Dielloù evit itrikoù

The Boys – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , on Meurzh 17, 2023 by geekezig

The Boys a ginnig deomp ur bed e lec’h ma ‘z eus gourharozed. Met meret int gant ur gevredigezh divent, evel aktourien sinema, sportourien pe youtuberien. Hughie a oa o vont da zebriñ gant e vignonez p’eo bet he lazhet gant A-Train, ur gourharoz e-touez ar “seven”, ar seizh gourharoz pouezusañ. Adalek ar mare-se e fello dezhañ kompren perak. Un den souezhus, Billy Butcher, a deuio da glask war e lerc’h ha da ginnig dezhañ dial, sur ez eus traoù lous ha kuzh e bed ar gourharozed.
Feuls ha gwadek eo The Boys. Tamm-ha-tamm e vo dizoloet petra eo sekredoù Vought (an embregerezh e penn pep tra) hag ar gourharozed met ivez perak ne vez ket enklaskoù gant servijoù difenn ar gouarnamant evit tallañ ouzh an traoù dre zindan graet ganto. Ur mennozh mat eo ha liesseurt eo an tudennoù, gant abegoù disheñvel d’ober an traoù ha savoù-poent disheñvel. Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar bloavezh kentañ ha kenderc’hel a rin gant plijadur moarvat. N’am eus ket bet tro da lenn ar c’homic book avat setu n’hallan ket keñveriañ an div oberenn.

Stirad krouet gant Eric Kripke, diwar comic book Garth Ennis ha Darick Robertson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019 (8 rann 50 munut). Dasparzhet gant Amazon Prime.

Les Indes Fourbes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Ebrel 2, 2022 by geekezig

indesfourbesUr pikol levr bannoù-treset eo Les Indes Fourbes. E meur a levrenn en defe gallet bezañ bet embannet kazi. Teir lodenn a zo d’an istor, a vo dizoloet e doare disheñvel a bep eil.
Dispar eo tresadennoù (treser Blacksad eo Guarnido) hag evit ar re a blij De Capes et de Crocs dezho (eveldon) ne vo ket souezhus stil “c’hoariva” an istor, savet gant memes den.
Pablos a zo ur paourkaezh spagnol paour a n’em gavo er c’hevandir nevez, klask a raio dreistbevañ hag ivez klask arc’hant hag aour, marteze ? Daoust hag un haroz pe un toueller eo ?
Se a vezo dizoloet tamm-ha-tamm. Ul levr plijus-tre!

Indesp56Istor gant Ayroles ha tresadennoù gant Guarnido. Embannet e ti Delcourt, d’an 28 a viz Eost 2019.

Widows

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Meurzh 28, 2022 by geekezig

Widows Day 10_135.dng

Ur strollad torfedourien a laer arc’hant digant ur politikour e Chicago. Harzet int gant ar polis ha mervel a reont er c’harr. Peder intañvez a chomo war o lerc’h. Veronica, intañvez an hini a oa e penn a vez goulennet diganti restaol an arc’hant gant strollad ar politikour. Divizout a ra neuze implij karned labour he gwaz evit dastum arc’hant gant sikour an intañvezed all.
Ur film efedus eo Widows, a ziskouez tuioù gwall vil mab-den. Doareoù mafia politikourien zo, feulster, gouennelouriezh. Savet eo mat ha tamm-ha-tamm e vo komprenet itrikoù don tudennoù zo. Ur film “polis” a galite met n’eo ket gwellañ film Steve McQueen avat.

Film sevenet gant Steve McQueen. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e10.

The Favourite

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 28, 2021 by geekezig

thefavouriteFellout a rae din gwelet The Favourite abaoe pell, kement a veuleudi am boa klevet diwar-benn ar film.
The Favourite a ziskouez an darempred kevezerezh a vo etre div vaouez evit bezañ hini karetañ ar Rouanez Anne e 1711.
Bamus a-walc’h eo an teir aktourez pennañ ha plijus a-walc’h eo lusk ar film (rannet e chabistroù) ha gwelet troioù kamm pep hini. Plijus eo ar film neuze daoust din bezañ bet jenet un tamm gant dibab an talennoù “fish-eye” ur wech an amzer. N’am eus ket kavet ken kreñv ha The Lobster a alifen aesoc’h, daoust d’an istor hag a zo kalz souezhusoc’h.

Film sevenet gant Yorgos Lanthimos. Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon ha Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e59.

Hail, Caesar !

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Here 23, 2016 by geekezig

hail-caesarEddie Manix a labour evit ur studio sinema : Capitol Pictures. Karget eo da ziskoulmañ an traoù a n’eont ket : chikan etre aktourien pe me oar me. Ur sapre devezh karget en do : ret eo dezhañ reiñ ur respont d’en embregerezh a ginnig dezhañ ul labour siouloc’h, skrapet eo bet aktour-pennañ film bras da zont ar studio, kelaouennerezed a zo o klask boued evit o c’helaouennoù ha kant tra all.
Hail, Caesar ! a ziskouez neuze devezh leun-chouk un den a labour e metou ar sinema amerikan er bloavezhioù 50. Ur bern tudennoù a bep seurt a vo gwelet ha kudennoù liesseurt ivez!
Ur film fentus-tre eo, gant lodennoù dispar zoken. Un tamm re a draoù a felle d’ar vreudeur Coen diskouez marteze e fin ar gont? Evidon-me e vank nerzh o gwellañ filmoù, ha traoù zo a seblant kazi diezhomm en hollad met c’hoarzhet ‘m eus, ar pezh a zo mat dija!

Film sevenet gant Joel hag Ethan Coen. Stadoù-Unanet Amerika & Rouantelezh-Unanet, 2016, 1e46.

Le château des étoiles 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Kerzu 2, 2015 by geekezig

chateaudesetoiles2SETU a-benn ar fin, heuliad Le château des étoiles! En eil levrenn-mañ e vez heuliet ar strolladig evit fin ar prantad kentañ. Tremen a ra an traoù war al Loar. Un drugar eo bepred an tresadennoù. Ur sapre cliffhanger a zo er fin (adarre!) ha dedennus e seblant neuze an eil prantad gant ar pezh a vez divinet. Un disoc’h saourus, ur wech c’hoazh.chateaudesetoiles02Istor ha tresadennoù gant Alex Alice. Embannet e ti Rue de Sèvres d’ar 16 a viz Gwengolo 2015.

Mission : Impossible – Rogue Nation

Posted in Filmoù with tags , , , on Du 23, 2015 by geekezig

mission_impossible_rnPlijet e oan bet kalz gant Mission Impossible : Ghost Protocol ha na ouien ket ma felle din gwelet ar 5vet film pe get. Gant atiz ur mignon din on bet a-benn ar fin.
Dismantret eo bet raktres ar strollad hag emañ Ethan e-unan war roudoù «Rogue Nation» ur raktres kuzh. Ar re all a zo goulennataet bemdez doue evit adkavout Ethan. Pa c’houlenn sikour diganto avat ne vint ket pell o veajiñ da reiñ an dorn. Ur bern prantadoù saourus a zo er film (er c’hoariva da skouer), fent bepred ha birvilh forzh pegement. Plijet on bet gant tudenn Ilsa Faust. Tremen a ra ar film evel un tenn ha kalz plijadur ‘m eus bet o sellet e gwirionez. Ur film a galite ouzhpenn er rummad-se!

Film sevenet gant Christopher McQuarrie. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù bras Frañs abaoe an 12 a viz Eost) 2015, 2e11.

Le château des étoiles

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Even 18, 2015 by geekezig

chateau-des-etoilesAbaoe pell e felle din lenn Le château des étoiles met ne oan ket dedennet dre ret gant ar stumm kelaouenn giz-kozh a oa deuet er-maez da gentañ. An dastumad e doare levrenn klasel ‘m eus lennet neuze. Ur bam e-keñver tresadennoù eo, evel-just gant Alex Alice, a zo bet gouest da grouiñ un aergelc’h dispac’h greanterel a-feson! Ul lusk dispar a zo gant an istor, fent hag un doare da gontañ hañval ouzh hini ur film bevaat doare Ghibli un tamm. Klasel kenañ eo met efedus da vat. Plijet en deus kalz din hag hast ‘m eus lenn ar pezh a teu war-lerc’h!chateau-des-etoiles-di

Istor ha tresadennoù gant Alex Alice. Embannet e ti Rue de Sèvres d’ar 24 a viz Gwengolo 2014.

House of Cards – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on Even 3, 2015 by geekezig

House of Cards season 2 episode 13Buan ‘m eus sellet ouzh eil bloavezh House of Cards. Mont a ra war-raok an traoù, daoust din kavout ez eus bet laosket traoù dedennus a-gostez buan : ar strolladig kelaouennerien da skouer. Hegasus ‘m eus kavet ivez tout al lodenn “emgann” etre Raymond Tusk ha Franck tro-dro da Sina. Ur bern traoù o deus plijet din avat : tudenn Jackie, he deus kemeret plas Frank evel «whip» (dastum votoù an demokrated), tudenn ar prezidant a vez gwelet muioc’h hag a seblant luzietoc’h eget pezh a veze diskouezet ar bloavezh a-raok, buhez nevez ar c’houblad a rank diwall muioc’h eus o skeudenn er mediaoù hag all.
Efedus-kenañ eo bepred (e-keñver lusk hag all). Mat ‘m eus kavet dizoloiñ er bonus e veze filmet ar rannoù div-ha-div evel ur film kazi.

Stirad amerikan krouet gant Beau Willimon, diazezet war romant Michael Dobbs. Skignet evit ar wech kentañ war ar servij en-linenn Netflix d’ar 14 a viz C’hwevrer 2014. 13 rann tro 50 munutenn.

A Clash of Kings (A Song of Ice and Fire 2)

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Mae 28, 2015 by geekezig

gameofthrones2Setu lennet eil levrenn A Song of Ice and Fire ganin a-benn ar fin. Memes tuoù mat d’al levr kentañ a zo ha kalz plijadur ‘m eus bet o tizoloiñ en-dro ar pezh en doa plijet din e eil bloavezh ar stirad. Anat eo din avat ez eus tudennoù a gavan torr-penn a-walc’h da heuliañ (Daenerys) pe reoù a blij din met na gavan ket dedennus chabistroù zo (Arya, a-raok ma errufe e Castelry Rock). Al lodennoù «politikelañ» an hini a gavan ar plijusañ : Theon ha Davos, nevez erru met ivez e red an tudennoù a vez heuliet hag evel-just Catelyn, Sansa ha Tyrion. Kenderc’hel a ra neuze savadur bed Westeros, hep re a souezhadennoù aze e-keñver ar stirad, evidon.

Romant skrivet gant George R.R. Martin, embannet gant Voyager Books (RU) d’ar 16 a viz Du 1998 ha Bantam Spectra (SUA) e miz Meurzh 1999.