Dielloù evit micher

Un divan à Tunis

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 16, 2023 by geekezig

Selma a zistro da Dunis goude bezañ bet o vevañ e Pariz e pad pell. Fellout a ra dezhi digeriñ he c’habined bredelfennerezh. Tatouet eo, n’eo ket dimezet, gwelet eo evel drol gant darn vrasañ an dud. Koulskoude e ra berzh bras he c’habined. Ur poliser a lak bec’h warni avat peogwir n’he deus aotre ebet evit labourat…
Ur film skañv ha fentus eo diwar-benn ur plac’h o klask cheñch buhez ha sikour tud o deus ezhomm outi. Dudius eo.

Film sevenet gant Manele Labidi. Frañs & Tunizia, 2019, 1e28.

Libraire jusqu’à l’os 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Ebrel 7, 2022 by geekezig

librairejusqualosAbaoe pell e felle din lenn Libraire jusqu’à l’os, ur manga fentus diwar-benn ar micher gwerzher levrioù. Heuliet e vez Honda, ur c’horf-eskern a labour en ul levrdi a werzh manga hepken. Ur manga skañv eo neuze gant arvalien a bep seurt o tont da glask levrioù resis (pe get) ha traoùigoù diwar-benn ar vicher : servijoù kenwerzh an tiez-embann o tont, prientiñ al levrioù nevez (lakaat anezho gant ar profoù, kaset e pakadennoù disheñvel), penaos aliañ an arvalien hag all. Fentus-tre eo ha traoù heñvel ouzh micherioù al levraouegoù a zo, kavet am boa dedennus gwelet an traoù a seblante heverk eus doareoù da labourat Japan hag an traoù a zo boutin d’an holl stalioù moarvat. Un doare dudius-kenañ da zizoloiñ ur vicher!
libraireIstor ha tresadennoù gant Honda. Embannet e galleg e ti Soleil manga d’an 2 a viz Genver 2020.

Always Be My Maybe

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 6, 2022 by geekezig

AlwaysbeFellout a rae din sellet ouzh Always Be My Maybe a seblante bezañ ur gomedienn romantel un tamm dic’hortoz. Ne oa ket kement-se e gwirionez.
Sasha ha Marcus a zo daou vignon bras abaoe ar skol. Sasha a zo dilezet gant he c’herent hag a dremen hec’h amzer gant familh Marcus. E ti Marcus e tizolo plijadur ar c’hegin.
Goude marv mamm Marcus eo e tiwan ul lodenn all eus o darempred met fachañ a reont. Sasha a zeu da vezañ ur geginerez vrudet kenañ padal e chom Marcus da labourat gant e dad e San Francisco. Pa teuio Sasha en-dro da zigeriñ ur preti nevez e San Francisco e gejo an daou en-dro dre zegouezh.
Anat a-walc’h eo an doare enebiezh a zo etre Sasha, a fell dezhi fiñval bepred, kuitaat he “zi” ha Marcus na fell ket dezhañ cheñch e voazioù. Pep hini en neus/he deus abegoù toull evel-just hag a gred eo (h)e z/doare da welet an traoù an hini mat evit an holl. Un diforc’h live sokial a zo ivez evel-just. Setu, netra nevez e gwirionez.
Prantadoù fentusañ ar film a zo liammet gant Keanu Reeves, pezh a oa bet diskuliet kalz dija. N’eo ket displijus ar film met ne zegas netra d’an doare filmoù-se hag un tamm re ordinal eo neuze.

Film sevenet gant Nahnatchka Khan. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e42.

The White Crow

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Genver 27, 2022 by geekezig

thewhitecrowN’anavezen ket Rudolf Nureyev (pe Noureev) a-raok sellet ouzh ar film. Ur biopic eus ar c’hlaselañ eo ar The White Crow, pezh n’eo ket dre ret un dra vat. Ur sapre perzh mat a zo gant ar film avat peogwir e komz an tudennoù o yezhoù : ar Rusianed rusianeg, ar C’hallaoued galleg hag all. Un drugar ken ral!
Ar film a ziskouez dreist-holl bloavezhioù Nureyev e Leningrad (Sant Petersbourg) pa teske dañsal gant Pouchkine ha dreist-holl troiad ar Mariinsky Ballet e Pariz e 1961 (ha diviz Nureyev chom er C’hornog), un toullad selloù a-gil a zo ivez diwar-benn e vugaleaj, alies un doare romantel da zisplegañ taolioù-from hag all.
Displijus a-walc’h eo poltred Noureyev, leun a gounnar, emgar, dichek gant ar re all, otus. Dedennus e oa dizoloiñ an dudenn met un tamm start eo e chomfe ken pell ar film war istor Pariz (gant Clara Saint, an aerborzh) e plas marteze klask diskouez un tamm ar pezh a reas da c’houde e Opera Pariz ha fin e vuhez, klañv gant ar sida.
Dipitus un tamm. Dedennus evit dizoloiñ an den hepken.

Film sevenet gant Ralph Fiennes. Rouantelezh-Unanet, Frañs, Kroasia ha Serbia, 2018, 2e07.

Proxima

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 23, 2021 by geekezig

E tachenn pleustriñ Köln emañ Sarah, egoraerez, o pleustriñ. Nebeud a verc’hed a zo e-touez he skipailh. Pa rank mont en egor e vo ret dezhi laoskel he merc’h Stella, eizh vloaz, gant he zad. Un degouezh boaz evit an tadoù met kalz nebeutoc’h evit ur vamm…
Ur film dedennus-kenañ e meur a geñver eo Proxima : evit an doare da brientiñ da vont en egor evel-just (gwirheñvel-kenañ war a seblant) met ivez plas ur plac’h en ur bed paotred, sell ar gevredigezh war ur vamm a zibab mont betek penn he labour hag he hunvreoù hag ivez un doare skañvoc’h plas ar yezhoù en un darempred (merc’h an harozez o komz en Alamaneg ganti p’eo fachet da skouer). Ur film brav-tre ha pouezus.

Film sevenet gant Alice Winocour. Frañs, 2019, 1e47.

Once Upon A Time… In Hollywood

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 8, 2021 by geekezig

Once-Upon-a-Time-Hollywood-Wow-Movie-Jim-Hemphill-Talkhouse-FilmDiegi am boa bet o vont da welet film nevez Tarantino, pezh a zo souezhus evidon. Gouzout a raen e komze diwar-benn sinema ouzhpenn, abeg ebet da pas kaout c’hoant gwelet ar film.
Tremen a ra ar film e 1969, heuliet e vez un aktour western, bet brudet gwechall hag e gomper faragoeller. Sharon Tate ha Roman Polanski a zo nevez staliet en ti e-kichen hini an aktour.
Ur film diwar-benn ar sinema eo evel-just, met ivez diwar-benn daou vignon, ha diwar-benn un den o kompren eo echu mare e vrud. Al lodennoù-se o deus plijet din, straedoù Los Angeles, goueleier ar sinemaoù oc’h enaouiñ pa teu an noz… N’on ket bet plijet kement gant an istor tro-dro da “familh Manson”. Al lodenn er ranch ‘m eus kavet hir spontus, hag an ukroniezh savet gant Tarantino a gavan iskis, jenet ont bet gant tout al lodenn fin e gwirionez, daoust din kavout e oa adlañset un tamm lusk ar film gant mare Rick e Italia.
N’on ket bet jenet gant techoù Tarantino (daveoù a-vil-vern, d’e filmoù dezhañ alies, treid…) ha zoken reoù zo o deus manket din pe dost (ar vouezh off el lodenn fin en deus lakaet ac’hanon da verzout an dra-se). N’am eus kavet kazi fent ebet er film, al lodennoù a lake an dud da c’hoarzhin tro-dro din n’am eus ket kavet fentus tamm ebet.
Ar wech kentañ eo din bezañ ken distabilaet/jenet gant ur film savet gant Tarantino, na pebezh tristidigezh p’eo ur film a gomz diwar-benn sinema! Kalzik traoù dedennus a zo er film memestra ha sur on e plijo d’un toullad tud !

Film sevenet gant Quentin Tarantino. Stadoù-Unanet Amerika, Rouantelezh-Unanet ha Sina, 2019, 2e41.

La lanterne de Nyx 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 16, 2021 by geekezig

lalanternedenyxE-pad Japan Expo an hini am boa klevet komz diwar-benn La lanterne de Nyx, pe kentoc’h, en ur selaou ouzh an embannerien a oa pedet evit priz ACBD Azia em boa bet c’hoant da lenn La lanterne de Nyx.
Tremen a ra ar manga e 1878, Miyo a zo ur plac’h yaouank a vev gant he moereb goude marv he zad. N’eo ket gwall digourdi hervezi ha klask a reont labour eviti. Dre zegouezh un tamm e krog da labourat en ur stal a werzh produoù deuet eus a-bell vro, broioù ar c’hornog kentoc’h. E Nagasaki e tremen an traoù. Miyo he deus ur galloud un tamm souezhus hag a zo gwelet “istor” un objed. Pa douch anezhañ e c’hall gwelet eus pelec’h e teu ha da biv e vo gwerzhet da c’houde.
Pep chabistr a zo tro-dro d’un objed resis : un dablezenn chokolad, ur mekanik da wriat Singer, ur robenn… Dedennus-kenañ eo gwelet peseurt ijinadennoù teknologel a oa, penaos int liammet gant politikerezh digoradur Japan (lezennoù diwar-benn an doare da n’em wiskañ da skouer), Nagasaki a zo nepell eus al lodennoù a rae kenwerzh gant Holland a-raok na vefe digoret harzoù Japan. Miyo a zizolo traoù hag a zesk lenn, skrivañ ha saozneg evit sikour tud ar stal. Perc’henn ar stal a zo ur paotr yaouank souezhus-tre ivez, bet dilezet peogwir n’eo ket japanat hepken hag en dresoù n’int ket aziat kement-se.
An tresadennoù a zo brav-kenañ, savet eo ar manga gant arzourez Le papillon en doa plijet din dija. Hast ‘m eus lenn ar peurrest!

bd-la-lanterne-de-nyxIstor ha tresadennoù gant Kan Takahama. Embannet e galleg gant Glénat, d’ar 6 a viz Meurzh 2019.

Le chant du loup

Posted in Filmoù with tags , , , , on Du 18, 2020 by geekezig

Kalzik berzh en doa graet Le chant du loup ha keuz am boa pas bezañ gwelet ar film er sinema.
Heuliet e vez ur paotr yaouank e-touez “ar skouarn aour”, a labour er morlu broadel. War vourzh ul lestr-spluj e selaou ouzh an trouzioù a zo er mor… Ur fazi bras a ra avat en ur dielfennañ ur son ha paket berr eo skipailh al lestr.
Dispar am boa kavet lodenn gentañ ar film : leun ar virvilh, efedus, stegn. An eil lodenn am boa kavet gwanoc’h siwazh.
Ral eo gwelet ur film gall a seurt-se avat. Souezhet on bet gant Omar Sy en ur perzh sirius met just a-walc’h, kavet am eus kendrec’hus e labour. Fentus e oa klevout anezhañ o komz e brezhoneg ivez d’ur mare zo er film. 😉

Film sevenet gant Antonin Baudry. Frañs, 2019, 1e55.

Sauver ou périr

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Du 1, 2020 by geekezig

Pomper eo Frank, e Pariz. Bevañ a ra gant e wreg Cécile er c’hazarn. Dougerez eo hi hag emañ eñ o prientiñ ar genstrivadeg evit gallout mont d’ober war-dro tanioù-gwall.
Tremen a ra fall an traoù evitañ avat ha gloazet ha devet eo e-pad un tan-gwall. Rankout a raio deskiñ bevañ en dro, gantañ e-unan, gant ar re all, hep e hunvre micherel.
Ur film start-kenañ eo Sauver ou périr. An hanter-eur kentañ a ziskouez buhez ar c’hazarn hepken, klasel. Da c’houde e vo an ospital, an dic’hwezhadenn, melkoni, kounnar, heug. Penaos e c’hall an dud karout Frank c’hoazh padal en deus kollet e dremm? Daoust hag eñ e teu e familh ha mignon da welet anezhañ dre druez hepken? Da betra servij chom bev ma n’eus pal ebet ken?
A bep seurt goulennoù start-tre a c’hall c’hoarvezout d’an holl a rank cheñch buhez en un doare trumm goude ur gwallzarvoud bennak. Sell Cécile a vez diskouezet ivez. Frank n’eo ket un haroz, drouk e c’hall bezañ gant an dud. Un tamm spi a zo er fin eüruzamant (daoust din kavout e yafe un tamm pell ganti marteze) met ur film start eo. Gwirheñvel.

Film sevenet gant Frédéric Tellier. Frañs, 2018, 1e56.

Magus of the Library 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Here 31, 2020 by geekezig

Tremen a ra ar manga Magus of the Library en ur bed faltaziek, gant galloudoù ha boudoù dreistordinal. En ur vro reter-kreiz e tremen an istor. An haroz, ur paotrig gwenn e groc’hen a vez laosket a-gostez gant an holl en e gêriadenn. Fellout a ra lenn dezhañ met al levraoueger a vir outañ da vont tre peogwir eo paour.
D’ar mare-se ec’h erruo ur bagad merc’hed souezhus, levraouegerezed eus ar gêr vras. Emaint o klask war-lerc’h un dornskrid a vefe er gêriadenn.
Un shonen klasel-kenañ eo Magus of the Library gant ur paotrig disheñvel ha mennet ha fell dezañ kuitaat e vedig. Ar wech-mañ ez eus peadra da zeskiñ diwar-benn istor al levrioù, teknikoù evit keinañ ha dresañ anezho, hag all. Un drugar evit al levraouegerien hag ar re kar al levrioù 🙂
Brav eo an tresadennoù ouzhpenn, gant munudoù saourus war al levrioù hag an dilhad, un tamm e doare Bride Stories.

Istor ha tresadennoù gant MITSU Izumi. Embannet e galleg gant Ki-oon d’ar 7 a viz Meurzh 2019.