House of Cards – bloavezh 1

House-of-cards-1-5Pell zo e klevan komz eus ar stirad House of Cards. Tout ar reuz tro-dro da Netflix (savet eo sañset ar stirad evit klotañ gant boazioù an dud, pegoulz e chomont a-sav e gwirionez ha traoù a seurt-se).
A greiz-holl ‘m eus bet c’hoant kregiñ en dro gant ur stirad ha dibabet-se neuze. Evel ma ouzhit moarvat e tremen e metoù politikel ar Stadoù-Unanet. Franck Underwood a zo ezel eus ar c’hendalc’h (? “congress” amerikan ma fell deoc’h) hag ur sapre itriker ma ‘z eus unan. E wreg Claire a ra war-dro ur gevredigezh evit sikour da buraat an dour (CWI), buan e teu ivez en afer Zoe Barnes, kelaouennerez evit The Herald, a vo implijet gant Frank evit sachañ evez war traoù a fell dezhañ. Kalzig tudennoù a vez heuliet ha gwelet neuze ha start eo kompren bepred peseurt perzh o deus a-fed politikerezh me gav (VP, congressman, governor…). Displijus a-walc’h eo darn vrasañ an tudennoù, eüruzamant emañ Zoe aze evit reiñ ur sell un tamm «ordinaloc’h» war ar pezh a c’hoarvez e Washington! Tapet on bet en itrikoù ha kavout a raen e oa savet mat e gwirionez ar rannoù rak n’am eus ket kavet hir ma amzer tamm-ebet, gwir eo. Un tamm dipitet on bet gant fin ar bloavezh met hast ‘m eus gouzout petra c’hoarvezo goude!

Stirad amerikan krouet gant Beau Willimon, diazezet war romant Michael Dobbs. Skignet evit ar wech kentañ war ar servij en-linenn Netflix d’ar 1añ a viz C’hwevrer 2013. 13 rann tro 50 munutenn.

Advertisements

Ur respont to “House of Cards – bloavezh 1”

  1. […] ar prezidant a vez gwelet muioc’h hag a seblant luzietoc’h eget pezh a veze diskouezet ar bloavezh a-raok, buhez nevez ar c’houblad a rank diwall muioc’h eus o skeudenn er mediaoù hag all. […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: