Dielloù evit XXIvet kantved

Promising Young Woman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Genver 1, 2024 by geekezig

Kazi 30 vloaz eo Cassie. Labourat a ra hep kalz entan en ur c’hafedi. Bevañ a ra c’hoazh e ti he zud.
Ur wech ar sizhun e ya d’un toull-noz bennak hag e ra van bezañ mezv-dall. Bep sizhun ez eus ur paotr a glask “sikour” anezhi ha profitañ outi dreist-holl…
Cassie a oa barrek er skol-veur medisinerezh. Betek na c’hoarvezfe un darvoud spontus : he mignonez Nina a voe gwallet gant ur strollad studierien. Ne c’hoarvezas netra met dibosupl e oa d’an div blac’h kenderc’hel gant o studioù.
Buhez Cassie abaoe marv Nina a zo klask dial neuze.
Ur film dial eo Promising Young Woman. Un neuz “Instagram” a zo gant kalz lodennoù/skeudennoù, sonerezh pop e-leizh, un aergelc’h deuet brav. Kalz prantadoù diaes a zo avat, kalz tudennoù a ra dibaboù dipitus ha koulskoude gwirheñvel-tre. Start eo da zegemer evel-just, pegen boutin eo doareoù an dud da “respont”.
Carey Mulligan a zo bamus a-walc’h e perzh Cassie, diseblant dirak pep tra pe dost, mouchet pep tra, nerzh he buhez kaset davet an dial. N’eo ket ur film plijus neuze, lakaat a raio diaes ur bern tud. Ha souezhus a-walc’h eo fin ar film, en deus lakaet ac’hanon da soñjal “n’eo ket posupl” ha goude-se e oa ar film ur gomedienn zu a-benn ar fin. Petra ‘oa pal gwirion ar film? Start gouzout. Un doare efedus a-walc’h da lakaat ar gaoz war penaos e vez an dud dirak darvoudoù “yaouankiz”.

Bik Eneich (بيك نعيش/Un fils)

Posted in Filmoù with tags , , , , on Eost 13, 2023 by geekezig

Farès ha Meriem a grog ur vuhez nevez e Tunizia, gant o mab Aziz. E 2011 emaomp, brav eo an traoù evito. E-kerzh un dibenn-sizhun e Tataouin eo gloazet Aziz gant tennoù ur strollad sponterien. Kaset e vez d’an ospital lec’hel met e stad fall emañ. Farès ha Meriem a rank neuze kemer divizoù a-bouez, a lako o familh hag o darempred koublad en arvar.
Lodennoù brav-tre a zo er film (Farès ha Meriem o c’hortoz en ospital da skouer) ha Sami Bouajila a zo bamus a-walc’h e perzh an tad a familh. Un tamm hir am eus kavet ar film avat. Anat eo e fell d’ar sevener chom tost da drubuilhoù ar familh ha pas mont re en darvoudoù politikel pe kevredigezhel met evidon e vanke un tamm danvez evit bezañ fromet bras.

Effacer l’historique

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 5, 2023 by geekezig

Poanius ‘m eus kavet penn-kentañ Effacer l’historique, gant ur bagad mignoned souezhus a seblante kontañ gaou ha kuzhat traoù bepred. Tamm-ha-tamm e teu da vezañ sklaeroc’h an traoù hag an tri anezho a gont d’ar re all pezh n’a ket : Marie a zo harellet gant ur paotr yaouank a fell laerez arc’hant diganti gant ur sextape outo, Bertrand a glask sikour e verc’h harellet el lise ha Christine a fellfe dezhi notennoù gwelloc’h gant he arvalien evit he labour VTC.
An tri anezho o deus techoù fall, dle forzh pegement met asambles e klaskfont tallañ ouzh mont en dro an traoù er gevredigezh a-vremañ.
Start eo bet din kavout plijus ar penn-kentañ met tamm-ha-tamm ez on bet tapet gant prantadoù fentus-tre er film (Christine oc’h anzav he sujidigezh da skouer, pe Marie en data center). Farsadennoù zo a oa kavet mat rak ez eus kaoz eus pakadennoù sac’het e kanol Suez, pezh a zo c’hoarvezet nepell war-lerc’h e gwirionez !
Ma, ur film dudius ha fentus eo, hep na vefe eus ar gwellañ tout, n’eo ket soutil tamm-ebet ha n’eo ket marteze ken foll ha filmoù all gant Delépine ha Kervern. A live un tamm izeloc’h e-touez o filmoù me gav.

Bad Education

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , on Gouere 3, 2023 by geekezig

Er bloavezhioù 2000 emañ lise Roslin, ul lise publik eus pastell-vro Long Island, e pevare plas gwellañ liseoù ar vro, digredus. Frank, ar “gourmelestrour” a zo un den a ra kalz berzh, gwelet mat gant an holl hag efedus. Pam a labour gantañ hag a zo ken barrek all. Ur raktres bras o deus, ar Skywalk ha p’emañ Rachel, ul liseadez yaouank o sevel ur pennad diwar-benn ar raktres-se evit kelaouenn al lise e krog traoù zo da drenkañ : laeret a vefe bet arc’hant foran gant Pam, e-pad bloavezhioù. Ar grennardez a gaso pelloc’h hec’h enklask ha kavout e oa kalz kalz brasoc’h an afer e gwirionez.
Ur film evit ar skinwel eo Bad Education. Kontañ a ra un istor digredus a-walc’h a ziskouez pegen meret fall ha gant tud a feiz fall kenañ e c’hall bezañ ar skolioù foran. Ar pep pouezusañ a oa skeudenn ar skol ha ma veze degemeret studierien e skolioù-meur brasañ ar vro, ket dresañ ar savadur dirapar, buhez fetis ar skolidi…
Un istor spontus. Savet eo mat ar film met klasel-tre, dudius ha dedennus eo memestra.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e48.

#JeSuisLà

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Ebrel 2, 2023 by geekezig

E penn ur preti emañ Stéphane, e bro Euskadi. O paouez dimeziñ emañ e vab Ludo. Ur vuhez sioul en deus met n’eo james dimezet en-dro goude e disparti. Tamm-ha-tamm e krog un darempred gant ur plac’h e Korea ar Su dre Instagram. A-greiz-holl e tiviz mont da welet anezhi.
Ur film sioul eo #JeSuisLà, n’eo ket ur gomedienn romantel nag ur film fentus met ur film skañv ha koant diwar-benn un den a verz diwezhat n’en deus ket profitet eus e vuhez. Prantadoù brav-tre a zo etre Stéphane hag e vibien da skouer met ur film diwar-benn ar veaj eo ivez, penaos e c’haller bezañ “un den all” ha bevañ e gwirionez gant traoù diazez, hep kompren pep tra, reiñ a ra c’hoant da vat mont da Gorea ar Su! Kavet ‘m eus ne oa kentel ebet o lavar pegen spontus eo ar rouedadoù sokial pe traoù evel-se, e gwirionez eo ur film skañv, simpl ha brav.

Film sevenet gant Éric Lartigau. Frañs ha Belgia, 2020, 1e37.

Bombshell

Posted in Filmoù with tags , , , , , on C'hwevrer 2, 2023 by geekezig

Bombshell a zeskriv tamm-ha-tamm penaos eo savet kelaouennerezed a laboure e Fox News a-enep d’ar rener Robert Ailes e 2016. Diazezet eo war fedoù gwir. Teir flac’h a vo heuliet dreist-holl, merc’hed gant kalz youl ha sur outo, pep hini da vareoù disheñvel eus o buhez hag o red-micher.
Sevel ur prosez pe tevel? Daoust ha kavout refont labour e lec’h all? Diskouez a ra mat ar film peseurt abegoù a zo da devel e seurt afer.
Ur film efedus ha dudius daoust d’ar sujed grevus met un tamm re “brop” marteze.

Film sevenet gant Jay Roach. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e49.

Les misérables

Posted in Filmoù with tags , , , , on Du 23, 2022 by geekezig

Emañ Stéphane o kregiñ da labourat gant BAC Montfermeil, just goude kib ar bed melldroad 2018, e skipailh an deiz. Heuliañ a ra Chris ha Gwada, a labour aze abaoe ouzhpenn 10 vloaz. Anavezout a reont mat al lec’h. E penn-kentañ an devezh ez eus un emgann etre tud ar veaj a ra war-dro ar sirk hag ur strollad tud du, abalamour d’ul leonig a vefe bet laeret digant ar sirk. Diwezhatoc’h e vo gloazet ur bugel gant ar poliserien ha filmet eo bet an darvoud gant un dron.
Ur film stegn, teñval ha fromus eo Les misérables. Pep tra a seblant gwir. Abaoe pell ne oan ket bet tizhet evel-se gant ur film gall, a galite uhel-kenañ, gant fedoù a seblant siwazh, dister ha boutin bras.

Film sevenet gant Ladj Ly. Frañs, 2019, 1e43.

Aquarius

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Here 24, 2022 by geekezig

Ur film e teir lodenn eo Aquarius. Al lodenn gentañ a dremen er bloavezhioù 80, bev eo c’hoazh Clara goude bezañ tallet ouzh krign-bev ar vronn. Lidet e vez 70 vloaz he moereb Lucia.
Hirie an deiz emañ Clara o vevañ c’hoazh e memes ranndi, e-tal traezhenn Recife. An hini nemeti emañ o vevañ en ur savadur a zo bet adprenet gant ur pezh embregerezh. Ne fell ket dezhi plegañ daoust d’an holl o lavar dezhi gwerzhañ he ranndi ha mont kuit da lec’h all evit bezañ trankil.
Hir a-walc’h eo Aquarius, kemer a ra ar film e amzer. Brav eo gwelet ur film diwar-benn ur plac’h “kozh”, ral eo a-benn ar fin. Domaj eo marteze gwelet kement bourc’hizien Brazil hag ur metoù gwenn-tre. Ur film dedennus ha ral eo met hir ‘m eus kavet ma amzer un tammig.

Film sevenet gant Kleber Mendonça Filho. Brasil ha Frañs, 2016, 2e25.

Adults in the Room

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Eost 22, 2022 by geekezig

adultsintheroomAdults in the Room a ginnig heuliañ Yánis Varoufákis, ministr an ekonomiezh gresian pa ranke marc’hata gant unvaniezh Europa diwar-benn an dle gresian.
Emvodoù, komzoù dre guzh hag ar c’hontrol-mik dirak ar gelaouennerien, ur gwir troiad a ra Yánis evit klask kendrec’hiñ ar broioù all e vefe ret lezel tro da vro C’hres (ha dreist-holl d’ar C’hresianed) da vevañ dereat en ur restaol an dle.
Un tamm hir ha hegasus e gwirionez eo itrikoù ar politikerien, ha souezhus-tre eo ar fin, re drumm evidon, goude ur prantad “arzel” disheñvel a-grenn eus ton peurrest ar film. Bamet a-walc’h on bet gant an aktour Chrístos Loúlis met jenet on bet gant ar film, dreist-holl abalamour d’ar fin, rak mod all e oa dedennus ha lusket mat peogwir e klote gant pezh a gave Yánis torr-penn e doareoù d’ober Unvaniezh Europa. Souezhus.

Film sevenet Costa-Gavras. Frañs ha bro C’hres, 2019, 2e04.

Tout ce qu’il me reste de la révolution

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 2, 2022 by geekezig

toutcequilmeresteNe blij ket din tamm ebet skritell Tout ce qu’il me reste de la révolution. Abalamour da-se ne oan ket bet dedennet tamm-ebet gant ar film pa oa deuet er maez.
Koulskoude en ur lenn diverrañ ar film e seblante plijus din. Angèle a zo bet savet en un endro emsaverien, a-gleiz. He mamm he deus kuitaet ar familh pa oa bugel avat ha chom a ra skoet gant an darvoud-se. Koulskoude eo deuet Angèle da vezañ kêraozourez evit lakaat e pleustr teoriennoù he mamm, evit lakaat ar c’hêrioù da unaniñ an dud ha n’eo ket ar c’hontrol. Kollet ganti he labour e tistro da vevañ e ti he zad. Pa ne glask ket labour e vanifest dirak pôle emploi pe e komz gant he strollad politikel evit klask cheñch an traoù…
Fentus-tre eo Tout ce qu’il me reste de la révolution ha tammoù kreñv-tre a zo ivez er film. Ur film simpl-kenañ eo, tammoù buhez hepken met ur poltred gwir a-walc’h eus tud a bep seurt. Ral eo gwelet Pariz filmet evel m’eo er film-mañ me gav. Ur souezhadenn a-feson!

Film sevenet gant Judith Davis. Frañs, 2018, 1e28.