Game of Thrones – eil bloavezh

GAME-OF-THRONES-Season-2-Character-Poster-Quotes-2Setu, a-benn ar fin eil bloavezh Game of Thrones! Soñj mat a-walc’h em boa eus an holl darvoudoù spontus fin ar bloavezh kentañ.
Ma! Ur bern traoù a c’hoarvez neuze, ur bern tudennoù nevez, lec’hioù nevez ha tout. Seblantout a ra luzietoc’h luzietañ an traoù!
Laouen on na vefe ket kement a rev (peogwir e kaven dre vras ne tegase netra). Siwazh n’ouzon ket perak ‘m eus kavet hegasusoc’h al lusk “torret” etre an tudennoù. Kavout a raen un tamm gorrek an traoù, betek fin ar rann a ro c’hoant da vont pelloc’h evel-just. N’ouzon ket m’eo kontet an traoù e memes stumm er romantoù (kredet em eus kompren an dra-se) met kavout a ran “touellus” a-benn ar fin, evel un dra a ziskouez dit “seeeeell pegen dispar e vo!” ha ne c’hoarvez james netra dreist-ordinal a-benn ar fin. (Mont a ran un tamm pell ganti a-ratozh-kaer)
Ma, mod all eo dedennus an tudennoù nevez, en o-zouez ur bern merc’hed “kreñv” (Brienne, Yara, Red Woman, Ygritte hag all) ha se ‘zo plijus (dreist-holl n’int ket evit memes abegoù nag e memes doareoù)! Gant memes tem un tamm, tudenn Sansa ‘m eus kavet plijusoc’h ha marteze he do tro da souezhañ ac’hanomp d’am soñj….
‘M eus ket kavet displijus, pell alese, ken mat eo bepred kalite an aktourien/sonerezh/lec’hioù/skeudennoù hag all (gweledvaoù nevez brav-tre a zo!) met n’ouzon ket, mankout a ra un draig evit ma vefen “tapet” da vat. Kenderc’hel a rin da sellet avat! (gant ma ne vo ket freuzet pep tra gant an dud a dremen o amzer o kontañ traoù war ar rouedad ^^)
Un toullad traoùigoù ouzhpenn a zo war an DVD met netra dreist-ordinal, un toullad “featurettes” koa. Hini an emgann er rann 9 a zo dedennus-tre memes tra (ret eo lârat eo bamus a-walc’h an disoc’h)!

Eil bloavezh (10 rann enni) ar stirad amerikan diazezet war romantoù George R. Martin, krouet gant David Benioff ha D. B. Weiss. Skignet war chadenn HBO etre an 1/04/2012 hag an 3/06/2012. Bet skignet e Frañs war Orange Cinéchoc ha gwerzhet e DVD abaoe miz Meurzh 2013.

Advertisements

3 Respont to “Game of Thrones – eil bloavezh”

  1. Mya, ar pseudo-suspens a zo unan eus sioù al levr ivez. Setu ur skeudenn a ziskouez mat an dra-se : http://distilleryimage8.instagram.com/b518c78cc10711e18cf91231380fd29b_7.jpg
    A-wechoù e echu ar chabistr war ul lodenn spontus (“omg omg emañ o vont da vervel !!!§§”) hag a-benn ar fin eo dipitus an diskoulm. N’em boa ket re santet se er stirad met war a seblant eo chomet an tech memestra…

  2. […] levr kentañ a zo ha kalz plijadur ‘m eus bet o tizoloiñ en-dro ar pezh en doa plijet din e eil bloavezh ar stirad. Anat eo din avat ez eus tudennoù a gavan torr-penn a-walc’h da heuliañ (Daenerys) pe reoù […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: