Mission : Impossible – Ghost Protocol

mission-impossible-4-ghost-protocolBerzh en doa graet ar film an hañv tremen met ne oa ket bet kendrec’het evit mont da welet Mission : Impossible Ghost Protocol. Un tammig keuz ‘m eus bremañ rak bamus a-walc’h e ranke bezañ war ur skramm bras!
Tremen a ra ar film goude an trede evel-just. Toullbac’het eo Ethan Hunt e Rusia goude ar pezh a zo c’hoarvezet gant e wreg. Dieubet e vez gant daou den eus e servij. Goude-se e rankont ober war-dro un den o klask lañsañ ur brezel nukleel. En ur glask titouroù diwar e benn er c’hremlin e vezont tapet gantañ : tarzhañ a ra ur vombezenn enno ha lakaet e vez ar bec’h warno. Serret e vez neuze ar servij ha dianzavet anezho holl. Ethan Hunt a zo gwelet evel ur sponter er bed a-bezh. Ouzhpenn klask echuiñ gant an afer-se e vo ret dezho neuze chom hep bezañ tapet gant ar polis rusian a zo war ho lerc’h.
Un dudi a galite eo ar film, kempouez etre prantadoù birvilh, prantadoù tenn pa rank ar skipailh lakaat da grediñ int tud all, fent ha disfiz un tamm e diabarzh ar skipailh hag all. Ouzhpenn-se e vez gwelet ur bern lec’hioù a bep seurt (Mosko, Dubai, Mumbai). Gwellañ film ar rummad moarvat gant ar spi e kendalc’ho war an hent-se!

Advertisements

5 Respont to “Mission : Impossible – Ghost Protocol”

  1. Ha sonerezh Giacchino zo plijus-kenañ war ar marc’had! ^_^

  2. ar senar ‘zo bet graet gant an hini n’eus savet usual suspect. Ar memes skipailh ‘zo vont d’ober ur pemvet.

  3. […] e oan bet kalz gant Mission Impossible : Ghost Protocol ha na ouien ket ma felle din gwelet ar 5vet film pe get. Gant atiz ur mignon din on bet a-benn ar […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: