Dielloù evit gwad

John Wick

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gwengolo 17, 2023 by geekezig

John Wick a zo an doare film na zedenne ket ac’hanon tamm ebet met dre forzh klevout ur bern tud o lavar e oa plijus evel film birvilh em eus soñjet e oa mat din gouzout petra oa.
Goude marv e wreg, eo taget John Wick gant ur strollad tud yaouank. Lazhañ a reont e gi ha laerez e oto. N’eus abeg ebet ken da chom sioul setu e ya John Wick da glask warlerc’h an torfedourien. Unan anezho a zo Iosef, mab Viggo, penn mafia rusian ha bet implijer John Wick gwech all.
Ur film birvilh da vat eo neuze gant kirri e leizh, tud lazhet a-vil-vern ha nebeut a draoù da gompren. Plijus eo an aergelc’h avat gant ar seurt “bed kenstur” mafia/lazherien a-vicher hag an ostaleri e lec’h m’eo difennet tagañ ar re all. N’eo ket re sirius evit bezañ pompadus na re fentus evit bezañ droch, me gav eo kempouez mat evit bezañ ur film dudius hag efedus. Ne gomprenan ket dre ret perak eo deuet da vezañ ken “kult” a-feur ma tremene ar bloavezhioù met ur souezhadenn a live mat eo.

The Boys – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , on Meurzh 17, 2023 by geekezig

The Boys a ginnig deomp ur bed e lec’h ma ‘z eus gourharozed. Met meret int gant ur gevredigezh divent, evel aktourien sinema, sportourien pe youtuberien. Hughie a oa o vont da zebriñ gant e vignonez p’eo bet he lazhet gant A-Train, ur gourharoz e-touez ar “seven”, ar seizh gourharoz pouezusañ. Adalek ar mare-se e fello dezhañ kompren perak. Un den souezhus, Billy Butcher, a deuio da glask war e lerc’h ha da ginnig dezhañ dial, sur ez eus traoù lous ha kuzh e bed ar gourharozed.
Feuls ha gwadek eo The Boys. Tamm-ha-tamm e vo dizoloet petra eo sekredoù Vought (an embregerezh e penn pep tra) hag ar gourharozed met ivez perak ne vez ket enklaskoù gant servijoù difenn ar gouarnamant evit tallañ ouzh an traoù dre zindan graet ganto. Ur mennozh mat eo ha liesseurt eo an tudennoù, gant abegoù disheñvel d’ober an traoù ha savoù-poent disheñvel. Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar bloavezh kentañ ha kenderc’hel a rin gant plijadur moarvat. N’am eus ket bet tro da lenn ar c’homic book avat setu n’hallan ket keñveriañ an div oberenn.

Stirad krouet gant Eric Kripke, diwar comic book Garth Ennis ha Darick Robertson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019 (8 rann 50 munut). Dasparzhet gant Amazon Prime.

Ready or Not

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Du 2, 2022 by geekezig

Devezh eured Grace hag Alex eo. Alex a zo ezel ur familh pinvidik-mor ha nec’het eo Grace. Tremen a ra mat pep tra. Koulskoude da hanternoz ez eus un hengoun er familh evit degemer izili nevez : ret eo dezho kemer perzh en ur c’hoari. Ar gwashañ disoc’h a zo koach-koukoug, pezh a c’hoarvez da c’hGrace…
Gwadek spontus eo Ready or Not, meur a brantad heugus-tre a zo. Gant ar sell “ar re binvidik a zo spontus, prest da aberzhiñ tud all evit chom pinvidik” en deus lakaet ac’hanon da soñjal e Satanic Panic. Un tamm gwelloc’h eo kalite Ready or Not memestra. Blaz Get Out a zo ivez un tamm (estreget ne gomz ket tamm ebet diwar-benn gouennelouriezh peogwir n’eus nemet tud wenn er film-mañ). Kalz fent a zo er film ivez ar pezh a sikour da zegemer ar feulster ha traoù heugus. Ur film dudius a-walc’h!

Film sevenet gant Matt Bettinelli-Olpin & Tyler Gillett. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e35.

Thoroughbreds

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 18, 2022 by geekezig

thoroughbredsKentañ film Cory Finley eo Thoroughbreds. Goude un digoradur iskis gant ur marc’h hag ur gontell e vo heuliet Lily hag Amanda, div blac’h yaouank en ur metou pinvidik-mor.
Amanda a zo gwelet gant an holl evel ur sodez, ur darempred souezhus a zo etre an div blac’h. Lily a seblant mont mat met buan e verz Amanda n’hall ket he mignonez gouzañv Mark, gwaz he mamm.
Rannet e chabistroù a lak ar film da gaout un neuz film Wes Anderson nec’hus, Thoroughbreds a zo savet evit mont pelloc’h pellañ ganti, en un doare sius ha skoemp.
Ur seurt fent du a zo a-hed an amzer hag un aergelc’h a lak diaes ar seller-ez met a zo hoalus ha sorc’hennus war un dro. Kavout a rae din em boa amprestet ar film peogwir e plij Anya Taylor-Joy din met a-greiz-holl eo deuet da soñj din e oa ivez ur film gant Anton Yelchin, vad en deus graet din e welet en-dro.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e32.

Ghost Killers VS Bloody Mary (Os Exterminadores do Além Contra a Loira do Banheiro)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Eost 30, 2021 by geekezig

Ur film eus Brazil eo Os Exterminadores do Além Contra a Loira do Banheiro.
Ur strollad “klaskerien tasmantoù” null war YouTube a vez fiziet ul labour dezho : filmañ en ur skol diouzh an noz, peogwir e vefe un tasmant. Pezh a zo eo satanazet e gwirionez an ti…
Leun a wad eo ar film, droch penn-da-benn, farsadennoù pounner (dave da South Park ha traoù evelse). Met dudius a-walc’h.

Film sevenet gant Fabrício Bittar. Brazil, 2018, 1e48.

Satanic Panic

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Eost 29, 2021 by geekezig

Satanic+Panic+(2019)Sam a zegas pizza en ur c’harter pinvidik. Hegaset gant pegen piz eo an dud e ya en ti, e-kreiz un oferenn zu. Adalek ar mare-se e ranko tec’hout kuit peogwir e fello da izili an ti aberzhiñ anezhi evit ul lid satanek.
Droch eo Satanic Panic anat deoc’h, met dudius a-walc’h eo ha fentus eo gwelet aktourien zo ha ne vezont ket gwelet alies ken e filmoù, gant perzhioù em-goapaus un tamm.

Film sevenet gant Chelsea Stardust. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e29.

Midsommar

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Meurzh 16, 2021 by geekezig

Heñveloc’h eo Midsommar ouzh Get Out eget ouzh filmoù spont a ra aon. Ur film brav eston eo, gant kalz labour tro-dro d’ar gouloù, d’ar gweledvaoù, d’an dilhad, hag all. Ur film euzhus eo ivez, leun a feulster.
Familh Dani a zo n’em lazhet. He mignon ne gred ket reiñ he sac’h dezhi abalamour d’an darvoud spontus-se. Kinnig a ra dezhi dont gantañ hag e vignoned e Sveden, da welet ur gouel hengounel e kumuniezh Pelle, unan eus paotred ar strollad.
Brav eston eo al lec’h, jentil an dud, pinvidik ar c’hredennoù/hengounioù. Buan a-walc’h avat e krog an traoù da vezañ iskisoc’h-iskisañ, nec’husoc’h-nec’husañ.
Pinvidik-mor eo Midsommar, hir eo ivez met n’am eus ket kavet hir ma amzer. Sebezus eo Florence Pugh (ur wech ouzhepnn). Niverus eo an temoù meneget er film : hini an disparti, ar c’hañv, ar familh, darempredoù trenk etre an dud, sektennoù, kredennoù, gouennelouriezh. Ur bern traoù a zo diskouezet en un doare soutil, da zivinout hepken. Abaoe pell ne oan ket bet ken fromet/souezhet/entanet gant ur film, o vont da lenn teoriennoù a bep seurt war ar rouedad ha gwelet traoù am boa c’hwitet warno hag all. Un director’s cut 2e50 a vez kavet e Blu-Ray. Spi ‘m eus e c’hallin gwelet anezhañ un deiz bennak 😀

Film sevenet gant Ari Aster. Stadoù-Unanet Amerika ha Sveden, 2019, 2e27. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz.

Le patient

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Here 11, 2020 by geekezig

Plijet bras e oan bet gant Ces jours qui disparaissent setu e felle din groñs lenn levr nevez Timothé Le Boucher.
Pierre Grimaud a oa 15 vloaz pa oa c’hoarvezet un darvoud spontus en e di : drouklazhet e familh a-bezh gant e c’hoar Laura. Pierre a oa bet gloazet hepken. 6 vloaz warlerc’h e tihun eus e goma.
Ur bredvezegez a zeu da welet anezhañ reoliek ha bevañ a ra en ospital e lec’h ma tesk kerzhet en-dro. Gwallhunvreoù a ra Pierre bep noz. Tamm-ha-tamm e sioula hag e krog da gaout soñj eus darvoudoù e vugaleaj.
Fonnus-tre eo Le patient, a seblant levezonet gant a bep seurt traoù : poltred ur metou sokial izel e doare En finir avec Eddy Bellegueule, bepred Miyazaki e neuz an tudennoù, hag evel-just ar manga Monster. Direnkus eo Le patient e meur a geñver, un darempred hoal iskis etre ar vezegez hag he c’hlañvour met ivez gant personelezh Pierre.
Un tamm re bell e ya ganti marteze met efedus ‘m eus kavet an aergelc’h, levezon Monster a ra plijadur din (unan eus ma manga karetañ eo) hep na vefe ken soutil an traoù amañ, anat. N’on ket evit aliañ Le patient kement ha Ces jours qui disparaissent avat.Istor ha tresadennoù gant Timothé Le Boucher, embannet d’an 10 a viz Ebrel 2019 e ti Glénat.

カメラを止めるな!(Kamera o tomeru na!) / One Cut of the Dead / Ne coupez pas !

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gwengolo 21, 2020 by geekezig

Start eo komz diwar-benn One Cut of the Dead hep diskuliañ souezhadennoù ar film. Ur skipailh skinwel a film ur film zombied, met marteze e vo zombied gwirion o tagañ anezho…
Ur film studierien (eus ar skol Enbu Seminar) eo, savet gant nebeut a arc’hant (¥3 000 000 pezh a zo tro 24 500€), filmet e eizhtez hag en deus graet berzh bras e bro Japan.
Ur gwir taol-from eo bet evidon. Fentus-kenañ, speredek-kenañ, savet mat spontus, ur film a ziskouez pegen leun a ijin e rank ur skipailh sinema bezañ. Un taol-dreist e gwirionez!

Film sevenet gant UEDA Shin’ichirō. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz. Japan, 2017, 1e36.

 

Scream Queens bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on Eost 31, 2020 by geekezig

Scream Queens a zo ur stirad droch penn-da-benn awenet gant ar filmoù spont doare slasher (Scream, Halloween, Friday the 13th da skouer).
E ti ar “c’hoaregiezh” Kappa Kappa Tau, en ur skol-veur amerikan, e krog ur rummad muntroù souezhus. Daoust ha liammet int gant marv un ezel dougerez 20 vloaz zo? Petra eo perzh prezidantez ar skol-veur an afer? Daoust hag eñ ez eus meur a vuntrer? Piv eo/int?
Setu un tamm ar pezh a vo da heuliañ en istor, gant kalz kalz tudennoù diot ha fent diskiant da vat. N’eo ket disi met dudius eo, a-drugarez da begen pell ez a an traoù ha da Jamie Lee Curtis a seblant kaout kalz plijadur en afer.

Stirad bet krouet gant Ryan Murphy, Brad Falchuk hag Ian Brennan. Bloavezh bet skignet evit ar wech kentañ etre an 22 a viz Gwengolo 2015 hag an 20 a viz Kerzu 2016 ar war ar chadenn amerikan Fox. 10 rann tro 45 munut.