoù zo. […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: