Dielloù evit daveoù

The Wendy Project

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gwengolo 16, 2023 by geekezig

Goude ur gwallzarvoud karr-tan e krog Wendy da grediñ eo bev c’hoazh he breur Michael. Mut eo he breur John. El lise emañ ha start eo he zud ganti.
Savet eo al levr bannoù-treset evel un doare karned e lec’h ma tresfe Wendy ar pezh a sant, ar pezh a vev. Brav eo an tresadennoù, a bep seurt kalite, gant liv pe e gwenn-ha-du penn-da-benn. Daveoù a zo da bPeter Pan bepred. N’eo ket displijus met n’on ket deuet a-benn da vont mik e-barzh, evel ma vefe re bersonel evit kompren mat.

A Shaun the Sheep Movie : Farmageddon

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 3, 2022 by geekezig

SHAUN THE SHEEP MOVIE FARMAGEDDONE-kichen ti-feurm Mossy Bottom e erru ul lestr tre-oabl. Ur boud a ziskenn eus al lestr hag ur servij kuzh a zeu da enklask. E keit-se e erru ur bern touristed, dedennet gant an dud tre-oabl ha perc’henn an ti-feurm a fell dezhañ profitañ eus an dra-se evit gounit arc’hant. Shaun eus e du, a glasko sikour ar boud a glask adkavout e dud…
Ur film leun a zaveoù da filmoù klasel ar skiant-faltazi eo Farmageddon (E.T. the Extra-Terrestrial, 2001: A Space Odyssey, Close Encounters of the Third Kind, Signs, stirad The X-Files…). Fentus-tre eo al lodenn-se evit ar re vras. Ur film hep kaoz eo mod all, pezh a zo aes evit ar vugale vihanañ. Un istor mignoniezh ha distreiñ d’ar gêr eo mod all gant un toullad skoilhoù, war skouer E.T. Fentus ha dudius eo, daoust din kavout n’eo ket gwellañ film ar studio Aardman.

Film sevenet gant Richard Phelan ha Will Becher. Rouantelezh-Unanet ha Frañs, 2019, 1e27.

Bumblebee

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 30, 2021 by geekezig

BUMBLEBEENe fell ket din sellet ouzh filmoù Transformers met dedennet e oan a-walc’h gant aergelc’h Bumblebee. Charlie a zo 18 vloaz, poan he deus o tegemer marv he zad hag e vefe peurrest he familh o vont war-raok. Plijout a ra dezhi dresañ otoioù ha kavout a ra ur c’hozh Beetle a fell dezhi bitellat. Buan e tizolo avat eo B-127, un Transformer en doa tec’het kuit rak an Decepticons.
Daveoù a-vil-vern (Breakfast club en o-zouez), sonerezh a-feson (The Smiths da skouer) ha spered filmoù “familh” ha birvilh ar bloavezhioù 80 : ur bern traoù a oa evit plijout din e Bumblebee, ouzhpenn-se ez eus John Cena oc’h ober farsadennoù. Siwazh, al lodenn diwar-benn an Transformers ne zedenne ket ac’hanon tamm ebet. Ar prantadoù birvilh a zo graet mat hag aes da heuliañ met n’on ket deuet a-benn da gavout an darvoudoù a-bouez a-walc’h. Ur film dudi a galite evit ar familh eo avat.

Film sevenet gant Travis Knight. Stadoù-Unanet Amerika ha Sina, 2018, 1e54.

The Lego Movie 2 : The Second Part

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 24, 2021 by geekezig

The-LEGO-Movie-2-The-Second-Part-movie-stills-1-1024x429Aon am boa rak eil film The Lego Movie. Ar film kentañ a oa bet ur souezhadenn ken bras, ken brav, start oa ijinañ e vefe ken mat an eil.
Emmett hag e vignoned a vev en ur bed teñvaloc’h, startoc’h, peogwir eo Finn, ur c’hrennard awenet gant traoù “siriusoc’h” eo hag a zo o c’hoari. Un deiz ec’h erru boudoù da skrapañ ul lodenn eus an tudennoù evit un eured, er Systar System. Emmet a rank kuitaat e blanedenn da saveteiñ ar re all, gant sikour Rex, ur paotr gourel-tre, kalz muioc’h eget Emmet.
Ur wech ouzhpenn eo deuet a-benn skipailh The Lego Movie da lakaat temoù ar vuhez gwirion (ur c’hoar yaouankoc’h eget he breur a fell dezhi c’hoari gantañ daoust dezho kaout c’hoantoù disheñvel) da glotañ gant an istor. Ur bern souezhadennoù a oa er film, farsadennoù, kanaouennoù droch leun a startijenn (savet ul lodenn anezho gant Jon LaJoie!) ha kalz kalz from. Evel-just eo fromusoc’h c’hoazh pa n’em santer tost ouzh an tudennoù, me ivez zo bet ur c’hoar vihan a felle dezhi meskañ al lego “merc’hed” gant reoù he breur bras…
Everything’s not awesome. Marteze a-walc’h, met ar filmoù Lego a zo, bepred.
(Karantez e-leizh am eus evit ar roll-klozañ, ur ganaouenn evit lavar pegen a-bouez eo ar roll-klozañ :D)

Film sevenet gant Mike Mitchell. Stadoù-Unanet Amerika, Danemark hag Aostralia, 2019, 1e47.

The Lego Batman Movie

Posted in Filmoù with tags , , , on Kerzu 31, 2020 by geekezig

The Lego Movie en doa plijet kalz kalz din ha Batman a oa unan eus an tudennoù am boa kavet ar fentusañ er film. Ne oan ket deuet a-benn da gavout skignadennoù e yezh orin avat evit hemañ setu ne oan ket bet o welet war ar skramm bras. Aon am boa un tamm peogwir e oa fentus evel eil-tudenn met marteze pas a-walc’h evit sevel ur film a-bezh diwar e benn ?
Dedennus eo an dibaboù bet graet evit an istor avat : feuket eo The Joker  peogwir e lâr Batman n’eo ket e enebour brasañ. Adalek ar mare-se, endro Batman a glask lakaat anezhañ da gompren en deus ezhomm da gaout fiziañs en dud all ha da glask digeriñ un tamm d’ar re all. Gant sikour un toullad tud eo e teuio a-benn met ur  bern fazioù en do graet a-raok dre emgarantez ha sotoni. Fentus-tre ‘m eus kavet ar film ha koant an istor, n’eo ket ken speredek ha The Lego Movie marteze met souezhet brav on bet rak gortoz a raen un dra simploc’h hag eeunoc’h.

Film sevenet gant Chris McKay. Stadoù-Unanet Amerika, Danmark hag Aostralia, 2017, 1e44.

Ms. Marvel 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Eost 9, 2015 by geekezig

msmarvel1Pell zo e felle din lenn Ms. Marvel, stumm nevez an harozez. Kamala a zo ul liseadez un tamm geekez anezhi. He familh  a zo a orin eus Pakistan ha muzulmiz int. E-kerzh ur gouel e c’hoarvez un dra iskis hag e hunvre eus tudenn Ms. Marvel, goude-se e teu galloudoù dezhi. Dalet gant he c’hoant da vezañ “evel ar re all” he deus un neuz harozez voaz : meleganez, bras ha treut… Tamm-ha-tamm en deizioù warlerc’h e teuio a-benn da vestroniañ he galloudoù ha da chom hep cheñch neuz. He mignon Bruno a zizolo he deus galloudoù pa glask sikour anezhañ er stal ma labour ennañ. Breur Bruno a zo tapet fall gant ur rouedad iskis a vo war lerc’h Ms. Marvel…
Treset brav, fentus, efedus ha gwirheñvel an darempredoù (familh, mignoned), dispar ‘m eus kavet Ms. Marvel ha kompren a ran e vefe bet meulet kement warlene pa oa deuet er-maez. Hast ‘m eus da lenn ar peurrest!msmarvel1di

Istor gant G. Willow Wilson, tresadennoù gant Adrian Alphona. Embannet e galleg e ti Panini, d’ar 4 a viz C’hwevrer 2015.

Le sculpteur

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Eost 6, 2015 by geekezig

le_sculpteurEvel ur bern tud em eus bet klevet komz eus Scott McCloud. Koulskoude n’am eus ket bet lennet e labour diwar-benn arz ar bannoù-treset james. Le Sculpteur avat a felle din lenn. E istor faltazi kentañ eo. Istor ur paotr yaouank, kizeller, a fell dezhañ bezañ brudet. Kinniget e vez dezhañ kaout ur galloud bras a badfe 200 devezh, betek e varv. N’en deus netra da goll, a gav dezhañ. Koulskoude e raio anaoudegezh gant ur plac’h yaouank ha tremen a raio buan an 200 devezh-se, hep na teufe dre ret ar vrud hirc’hortozet…
Un adkontadenn eus mojenn Faust eo.
Ur pikol levr eo Le Sculpteur met n’eo ket grevus, lusket ha kontet brav eo, gant tresadennoù ha feson hag ur bern prantadoù kreñv kenañ (pajenn David Smith el levr pellgomz da skouer). Ur bern traoù o deus tizhet ac’hanon : ar c’hoant da vezañ anavezet evit e arz pe c’hoazh ar “sevenadur” en deus. Fromet spontus on bet ha gouelet ‘m eus dourek er pajennoù diwezhañ. Unan eus bravañ levrioù ar bloaz, anat.scott-mccloud-le-sculpteur

Istor ha tresadennoù gant Scott McCloud. Embannet e galleg e ti Rue de Sèvres, d’an 19 a viz Meurzh 2015.

The World’s End

Posted in Filmoù with tags , , , on C'hwevrer 26, 2015 by geekezig

The World's EndNe oan ket deuet a-benn da welet The World’s End er sinema abalamour ne oa ket bet skignet e YO e Roazhon. Met fellout a rae din groñs gwelet trede film ar “c’hornetto trilogy” (goude Shaun of the Dead ha Hot Fuzz) un deiz bennak memestra! Evel boaz eo un doare dave da filmoù all, aze ur meskaj kentoc’h etre filmoù krennarded/filmoù mignoned ha skiant-faltazi. N’eo ket ken fentus ha Hot Fuzz (start eo war memes tro!) met c’hoarzhet ‘m eus memestra ha bet kalz plijadur. Dudius-kenañ eo sur. Ur blijadur e oa gwelet aktourien all o kemer perzh e «avanturioù» an triad, Martin Freeman ha Rosamund Pike dreist-holl. Evel boaz ez eus istudennoù a-feson (Basil da skouer). Marteze a-walc’h eo ar film gwanañ diwar an tri met anzav a ran en deus plijet kalz din marteze ivez peogwir e klot moarvat gant an doare film a blij din ar muiañ e-touez an tri (filmoù zombied ha polis a oa ar reoù all).

Film sevenet gant Edgar Wright. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e49.

Community – bloavezh 2

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Even 20, 2014 by geekezig

CommunityUr sapre bloavezh eo eil hini Community me gav. Plijet spontus on bet gant rann Halloween, met hini Nedeleg a oa ken bamus all (ur rann a-bezh e stop-motion), hini Dungeons & Dragons ivez, hini an teulilm en ospital… Evidon-me eo aet kalz pelloc’h an traoù tro-dro d’ar “displegañ penaos e ya en-dro ar skinwel hag ar sinema”. Ar rann flashback a oa dreist ivez : un tech hegasus eus ar skinwel troet en ur farsadenn dispar.  Un tamm muioc’h a istorioù “hir” a zo bet, gant Shirley o vezañ dougerez da skouer. Dreist ‘m eus kavet ar bloavezh e gwirionez hag hast ‘m eus distreiñ d’ar skol-veur gante tout!

24 rann 20 munutenn bet skignet gant NBC etre an 23 a viz Gwengolo 2010 hag an 12 a viz Mae 2011.

Community – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Mae 8, 2014 by geekezig

community_castMeur a wech em boa bet tro da glevet komz eus Community ur stirad amerikan fentus-tre war a seblant. C’hoant ‘m eus bet neuze da welet un tamm petra oa. Community a zo ur sitkom gant rannoù 20 munutenn. Heuliet e vez ur strollad mignoned en ur skol-veur kumun er Stadoù-Unanet. Ur skol-veur nul a-walc’h neuze… Abegoù a bep seurt o deus da vezañ aze o studial hag ur bern traoù droch a c’hoarvez gante. N’eus istor war hir dermen ebet, pep rann a gont un istorig.Fentus-tre eo e gwirionez. Bamus a-walc’h eo tudenn Abed da skouer, a vez bepred oc’h ober goap eus doareoù skrivañ/filmañ ar sitkom. Dedennus eo ivez ar sell war ar relijion pe ar gouennelouriezh er stirad, ur strollad tudennoù liesseurt-tre eo hag ingal e rebechont d’ar re all o evezhiadennoù dismegañsus. Ar stirad-se an hini en deus lakaet ac’hanon da gaout ur sell nevez war Ken Jeong ivez, a gaven dic’houzañvus a-raok (abalamour d’e rol e-barzh The Hangover da skouer). Un toullad traoù ouzhpenn a zo war an DVD, da skouer c’hwitadennoù pe tammoù bet tennet.
Ur blijadur eo bet dizoloiñ ar stirad-se hag emaon o kenderc’hel gant an eil bloavezh!

Stirad bet krouet gant Dan Hamon. Bloavezh 25 rann 20 munut bet skignet etre ar 17 a viz Gwengolo 2009 hag an 20 a viz Mae 2000 war chadenn NBC er Stadoù-Unanet.